Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Définition :  Masquer la définition

I. 1. (en egor) Ger a verk an distro eus ul lec'h bnk. Mont en-dro, dont en-dro d'ar gêr. Roet em eus o levr en-dro dezho. Kasit al levr-se en-dro d'e berc'henn. & Bezañ en-dro en ul lec'h bnk. : bezañ distro el lec'h-se. A-benn un hantereur e vint en-dro. & Treiñ, mont, dont en-dro : ober un hanter-tro. 2. (en amzer) Adarre. Amañ e vin en-dro a-raok kreisteiz. Ranket em eus sevel ma lizher en-dro div wech. HS. a-nevez. II. MONT EN-DRO. 1. (db. an dud, an traoù) Mont, bezañ kaset eus an eil lec'h d'egile. Delc'her a ra da dad-kozh da vont en-dro bepred ? Dre m'o doa an dud naon ez ae ar pladoù en-dro. 2. Dre skeud. (db. an ardivinkoù, ar benvegoù, h.a.) Labourat, treiñ. Mat ez a e garr en-dro. Pell zo ned a ket al labouradeg-se en-dro ken. En ti-se ez a an teodoù en-dro : komz a reer kalz eno. 3. (db. an dud) Dilec'hiañ en ur seveniñ un ober bnk. Ar plac'h a yae brav en-dro : dañsal a rae brav. 4. Dre skeud., pemdez (db. an traezoù) Talvezout d'ub., bezañ implijet gant ub. Bloaz zo emañ ar chupenn-se o vont en-dro ganin. III. 1. (db. ar benvegoù, an ardivinkoù, h.a.) Kas udb. en-dro : ober gantañ, e lakaat da vont en-dro evit seveniñ ur pennad labour. [1924] E vab Tritios eo a gase ar vegin en-dro. Kas un nadoz en-dro. 2. (db. obererezhioù an dud) Kas udb. en-dro : degas lusk en un obererezh evit mont etrezek ar pal zo da dizhout. Kas ar gaoz en-dro. Kas un abadenn skinwel en-dro. Kas ur gefridi en-dro. Kas un emgann, ur brezel en-dro. [1877] Neuze e kasjont keloù a gement-se da Lambezelleg, el lec’h m’edo Corbet, un dispac’her bras o kas an traoù en-dro.

Exemples historiques : 
45
Masquer la liste des exemples

em lakaat en-dro da ur re

1732
Référence : GReg pg entourer (environner quelqu'un)

bezañ en-dro da ur re bennak

1732
Référence : GReg pg entourer (environner quelqu'un)

en-dro

1732
Référence : GReg pg environ (les environs)

sernañ en-dro

1732
Référence : GReg pg ceindre (enfermer une espace, environner)

Distroit en-dro.

1850
Référence : GON.II pg distrei (Retournez sur vos pas).

deut en-dro

1850
Référence : GON.II.HV pg trô

en-dro

1850
Référence : GON.II pg enn (-drô)

Evit o c'has en-dro, kentañ ha ma c'hellimp, / Ni, tud vat, Kristenien, dezho petra a roimp ? / Diner merglet, peñsel, askorn pe vara louet, / Traoù ne brizfe kozh chas c'hwesha evit o boued.

1867
Référence : MGK p119-120

— « Ha me, eme ar priñs, ' zesko da dud ar vro / Penaos, hep e dumpañ [sic, he zumpañ], e vez kaset en-dro / Karr ur rouantelezh. »

1867
Référence : MGK p81

Dont a rejont en-dro, eonennet ar c’hwezenn war o c’hezeg, hep bezañ kavet eskob ebet.

1877
Référence : EKG.I. p.16

Setu amañ an huvre a deuas e penn ar re a ioa d’ar mare-se [o] kas ar c'houarnamant en-dro.

1877
Référence : EKG.I. p.2

Neuze e kasjont keloù a gement-se da Lambezelleg, el lec’h m’edo Corbet, un dispac’her bras o kas an traoù en-dro.

1877
Référence : EKG.I. p.262

N’oa ket un hantereur abaoe m’edo ar soudarded e Plougouloum, ha dija ouc’hpenn mil den, etre gwazed ha merc’hed, a zo en-dro d’an iliz ha d’ar presbital ; holl int deuet evit miret nad aio o ferson gant ar soudarded ; rok int, hag a-barzh nebeut, ma ne ziwaller, an taolioù bazh hag an tennoù fuzuilh marteze, a ya da vont en-dro.

1877
Référence : EKG.I. p.243

Ne glever a-bell, dreist an enezier, nemet grozmol ar mor bras a gros evit lavaret ez a atav en-dro hag ez eo bepred leun a nerzh.

1877
Référence : EKG.I. p.94

Ar blavezhioù a ya en-dro, hag ar manac’h [hon eus] gwelet yaouank a zo deuet da vezañ gwenn e benn ha torret e gorf.

1877
Référence : EKG.I. p.55

War-dro teir eur hanter, e klevjomp, war-dro Berven, an tennoù o vont en-dro, ken stank ha ker start, ma kavas deomp edod oc’h en em gannañ.

1878
Référence : EKG.II p.15

Gortozit un tammig bihan ; bremaik me a [z]euio en-dro.

1878
Référence : EKG.II p.49

Pa eo echu ar c’hatekiz, / Hag aet an holl deus an iliz, / Unan eus ar vugaligo[ù] / A deu e-unanik en-dro. Tostaat a ra ouzh an Aoter / Lec’h emañ kuzhet hon Salver

1898
Référence : KZVR Supplément à la Croix des Côtes-du-Nord du dimanche 30 janvier 1898, p.1

Ma ! eme Yann, un dra a zo, / A ra da'm skiant mont en-dro : / Ar memez Doue ‘n eus hon groet ; / gant ar memes pri omp meret. / Darn, koulskoude, ‘zo pinvik-mor, / Darn ‘met dienez toull o dor ; / Hemañ skedus e blanedenn, / Ha hennezh luiet e gudenn. /

1898
Référence : KZVR Supplément à la Croix des Côtes-du-Nord du dimanche 23 janvier, p.2

[A]et Yann en-dro, ‘n [a]otro[u] person / ‘N eus c’hoarzhet e-leizh e galon : / Evidon kozh, biskoazh ‘klevis / ‘Ve c’hoarvezet tra ken iskis ; Evit krediñ, ret en gwelet : / Ul laer gant al laerezh tapet ! /

1898
Référence : KZVR Supplément à la Croix des Côtes-du-Nord du dimanche 23 janvier, p.2

Hogen, kollet e voe da viken ar c’hanennoù hag an danevelloù ma oant mirourien dezho ; ha n’eo ket digant ar bugelig, n’oa nemet pemp bloaz pa voe tennet a-dre ar flammoù gant daouarn ar vuntrerien, e c’halljen o diskiñ en-dro.

1923
Référence : SKET p.22

Salv ha yac’h e voent digaset gant o friedoù en-dro d’o logelloù, da vriata eno, e-kreiz barroù o levenez, o daou vugelig o doa lezet er gêr hag a leñve d’o mammoù.

1923
Référence : SKET p.133

Hemañ e oa dezo an tri breur : kerkent hag aozet o listri, skrapat teir merc’h Matidonnos ha ganto ar muiañ ma c’halljent eus ar c’heneilezed anezho, adsevel en donvor ha dont en-dro d’o bro (1).

1923
Référence : SKET p.102

Pa voen en-dro, a-benn nav bloaz, ne vane ken war sav peul ebet anezhañ.

1923
Référence : SKET p.21

O c’hlevout a c’halv en-dro davedomp taolennadoù a-bell-pell, hag a laka da advevañ trivliadoù-kalon a wechall.

1923
Référence : SKET p.40

Hudour-meur a zigas en-dro an heol, / A ra d’an douar adc’hlazañ, / D’an evned geizañ, / D’an dour redek, / D’an ed diwanañ, / D’ar glav kouezhañ.

1924
Référence : SKET.II p.11

Kerkent ha m’oa bet barrek da gerzhout, ez oa aet e dad-mager da c’hovel Moridunon. [...] E vab Tritios (3) eo a gase ar vegin en-dro.

1924
Référence : SKET.II p.18

Pell amzer a oa, abaoe ma oa ar bagoù all er porzh. Pelec’h e oa daleet ar Gwennili ? Pelec’h ?… Petra ’zo erruet gantañ ? Ha dindan ar wezenn-dilh ar prezegennoù ac’h ae en-dro : pelec’h eo chomet ar Gwennili ?

1925
Référence : BILZ2 p.113

Goulc'hen, ar Paganad, a oa ur marvailher. E deod a yae en-dro kel lijer hag ur vilin-baper.

