Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Variantes historiques ou dialectales attestées : 
2
Afficher les variantes

Formes fléchies : 
122
Afficher les formes fléchies

Définition :  Masquer la définition

I. V.k.e. A. 1. Lakaat (udb.) da vont diwar e roud. Distroet en deus ar wazh. & Distreiñ un taol : e ziarbenn. 2. Cheñch tu d'udb. Distreiñ ur maen plat. [1878] [...] oc’h evañ banne gant hemañ, banne gant henhont ; ne veze ket gwelet o tistreiñ kartoù nag o ruilhañ dominoioù, pell en noz [...]. & Trl. skeud. & Treiñ ha distreiñ udb. war e nav zu : e dreiñ a bep tu lies gwezh. & Kas ub. da zistreiñ ar c'haoc'h-saout da grazañ : e gas diwar-dro. & Ent strizh [1867] Arat, palat. Er goañv eo e ranker distreiñ an douar. 3. Lakaat da dreiñ war an tu all. Distreiñ e benn, e selloù. & Dre skeud. Distreiñ e zivskouarn diouzh (komzoù, h.a.) : chom hep selaou. 4. Treiñ ha distreiñ udb. : e lakaat a bep eil da vont eus un tu d'egile. Treiñ ha distreiñ e benn. & Dre skeud. Treiñ ha distreiñ ub. : e levezoniñ, e stummañ diouzh ma vez c'hoant. Yaouankik ez eo aes treiñ ha distreiñ ur c'hrouadur. 5. Distreiñ ub. war e giz : e lakaat da vont d'al lec'h m'emañ o tont, e lakaat da vont war-gil. Daou zen zo bet kaset war o lerc'h ha karget da zistreiñ an daou vugel war o c'hiz. B. Dre skeud. 1. Lakaat (ub., udb.), da bellaat (diouzh ub. all, diouzh udb.). Distreiñ an dud ag, eus o labour. Distreiñ ub. diouzh an ostalerioù. Distreiñ ur c'hleñved diwar ub. & Ent strizh Distreiñ ub. : e lakaat da bellaat diouzh an hent reizh. & Distreiñ ub. a ober udb. : e zizaliañ da ober an dra-se. 2. Trl. Distreiñ ur gaoz : dispenn komzoù ub., na lezel ub. da gomz e gaou, db. ub. pe udb. Pa veze graet ur gant fall bennak dirazañ e tistroe brav ar gaoz. C. Dre ast. (db. ar c'homzoù, ar skridoù) Treiñ (en ur yezh all). Distreiñ ur varzhoneg e brezhoneg. & (en danevellañ dieeun) Eilgeriañ. An Ankoù a zistroas : «ar marv, emezañ...». II. V.g. A. 1. Mont en-dro (d'al lec'h ma teuer). Pediñ a reas an dud da zistreiñ d'o c'hêr. [1985] Distreiñ da Europa a rankis a-raok ar c'houlz merket. 2. Dont endro d'al lec'h m'emeur. Bezit fur betek ma tistroin. HS. retorn. 3. Dont war e giz. Faziet omp bet, gwelloc'h dimp distreiñ (war hor c'hiz, hor c'hil). Gwelloc'h distreiñ diwar hanter hent eget ober gwall veaj. 4. Trl. skeud. Distreiñ gant ur bouc'h*. & Distreiñ war an tu ma skrab ar yar*. 5. Treiñ ha distreiñ : mont dibaouez war an eil kostez ha war egile. N'en deus graet nemet treiñ ha distreiñ en e wele en noz-mañ. B. Difetis, trl. 1. Distreiñ d'e lamm : kemer techoù fall en-dro. 2. Distreiñ ouzh Doue : bezañ gounezet dezhañ (en-dro). Ret-mat e voe dezhañ distreiñ ouzh Doue. & Distreiñ outañ e-unan : en em soñjal (war ster ar vuhez, h.a.). 3. Distreiñ diwar e vennozh : dilezel e vennozh. C. (db. ar prenestroù, an dorioù, h.a.) Bezañ troet war-du (udb.). Ar prenestroù a zistroe ouzh Jeruzalem. Distreiñ a ra ar prenestr-mañ ouzh ar blasenn. HS. skeiñ. III. V. em. EN EM ZISTREIÑ [1925] [...] abaoe ez eo en em zistroet a-grenn diouzhomp, [...].

Exemples historiques : 
112
Masquer la liste des exemples

distreiñ

1499
Référence : LVBCA p61 (destourner)

Goude-se ez c'halvas ar werc'hez Katell hag ez lavaras dezhi : [«]Onestant dre ard da ard majik ez vefe graet lakat ar rouanez d'ar marv evit-se, mar kerez d'en em repantiñ ha distreiñ, me a ray [ac'hanout] ar gentañ em falez[.»]

1576
Référence : Cath p23

22. Pan tistroas an impalaer ez eure he frezantañ dirazañ ha pan he gwelas ken kaer ha ken resplañdisant ha maz oa-hi, peheni a estime a vefe kastizet ha tourmantet dre an yunoù hag an abstinasion a grede he devoa graet, ez teuas da estimiñ ez oa bezet repuet ha maget gant ur re er prizon.

1576
Référence : Cath p18

En eil poent, [ret eo] kaout keuz a vezañ ofañset Doue ha kaout ur propoz ferm na zistroet [lenn: "zistroot"] mui d'ar pec'hed.

1622
Référence : Do. p42

distreiñ da

1659
Référence : LDJM.1 pg ramener, rentrer, retourner (a)

distreiñ diouzh ar vis

1659
Référence : LDJM.1 pg (se) retirer (des vices)

ma vihe distroet e dad

1659
Référence : LDJM.1 pg si (son pere estoit retourné)

treiñ distreiñ

1659
Référence : LDJM.1 pg piroueter, tordre, tourner, translater, viruolter

ma deportit ken na zistroin

1659
Référence : LDJM.1 pg (ma deportit) quen (na distroîn)

distreiñ

1659
Référence : LDJM.1 pg conuertir quelqu'vn, detordre, reuenir

distroet

1659
Référence : LDJM.1 pg detordre

distreiñ diouzh

1659
Référence : LDJM.1 pg detourner (de)

distreiñ diouzh e bec'hedoù

1659
Référence : LDJM.1 pg (s')amander, (se) conuertir

distreiñ war e opinion

1659
Référence : LDJM.1 pg changer d'opinion

M. Petra à renquer da ober evit en em goffés ervat? D. Ret eo ober tri dra: [...] D'an eil, cahout cueus da veza offancet Doué, hag ober ur guir propos na zistroit muy d'ar pec'het. M. Petra a renker da ober evit en em gofes ervat? D. Ret eo ober tri dra: [...] D'an eil, kaout keuz da vezañ ofañset Doue, hag ober ur gwir bropoz na zistroit mui d'ar pec'hed.

1677
Référence : Do. p43

Me a zistroy a-benn un eur.

1732
Référence : GReg pg heure (Je reviendrai dans une heure.)

Warc'hoazh me a zistroio a-barfeded ouzh Doue, hag ar warc'hoazh-se ne erru nepred.

1732
Référence : GReg pg demain (Demain je me convertirai, & ce demain n'arrive pas.)

distreiñ diwar un diviz

1732
Référence : GReg pg briser (rompre un discours commencé)

distroomp diwar an diviz-se

1732
Référence : GReg pg briser (brisons-là, Monsieur ?)

distroet diwar un diviz

1732
Référence : GReg pg briser (rompre un discours commencé)

distroomp diwar gement-se

1732
Référence : GReg pg briser (brisons-là, Monsieur ?)

ditreiñ diwar e opinion

1732
Référence : GReg pg changer (de sentimens)

distroet diwar e opinion

1732
Référence : GReg pg changer (de sentimens)

distreiñ gant ar c'harr

1732
Référence : GReg pg (détourner la) charrette (d'un autre bord)

distroiñ diàr e opinion

1732
Référence : GReg pg changer (de sentimens)

treiñ ha distreiñ

1732
Référence : GReg pg circuler (parlant du sang)

troet ha distroet

1732
Référence : GReg pg circuler (parlant du sang)

pa ne dro ha ne zistro mui ar gwad e korf un den, emañ ar marv gantañ

1732
Référence : GReg pg circuler (quand le sang ne circule plus, c'en est fais de la vie d'un homme)

distreiñ ur re bennak diouzh, eveus a

1732
Référence : GReg pg divertir (detourner quelqu'un de quelque chose)

distreiñ e spered e lec'h all, e-pad e bedennoù

1732
Référence : GReg pg (avoir des) distractions (volontaires à ses prieres)

distreiñ ouc'h Doue dre wir binijenn

1732
Référence : GReg pg convertir (changer de vie)

distroiñ doc'h Doue

1732
Référence : GReg pg convertir (changer de vie)

lakaat an dud da zistreiñ ouc'h Doue

1732
Référence : GReg pg convertir (les ames à Dieu)

distreiñ

1732
Référence : GReg pg dissuader

Warc'hoazh me a zistroio a-barfeded ouzh Doue, hag ar warc'hoazh-se ne zeu ket.

1732
Référence : GReg pg demain (Demain je me convertirai, & ce demain n'arrive pas.)

distreiñ

1732
Référence : GReg pg detordre (detortiller), detourner (éloigner, écarter), detourner (prendre, mettre à part, de son côté, à son profit), distraire (ôter, retrancher, deduire)

distroiñ

1732
Référence : GReg pg detourner, dissuader, distraire (ôter, retrancher, deduire)

distreiñ da rannañ

1732
Référence : GReg pg égaliser

distreiñ a barfeded

1732
Référence : GReg pg amander

d'ar Sul ez eas kuit, hag antronoz e tistroas

1850
Référence : GON.II añtrônôz

D'ar Sul ez eas kuit hag antronoz e tistroas.

1850
Référence : GON.II pg añtrônôz

distreiñ a raio amañ

1850
Référence : GON.II pg ac'hanô

E deroù an dilost-hañv e tistroin e kêr.

1850
Référence : GON.II pg dilôst-hañ (Au commencement de l'automne je reviendrai en ville).

distreiñ

1850
Référence : GON.II pg distrei (Détourner. Eloigner. Ecarter. Mettre à part. Distraire. Détordre. Retourner, aller ou venir de rechef. Tourner d'un autre sens. S'en retourner, s'en aller. - Revenir à... Se convertir. HV.)

distroet

1850
Référence : GON.II pg distrei (Détourner. Eloigner. Ecarter. Mettre à part. Distraire. Détordre. Retourner, aller ou venir de rechef. Tourner d'un autre sens. S'en retourner, s'en aller. - Revenir à... Se convertir. HV. Part.)

Va distroet en deus diwar va hent.

1850
Référence : GON.II pg distrei (Il m'a détourné de mon chemin).

Ur reuz bras en deus distroet diwarnomp.

1850
Référence : GON.II pg distrei (Il a écarté, éloigné un grand malheur de dessus notre tête).

Na zistroint netra.

1850
Référence : GON.II pg distrei (Ils n'en distrairont rien).

Ne ra nemet treiñ ha distreiñ.

1850
Référence : GON.II pg distrei (Il ne fait que tourner et retourner).

Distroit war ho kiz.

1850
Référence : GON.II pg distrei (Retournez sur vos pas).

Distroit en-dro.

1850
Référence : GON.II pg distrei (Retournez sur vos pas).

Distroit ouc'h Doue.

1850
Référence : GON.II.HV pg distrei (Revenez à Dieu, convertissez-vous).

Hag hi a lavaras: Setu c'hwec'h boezellad heiz en deus roet din, o lavarout: na fell ket din e tistrofes goullo etreze da vamm-gaer.

1850
Référence : GON.II Buez Ruth

Distroet eo d'e voazioù kozh.

1850
Référence : GON.II p.96, livre second, "Il est retombé dans ses vieilles habitudes".

Na pa zistroan ouzhoc'h, na'm gortozot-hu ket ?

1850
Référence : GON.II p.86, livre second, « Quand je retourne vers vous, ne m'attendrez-vous pas ? »

Diwezhat eo, distroomp d'ar gêr.

1850
Référence : GON.II p.84, livre second, « Il est tard, retournons à la maison ».

Dre vor e teujont, hag e tistrojont dre zouar.

1850
Référence : GON.II p.79

Setu ho c'hoar a zo distroet da gaout he broiz hag he doueoù ; it ganti.

1850
Référence : GON.II p.99, Buez Ruth

Chetu c'hwec'h boezellad heiz en deus roet din, o lavarout : Na fell ket din e tistrofes goullo etrezek da vamm-gaer.

1850
Référence : GON.II p.105, Buez Ruth.

d'ann oad-ze eur bugel ne c'hoar pe zroug ra c'hoaz) da zinkla eeun out-hi eur mean gant he valtamm. Koueza ra gwall dizet : ac'hano kamm-chigamm, enn eur ziouaskella, leun-c'hoad, al labouz keaz ! Dizounet dioc'h mont, kuit d'he gouldri a zistroaz.

1867
Référence : MGK p20

Goude an eost hag an drevad, Distroit ho parkeier, e kreiz hag en daou benn : Fochit, palit, toullit, na lezit ket eur c'horn-tro Heg gwelet dindan petra zo.

1867
Référence : MGK p31

Distreiñ rin hepdale, ha neuze hed-da-hed c'hwi a glevo ganin kement vo c'hoarvezet. An displeg a vo kaer; neb ne wel nemeur a dra, n'en deus nemeur ivez da lavaret da zen. O klevet va zroioù, c'hwi a drido laouen; ne vezo ket avat, ne vezo 'vit netra, rak emeve deoc'h-hu, setu a c'hoarvezas, p'edon el lec'h-mañ-lec'h; eno c'hwi hoc'h-unan, c'hwi gavo deoc'h bezañ, c'hwi ganin ken unvan !

1867
Référence : MGK p18

Grit ur sell, aotrou sant Kadoù, diouzh lein an neñv emaoc'h e-barzh, hag e welot hag-eñ a heuilh pe na heuilh ket hoc'h alioù, ho mab, ar barzh, pe evit lavaret gwell, gwenanennig Breizh, a gomzan anezhi amañ, "Hag a zistro d'he c'hest laouen, gant ur bec'h mel he deus kavet, dre ar prajoù war gant boked"

1867
Référence : MGK Rakskrid XIII

Hag a lorc'h ve hiriv e meur a chaseer, / Gant daou seurt pezhiad loen, gallout distreiñ d'ar gêr !

1867
Référence : MGK p97

En em lakaat a rejont gant ar re all da gleuzañ bezioù ; ha pa voe achu al labour glac’harus-se, pep hini, an daeloù en e zaoulagad, a zistroas d’e gêr, hep lavaret ger ebet an eil ouc’h egile ; re garget a c’hlac’har oa ar c’halonoù.

1877
Référence : EKG.I. p.48

Poanius 'oa an traoù-mañ evit an dud a-dro-war-dro, evit gwir ; mes daoust ha ne c’hell ket Doue hon hanterflastrañ, mar kar, evit hon distreiñ outañ ?

1877
Référence : EKG.I. p.36

Eno e weljont un dra bennak o treiñ hag o tistreiñ.

1877
Référence : EKG.I. p.40

Graet an eost, emañ an hañv o vont kuit, erru an diskar-amzer, bremaik emañ ar poent da zistreiñ ha da derriñ an douar evit gounit an eost nevez.

1877
Référence : EKG.I. p.50

Pleget e benn, [e] oa evel ar bleiz : ne selle nag uhel nag izel, nag a-gleiz nag a-zehou, mes treiñ ha distreiñ a rae a bep tu, e zaoulagad a yoa deuet da vezañ ruz evel daou gef-tan.

1877
Référence : EKG.I. p.57

A-barzh nebeut, eus al lec’h ma sone an taolioù-se, e weled o sevel eus a-rez ar mor betek tregont pe daou-ugent troatad en aer, ur c’houlaouenn vras, pe evit lavaret gwell, ur voul-dan, hag a lugerne en ur dreiñ hag en ur zistreiñ, a bep tu, a-gleiz hag a-zehou, atav war-zu an douar, evel pe dije c’hoant da furchañ kement toull kuzh a oa er c’herreg a vir ouc’h ar mor don da zont war an douar bras.

1877
Référence : EKG.I. p.95

Goude an tamm sermon-se d’he gwaz, e tistroas ouc’h ar chouanted : — C’hwi a zo tud vat, her gouzout a ran, rak c’hwi a zo o tifenn gwirioù Doue hag oc’h ober brezel d’an dud fall.

1877
Référence : EKG.I. p.113

Komzoù ken dichek a zistanas penn an Tunk ; distreiñ a reas war-zu e soudarded, en u[l] lavaret : — Lezomp hemañ, ar penn-beuz diskiant-mañ, en e di [...]

1877
Référence : EKG.I. p.246

Re hir e choman da gomz deoc’h diwar-benn ar veleien, rak an dud vat n’o deus ket ezhomm a guzul, hag ar re fall ne zistroint ket.

1877
Référence : EKG.I. p.294

Ne veze ket gwelet, evel, siwazh ! ma weler bremañ re alies tud yaouank, o redet an ostalerioù hag an tavarnioù, oc’h evañ banne gant hemañ, banne gant henhont ; ne veze ket gwelet o tistreiñ kartoù nag o ruilhañ dominoioù, pell en noz, evel ma weler en amzer-mañ, bugale a renk uhel zoken, war o meno.

1878
Référence : EKG.II p.173

Taoler a rae evezh ouc’h pep tra, ha lakaat a rae atav e dro da gaout bag d’an neb a ranke tec’het a-raok an dispac’h, kerkoulz ha mar gouie kaout kuzh d’ar re a zistroe eus a Vro-Saoz d’hor bro.

1878
Référence : EKG.II p.185

Ha me tostaat ouc’h an tan, treiñ ha distreiñ outañ a-dreñv, a-raok hag a-gostez. Ne voen ket pell evit bezañ sec’h, rak eno e oa bernioù glaou, herrder ganto, evel n’oc’h eus gwelet biskoazh.

1878
Référence : EKG.II p.31

A-raok mont er-maez eus an ti, ar c’habiten a zistroas ouc’h Anna ha Mari, en u[l] lavaret dezho : — Krenañ a dle war e dreid an nep piv bennak a zisent ouc’h ar Republik ; hag ar Republik a zifenn reiñ golo d’ar veleien pennoù-fall a ya enepti ha ne heuliont ket he lezenn.

1878
Référence : EKG.II p.181

Antronoz e kouezhas klañv, marteze abalamour m’oa aet e vestr d’ar prizon e oa ; tagañ a reas pevar soudard. Krouget e voe ar paour-kaezh Polidor ; mes evelato ar pevar en doa taget n’int ket distroet da ober brezel d’ar Vretoned.

1878
Référence : EKG.II p.29

N’em boe ket kalz a amzer da chom d’en em fougeal ; an Aotrou de Kerbalaneg [sic] a zistroas ouzhin hag a lavaras din : — Yann, ha mont a ri a-galon-vat da stagañ ar riblennad lian du-mañ ouc’h [ouzh] beg tour Berven ?

1878
Référence : EKG.II p.112

Bezomp ive[z] fiañs er Mestr Hollc’halloudus a zalc’h en he sav hon bro Beizh-Izel [sic], koulz hag ar bedoù diniver a ruilh dre an oabl. Pedomp, dreist-holl Santez-Anna-Wened n’he deus biskoazh distroet he skouarn diouzh pedennoù he Bretoned.

1898
Référence : KZVR Supplément à la Croix des Côtes-du-Nord du dimanche 30 janvier 1898, p.1

distreiñ

1909
Référence : BROU p. 227 (on dit également dizrei)

dizreiñ

1909
Référence : BROU p. 227

Evel m’el lavar ar "veleta" (dreistwelerez, diouganerez) : « Piv a harzje en he red froud an oadoù ? Piv a zistroje war he c’hiz Rod a-dro-dalc’hmat an Tonkadur ? Nag an doueed, nag Uxamos (an Uhelañ) e-unan n’hellfent hen ober. »

1923
Référence : SKET p.79-80

Evel-se, e tistroent etrezek o zad hag o mamm en ur zougen war o fenn ur voullad vras a zour treuzwelus ha skedus !

1923
Référence : SKET p.76

Kintus a voutas an nor, a brennas warni hag a zistroas davet ar plac’h.

1923
Référence : SKET p.104

Eus al lec’h milliget-se, kent d’al lanv distreiñ da wastañ an aod-mor, o doa kemeret o nij teir alarc’hez, fromet ha nec’het-holl.

1923
Référence : SKET p.113

Pa veze al lusenn-noz o teraouiñ sevel e gwrimenn ar c’hoad hag er pradeier, p’en em zastume ar brini er gwez en ur goagal, neuze e kemere an doueez ar bugel en eil dorn, ar c’hroc’hen arzh en dorn all, hag e luske da zistreiñ d’ar gêr.

1924
Référence : SKET.II p.14

Ar paourkaezh Marc’harid, pleget dindan ar glac’har, a zistroas war he c’hiz.

1924
Référence : BILZ1 Niverenn 37, p.809 (Miz Genver 1924)

Distreiñ war ho kiz a fell deoc’h ? Ramplañ a ra ho troad, n’oc’h ket evit enebiñ, c’hwi, koulskoude, den a skiant, marteze den fur.

1924
Référence : BILZ1 Niverenn 38, p.844 (Miz C'hwevrer 1924)

Un devezh ar c’hure a gasas ar paotr gantañ d’e gambr, hag eno e tiskouezas dezhañ, war un delienn baper, gant ur bluenn, liv enni, penaos treiñ, distreiñ pep lizherenn.

1924
Référence : BILZ1 Niv. 43-44, p.1025 (Gouere-Eost 1924)

Abaoe ma eo bet, ar paourkaezh sant Kirek, disprizet gant e vugale, abaoe m’o deus ar re-mañ tennet o zad diouzh o iliz, evit lakaat war e dron sant Jakez, abaoe ez eo en em zistroet a-grenn diouzhomp, ha, kaer ho po pegañ war ho koañvennoù, ho kwenaennoù pe ho tarouedennoù koad brein bruzunet e skeudenn, vad ebet ne raio deoc’h an traet-se.

1925
Référence : BILZ2 p.136

Raktal ar rakzorioù a fiñvas en ur drouzal war o mudurunoù ha, dre[iz ?] an toulloù anezho ec'h en em silas un niver bras a veajourien ker sammet, ar c'halz anezho, hag ul [sic] toullad merien o tistreiñ d'o neizh. Ken niverus all eo war ar frankizenn, an dud a c'hortoz o zro da bignat en tren da gemerout al lec'hioù lezet goullo gant ar re a oa erruet e penn o beaj.

1929
Référence : SVBV p.8

distreiñ d'ar gêr

1931
Référence : VALL pg (rentrer au) bercail

distreiñ diwar e veno

1931
Référence : VALL pg avis

Ar chistr a oa c'hwerv ha sklaer : goude lonkañ daou chopinad e tizrojomp buan da selaou ar pezh-c'hoari, Buhez Sant-Gwenole : ar c'hoarier e oan ar muiañ boemet dirak e ampartiz, e oa an hini a rae ar roue Grallon, Tomaz Park a oa anvet.

1944
Référence : EURW.1 p71

Gwelout a reer diwar ar gorre ur vro eus ar re gaerañ a vez kavet e Bro-Gernev : ar stêr Aon o treiñ hag o tistreiñ lezirek en un draonienn c’hlas, tour Sant Iduned, war an tu kleiz ; war an tu dehou tour bras hag hini bihan Pleiben ; dirak, du-hont, pell, tuchenn Sant Mikael, ar menez uhelañ e Breizh ; ha, tro-war-dro, douaroù pinvidik evit brasañ plijadur ar gouerion.

