Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Variantes historiques ou dialectales attestées : 
1
Afficher les variantes

Formes fléchies : 
7
Afficher les formes fléchies

Définition :  Masquer la définition

1. (db. an dud, al loened) Deuet en-dro. Emañ distro. Distro eo eus e veaj. Distro int d'ar gêr. N'eo ket distro an dud c'hoazh? Chomit aze ken ma vin distro. [1877] Ar c’habiten Jaouen, nevez-distro eus a Vourdel, a yoa e lestr e porzh Brest [...]. 2. (gant un dalvoudegezh relijiel prl.) Distro ouzh : gounezet da. Distro ouzh Doue. 3. (db. al lec'hioù) Rouez an dud a vez ouzh e zaremprediñ. Un hent, ur c'horn, ul lec'h distro. Un ostaleri distro. An tiez distroañ. [1877] Soñjal a rae dezho e c’hellent bezañ dinec’h en ur chapel evel Santez Berc’hed, distro diwar pep hent-bras, pell diouc’h pep bourk. HS. diamen, digenvez. & Al lec'h distro : ar privezioù. Redek d'al lec'h distro. & Distro diouzh : pell diouzh. Ur gêriadenn distro diouzh kêr, distro diouzh pep hent bras. 4. (db. ar c'herdin, an neud, h.a.) N'eus (mui) tro, gwe ebet ennañ. Distro eo ho neud.

Exemples historiques : 
39
Masquer la liste des exemples

lec'h distro

1499
Référence : LVBCA p61, 131 (diuersoyre, ou ostiel, ou lieu esloinggnez d-aultre)

asinañ d'en em gavout e lec'h distro, evit en em gannañ

1732
Référence : GReg pg défier (appeller son ennemi au combat singulier)

ul lec'h distro

1732
Référence : GReg pg (un lieu à l') écart

hent-distro

1732
Référence : GReg pg (chemin) detourné

emgannañ en ul lec'h distro gant un all

1732
Référence : GReg pg (se) batre (en duel)

ul lec'h distro

1732
Référence : GReg pg (un lieu) desert, (un lieu) detourné

distro

1732
Référence : GReg pg desert (erte, qui n'est point habité ni cultivé), detors (qui n'est pas tors)

distro

1850
Référence : GON.II pg distrô (De retour. Qui est de retour. De plus, détors, détordu, qui n'est pas tors, qui n'est pas tordu).

N'eo ket distro c'hoazh.

1850
Référence : GON.II pg distrô (Il n'est pas encore de retour).

Distro eo ho neud.

1850
Référence : GON.II pg distrô (Votre fil est détors, détordu).

dizro

1850
Référence : GON.II pg disrô (Voyez "distrô"), pg distrô (Quelques-uns prononcent "disrô").

e-tro Gouel-Yann e vezin distro

1850
Référence : GON.II pg é-trô, étrô

Ar goulm, pa voe distro, / A lavar petra zo ; / Hag an tri-mañ a-fo / 'Zigor kuzul etrezo.

1867
Référence : MGK p47

An den, pa voe distro, / A gavas toull he sac'h, 'vel ar roued goullo, / Setu penaos, a lavarer, / E voe an eilvet gwech paket ar chaseer.

1867
Référence : MGK p49

An alc'houeder distro a gav ar spont en neizh.

1867
Référence : MGK p52

Soñjal a rae dezho e c’hellent bezañ dinec’h en ur chapel evel Santez Berc’hed, distro diwar pep hent-bras, pell diouc’h pep bourk.

1877
Référence : EKG.I. p.157

N’oa ket gwall bell abaoe m’edont e koad Keryann ; amzer o doa bet hepken d’en em renkañ a-hed ar c’hleuz, ha da ober pep a riboulig da veg o fuzuilhoù, dre greiz ar c’harzh, evit gellout gwelet mat en hent-bras, pa glevjont o tont diouzh tu Konk ur chaok hag ur cholori ker skiltrus ha youc’herezh paotred ar Sabad, en nozvezh m’o doa kaset ganto ur c’hemener da goaniañ, en ur foennog distro, leun a lagennoù.

1877
Référence : EKG.I. p.200

Ar c’habiten Jaouen, nevez-distro eus a Vourdel, a yoa e lestr e porzh Brest, o c’hedal karg da vont en tu bennak ; mes ar garg-se ne deue ket buan, rak, neuze kerkoulz ha bremañ, pa vez trouz ha dispac’h er vro, pep hini a zalc’h tost d’e arc’hant.

1877
Référence : EKG.I. p.212

Distro d’e gambr an Aotrou de la Marche a c’houlennas digant ar veleien hag an dud a renk uhel eus a Gastell a yoa holl en em zestumet en eskopti, petra en doa da ober.

1877
Référence : EKG.I. p.13

A-barzh an deiz pep hini a zo distro d’e gêr ; n’eus nemet ar beleg paour ne oar da belec’h mont, rak n’en deus kêr ebet.

1877
Référence : EKG.I. p.101

Anaout mat a raent an hentoù-distro, hag er c’hiz-se n’en em gavas droug ebet ganto hag e tigouezhjont e Lanzeon war-dro un eur goude an hanternoz.

1878
Référence : EKG.II p.58

Peurliesañ o dienez hag al lec’hioù distro ma vevent a aesaas dezho mirout o gizioù ha glanded o gouenn.

1923
Référence : SKET p.90

Marc’hadourien estren ne weled ket c’hoazh oc’h ergerzhout a-vagadoù hentoù ha gwenodennoù, oc’h en em silañ betek er c’hêriadennoù pellañ, o weladenniñ ar mereurioù distroañ, en ur hadañ e pep lec’h, a-unan gant aour, sklavezed ha traezoù micher diwar zorn estren, an dizurzh hag an dizunvan, o vreinañ kalon ar yaouankizoù dre o c’homzoù hag o skouerioù, o hoalañ ar renerien hag an henaourien d’ar gwallc’hoantegezhioù, d’ar grezni ha d’an uhelegezh, oc’h atizañ mereurioù an holl da c’hoantaat ez direizh kemm ha nevezinti.

1923
Référence : SKET p.66

Distro e Galia, em eus goulennatet an drouized, ar veleien, an divinourien, an danevellourien, ar ouizieien, ar varzhed, ha henaourien pobladoù Keltia, hep gallout kaout diganto disklêriadur a-walc’h.

1923
Référence : SKET p.46

O ! ne vo ket pell : bremaik, diouzhtu e vo distro. Bremaik, diouzhtu, pegoulz ? Ankounac’haet an amzer dremenet.

1924
Référence : BILZ1 Niverenn 38, p.845 (Miz C'hwevrer 1924)

Tremen a rejont an eil penn-nozvezh en ur vanell distro, e-harz moger izel ul liorzh, gourvezet en ur gichen evel daou bried, war ul lienenn delt astennet war al leur, goloet pep hini gant e ballenn, hag o sac'h-soudard ganto e-giz goubenner.

1941
Référence : ARVR niv.6, p4

Ha ni hon tri dre hentoù-distro, dre wenodennoù enk, da gerzhout 'trezek kastell "ar Goantenn-er-c'hoad-kousket".

1944
Référence : EURW.1 p.151

Leon ar Berr, - hag a oa un tammig koshoc’h eget e geneiled, ar breur henañ, evel m’her galved, - en doa feurmet ur genkiz ‘trezek fabourg Naoned, ha badezet anezhañ Ker-Alor (Alor, anv un eskob a Gerne). Ar genkiz, gant ul liorzh tro-war-dro, a oa dizro en ur vanell enk.

1944
Référence : EURW.1 p.146

Raktal distro da Wengamp, e voe dieubet ar soudarded bloaz.

1944
Référence : EURW.1 p.204

Distro d'ar gêr e kavis war an daol ul lizher-pediñ da vont da Vontroulez ha da Blouyann, an 13 hag ar 14 a viz Eost 1898.

1944
Référence : EURW.1 p65

D'an abardaez e vezemp distro d'ar gêr, hag ar vuhez skol a gendalc'he, didrouz, didrabas, betek graet ganin ma fask kentañ, d'am dek vloaz.

1944
Référence : EURW.1 p28

Er baradozig-se d'an ampoent ma oan-me distro d'ar gêr, e oamp pevar o chom : an ozhac'h, ma zad oadet a 65 vloaz, noter eno abaoe tost da dregont vloaz ; an itron, ma mamm, na zilezas gwech ebet he dilhad giz Treger, gant he c'hoef gwenn, a veze graet « kallegenn » anezhañ, he chal pe mouchouer du, he zavañjer dantelezet ; ur vatezh yaouank anvet Marianna Touboulig ; ha me, ar mab pennhêr, a oa ma zad o fiziout warnon da gemerout e garg noter, p'am bije graet tri bloaz deskoni gantañ.

1944
Référence : EURW.1 p6

Ne vo ket distro e koulz.

1949
Référence : SIZH p.63

Te, war hemañ [ar person], ' eveshay start : / Tost dezhañ chomi d'ober gward, / Warnañ bepred e talc'hi berr / Ken e vimp holl distro emberr.

1960
Référence : PETO p41

Devezhioù zo emaoc'h engortoz eus lizhiri digant mignoned ker. Chom a rit war c'hed da ur paotr al lizhiri. Netra. Hiziv. Tremenet, a gav deoc'h, an eur, ez it d'ho labour. Distro, hoc'h eus kavet daou lizher... Unan da baeañ ho tailhoù, unan da baeañ koumanant ho journal... Pebezh disouezhadenn !

1973
Référence : HYZH Niv. 88, p. 42, Anjela Duval

Azalek ma oan distro eus va fennad amzer labour er Gabon, em boa soñjet mirout an eñvor eus ar vuhez am boa renet er vro-se e-pad triwec'h miz.

1985
Référence : DGBD p5

E penn kentañ ar bloaz 1839 e oa distro Bouet Willaumez, bremañ kabiten a lestr, da aodoù ar Gabon ha, d'an 9 a viz c'hwevrer, e rae ur feur-emglev gant ar roue Denis, rener brudetañ ar ouenn mpongwe, hag a oa o chom e tu su ar pleg-mor, un tammig distro eus ar mor-bras a-dreñv "plaenenn" Pongara.

1985
Référence : DGBD p48

Mar loc'hit kerkent ha degemeret al lizher-mañ, e c'hellot bezañ distro kalz a-raok hanternoz ; gwelloc'h e kavan koulskoude reiñ deoc'h ur marz.

2012
Référence : DJHMH p. 80

e kalon koad Siberia ez eus ur pesketour kozh o chom war ribl ul lenn dizro

2014
Référence : MINOB p3

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux