I.
A. Stn.
1. (db. ar c'hoad)
Zo gwe ennañ.
Koad tro.
HS. gwar.
ES. rez (ag.).
2. (db. al laezh)
Trenket.
&
Dre ast.
Kaouledet dre vezañ lakaet tro (danvezenn) ennañ.
Laezh tro.
B. Doar./Stn.
1. Durc'haet d'an tu zo enep ub., udb.
Kerkent ha ma oa tro o c'hein, e treuzis an hent.
[1878] Sellit, ha n’he gwelit ket, dioc’htu ma vez tro va fenn, o sevel war gleuz koad tud an ti all ?...
2. BEZAÑ TRO DA, ETREZEK, OUZH, WAR-DU : durc'haet da.
Tro eo o selloù war-du an dremmwel. Ur prenestr tro ouzh ar sav-heol.
[1877] Hag eñ azezañ war ur skabell goad a yoa e-kichen ar prenestr ha da sellet ouc’h ar mogerioù kouezhet, ouc’h an tiez distoet, ouc’h an iliz diskaret nemet ar pignon tro ouc’h ar sav-heol.
[1924] [H]e brec’h zehou savet er vann, tro outañ palv he dorn digor.
II.
1. A dro (warnañ e-unan).
Un draf-tro. Ur sparl-tro. Un dornell-dro. Ur pont-tro.
2. A ra tro udb.
Ur voger-dro. Un hent-tro.
3. Dañs*-tro.
4. A-dro.
Ur sell-tro.
Ar beleg a ra sin ar Groaz evit komañs an oferenn ; ar martolod kozh a son e gloc’h bihan ; an holl a zo daoulinet en o bagoù dizolo o fenn, tro ouc’h ar vag vras.
Ar belek a ra sin ar Groaz evit koumanz an ofern ; ar martolod koz a zoun he gloc’h bian ; an oll a zo daoulinet enn ho bagou dizolo ho fenn, tro ouc’h ar vag vraz.
1877
Référence :
EKG.I.
p.99
Hag eñ azezañ war ur skabell goad a yoa e-kichen ar prenestr ha da sellet ouc’h ar mogerioù kouezhet, ouc’h an tiez distoet, ouc’h an iliz diskaret nemet ar pignon tro ouc’h ar sav-heol.
Hag hen azeza var eur skabel goat a ioa e kichenn ar prenestr ha da zellet ouc’h ar mogeriou kouezet, ouc’h an tiez distoet, ouc’h an iliz diskaret nemed ar pignoun tro ouc’h ar zao-heol.
1877
Référence :
EKG.I.
p.56
Sevel a ra e ganolioù harp ouzh an iliz katedral, tro o ginou ouzh an dud.
Sevel a ra he ganoliou harp ouc’h an iliz cathedral, tro ho ginou ouc’h an dud.
1877
Référence :
EKG.I.
p.265
Neuze e lakejont ar soudard war e gostez, tro e c’hinou d’an douar.
Neuze e lakechont ar zoudard var he gostez, tro he c’hinou d’an douar.
1877
Référence :
EKG.I.
p.306
Sellit, ha n’he gwelit ket, dioc’htu ma vez tro va fenn, o sevel war gleuz koad tud an ti all ?... Dont a ri en-dro du-mañ, Min-du ! Ha Paolig a sklake e foet da ober aon d’e ounner.
Sellit, ha n’he guelit ket, dioc’htu ma vez tro va fenn, o sevel var gleuz koat tud an ti-all ?... Dont a ri enn dro du-man, Mindu ! Ha Paolik a sklake he fouet da ober aoun d’he ounner.
1878
Référence :
EKG.II
p.157
He bouc’hal a zalche gant he dorn kleiz, he brec’h zehou savet er vann, tro outañ palv he dorn digor.
He bouc’hal a zalche gant he dourn kleiz, he brec’h zehou savet er vann, tro outan palv he dourn digor (1).
1924
Référence :
SKET.II
p.57
Da vervel divouch n'em eus nec'h, / Ma selloù tro war-zu an nec'h.
Da vervel divouch n'em eus nec'h, / Ma sellou tro war zu an nec'h.