1944
Référence : ATST p.44

Ha ma fenn leun a zasson heklevioù c'hoariva poblus Plouyann, e tistrois e kompagnunezh ma mamm da Vontroulez, dudi ennomp hon-daou gant ar pezh hor boa gwelet.

1944
Référence : EURW.1 p72

Plijout a rae dezhañ ar c'hezeg, ha kazi sur en dije 'n em c'hraet ul lec'h en arme, panevet e tegouezhas d'e dad mervel e 1859, ha Glaoda, « mab henañ intañvez » a voe, en akord gant al lezenn neuze, disoudardet, ha lavaret dezhañ distreiñ d'ar gêr.

1944
Référence : EURW.1 p10

Goude, e tistroas davet he zud.

1944
Référence : EURW.1 p13

E-lec'h mont, kalz a rae ar skol-louarn e-pad an deiz, hag a zistroe d'ar gêr d'abardaez-noz en ul lavarout e oant bet er skol.

1944
Référence : EURW.1 p22

Treiñ ha distreiñ hep gallout kousket, ha klevout kalz o roc'hal : ar re-se a oa dinec'h.

1944
Référence : EURW.1 p33

Gant mantr-kalon e lavaris kenavo d'am c'heneiled ar gambrad, tud uvel, labourerien-douar kalz anezho ; ar c'hleroner Huchet, an daboulinerien Glo hag Ulliag, ar soudard kentañ-klas Cocaud, a oa bet holl ken jentil em c'heñver, hag o doa c'hoazh, siwazh dezho, ur bloaz da dennañ, a-barzh distreiñ d'o c'heriadennoù un tu bennak war ar maez e Breizh-Uhel.

1944
Référence : EURW.1 p.204-205

Kaer en deus treiñ ha distreiñ, ne zeu ket ar c'housked dezhañ. Re domm eo en e logig. Hag atav an tan en e wad. Diwiskañ a ra e roched. Sevel a ra. Emañ e noazh-pilh en noz teñval-dall. Ur vezh dudius a laka e gorf da skrijañ.

1949
Référence : SIZH p.51

- Adios, Padrito ! » emezi, sev he mouezh, gant ur stou a gostez d'he fenn. Distreiñ a reas, a-greiz mont. - Ken arc'hoazh, va manac'hig !

1949
Référence : SIZH p.46

Treiñ ha distreiñ a ra ar paotr dindan e zilhad-wele [sic, zilhad-gwele].

1949
Référence : SIZH p.38

Mont a ra ar serjant er-maez hag e tistro gant ur soudard, ur vaionetez ouzh beg e fuzul.

1960
Référence : PETO p41

En aner e furchont en ti hag e tistroont d'ar porzh, drouk enno hag o sakreal.

1960
Référence : PETO p66

Setu graet hon troiad gant tizh, / Ha ni distroet war hor c'hiz ; / Met n’edo ket ar voualc'h en neizh.

1960
Référence : PETO p45

Met allas ! rak droulañs garv / An Nasion griz on nec'het, / Hag e krenan rak ar marv / Hep distreiñ diwar ma fec'hed.

1960
Référence : PETO p34

Ne adkavis ket eno ar pezh a oan o c'hortoz, hag an diaesterioù, pa ne ve nemet evit ma tegouezhfe ganeomp ar pezh a oa ret evit labourat, a nec'has re va spered e doare ma kouezhis klañv ha ma rankis distreiñ da Europa a-raok ar c'houlz merket.

1985
Référence : DGBD p6

Met ur bellgomzadenn gant Lambrópoulos a zistro ac'hanon diwar ma soñj.

2015
Référence : EHPEA p185

En ur zistreiñ e lavaran d'an itron Anna dont da'm burev.

2015
Référence : EHPEA p74

Note d'étude

Lenn a reer e GON.II ne vez ket graet gant "distrôi" ("non usité").

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux