Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF

Définition :  Masquer la définition

1.Adv. (en egor) Nepell en-dro d'ub. pe d'udb. 2. Ar. A-DRO-WAR-DRO DA 1. En ur rann eus an egor a ra tro da (ub., udb.). [1878] [...] rak anat eo deoc’h n’eo ket aes mont en ur gêr war soudarded hag a zo mogerioù uhel a-dro-war-dro dezho.

Exemples historiques : 
5
Masquer la liste des exemples

Mestr an archerien, gant taol-lagad eferus an archer, a sellas pizh ouc’h ar gambr a-dro-war-dro.

1877
Référence : EKG.I. p.14

Er c’hiz-se a rae an noblañs kozh. Evit kaout digant Doue ar pardon eus o fec’hedoù, evit reiñ bara ha dilhad d’ar paour, mignon Doue war an douar, e roent lod eus o leveoù da venec’h ha n’o doa da ober nemet pediñ Doue evit o madoberour, ha labourat an douar a-dro-war-dro, roet dezho, evit en em vevañ o-unan, ha reiñ bara d’an neb a deue da c’houlenn da harz toull o dor.

1877
Référence : EKG.I. p.34

Lod a lavar e savas ar veleien a-dro-war-dro en e enep, abalamour ma kavent gwelloc’h gwelet ar gompezenn draezh-se o chom da leton da beuriñ gant loened ar beorien, eget he gwelet perc’hennet gant un den hepken, a c’helle he c’hlozañ pe he fermiñ da unan bennak, ha, dre-se, miret ouc’h ar paour da gaout e vuoc’hig hag ur banne laezh da soubañ e verenn.

1877
Référence : EKG.I. p.241

Ne ankounac’haimp ket ac’hanoc’h, ha d’hon amezeien a-dro-war-dro, e lavarimp e pelec’h e viot. C’hwi ne ankounac’haot ket ac’hanomp kennebeut ; fiziañs hon eus er pezh hoc’h eus lavaret deomp. Kenavezo ! ar c’hentañ ar gwellañ. — Kenavezo, tud a galon !

1878
Référence : EKG.II p.9

Mes, evit ober kement-se, evit bezañ trec’h da gêr Vrest, evidomp da gaout enni meur a hini a-du ganeomp, e rankemp bezañ kalz tud, rak anat eo deoc’h n’eo ket aes mont en ur gêr war soudarded hag a zo mogerioù uhel a-dro-war-dro dezho.

1878
Référence : EKG.II p.103

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux