I.
Adv.
1. En ur dreiñ, oc'h ober an dro d'udb.
E vrec'h hir a skoe a-dro. [1985] Heskennat a-dro. Skeiñ a-dro e zivrec'h.
&
[1732] A-dro brec'h : gant nerzh e zivrec'h.
2. Impl. da stn.
A ra an dro d'ub., d'udb. ; a c'hronn ub., udb.
Un hent a-dro. Un davañjer a-dro.
&
Zo stumm un droellenn dezhañ. Ur skalier a-dro.
3. Tr. adv. (db. an dud)
Bezañ a-dro (d'ober udb.) : bezañ aes da ub. ober udb.
A-dro emaoc'h da vont. Ne'm eus ket manket d'an oferenn, met a-wechoù ne vijen ket a-dro.
II.
Ar.
[1904] A-DRO DA : tro-dro da.
Référence :
DBFV
pg adro (en dial. de B[atz], autour de)
Evel m’el lavar ar "veleta" (dreistwelerez, diouganerez) : « Piv a harzje en he red froud an oadoù ? Piv a zistroje war he c’hiz Rod a-dro-dalc’hmat an Tonkadur ? Nag an doueed, nag Uxamos (an Uhelañ) e-unan n’hellfent hen ober. »
Evel m’hel lavar ar veleta (dreist-welerez, diouganerez) : « Piou a harzje en he red froud an oadou ? Piou a zistroje war he c’hiz Rod a-dro-dalc’hmat an Tonkadur ? Nag an doueed, nag Uxamos (an Uhela) e-unan n’hellfent hen ober. »
1923
Référence :
SKET
p.79-80
War-dro ar bloavezh 1910 hepken e voe kavet, en Alamagn, an tu da heskennat ar gwez, n'eo ket mui a-hed, evel ma reer evit kaout plenken, met a-dro, evel ma tiroller ur pezhiad lien.