1929
Référence : SVBV p10

War an taol e sentis, ha bec'h dezhi ! Da gentañ, e tapis krog en ur choanenn hag, o vezañ graet ur groaz gant beg va c'hontell war gof an dorzh vara, e troc'his ur mellad tamm diouti. Goude-se, e faoutis ur pezhiad riblennad kig-moc'h du bet e-pad pemp pe c'hwec'h vloaz o vogediñ e kimin va mamm-guñv, hag ar c'harvanoù - va re-me - a yeas en-dro ken na zifindaone ! Ur pennad da c'houde, e stagis ar voutailh leun a win ruz ouzh va fenn ha bec'h ivez dezhi, da gas ar c'hig-sall hag ar bara kras da stankañ he genoù da'm bouzellenn vras!

1929
Référence : SVBV p9

mont en-dro

1931
Référence : VALL pg (entrer en) action (chose)

kas en-dro

1931
Référence : VALL pg actionner (mécanique)

Ar re-mañ, ne voe ket un avañs dezho klemm, sakreal, "rebarbiñ" ; ober rankjent war o zroad, an hent da vont d'o chomlec'h nevez, ma ne zeuje karr ebet en-dro a-benn c'hwec'h eur diouzh ar paradez.

1941
Référence : ARVR niv.6, p4

Keit ma yae an traoù-mañ en-dro, Srollad Paotred Plouyann a oa o c’hoari Mister Sant-Gwenole ha fentigell ar Vezventi dindan ar c’hoc’hu, leun-barr.

1944
Référence : EURW.1 p.189

Evit-se am boa ur chañs : kaout un den a-vicher d'am henchañ da gregiñ ober ma deskoni war ar voullerezh [sic, moullerezh] en ur gas en-dro ma studi lezennerezh ; e-lec'h krizañ, evel pa oan o vont d'ar golaj, ma c'halon a zigore, tennañ a raen aesoc'h ma alan.

1944
Référence : EURW.1 p78

Ehan-skol goude ehan-skol, distro goude distro, an amzer a yae en-dro hep nemeur a cheñchamant.

1944
Référence : EURW.1 p62

Mari a oa deuet dezhi he santimant en-dro.

1944
Référence : ATST p.54

An neb a ya re vuhan e deod en dro [en-dro], a lavaro, mod pe vod, sotonioù. Rak an den a wir furnez, ne gomz morse dre bres.

1944
Référence : ATST p.9

— « A ! mat eo, neuze, peogwir emaoc’h bremañ gwelloc’h. Mont a reomp bremañ da zebriñ hor merenn, ha, bremaik, e teuimp en-dro, en kas ["kaz"] ho pefe ezhomm eus un dra bennak.

1944
Référence : ATST p.36

Kentoc'h pondalez an ifern !... Emañ aze, e-harz e dreid, kousket sioul evit ar pred, - ar mor, an tigr, ar sarpant a oar kousket ivez! - gant e reuzeudien o buhezioù diroll, prest da dorc'hweniañ en-dro, kerkent ha ma vint dihun, el likaouerezh an hudurañ...

1949
Référence : SIZH p.48

- Du-mañ ivez, ez eus biniawoù, eme ar breur Arturo, heñvel mat o son ouzh hini ar gaita. Nemet sartoc'h int, ha lakaat a reont Breizhiz da gas ar jabadao en-dro...

1949
Référence : SIZH p.65

- Te 'zo va aveler, emezi, neuze, yaouankiz en he lagad. Reiñ a reas dezhañ un taolig en-dro gant he benvegig splann ha bresk e-giz eskell ur valafenn.

1949
Référence : SIZH p.50

Met an arc'hant bet lakaet a-gostez diwar ar pezh am boa gounezet e-pad ma oan bet e bro an okoume eo e c'hellis sevel an oberenn a zo chomet an tostañ d'am c'halon, hag a oa bet embannet hepken goude ar brezel pa oan aet en-dro da Afrika, dindan an ano Yezhadur Bras ar Brezhoneg.

1985
Référence : DGBD p6

Deuet e oa tri devezh diouzh renk hag e gavout a raen er gêr bep abardaez pa zeuen en-dro eus al labourva.

2015
Référence : EHPEA p58

"Keti Sec'htaridi a oa kelennerez din er skol kentañ-derez Nnn 1 en Egaleo," emezi deomp kent stagañ da ouelañ en-dro.

2015
Référence : EHPEA p15

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux