Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Définition :  Masquer la définition

1. Hollad ar pezh zo en-dro d'ub., d'udb. Gwarezet e vez endro ar savadurioù istorel. Na vezañ en e endro boas. 2. Hollad an elfennoù, naturel evit al loened hag ar plant, naturel ha sevenadurel evit an dud, o deus perzh pe berzh e buhez ar bevien. Difenn, gwareziñ an endro. 3. Levezon an elfennoù-se en un degouezh bnk., war ub., e santadoù, e dro spered. Adkavout endro fall ar gêr.

Exemples historiques : 
9
Masquer la liste des exemples

endroioù

1931
Référence : VALL pg ambiance

endro

1931
Référence : VALL pg ambiance

War a seblant int bet savet [ar c'hleuzioù] da vevennañ ar parkoù da gentañ ha dre ma int bet savet goustadik, a rummad da rummad, gant tud a zalc'he kont deus an amzer, an dour hag an douar, int daet da vout ur seurt endro naturel.

1980
Référence : BREM Niv. 1, p. 5

Ne soñj ket din, pa weler ar pres a zo war an dachenn sokial pe war hini an endro, pa vez santet efedoù drastus sistem frankizour ar gevalaouriezh nevez.

2015
Référence : DISENT p15

M'emaoc'h o terc'hel sez sokial un embregerezh hag a zo kablus eus un dra spontus war dachenn an endro, eo ret d'an arvesterien, pe d'ar c'hazetenner deuet da dennañ ar poltred da glokaat e bennad, kompren ster an obererezh e-korf ul lajadig, a-drugarez d'ur skeudenn nemetken [...]

2015
Référence : DISENT p81

"Abaoe pegoulz ez eus bleizi-labour ac'hanoc'h?" a c'houlennan oute, anat an aoz fall ennon. "Labour zo plijadur," a lavar Vlasopoulos, daoust ma ne glot ket e vomm gant an endro.

2015
Référence : EHPEA p33

Peurliesañ e vank kirri-tan d'ar stourmerien : teurel a reont pled ouzh an endro, stourm a reont evit digreskiñ an ekonomiezh, pe n'o deus ket arc'hant a-walc'h.

2015
Référence : DISENT p85

Lavarit din, piv a c'helle karout droug d'un den hag a oa hunvre e vuhez an diorren glas ha diwallerezh an endro?

2015
Référence : EHPEA p275

Ma n'eus bet klevet tenn ebet en endro sioul-mañ, neuze e oa un didrouzer war an arm.

2016
Référence : BARDF p. 155

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux