troet
trei var un tu all
Ouzh ar mojennoù-mañ en doa dudi; sellet a rae alies ouzh ar re anezho en doa troet e galleg, pa oa er skol; e levrig zoken a gase gantañ d'e bark, ha pa oa dilabour, en tenne dioc'h e c'hodell, hag ez ae a-gostez d'e lenn dindan ur wezenn bennak : ken a lakeas en e benn treiñ lod anezhañ e brezhoneg.
Goude-se e voent troet e gregach gant Ezop, e latin, gant Faedr, e brezhoneg kozh gant sant Kadoù, e galleg kozh gant un itron a reer Mari a Vro-C'hall anezhi, e galleg nevez gant Yann ar Feunteun, ar barzh brudet, hag en diwezh, en hon amzer-ni, e brezhoneg adarre, gant Rikoù ha gant an aotrou Gwezbriant
A-barzh nebeut, eus al lec’h ma sone an taolioù-se, e weled o sevel eus a-rez ar mor betek tregont pe daou-ugent troatad en aer, ur c’houlaouenn vras, pe evit lavaret gwell, ur voul-dan, hag a lugerne en ur dreiñ hag en ur zistreiñ, a bep tu, a-gleiz hag a-zehou, atav war-zu an douar, evel pe dije c’hoant da furchañ kement toull kuzh a oa er c’herreg a vir ouc’h ar mor don da zont war an douar bras.
A-barzh nemeur ec’h en em gavas en hon touez Olier Conseil, eus a Sant-Nouga, hag a lavaras deomp en doa graet Canclaux, gant e soudarded, bandennoù a zaou-ugent pe hanter-kant den, hag a c’haloupe ar vro en u[l] laerezh kement a gavent, hag en ur gregiñ en dud evit o c’has d’ar prizon pa droe en o fenn.
Pa dro em penn
Pa dro em fenn
Er feur-se ivez e vezo bet Atir ha Mâtir ur melezour deomp d’e lakaat dirak selloù o gourvibien, ar re, o treiñ kein d’an evadurioù a oa diwarno hon tadoù yac’h hag evurus (da lavarout eo an dour hag al laezh), n’hellont ken hiziv kavout a-walc’h ar mez hag ar bier, hag a werzh kement o deus, a ro kement a biaouont, da gaout digant marc’hadourien estren ul lestrad hepken eus an evaj-se, ruz ha dinerzhus, a vez farlotet gant dorn ganas Kreisteiziz (2).
Lakaet ez eus diwar ur frazennad gant Aristokrates n’oa ket a-walc’h gant an drouized kelenn war brederouriezh ha doueoni, — ur c’helenn na veze kaset da bell nemet evit an danvezioù drouized ; — hogen e stumment ouzhpenn an holl uhelidi yaouank d’emellout er vuhez ha d’ober brezel, o sankañ, war un dro, en o speredoù ur gredenn doueüs o zroe d’ober fae war ar riskloù hag ar marv [...].
Gwelout a reer diwar ar gorre ur vro eus ar re gaerañ a vez kavet e Bro-Gernev : ar stêr Aon o treiñ hag o tistreiñ lezirek en un draonienn c’hlas, tour Sant Iduned, war an tu kleiz ; war an tu dehou tour bras hag hini bihan Pleiben ; dirak, du-hont, pell, tuchenn Sant Mikael, ar menez uhelañ e Breizh ; ha, tro-war-dro, douaroù pinvidik evit brasañ plijadur ar gouerion.
Ha Lom da bolevat ha da bolevat start. Ar vag, avat, e-lec’h mont war-eeun d’an tu all, a droas he fri war-du Kastellin.
Kaer en deus treiñ ha distreiñ, ne zeu ket ar c'housked dezhañ. Re domm eo en e logig. Hag atav an tan en e wad. Diwiskañ a ra e roched. Sevel a ra. Emañ e noazh-pilh en noz teñval-dall. Ur vezh dudius a laka e gorf da skrijañ.
Treiñ a rae an eur.
Treiñ a rae e benn, bep an amzer, - n'oa ket evit mirout; - war-du chapel Itron Varia ar Rozera, ma teue eben da zaoulinañ, bep abardaez, war an derez-vaen, ouzh an aspled.
Treiñ ha distreiñ a ra ar paotr dindan e zilhad-wele [sic, zilhad-gwele].
Pa chomas trumm a-sav, hag eñ gant e dorch en e zorn hag e skubellig-blu [sic] dindan e gazel, ha treiñ dre greiz-tre div renkennad skebell, war-du an tu dehou.
Ac’hanta, pa voe bet lidet hec’h obidoù war an ton bras, goude ma voe bet skuilhet gant pep hini e lod a zaeroù, den ne vane da virout ouzh an intañv d’ober diouzh ma troje en e benn, ha tamm ebet ne oa tuet da blegañ da Soaz Sapeur a blede du-mañ gant ar gegin, hag a rae ivez diouzh red war-dro an ostaleri hag ar stal.
E porzh bihan ar skolaj e oamp, e-kichen ar chapel ; krog ’oa dija an ofis, ha klevout a raen va c’henskolidi o kanañ O Salutaris ; eus dor ar sekretiri e teue d’am bete c’hwezh an ezañs, ha santout a ran c’hoazh war va muzelloù blaz c’hwerv an delienn lore na baouezen ket da grignat en ur sellout ouzh ar paour kaezh den a droe kein din pa felle dezhañ torchañ e zaoulagad gant e gildorn.
Pa fellas dezho treiñ fard, setu m’en em gavas al levier dizampart gwell [gwall] nec’het gant ur fourrad avel-voulin [avel voulin], ha raktal e krogas en holl c’hedourien ur strafuilh spontus, dre ma kave dezho edo ar vartoloded didalvez-mañ o klask toull d’en em silañ, koustet a gousto, etrezek ar Standart, Doue da virje !...
A-benn ur pennadig e krogas ar volz iskis-se da zislivañ a-dammoù : treiñ a reas da vezañ mouk, ha damc’hlas evel ul lutig dare da vervel, met kerkent-all e flamminas adarre, gell-alaouret an dro-mañ gant bannoù a bep seurt liv hag a bep seurt stumm en he c’hreiz, gwech o vont en-dro evel skinoù ur rod karr, gwech strinket gant herr d’an nec’h, biroù tan o paouez bezañ diwareget, pe o kouezhañ goustadik er mor, hervez ma ra ar gwabriol e-kerz [e-kerzh] an hañv.
Petra lavarout diwar-se ? Treiñ kein ha mont kuit ? Ya, met da belec’h ? rak brav eo deoc’h komz, emberr en em gavjen gantañ adarre war vourzh ha gant kalz re all eveltañ.
Ar peurliesañ, ne ouie ket ar sonerien e pe stumm diverrañ o amzer : hemañ a glaske ober yalc’h dre droc’hañ blev ha lemel barv, henhont a droe war ar vicher gere pe gemener, met an darn vuiañ, dreist-holl ar re goshañ, ne raent nemet morvitellat, pe chaokat ha butunat dibaouez en ur drailhañ kaojoù a bep sort, re gamm ha re dort, dic’horzailhet ganto kant ha mil gwech.
Er porzh-se e troas ivez e penn an admiral pediñ ur manac’h da zont da ganañ an oferenn war ar C’hleber, ur pec’hed marvel ouzhpenn a-enep da lezennoù Bro-C’hall.
Evitañ d'ober gant ar brezhoneg ken brav, pa droe en e benn, sed amañ ur pennad eus al lizher skrivet gant E. Renan da baotr ar Roc'h, Narcisse Kellien, an dregont a viz Gouere er bloavezh 1879 : « Un idiome [...]».
Da lavarout eo, troet en devoa kein ouzh Doue e yaouankiz, ha kemend-all a fae a rae 'ta war e vro « garet » ha war yezh e gavell.
Ar re-mañ eta, a oa deut, nec'het un tamm anezho oc'h en em c'houlenn penaos e trofe an abadenn ar wech-mañ.
Kinniget e voe din mont d'ober un esa, ar pezh a roje tu din da gaout ur vicher ma troje an traoù war an tu mat ganin.
An droukchañs a c'hell treiñ en eurvad neuze, a lavaran ennon-me, en ur ziskenn betek ma burev gant ar bignerez.
Pa gomze eus livadennoù e troe en un den all, ganin zoken.
Lavaret em boa dezhi dont tre evit ma rojen dezhi ur werennad dour met treiñ kein he doa graet ha tec'het e oa kuit d'ar red.
Penaos e vez evezhiet ha diwallet al lec'h : kameraioù, vijiled, porrastell a c'hallfe degas ur gudenn, kleier-galv, orjal-dreinek ha dorioù-tredan, troiadoù-evezhiañ ar boliserien, pegeit zo d'ar c'homiserdi tostañ evit gouzout an amzer ho po a-raok ma en em gavfe ar polis war al lec'h, pe, er c'hontrol, a-benn pegeit e teuy d'ho sikour ma trofe fall an traoù abalamour da enebourien feuls...
Distokañ a ran hag un tammig pelloc'h e troan a-gleiz da vont gant straed Tivón betek straed Petrou Ralli.
Ha dav e vefe laoskel e c'hwervoni da zispakañ, treiñ e fulor e kasoni, klask ober mezh d'an dud gant komzoù drouk ?
Tra m'emañ Vlasópoulos o kemer ar roll e teu din ur soñj hag a redi ac'hanon da dreiñ penn da'm bazh.
Mots précédents
Mots suivants
treiñ