I.
Ar.
1.Termen a reer gantañ evit merkañ ar pellaat, an argas.
Ne c'hallan ket mont diwar-dro ma bugale. Kerzh diwar ma zro !
[1877] [... ]kasit d’ar foar, diwar ho tro, kement galouper-bro a [z]euio da viret ouzhoc’h da vale a-unan gant an dud skiantek eus ho parrez [...].
[1877] [...] evelato e rankan kontañ deoc’h ar pezh a reas un tammig martolod diwar-dro Pempoull, e Kastell.
II.
1. Adv.
Termen a reer gantañ evit geriañ an amezegiezh.
Ne oa ken ti diwar-dro nemet hennezh. Diwezhat e oa aet Yann diwar-dro.
2. Stn.
Termen a reer gantañ evit geriañ an amezegiezh.
Tregerniñ a rae ar maezioù diwar-dro gant trouz an tennoù. Deuet e oa tud eus ar parrezioù diwar-dro.
HS. tro-dro, tro-war-dro.
&
Dre skeud.
Diresis.
Amañ n'eus ket a rolloù en ti-kêr, ar sifroù-se n'int eta nemet sifroù diwar-dro.
Référence :
GON.II
pg bestéodi (Les habitants de Carhaix et ceux des environs grasseyent tous).
Ar mammoù-se, stankoc'h-stankañ, / Vez lavaret ne 'c'h ouzont ket / Estreget genel a zo ret, / Pa sav diwar-dro o c'halon / Laezh ar garantez d'ho divronn.
Ar mammou-ze, stankoc'h-stanka, / Ve lavaret ne c'houzont ket / Estreget genel a zo red, / Pa zao diwar-dro ho c'halon / Leaz ar garantez d'ho diwron.
1867
Référence :
MGK
p137
N’em eus ket a c’hoant da lavaret deoc’h ar pezh a reas pep hini ac’hanomp, re am befe da ober ; evelato e rankan kontañ deoc’h ar pezh a reas un tammig martolod diwar-dro Pempoull, e Kastell.
N’em euz ket a c’hoant da lavaret d’ehoc’h ar pez a reaz pep hini ac’hanomp, re am befe da ober ; evelato e rankan kounta d’ehoc’h ar pez a reaz eun tammik martolod divar dro Penn-Poul, e Kastel.
1877
Référence :
EKG.I.
p.299
Mat, e levr an Aotrou Levot, e-touez kemend-all a hanvioù, e kavor, diwar-dro Brest, hanv person Gwipavaz, person Plabenneg, kure Gwiler, kure Ploumoger, kure Lañriware, etc..., ha meur a veleg all n’em eus ket bremañ soñj eus o hanv.
Mad, e leor an Aoutrou Levot, etouez kement-all a hanoiou, e kavor, divar dro Brest, hano persoun Guipavas, persoun Plabennec, kure Guilers, kure Ploumoger, kure Lanrivoare, etc..., ha meur a velek-all n’em euz ket breman sonj euz ho hano.
1877
Référence :
EKG.I.
p.207-208
Mat, mar kavit abeg en ho tudoù-kozh, distroit hoc’h-unan war an hent mat, ha kasit d’ar foar, diwar ho tro, kement galouper-bro a [z]euio da viret ouzhoc’h da vale a-unan gant an dud skiantek eus ho parrez, ha dreist-holl, gant ho peleien karget gant Doue d’hoc’h heñchañ.
Mad, mar kavit abek enn ho tudou koz, distroit hoc’h-unan var an hent mad, ha kasit d’ar foar, divar ho tro, kement galouper-bro a deuio da viret ouzoc’h da vale a-unan gant an dud skiantek euz ho parrez, ha dreist-oll, gand ho peleien karget gant Doue d’hoc’h hentcha.
1877
Référence :
EKG.I.
p.174
mont diwar-dro ub.
mont diwar dro u. b.
1931
Référence :
VALL
pg abandonner (qqn)
Me a oa er renk kentañ, e-kichen ar bersoned diwar-dro, em zu dehou Kaou an Ourz, rener ar « C’hourrier du Finistère », a Vrest, hag em zu kleiz, Pêr Pronost, kazetenner ivez e Brest.
Me a oa er renk kenta, e-kichen ar bersoned diwar dro, em zu dehou Kaou an Ourz, rener ar « C’hourrier du Finistère », a Vrest, hag em zu kleiz, Per Pronost, kazetenner ivez e Brest.
1944
Référence :
EURW.1
p.95
Ernest a blije dezhañ ivez redek ouzhpenn konifled ; paotr tomm e oa ouzh ar merc’hed, ha kontañ a rae e-touez [e] vestrezed eun nebeud brav a verjelennoù diwar-dro.
Ernest a blije d’ezañ ivez redek ouspenn konifled ; paotr tomm e oa ouz ar merc’hed, ha konta a rae e-touez a [sic, « e »] vestrezed eun nebeut brao a verjelennou diwar dro.
1944
Référence :
EURW.1
p.89
O fal hepken : diwar hon tro, / Kas enebourien griz ar vro !
1960
Référence :
PETO
p61
Un teod ifern zo en ho penn / A-walc'h, maouez ! Tavit, m'ho ped / Re 'm eus klevet hag ac'halenn, / Diwar ho tro, ez an d'ar red.
Eun teod ifern ' zo en ho penn / A-walc'h, maouez ! Tavit, m'ho ped / Re 'm eus klevet hag ac'halenn, / Diwar ho tro, ez an d'ar red.