Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Variantes historiques ou dialectales attestées : 
1
Afficher les variantes

Formes fléchies : 
22
Afficher les formes fléchies

Définition :  Masquer la définition

I. A. 1. (gant ur verb a denn d'an dilec'hiañ ; en egor) Araogenn a dalvez da c'heriañ un dilec'hiadenn eus ul lec'h a vezer warnañ. Diskenn diwar varc'h. Sevel ur sac'had avaloù diwar an douar. Lammet e oa ar c'hazh diwar ar voger. Kemer ur gontell diwar an daol. Kouezhet eo er stêr diwar ar pont. [1878] [...] pa lammas en hent, en un taol krenn, diwar ar c’hleuz, ur c’hi-chase hag a ranke bezañ o redet war-lerc’h ur c’had bennak. & Mont, distreiñ diwar an hent : kuitaat an hent. 2. Dre ast. (hep ur verb a denn d'an dilec'hiañ dirazañ) Termen a dalvez d'ober anv eus lec'h orin udb. Tud diwar ar maez ha tud kêr. Avel diwar ar mor. Glav o sevel diwar vor. Ar mein a voe dastumet diwar ar park. Sevel e zaoulagad diwar e levr. [1877] An dud diwar ar maez a [z]euas e kêr hag a yeas war-eeun d’an eskopti da gaout an eskob, o zad [...]. [1924] An dud diwar ar maez n’int ket kizidik evite o-unan, ha pegen nebeut evit ar re all !… 3. Ger a dalvez d'ober anv eus lec'hiadur ub., udb. Diwar toull ma dor e welan pep tra. An dorgenn-se a weler teir lev bennak war-dro. 4. (hep ober dave war-eeun d'an egor, d'an amzer) Araogenn a dalvez d'ober anv eus orin udb. komzet pe skrivet. Ne gouezh ket ur glemmadenn diwar e vuzelloù. Diwar o diweuz e terede ur brezhoneg flour. Dastum notennoù diwar rolloù kozh. An traoù-se hoc'h eus desket diwar levrioù, diwar lenn. Ul levr troet diwar ar rusianeg. B. 1. Araogenn a dalvez da c'heriañ an dispartiañ, an diframmañ. Diframmet e voe al lestr diwar e eor. Lemel ar glorenn diwar ar c'histin. Diframmañ ar c'hroc'hen diwar ar c'hig. Ul lodenn eus e zouaroù a oa bet kemeret diwar re e amezeien. 2. Difetis (db. ar santadoù, ar santadurioù, ar soñjoù) Termen a dalvez da c'heriañ ul lamadenn. Argas ar sonjoù-se diwar da spered. Kas an enkrez diwar e galon. Ne lami ket diwarnañ e sotoni. Distroit diwarnomp ar c'hleñvedoù pegus. 3. (dirak un ak. pe un av.) Araogenn a dalvez d'ober anv eus orin un disoc'h. Diwar kendeuzadur ar c'houevr hag ar staen e vez arem. Sevel diwar an had. Diwar ar studi e savo sklêrijenn. Diwar magañ loened e teu an darn vrasañ eus o gounid. 4. (db. ar yec'hed, ar soñjoù) Termen a dalvez d'ober anv eus un abeg. Daou vil den zo marvet diwar o goulioù. Diwar boued re bounner, ar bugel a dapas red-kof. Bezañ klañv diwar debrin re, diwar e voued. Klañv e oa bet diwar he faotr : da heul he gwilioud. • Darbet e voe dezhi lezel ur griadenn diwar he estlamm. Diwar e gounnar e roe taolioù d'e vreur. Diwar un netraig e savo bec'h etrezo. 5. A-wechoù Diwar-benn. Lavaromp ur ger diwar bep tra. Tabut a voe etrezo diwar o mab. 6. Araogenn a dalvez d'ober anv eus udb. a ro tu da vastañ d'un ezhomm. Ober ur pred diwar boued-mor. Bevañ diwar dour ha bara sec'h. Bevañ diwar an aluzen. Bevañ diwar e leve. 7. (db. an dud hag al loened) Termen a dalvez da c'heriañ al lignez. Un ebeul kaer deuet diwar ur gazeg vat. Lavaret e vez laer diwar laer, mezvier diwar mezvier. 8. A-wechoù Hervez. Diwar dent ar c'hezeg, ez anavezer e oad. N'eo ket diwar da lavaroù e kredomp an dra-se. C. 1. (en amzer ; dirak ur ger a denn d'ur mare) Adalek. Diwar hiziv e vo kresket ar priz. Diwar vremañ e serri da veg pa vi ouzh taol. Diwar neuze e voent mignoned eus an dibab. Diwar ar bloaz-mañ ne feurmin kambr ebet. Diwar se e kreskas an dizunvaniezh etre ar re yaouank hag ar re gozh. 2. (dirak un niver ; db. an dud pe an traoù) Araogenn a dalvez d'ober anv eus ur c'heñver etre niveroù. Nav diwar zek anezho a oar lenn. N'eus nemet un annezad diwar bevar zo gouest da gomz yezh ar vro. Diwar an holl dud dilabour zo e Breizh, un drederenn zo tud yaouank. 3. (dirak un ak. pe ur rag.) Ger a dalvez da sevel troiennoù a verk un neuz. Bezañ diwar aon : bezañ spontet. Diwar yun edo-en d'ar mare-se tra m'edo egile diwar e walc'h. Bezañ diwar zour : bezañ evet dour, bezañ divezv. Bezañ diwar re : bezañ mezv. & Trl. Mont diwar wel : na vezañ gwelet ken. Mont diwar nij : en ur nijal. 4. (dirak un ak. pe un av.) Termen a dalvez da sevel troiennoù a denn d'an doare ma reer an ober. Ul lochenn savet diwar herr : savet buan. [1878] Goude bezañ furgutet dre bevar c’horn an ti, a-dreuz hag a-hed, ez ejont diwar herr d’ar c’hrevier, d’ar grañjoù ha d’ar sanailhoù [...]. Lavaret udb. diwar c'hoap. An tamm labour graet diwar sav : graet fall ha buan. Klevet diwar hanter. II. Stl. isur. A-wechoù Stagell a dalvez da zegas un islavarenn abegiñ. Diwar zo bet merket diaraok e komprener perak.

Exemples historiques : 
272
Masquer la liste des exemples

tud diwar bloue

1659
Référence : LDJM.1 pg (tut dioar) ploue

tud diwar ar maez

1659
Référence : LDJM.1 pg (tut) diuoar (ar maes)

diwar fae

1659
Référence : LDJM.1 pg (dioar) faë

diwar

1659
Référence : LDJM.1 pg diouar

bevañ diwar an aluzen

1659
Référence : LDJM.1 pg aumosme

tud diwar ar maez

1659
Référence : LDJM.1 pg (gens des) champs

ur vorenn diwar an douar

1699
Référence : Har. pg an, diwar, douar, morenn, ur (une exhalaison de la terre)

komps diwar fae oc'h ur re

1732
Référence : GReg pg braver (insulter, se moquer)

sevel ur somm diwar pep hini

1732
Référence : GReg pg boursiler (fournir sa quote part d'une somme pour achever ce qu'on a entrepris), (se) cotiser

neb a zo tremenet pell zo an heol diwar e dreuzoù

1732
Référence : GReg pg agé

teurel diwar e galon

1732
Référence : GReg pg gorge (Rendre gorge, vomir ce qu'on a pris de trop.)

bevañ diwar al laezh ha diwar ar frouezh

1732
Référence : GReg pg fruitage (Vivre de laitages & de fruitages.)

taolet diwar e galon

1732
Référence : GReg pg gorge (Rendre gorge, vomir ce qu'on a pris de trop, pp.)

ar gwir a baer bep bloaz diwar ur garg evit he miret d'e hêred

1732
Référence : GReg pg (le droit) annuel (la paulette qu'on païe tous les ans aux parties casuelles, pour conserver sa charge à ses héritiers)

diàr

1732
Référence : GReg pg après

diskar ur marc'heger diwar e varc'h

1732
Référence : GReg pg (faire perdre les) arçons (à un cavalier)

An avel a zeuas da freskaat diwar ar reter da'r c'hornôg.

1732
Référence : GReg pg fraichir (Le vent vint à fraîchir de l'est à l'ouest.)

ur rent a baeer bep bloaz d'an aotrou diwar an douar

1732
Référence : GReg pg foncier (Rente fonciere.)

ul leve diwar an douar-font

1732
Référence : GReg pg foncier (Rente fonciere.)

e vamm o vezañ brazez diwarnezhañ

1732
Référence : GReg pg (sa mere étant) enceinte (de lui)

diskiñ diwar e goust

1732
Référence : GReg pg apprendre

Doue ra bellay gwallfortun diwarnomp.

1732
Référence : GReg pg garder (Dieu nous garde de malheur.)

diwar fae

1732
Référence : GReg pg acquit

koad diwar rann

1732
Référence : GReg pg futaie (grand bois au-dessus de 40 ans)

diàr arc'hoazh

1732
Référence : GReg pg après

louzoù evit ober restituiñ, evit strinkañ diwar ar galon

1732
Référence : GReg pg emetique (ou hemetique, remede violent)

diwarnon, diwarnon-me; diwarnout, diwarnout-te; diwarnezhañ; diwarnomp; diwarnoc'h; diwarnezho.

1732
Référence : GReg pg (de) dessus (moi; toi; lui; nous; vous; eux; elles)

strinket divar e galoun

1732
Référence : GReg pg gorge (Rendre gorge, vomir ce qu'on a pris de trop, pp.)

kemerit diwar al lein

1732
Référence : GReg pg (de) dessus

diwar ar ploue

1732
Référence : GReg pg de (la campagne)

diwar ar maez

1732
Référence : GReg pg de (la campagne)

ar gwir bloaziek diwar ur garg

1732
Référence : GReg pg (le droit) annuel (la paulette qu'on païe tous les ans aux parties casuelles, pour conserver sa charge à ses héritiers)

strinkañ divar e galoun

1732
Référence : GReg pg gorge (Rendre gorge, vomir ce qu'on a pris de trop.)

diskenn diwar varc'h

1732
Référence : GReg pg (descendre de) cheval

den diwar ar maez

1732
Référence : GReg pg (homme de la) campagne

den diwar ar ploue

1732
Référence : GReg pg (homme de la) campagne

demezell diwar ar ploue

1732
Référence : GReg pg campagnarde

bevet diwar al laezh ha diwar ar frouezh

1732
Référence : GReg pg fruitage (Vivre de laitages & de fruitages, pp.)

intron diwar ar maez

1732
Référence : GReg pg campagnarde

dijentil diwar ar ploue

1732
Référence : GReg pg campagnard (gentilhomme qui n'a point hanté le beau monde des Villes)

dijentil diwar ar maez

1732
Référence : GReg pg campagnard (gentilhomme qui n'a point hanté le beau monde des Villes)

distreiñ diwar un diviz

1732
Référence : GReg pg briser (rompre un discours commencé)

gwechall edo ker stank ar sent e Breizh-Veur, e-c'hiz pa zeuzient diwar had

1732
Référence : GReg pg (la Grand') Bretagne (étoit autrefois une pepiniere de Saints)

mont diwar vor ha diwar zouar

1732
Référence : GReg pg aller

diwar fae

1850
Référence : GON.II pg faé

Doue a zo karet gant an dud diwar ar maez.

1850
Référence : GON.II p.79

Doue a gar an dud diwar ar maez.

1850
Référence : GON.II p.79

Dastumit ar bruzun bara diwar an daol.

1850
Référence : GON.II pg bruzun (Ramassez les miettes de pain de dessus la table).

deuet on c'houlenn ali diwar-benn an dra-se

1850
Référence : GON.II pg ali

An dud diwar ar maez a gar Doue.

1850
Référence : GON.II p.79

Komz a rin outañ adarre diwar ho penn, pa en gwelin.

1850
Référence : GON.II p.94, livre second, (Je lui parlerai encore de vous, quand je le verrai).

Diskennet eo diwar varc’h.

1850
Référence : GON.II p.95, livre second, « Il est descendu de cheval ».

Diwar an aluzen e vev.

1850
Référence : GON.II pg aluzen (Il vit d'aumône).

diwar

1850
Référence : GON.II p.56, Table des Prépositions composées, "de dessus".

diwar dro

1850
Référence : GON.II p.7, intro. "à peu près"

diwar benn

1850
Référence : GON.II p.7, introduction ; "touchant"

Diwar vremañ

1850
Référence : GON.II pg diwar-vrémañ (Désormais. Dorénavant. A l'avenir. Par la suite. De ce moment) + p.7, introduction ; "désormais".

diwar varc’h

1850
Référence : GON.II p.7 introduction, "de cheval"

diwar win

1850
Référence : GON.II p.7, introduction "de dessus le vin"

diwar c’horre

1850
Référence : GON.II p.7, introduction (de dessus la surface).

diwar zour

1850
Référence : GON.II p.7, introduction ; de dessus l'eau

diwar gein

1850
Référence : GON.II p.7, intro. "de dessus le dos"

Diwar vremañ n'hoc'h ankounac'hain ket.

1850
Référence : GON.II pg. diwar-vremañ (Désormais, je ne vous oublierai point).

E vamm o vezañ brazez diwarnezhañ.

1850
Référence : GON.II pg brazez (Sa mère étant enceinte de lui).

Tec'hit diwar bez va zad.

1850
Référence : GON.II pg béz (Retirez-vous de dessus la tombe de mes parents).

Koazhañ a ray an dour, ma n'en tennit ket diwar an tan.

1850
Référence : GON.II pg koaza (L'eau se consumera, si vous ne la retirez du feu).

diàr

1850
Référence : GON.II pg diar (Voyez "diwar").

diwar

1850
Référence : GON.II pg diar, pg diwar ou dioar ou divar (De. A. De dessus).

Diskennet eo diwar varc'h.

1850
Référence : GON.II pg diskenni (Il est descendu de cheval).

Va distroet en deus diwar va hent.

1850
Référence : GON.II pg distrei (Il m'a détourné de mon chemin).

Ur reuz bras en deus distroet diwarnomp.

1850
Référence : GON.II pg distrei (Il a écarté, éloigné un grand malheur de dessus notre tête).

diwar

1850
Référence : GON.II pg diwar, dioar, divar

un den diwar ar maez

1850
Référence : GON.II pg diwar, dioar, divar (Un homme de la campagne).

diwar ho penn

1850
Référence : GON.II pg diwar, dioar, divar (à votre sujet).

diwar fae

1850
Référence : GON.II pg diwar-faé (Négligemment, avec négligence. Par manière d'acquit).

Na rit ket an dra-se diwar fae.

1850
Référence : GON.II pg diwar-faé (Ne faites pas cela négligemment).

diwar vremañ

1850
Référence : GON.II pg diwar

diwar vremañ n'oc'h ankounac'hain ket

1850
Référence : GON.II pg diwar -vrémañ

Na espernomp ket diwar hon boued.

1850
Référence : GON.II pg espernout (N'épargnons pas sur notre nourriture).

Tro a glask war an olifant; ha kaout, diwar e benn, da damall ne oa koant, a-raok, a-dreñv, e giz ebet; hag, emezañ, bez' e ve ret, da ober mat, troc'hañ diwar bep skouarn dezhañ ur grennbennad evit stagañ ouzh beg e lost; e bevar droad a zo pevar bost; e berr : e oa re bezh fetis, pounner, piltosek, gourt, iskis.

1867
Référence : MGK p11

Koulm baour, gwelet e voe gant ur gup krabanek o sachañ war e lerc'h, evel ul laer tec'het, ur pennad reun torret. Ar gup a ya dezhi, digor ha lemm e veg, pa gouezh warnañ, d'e dro, evel ur maen pounner, eus a-greiz an neñvoù, ur pezh labous, un er. E-pad m'edo an daou-mañ oc'h en em gribinat, ar goulm a ya kuit e-biou. Diwar nij e tiskenn e liorzh un tiig-soul oa eno e-kichen, o krediñ evit mat oa er wech-mañ diouti distag he gwallstropad, pa deu ur c'hozh tamm paotr, dezhañ pemp pe c'hwec'h vloaz - d'an oad-se ur bugel ne oar pe zroug ra c'hoazh - da sinklañ eeun outi ur maen gant e vatalm.

1867
Référence : MGK p20

Goude aotrounez vras, krinet ganto o fri, A deuas pep eil tro, diouzh ma oa hir o dent, Da ziskargañ o gor : holl emezo 'oant sent : an tigred, ar bleizi, bete'ar c'hozh chas bihan A dlee d'ar Baradoz mont diwar hanter vann.

1867
Référence : MGK p25

Ar prezeger neuze, droug ennañ a-zevri, a lavaras dezho : pa'z oc'h holl deuet ker bailh, me ya diwar ma c'hraf da gontañ ur marvailh.

1867
Référence : MGK p3

Neuze ar prezeger, gant ur vouezh a oa kre, hag en devoa lakaet kreñvañ er c'halonoù; evel a ra 'r gurun, pa dregern en neñvoù, a groze a-zioc'h an dud, en ur youc'hal outo : "Ned oc'h ket diwar ouenn ho tud-kozh zo marv [...]".

1867
Référence : MGK p2

D'ar mare deiziadet, diwar ar maez[,] e-leizh / En em gavas eno.

1867
Référence : MGK p87

N'eus mare dioc'h mare, bepred emañ 'n amzer / Da vont diwar ar bed : hiriv, warc'hoazh, e-verr.

1867
Référence : MGK p100

atav Breizhad kristen, diwar c'hoari 'gelenn

1867
Référence : MGK Rakskrid III

hag am bo daouzek krouadur, hag holl diwar an avantur; me 'm bo dezhe abid satin gwenn, o c'haso d'ar skol en ur vandenn

1874
Référence : GBI.II p226

— Da vihanañ, Per, emeve, amañ ne dapimb ket a c’hwen. — Nann, mes moui, pe gelien-[m]orz, diwar ar c’hezeg, ne lavaran ket avat. — Ne pezo nemet skrabat un tamm hag e nijint kuit.

1877
Référence : EKG.I. p.72-73

Ar sklerijenn-se ne bade ket pell ; mont a rae kuit, ha prest goude ar c’hloc’h a sone adarre, ha neuze ne gleved nemet son ar c’hloc’h e-kreiz trouz ar biliennoù a ruilhe hag a ziruilhe diwar an eil roc’h war eben.

1877
Référence : EKG.I. p.95-96

Marteze ivez emaoc’h o vont d’al leandi-se, hag oc’h kollet diwar hoc’h hent ?

1877
Référence : EKG.I. p.45

Abalamour da se ne leverjont grik da zen : ne raent nemet goulenn an hent da vont eus ar bourk-mañ da ur bourk all, eus an eil kêr d’eben, ha traoù all diwar nij er c’hiz-se ne oant na du na gwenn.

1877
Référence : EKG.I. p.36

An arched a voe lamet e c’holo diwarnañ, hag unan anezho a voe lakaet da azezañ e-barzh.

1877
Référence : EKG.I. p.31

Siwazh ! ne oa eskob ebet ken enni, aet e ranke bezañ kuit diwar nij...

1877
Référence : EKG.I. p.14

— Her lavaret a zo bet graet deoc’h a-raok bremañ ; abalamour ne fell ket deoc’h sentiñ ouc’h lezennoù ar c’houarnamant. Alo ! savit diwar ho kador, ha deuit ganeomp.

1877
Référence : EKG.I. p.14

An dud diwar ar maez a [z]euas e kêr hag a yeas war-eeun d’an eskopti da gaout an eskob, o zad ; tud kêr a yae ivez war o lerc’h : holl e lavarent : — Aotrou’n eskob, chomit ganeomp !

1877
Référence : EKG.I. p.12

Mac’h oufec’h an dra-se, ne ve ket kement a c’hlabous ganeoc’h diwar gont ar veleien.

1877
Référence : EKG.I. p.293

Treiñ a reas diwar an hent-bras gant ul lodenn eus e dud, evit mont a-biou Begavel, da vaner Kergidu.

1877
Référence : EKG.I. p.280

Daou zen hag ul loan a chomas war an hent-bras ; un all a yoa a-ispilh ouc’h e varc’h, un troad dezhañ er stleug hag e benn o ruilhañ hag o lammet war an douar diwar an eil maen war egile.

1877
Référence : EKG.I. p.278

Ar re-se a Vrest a gav dezho eo ken aes galoupat ar vro-mañ adalek an Aber-Ildud betek Landunvez ha Kersent, dre-greiz ar pri hag ar vouilhenn, evel ma’z eo skrivañ urzhoù diwar ur gador vourell ; me garfe o gwelet en ho[l] lec’h-ni.

1877
Référence : EKG.I. p.222

Ret eo karout ar c’habiten amañ hag e soudarded kement ha m’her gran, evit distreiñ evel-hen diwar va labour.

1877
Référence : EKG.I. p.220

E c’hwreg, an Itron Feburier, a yoa e prenestr he zi o sellet outañ, ha n’oa ket evit tennañ e daoulagad diwarnañ. Petra a yae dre he c’halon o welet, er c’hiz-se, he fried war-var da vezañ lazhet ?

1877
Référence : EKG.I. p.185

Soñjal a rae dezho e c’hellent bezañ dinec’h en ur chapel evel Santez Berc’hed, distro diwar pep hent-bras, pell diouc’h pep bourk.

1877
Référence : EKG.I. p.157

— Ai !... ai !... ai !... Me eo Loull ar Bouc’h. — Loull ar Bouc’h, person "intru" Plouared ? — Ya, ya, me eo. Tennit ho ki diwarnon.

1877
Référence : EKG.I. p.140

Edo er c’hiz-se e-kreiz an hent pa glevas, o tiskenn eus a gostez ar C’hozhvarc’had, un den hag a valee prim, evel diwar nij, digor e zivesker, ramp gantañ, dibreder ha skañv e droad, ur penn-bazh en e zorn hag e wentle a-zindan e vrec’h, o vont en tu bennak da glask pemp gwenneg d’e zervezh.

1877
Référence : EKG.I. p.131

Ha bremañ n’en deus da evañ nemet an aezhenn fresk, ha sklaset zoken, a sav diwar an dour !

1877
Référence : EKG.I. p.129

Mes pa vez diwar an dour, n’eus ket gwelloc’h kristen egetañ, rak neuze e lavar e bedennoù ganen-me ha gant va bugale, evel ma oa ar c’hiz da ober a-raok ma oa deuet ar person "intru" da ober kement a freuz dre ar vro.

1877
Référence : EKG.I. p.113

Goude bezañ furgutet dre bevar c’horn an ti, a-dreuz hag a-hed, ez ejont diwar herr d’ar c’hrevier, d’ar grañjoù ha d’ar sanailhoù : klask a rejont e-touez ar foenn hag e-touez ar c’holo : kement a yoa a voe furchet, mes ne voe ket kavet muioc’h er-maez eget en ti.

1878
Référence : EKG.II p.69

Mes Maner al Liorzhoù n’emañ e-kichen hent-bras ebet, ha soudarded Canclaux a dle gouzout dija pegement a goust dezho dont en hentoù bihan diwar an hentoù-bras. Paotred Landeboc’her o doa roet dezho ur gentel vat en derc’hent.

1878
Référence : EKG.II p.36

Mad, e Konk-Leon, soudarded an Arme noar a grogas didruez er c’horf marv hag hen digasas diwar an daol ouc’h ur bank e-kichen an tan.

1878
Référence : EKG.II p.184-185

Pebezh vad a rae din fenoz ar pennad gouloù koar-se, deuet ganen diwar fae, hag hep gouzout perak, eus a goad Kervengi !

1878
Référence : EKG.II p.51

Tri loan eus ar re wellañ a yoa stag gantañ ouc’h e garr ; edo erru d’ar gêr gant e garrad, edo o sevel dioc’h maner Kerlaodi, pa lammas en hent, en un taol krenn, diwar ar c’hleuz, ur c’hi-chase hag a ranke bezañ o redet war-lerc’h ur c’had bennak.

1878
Référence : EKG.II p.175-176

— Mat, ni a yoa deuet pevar, ha n’eus lazhet nemet unan ac’hanomp. Mes eus ar barrez a-gichen avat e oant deuet nav ; eizh a zo bet lazhet ; an navet a yoa aet dec’h en un ti aze e-kichen, da esa digeriñ un armel, hag en deus bet un taol pal diwar e benn ken don, ma weler e empenn dre ar faout ; me 'gred eo graet gantañ ivez.

1878
Référence : EKG.II p.128

Kerkent ha ma voemp savet diwar hor c’huchenn golo, an Aotrou de Kervalaneg a lavaras adarre ar pedennoù a vouezh uhel, evel m’ho leverer e pep ti kristen.

1878
Référence : EKG.II p.12

— Ha paotred Landeboc’her, daoust ha n’o deus-i ket ivez skubet ur guchenn all diwar douar Breizh-Izel ?

1878
Référence : EKG.II p.101

Distreiñ a rejomp neuze diwar an hent-bras evit mont da vourk Trelaouenan.

1878
Référence : EKG.II p.2

Polidor a yae hag a deue, dre-douez ar raoz, a lamme dreist ar gouerioù bihan hag a biltrote dre an dour kement, ma rae dudi ar soudarded a selle outañ diwar ar pont.

1878
Référence : EKG.II p.27

En devezh e klevis ma ferson o lâret : ur we[z]enn, eme[z]añ, a ve[z] anveet diwar ar frouezh a doug ; evel-se ive[z] un den hag a deu da glask hon mouezhio, anveet eo, pe diwar e obero, pe diwar obero ar re zo pleustret gantañ. Ar Gouarnamant, gallout a reomp ive[z] barn ane[z]añ diwar e lezenno.

1898
Référence : KZVR Supplément à la Croix des Côtes-du-Nord du dimanche 23 janvier, p.1

Difenn a ra an [a]otro[u] Doue, en e gourc’hemenno[u] laerezh e dra diwar an nesañ : hag al laer a ve tizhet abred pe diwezhat.

1898
Référence : KZVR Supplément à la Croix des Côtes-du-Nord du dimanche 23 janvier, p.2

D’an daol sakr ec’h eas ive[z], / Ha digemer korf e Zoue ; / Ha diwar neuze, cheñchet-krenn, / En neus bevet en gwir kristen.

1898
Référence : KZVR Supplément à la Croix des Côtes-du-Nord du dimanche 30 janvier 1898, p.1

Hirie na gomzin dac'h nemet eus an temz neve[z] a ve[z] groet ane[zh]añ "kaoc'h-houarn fosforet" ("scories" en gallek). Unan eus hon mignoned an neus bet ar vadelezh da skrivañ dimp diwar se un diviz a gavfet pelloc'hik.

1898
Référence : KZVR Supplément à la Croix des Côtes-du-Nord du dimanche 23 janvier, p.1

Pehini ac'hanoc'h, ma lennerien, en ur lakaat an tan war un alumetezenn, d'an noz, er devalijenn, na'n neus ket gwelet, o sevel diwar e voest chimikez, evel ur vogedenn lugernus ?... Se a c'hoarvez peurvuiañ pa ve[z] gleb an amzer ha mouest an alumetez.

1898
Référence : KZVR Supplément à la Croix des Côtes-du-Nord du dimanche 23 janvier, p.1

Ar fosfor a zo oc'h ober hon eskern a deu dimp diwar hon magadurezh, dreist-holl, diwar ar bara a debromp bemde[z].

