Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Définition :  Masquer la définition

EN-DRO DA. I. (en egor) 1. En ur rann eus an egor a ra tro da (ub., udb.). Lakaet en doa ur skerb en-dro d'e c'houzoug. Laka ur fiselenn en-dro dezhañ. & Treiñ en-dro d'udb : ober tro dezhañ. Trein a ra al Loar en-dro d'an Douar. HS. e-tro. 2. En ardremez (ub., udb.). N'eus nemet koadeier en-dro d'ar gêr-mañ. Kalz a enebourien zo en-dro dimp. HS. war-dro. 3. (db. an dilhad) En-dro da ub. : ouzh e wiskañ. Bez' e oa ur vantell en-dro dezhañ. & Lakaat ur pezh dilhad en-dro dezhañ : e wiskañ. II. Dre skeud. OBER EN-DRO, BEZAÑ EN-DRO DA UB., DA UDB. : ober, bezañ war-dro ub., udb. Ober en-dro d'un den klañv. A-hed an deiz eo bet en-dro d'e loened. & Klask en-dro ag ub. : klask e dizhout, e lakaat da faziañ.

Exemples historiques : 
53
Masquer la liste des exemples

en-dro

1732
Référence : GReg pg a l'entour

en-dro d'an ti

1732
Référence : GReg pg a l'entour, autour (de la maison)

en-dro deomp

1732
Référence : GReg pg a l'entour

en-dro

1732
Référence : GReg pg autour (aux environs)

en-dro da

1732
Référence : GReg pg autour (de)

en-dro d'ar vur

1732
Référence : GReg pg autour (de la muraille)

en-dro deoc'h

1732
Référence : GReg pg autour (de vous)

en-dro deoc'h

1732
Référence : GReg pg autour (de vous)

en-dro dezhañ

1732
Référence : GReg pg autour (de lui)

en-dro din

1732
Référence : GReg pg autour (de moi)

en-dro

1732
Référence : GReg pg (tout) autour

en-dro d'ar barrez

1732
Référence : GReg pg (tout) autour (de la paroisse)

lignenn tennet en-dro da ur plas, da ur gêr, da ur c'hastell

1732
Référence : GReg pg circonvallation

lignennoù en-dro da ur gêr

1732
Référence : GReg pg (des lignes de) circonvallation

ar pezh a zo en-dro

1732
Référence : GReg pg circonvoisin

tro-war-dro Pariz, en-dro da Bariz, ez eo kaer pep tra

1732
Référence : GReg pg (les) environs (de Paris sont fort beaux)

em lakaat en-dro da

1732
Référence : GReg pg environner (entourer)

ur sklaerded a savas en-dro dezho

1732
Référence : GReg pg (une lumière les) environna

evlec'hek eo ar vro en-dro da Vrest

1850
Référence : GON.II pg évlec'hek

en-dro da

1850
Référence : GON.II p.57, Table des Prépositions composées, "à l'entour de".

« Koulskoude, n'eo ket an houadez, / » Ar yar zo en-dro din bemdez. »

1867
Référence : MGK p135

Eno, en-dro d'ar marc'h, setu c'hoari ha freuz o tigeriñ 'vit an arc'hant. Hor gwazed vat ha dizamant, evit sachañ moneiz d'o beg, a grog e moue al loen lorc'hek

1867
Référence : MGK p6

Kaer en doe an den-se krial a-bouez e benn, an dud hep ober van, aet o skiant da donenn, 'selle a-gleiz, a-zehoù : nouspet hini 'welas o chom sonn o fennoù, 'vel peulioù ur c'harr bras en-dro da vugale 'oa eno o c'hoari.

1867
Référence : MGK p3

Siwazh ! en-dro d'an neizh an ed a oa darev, / Hag ar re vihan c'hoazh ne oant 'vit nijal pell / Diwar-bouez ho divaskell.

1867
Référence : MGK p52

En-dro dezhañ ur c'hroc'hen leon, / Un azen eus an azenañ, / Evitañ da vout digalon, / A lakae an holl da grenañ.

1867
Référence : MGK p61

War-zu ar vag vras-se e teue bagoù eus a gement porzh-mor bihan a oa en aod. Taoler a raent o heor en-dro dezhi, evit chom en he c’hichen ; ar re vihanañ en em stage outi.

1877
Référence : EKG.I. p.98

Kerkent ha ma en em gavas ganto o galvas d’en em gelc’hañ en-dro dezhañ hag e lavaras dezho laouen ha goustadik : — N’eus den war-sav el leandi, na den all war-dro ; n’eus ket ur c’hi zoken da ziwall an ti.

1877
Référence : EKG.I. p.38

Ar Varzhed a dle sellout en-dro dezhe evit gwelout pere eo an dud a bep stad, a bep micher, uhel a-walc'h a spered evit bezañ danvez Barzhed.

1909
Référence : REZI p.19

Ha, dizoaniet, an teir flac’h en em astenn en-dro d’an tan hag a gousk ken na baro an deiz.

1923
Référence : SKET p.116

E dog erienet-ledan bou[n]tet gantañ war gil e benn, e tresas an Tad gant penn e vazh ur bras a gelc’h-hud en-dro d’ar gov.

1923
Référence : SKET p.37

Damdost d’an hent-se, diouzh ar c’hreisteiz, em eus gwelet ar c’hañvdi ma klever en-dro dezhañ, a-hed an nozvezhioù diloar, o ouelañ hag o kunudañ en ur weañ he daouarn war he foan, intañvez ar Garianed.

1923
Référence : SKET p.14

ober en-dro da, ober war-dro

1924
Référence : SKET.II p.136 « Geriadurig », "S’occuper de, servir".

En he c’hreiz un ti bras, meur a di bihan en e dro evel m’emañ he evnedigoù en-dro d’ur yar.

1924
Référence : SKET.II p.76

Naered ramzel, korvigellet en-dro d'ar gwez e-giz ur fun en-dro da droell ur puñs, war-c'hed ur preizh, ha, dre zrougeur, ul loenig dinoaz en em gavas da dremen hebiou dezhi

1929
Référence : SVBV p.19

en-dro

1931
Référence : VALL autour

en-dro

1931
Référence : VALL autour

en-dro dezhañ

1931
Référence : VALL autour

Raktal m'en em weljomp e tiwanas etrezomp mignoniezh tost ; en em glask a raemp da vont da c'hoari a-gevret war an aod, da vont da vrañsigellat er jardin, hag a-wechoù e tec'hemp diwar ar selloù evit ober hon-daou pourmenadennoù en-dro da Berroz.

1944
Référence : EURW.1 p44

Pa'z aen da graoña en-dro d'ar Buenoù, he c'haven en ur prad o vaesa he saout, hag azezet en he c'hichen e-pad eurvezhioù a gaven berr, e konten dezhi netraigoù, e raen dezhi cherisoù ; evel daou labous digabestr dindan heol an neñvoù, ne wele hini ac'hanomp, a-dra-sur, droug ebet er blijadur a gemeremp oc'h en em gavout e kuzh ouzh an holl.

1944
Référence : EURW.1 p45

Seblantout a raent, gant o gwiskamantoù glazik, o brageier-bras, ar merc'hed gant o rokedennoù voulouzet, sterniet en-dro d'o c'hreiz, muioc'h breizhek a-ouenn eget ma c'henvroiz a Vro Boc'hêr.

1944
Référence : EURW.1 p75

Ne chomas ket pell en-dro d'e vamm ha d'e vignoned ; adkregiñ a reas da skrivañ e studi mestr de la Monnerie.

1944
Référence : EURW.1 p12

Rak ne blije ket dezhañ chom da droidellat en-dro d’ar gêr.

1944
Référence : ATST p.40

Job : — « Ar voereb a zo aonik. » Lom : — « Bezit dinec’h ! Spontet e vo, pa glevo labous an Ankoù o c’hoari en-dro d’an ti. »

1944
Référence : ATST p.28

Ar vaouez a oa en-dro dezhi c'hwez-tan ar bleunioù-noz, hag he mouezh a oa re bar, gant he flegoù-displegoù da delennadeg an eostig, tomm hag heson.

1949
Référence : SIZH p.42

Bet e oa ar skoliad, e-pad an enderv, war « El Monte », o toullañ douar en-dro d'ar plant pin d'o doura.

1949
Référence : SIZH P.43

Morvitellet e oa kêr Viranda en he c'housked, ha ne fiñve ket un ene en-dro d'an toennoù ruz merglet ha d'an tiez marvelen prennet kloz [sic, "prennet-kloz"] o stalafioù. Didud ha morgousket e oa ar gompezenn. N'oa trouz nemet gant ar stêr Ebro.

1949
Référence : SIZH p.48

Ar vouezh-se, e-giz ur fleüt, an daoulagad du-se, ker kevrinus a-dreñv o mantilh, hag ar mousc'hoarzh-se, ur mousc'hoarzh boemus, a daole e sklerijenn en-dro dezhañ.

1949
Référence : SIZH p.48

Teurel a reas ur sell war ar gup ha, goude, en-dro dezhañ.

1949
Référence : SIZH p.54

Bleukata ha stlepel a ra dioutañ, gant un nerzh iskis, ar soudarded bodet en-dro dezhañ.

1960
Référence : PETO p50

Ar ouenn Nkomi a zo kreizennet en-dro da loc'h Fernan Vaz.

1985
Référence : DGBD p39

Treiñ a ra ar c'hirri en-dro d'ar blasenn en ur gornal diboellet tra ma sko ar vlenierion war o rod-stur o klask un ezkerzh gant dizesper.

2015
Référence : EHPEA p33

A-wechoù e vez kalz grevusoc’h freuzoù ar gevredigezh evit freuzoù ar feulster fizik, rak ouzhpenn an den e vez skoet an dud a zo en-dro dezhañ koulz hag ar gevredigezh a rank paeañ evit tout an traoù-se.

2015
Référence : DISENT p62

Gantañ [feulster an ensavadurioù] e skuizh an nen tamm-ha-tamm, cheñch a ra an darempredoù gant an dud en-dro dezhañ, koulz hag ar mod en deus d'en em welet ha d'en em briziañ, ha diwar-neuze [diwar neuze] e vod da soñjal e[n e] amzer da zont.

2015
Référence : DISENT p61-62

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux