Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Définition :  Masquer la définition

1. Gant skoazell, a-drugarez da. Sachañ udb. diwar-bouez ur gordenn. Bale diwar-bouez ur vazh. & Dre skeud. [1954] Bevañ diwar-bouez e ivinoù : bevañ dre zastum dle hep bezañ e-sell da zizleañ, dre laerezh. [1954] Kerkent ha ma kave dezhañ e veze torret un tammig da gounnar ar grederien divergont-se, e teue war e c’hiz da Vrest, hag adkregiñ a rae raktal d’ober dle ha da vevañ diwar-bouez e ivinoù, rak en e groc’hen e varvo ul louarn nemet hag e gignat a rafes ez vev. & Dre skeud. Diwar-bouez ar gaoz-se en doa kaset e vignoned betek ar gêr. DHS. dre, gant. 2. Ent strizh En ur sachañ war (udb.). Stlejañ ub. diwar-bouez e vlev. HS. war-bouez. 3. ROUEZ Diouzh. Diwar-bouez divrec'h al labourer emañ ar gounid. 4. Diwar-benn (I 1). Komz diwar-bouez an amzer. Petra emaint o kontañ diwar ma fouez ? 5. [1732] Diwar-goust. [1732] Pinvidikaat diwar-bouez an eil hag egile. EVEZH. Ne vez displeget an ar. diwar-bouez nemet pa vez ganti ar ster diwar-benn. 6. ROUEZ a-bouez-penn [1924] hag eñ da grial, diwar-bouez e benn : — Al laer ! al laer !

Exemples historiques : 
18
Masquer la liste des exemples

Ar væneac'h guëichall, ê c'hiz ne studyént, ne brezeguént, na ne goveçzeant qet, dre'n abecg ma ez oant oll, pe hogos oll breuzdeur licq, a vevé diwar-bouez o divrec'h.

1732
Référence : GReg pg labeur (Les anciens moines, qui n'étudioient point, qui ne prêchoient, ni ne confessaient point, parce qu'ils étoient tous, ou presque tous Laïcs, vivoient du labeur, du travail de leurs mains).

pinvidikaat diwar-goust ar re all, diwar-bouez an eil hag egile

1732
Référence : GReg pg (s') enrichir (aux dépens d'autruy)

E vividigezh en devoa diwar-bouez e zivrec'h.

1732
Référence : GReg pg gagner (Il gagnoit sa vie à travailler.)

Ar væneac'h guëichall, ê c'hiz ne studyént, ne brezeguént, na ne goveçzeant qet, dre'n abecg ma ez oant oll, pe hogos oll breuzdeur licq, a vevé diwar-bouez o labour.

1732
Référence : GReg pg labeur (Les anciens moines, qui n'étudioient point, qui ne prêchoient, ni ne confessaient point, parce qu'ils étoient tous, ou presque tous Laïcs, vivoient du labeur, du travail de leurs mains).

Dasprenet en deus e vuhez diwar-bouez e yalc'h.

1850
Référence : GON.II pg daspréna (Il a racheté sa vie aux dépens de sa bourse).

Siwazh ! en-dro d'an neizh an ed a oa darev, / Hag ar re vihan c'hoazh ne oant 'vit nijal pell / Diwar-bouez ho divaskell.

1867
Référence : MGK p52

Na padal ma welas ar baotred el liorzh, hag eñ da grial, diwar-bouez e benn : — Al laer ! al laer !

1924
Référence : BILZ1 Niverenn 39, p.865 (Miz Meurzh 1924)

Bilzig, c’hwi hen goar ervat, ne oa na birbilher, na brabañser, hag a zalc’has evitañ e-unan hanv an hini en devoa lakaet Bidoullig da zeodiñ hag he mestr da gouezhañ er poull-hañvouez : c’hoant n’en devoa ket da vezañ tapet diwar-bouez e deod.

1924
Référence : BILZ1 Niv. 43-44, p.1034 (Gouere-Eost 1924)

Paket ne hell bezañ nemet diwar-bouez eus las-bann, graet eus reun e vamm, hag a vefe bannet outañ d’an tarzh-deiz gant ur paotr gwerc’h en noazh.

1924
Référence : SKET.II p.21

— Peoc’h war an traoù-se, Bilzig ! — Ya, ya ! mamm Izabel. « Tevel hag ober ». N’eo ket ret deoc’h kaout aon : ne vin ket tapet diwar-bouez va zeod.

1925
Référence : BILZ2 p.132

Kement den a oa eno a anaveze hag an ton hag ar son, hag a gane flour, flour, m’en asur deoc’h, oh ! ya, ha diwar-bouez o fenn, an ouidell dudius da zivskouarn Janedig ha da re he aotrou.

1925
Référence : BILZ2 p.159

diwar-bouez e fri

1931
Référence : VALL pg (par le) bout (du nez)

dre, gant, war, diwar-bouez

1931
Référence : VALL pg à2 (passage, par, moyen)

war-bouez, diwar-bouez

1931
Référence : VALL pg à2 (grimper à bout de bras), pg (à l')aide (de)

diwar-bouez e arzou

1931
Référence : VALL pg à2 (à bout de bras)

Evel-se eo e vije diskleriet Hurd's Deep, anezhi ur foz kozh-tre, pontek, bet miret he donder diwar-bouez ar froudoù-mor a vez o redek er Gwalarn da C'hourenez Kontentin.

1943
Référence : TNKN p36

Kerkent ha ma kave dezhañ e veze torret un tammig da gounnar ar grederien divergont-se, e teue war e c’hiz da Vrest, hag adkregiñ a rae raktal d’ober dle ha da vevañ diwar-bouez e ivinoù, rak en e groc’hen e varvo ul louarn nemet hag e gignat a rafes ez vev.

1954
Référence : VAZA p.177

Ar marc'hadourezh a vez c'hoant lestrañ a vez neuze diskennet ac'hano war skafioù diwar-bouez palankoù, stlejet betek al lestr ha karget adarre en hevelep doare ; hag evit kas en douar e vez graet hevelep tra war ar penn enep.

1985
Référence : DGBD p19

L'Office public de la langue bretonne