1898
Référence : KZVR Supplément à la Croix des Côtes-du-Nord du dimanche 23 janvier, p.1

An Drouized a vez graet diwar gelennerien uhel, skrivagnerien war danvez an doueelezh, an eneelezh, ar speredelezh, hag all.

1909
Référence : REZI p. 5

Galloud en deus da ginnig dezhañ [d'ar Poellgor] diverkañ diwar ar rolloù henn-ha-henn war an digarezioù merket en artikl XXXIII.

1909
Référence : REZI p. 9

ha pa lamfes va fenn diwar va divskoaz

1909
Référence : BROU p. 404 (lors même que tu m'enlèverais la tête de sur les épaules)

Ha, p’en devoa ar paotr yaouank kemeret an aval deus o dorn, ne glaskent ken diwar-se plijout da zen all ebet nemet dezhañ hepken.

1923
Référence : SKET p.68

Penaos ha pe dre hent ez eo deuet an danevelloù diwarnañ betek ennomp, kement-se avat n’ouzomp ket ; … hag, a zo gwazh, n’her gouezimp biken, steuziet-mik ma’z eo an Tarzek, ha kollet da viken evel eus kel lies hini all er brezel, pep roudenn anezhañ !...

1923
Référence : SKET p.5-6

Marzhioù all am eus gwelet c’hoazh en Ejipt a vo dezrevellet ganin diwezhatoc’h diwar o fenn dre ar munud, mar bez youl an doueed, rak ur vro eo eus ar marzhusañ ha disheñvel e pep tra diouzh ar re all.

1923
Référence : SKET p.17

C’hoazh e tigouezh ez afe hini pe hini ez trumm diwar ar bed-mañ, en ur gas kuit gantañ kement en doa desket drezañ e-unan, ha kement a oa bet desket dezhañ gant e c’hourdadoù.

1923
Référence : SKET p.20

Ha neb a venno gwelout anezho, ha lenn al lizherennadur diwarno, ha dont da anaout an darvoudoù, a yelo di.

1923
Référence : SKET p.23

Dis Atir r’e zevo, r’e vougo, r’e veuzo, r’e gaso da get, r’e skubo a ziwar c’horre an douar, r’e denno a-dre ar re vev, ra stlapo e gorf e kondonioù an douar, ra wano anezhañ, ennañ e-unan kerkoulz hag en e vibien, en e verc’hed, en e vevelien, en e chatal, en e vinvioù, en e barkoù, en e bradoù, en e goadoù hag en e zourioù !

1923
Référence : SKET p.27

Neuze e teñvaas an aezhennoù diwar Aedobitus hag, o kouezhañ e glaveier berv, e c’holojont gorre an douar gant ur gwiskad dour ma vordrouze, ma rede-direde dibaouez warnañ, an eil war-lerc’h egile, koummoù, tonnoù ha gwagennoù.

1923
Référence : SKET p.28 (p.197, "Da reiz[h]a[ñ]" : "3e dilinenna[ñ], lin. 4, e lec’h « tenvaas » lenn « tevaas » kentoc’h". )

Adaqi, mamm Bena, a oa anezhi ur gaer a vaouez, ha dezhi bout diwar gouenn ramzed an Noz.

1923
Référence : SKET p.41

Hogen, diwar se, ne voe abeg mat ebet ken evit ober kemend-all.

1923
Référence : SKET p.45-46

Er feur-se ivez e vezo bet Atir ha Mâtir ur melezour deomp d’e lakaat dirak selloù o gourvibien, ar re, o treiñ kein d’an evadurioù a oa diwarno hon tadoù yac’h hag evurus (da lavarout eo an dour hag al laezh), n’hellont ken hiziv kavout a-walc’h ar mez hag ar bier, hag a werzh kement o deus, a ro kement a biaouont, da gaout digant marc’hadourien estren ul lestrad hepken eus an evaj-se, ruz ha dinerzhus, a vez farlotet gant dorn ganas Kreisteiziz (2).

1923
Référence : SKET p.49 (p.197, "Da reiz[h]a[ñ]" : "P. 49, [...] lin. 4 kent an dibenn, e lec’h « kement o deus » lenn « kement o devez ». )

Ijinet e voe gantañ ar bigell, hag eñ eo a rogas, ar c’hentañ, tonnenn c’hlas an douar gant beg kromm e venveg, hag a fizias en irvi an had, an edenn veur, magadur an doueed, an heizenn, a vez diwarni gwazed kreñv ha kadarn, merc’hed kenedek ha fur.

1923
Référence : SKET p.53

Omios a gavadennas teuziñ kouevr ha staen a-gemmesk, ha diwar an anv anezhañ eo ez anvomp "omion" kemmeskadur an daou vetal.

1923
Référence : SKET p.56-57

Diwar gelenn Lugus e voe strollet kentañ stern-gwiader.

1923
Référence : SKET p.59

Neuze n’oa ket anv c’hoazh a laeradennoù, a beilhadegoù chatal, a skrapadennoù merc’hed, a emgannoù etre gwazed kenwad ha kenvro, a vrezelioù diwar orged, direizhvennad, droukyoul, gwallc’hoant d’an emvrud, d’ar preizh, d’ar pennoù troc’het, pa na glaske den en em uhelaat dreist ar re all.

1923
Référence : SKET p.68

D’un alarc’h gwenn ez ae neuze (1). Hemañ, oc’h enaouiñ diwar vrennid an hini marv, a flape e ziwaskell hag a gemere e nij war-du ar C’huzh-heol.

1923
Référence : SKET p.70

Aet evel-se d’un alarc’h gwenn-kann, e tiraeze an ene mor ar C’hornog hag e treuze anezhañ war-lerc’h an heol, gwech diwar-neuñv, gwech diwar nij.

1923
Référence : SKET p.70

Pennoù-chatal tud Vanos n’em eus ket argaset diwar ar peurvan ; n’em eus ket skrapet anezho ; lakaet n’em eus ket, dre garmoù-hud, an tarv disperius hag ar vuoc’henned hañvesk ha dilaezh.

1923
Référence : SKET p.71

Diwar se e nac’has o armoù hag o binvioù sentiñ ken ouzh mibien Vanos ; sevel ha mont d’o c’herc’hat a rankjont ; an arc’houereed a baouezas a bigellat, a hadañ, a vediñ evito.

1923
Référence : SKET p.76

Ha betek en diabell-pellañ en em astennent dirazi, tagellus ha kerseüs, riblennet a spern hag a [z]rez, a zouaroù gwastet, a goadoù peurlosket gant an tan-kurun pe gant tanioù-gwall diwar zorn an den.

1923
Référence : SKET p.79

Ha, da noz, e tiskennont diwar varc’h war an aodoù skoet gant an donvor hag e puront o c’hlezeier, o goafioù, o holl glavioù-brezel.

1923
Référence : SKET p.80

Pa n’o doa ken a saout, bevañ diwar gig gouez, gwrizioù ha frouezh a rankjont ober, a-skign amañ hag ahont dre diegezhioù kevre ebet kenetrezo ; war zisleberiñ ez ejont gant an dienez, oc’h ankounac’haat tamm-ha-tamm kement o doa desket digant o zadoù, kement a oa bet kelennet dezho gant an doueed.

1923
Référence : SKET p.86-87

Setu aze istor ar vro-Wenn evel em eus gallet e verr-zastum diwar ar c’hanennoù kozh hag an danevelloù a zo bet miret gant henaourien ha gouizieien pobladoù ha meuriadoù Keltia.

1923
Référence : SKET p.87

Hag e tigouezhas ivez, — gwashoc’h boaz hemañ, moarvat, eget an hini kentañ ! — pa veze gaonac’h ar bried, pe pa na c’hane nemet merc’hed, e tibabe an ozhac’h un hêr dezhañ a-dre ar vugale bet diwar ar serc’hed.

1923
Référence : SKET p.89

Bez’ e voe, erfin, bagadoù n’hall den danevellañ ken diwar o fenn.

1923
Référence : SKET p.91

Diwarno e tiskenn drouized, roueed, pennrenerien, brezelourien, beleien, diouganerien, gouizieien, barnerien, gwerzaouerien, sonourien, barzhed Keltia.

1923
Référence : SKET

Hogen kened glan ha lugernus merc’hed Manos, ken disheñvel diouzh kened leskidik ha teñval merc’hed o bro, o sebezas diwar an taol kentañ hag o hoalas dre an nevezded anezhi.

1923
Référence : SKET p.100

Mibien Vanos, ha dezho hanter-grediñ kement a zezrevelle an tri breur, a voe troet madik a-walc’h o spered dezho diwar an emweladenn gentañ-se.

1923
Référence : SKET p.101

An darempredoù ouzh an dud estren o deus kreñvaet er vroidi, dreist-holl er verdeidi hag er varc’hadourien, ar boaz da ziguzhat diwar ar c’hentañ sell tro-spered an dud m’o devez d’ober ganto.

1923
Référence : SKET p.102

D’an diwezh, Kadra ha Daga, diwar un damc’hoant-gwelout, ken-ha-ken ha dre m’o doa aon rak anoaziñ an tri roue deut a geit-all, a blegas, hag, o tigas o c’herniel-evañ, o hanter-leugnjont eus an died du m’en em skigne ar c’hwezh-vat anezhañ dre al logell.

1923
Référence : SKET p.103

N’edo ket ar boaz d’ar gwerc’hezed gouestlet d’an Heol dougen ar gouriz arem hag ar gourgleze. Nemet troet ar boaz diwar an nozvezh-mañ ! Ma vije bet ganen un arm bennak, biskoazh ne ve c’hoarvezet ar pezh a zo en em gavet henozh.

1923
Référence : SKET p.106

Mousc’hoarzhin a reas an doue diwar fae ha taerijenn.

1923
Référence : SKET p.112

Diwar an taol kentañ o dije argaset gant euzh an Ermaeziad, kuit a lezel da zihuniñ en o c’halon, e-kerzh emweladennoù re stank, ar fiziañs outo hag ar vignoniezh.

1923
Référence : SKET p.112

Diwar he c’halon d’he diweuz e savas eilgeriadenn Derkeia, nemet n’he doe ket amzer d’he mouezhiañ.

1923
Référence : SKET p.113

A-denn-askell e tizhjont aod kornôg enezenn Albio, an hini a sav rag-eeun d’an tir-Meur, hag eno, a-ziwar beg-douar Belerion en em strinkjont er c’hoummoù, kas mont diwar neuñv betek aodoù Aballo.

1923
Référence : SKET p.113 (p.199, "Da reiz[h]a[ñ]". P. 113, lin. 11 kent an dibenn, e lec’h « aod kornog » lenn « aod-kornok ».)

Taolet en doa pled ez oa truilhennek dilhad ar merc’hed yaouank, ma ’z oant hanternoazh ha ma krenent gant ar riv er goañv ; n’oa dezho, ouzhpenn, ar c’hregin-mor nemet ur bevañs treut ha difonn, hag he devoa alies plac’h he gouriz arem hag he gougleze poan vras o tanañ, gant ur maen-kailhastr hag un dornad bezhin sec’h, prenn-keuneud glep diwar ar peñseadoù.

