En IIIvet hag er IVvet kantved goude H.S., er mare ma veve Keltus, n’oa ket komzet ken nemet gant ar bobl astut a-ziwar ar maez e bro an « Trevired », diouzh m’el lavar sant Jerom, hag e bro al Lingoned, ar Senoned hag an Aedued, evel m’en testenieka enskrivadurioù war droelloù-nesañ studiet, n’eus ket pell, gant an aotrou Loth […].
A-c’haoliad war gein e ebeul eo e rae Vindosêtlos tro an enezenn a-ziwar an deiz-se.
a-ziwar
a-ziwar al lañsed
a-ziwar ar maez
aet a-ziwar an oad
Job a oa aozet dezhañ gant e vamm ur soubenn rous treutik a-walc’h, a zo ken dispar, hervez em eus klevet, da gas kuit a-ziwar an teod, ar blaz c’hwerv a chom goude un devezh bos.
Piv bennak a zo bet o sellout ouzh ar film « Mister ar Folgoad » en deus gwelet anezhañ, rak kement e taole dezhañ e vab « Salaun » m'ho pije touet e oant daou c'hevell, pe div graouenn [sic "graoñenn"] gouezhet a-ziwar an hevelep skourr.
E-dibenn an trimiz diwezhañ, deiz ar « prizoù », galvet e voe 'ta va anv a-ziwar al leur-c’hoari : Premier Prix d’Accessits : Charles Trémel, de Plouguiel.
Met pebezh frealz, pebezh gopr eviti pa glevas d’abardaez noz ar Person o lavarout dezhi : « Daoust ha ma 'z oan o tougen an Aotrou Doue, ken brav e kaven ho labour, Ann-Mari, ma’z on bet war nes [war-nes] ober evel ar re-all a-raok din, tec’hel a-ziwar va hent evit mirout da voustrañ ha da zirenkañ bleunioù reizhet en un doare ken dispar ».
E stumm-se e c’hoarvezas ganin treiñ a-ziwar ar galleg prezegenn hon admiral dirak ar Prezidant Porfirio Diaz, fuhrer ar Meksik d’an ampoent-se, ha gwech e galleg, gwech e spagnoleg an holl brezegennoù ouzh taol e-pad ur pred war an ton bras e ti-meur Popokatepelt, damdost d’ar gêrbenn.
Ken moal e oa hag ur blaisenn, met kement blevenn gouezhet a-ziwar e gokenn a oa moarvat chomet peget ouzh e c’hroñj hag e zivjod, rak dindan erienn [sic, erien] roget e gozh tog ne weled nemet beg e fri, daoulagad tarluch ha krev, va Doue, krev ha krev !...
Mots précédents
Mots suivants
a-ziwar-bouez