1923
Référence : SKET p.115

Honnezh eo danevell an teir « Kassiteras », evel m’hen dezrevell an dud kadarn a vevas gwechall en aber an Albis ha war ribloù glasvezh-holl ar Stura hag an Dravinna, evel m’her c’hlever en tiadoù brezelgar ar Belgion (1) hag en-dro d’an oaledoù ma tomm outo Breizhiz an henveuriadoù, o dremm vrizhellet hag o izili livet e glas, evel m’hen desker e santualoù hag e skolioù an drouized en enez Pretanis (1), evel em eus, erfin, me va-unan her c’hlevet diwar diweuz Esumopas, an drouiz.

1923
Référence : SKET p.117

"Kaourantin" a zo diwar an henvrezoneg "Kobrant", "Kovrant", ha hemañ a zo da geñverata marteze gant an iwerzhoneg "cobair" « skoazell », hengeltieg "kobro-".

1923
Référence : SKET p.118

Ur bras a vrud a zeuas da Vomoros diwar e furnez, e gadarnded, e drec’hioù-brezel.

1923
Référence : SKET p.122

D’al labour sevel e greñvlec’hioù e lakeas ar brizonidi kemeret gantañ diwar ar Skaled hag a save an niver anezho da veur a zek-kant.

1923
Référence : SKET p.127

taolenn diwar vojenn

1923
Référence : SKET p.186, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "tableau légendaire".

Ur vojenn diwar faltazi An Tarzek n’eo ken savidigezh Londinion gant an Ibered, nemet an hadenn anezhi a gaver e Philippon, les Ibères, pp. 70-1.

1923
Référence : SKET p.129

Treiñ diwar e garnoù

1923
Référence : SKET p.160, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "Faire volte-face (quadrupède à sabots)".

An daouzek Erkuniad gant o rener o tec’hout diwar herr, ganto Ambia ha Kinge, ereet treid ha brec’hioù, e strad ar bilprennenn anezho, e-keit ha m’emañ an div ounner dilezet o leñvadenniñ.

1923
Référence : SKET p.134

Hir, tenn ha risklus, diouzh m’heller er meizañ diwar an henzanevelloù, ez oa an hent eus ar vro-Wenn d’an Albis.

1923
Référence : SKET p.139

Diwar amzer Momoros ez oa bet al labour diskiñ ha barrekaat-se, evel boulc’het gant ar bugel ez eus bet anv anezhañ amañ c’hoazh, ar bugel-se a vennan lavarout a oa bet poket dezhañ ha stardet war he c’halon gant Derkeia, VINDOSETLOS, mab Kintus (1).

1923
Référence : SKET p.141

Sammañ a raent war girri o doa stummet e-pad ar goañv an holl draoù o doa [o deveze] ezhomm, anezho evit un darn binvioù diwar o dorn o-unan, evit un darn all traezoù-eñvor profet dezho gant kerent ha keneiled.

1923
Référence : SKET p.87 (+ p.198, "Da reiz[h]a[ñ]" : "P. 87, lin. 6 kent an dibenn, e lec’h « o doa » lenn « o deveze »".

Er feur-se, n’oufe den en em veuliñ diwar ur skiant-desket par d’o hini.

1924
Référence : SKET.II p.29

Neuze e lammas war tost-kreiz ar vag ha, savet war veg e dreid, en em soublas en adreñv ken na zeuas ar c’huchennadoù skedus diwar e gern da stekiñ ouzh e seulioù.

1924
Référence : SKET.II p. 53

Diwar besked eo e vevont, ha diwar dibourc’h al loened-mor eo en em wiskont.

1924
Référence : SKET.II p.63

Hounnezh eo c’hoazh pennreolenn kelennadurezh an Amerikaned : "learning by doing" « diskiñ diwar ober » [...].

1924
Référence : SKET.II p.23, notenn (3)

Diwar-benn an touelloù spered diwar an diveradurezh-c’herioù treuzembreget evel-se gant tud diouiziek war ar yezhoniezh, sellout Hovelacque, la Linguistigue, 4vet mouladur, pp. 16-21.

1924
Référence : SKET.II p.27, Notenn (3)

Ha gant ar berv diwar an emgann he doa renet hag ar redadenn edo o paouez ober, edo ruziet-holl ha flamm-skedus he divjod.

1924
Référence : SKET.II p.57

Evel-hen e klozas Velia he c’helennadur : « Diwar an naetoni emañ ar yec’hed, diwar ar yec’hed an nerzh, diwar an nerzh ar gened [...] ».

1924
Référence : SKET.II p.28

Dindan ar vouc’hal, bet diwanet diwar deuzadur teir zolzennad arem ha gouest an dremm anezhi da droc’hañ ur vlevenn war zour ha da dennañ gwad d’an avel, e kouezhas neuze hanterglopennoù, hanterbennoù, brec’hioù ha garoù distaget ha korfoù faoutet dre hanter eus ar skoaz d’ar c’haol.

1924
Référence : SKET.II p.55

Ken n’en devoe tizhet e dri bloaz, e vevas Vindosêtlos diwar laezh Velia hepken.

1924
Référence : SKET.II p.15

Un teñv marzhus eo a ra diwanañ ha kreskiñ en neb a vev diwarnañ ar pevar ferzh mat a ra an dud peurreizh : nerzh, glanded, furnez, madelezh.

1924
Référence : SKET.II p.15

Boazañ a reas Vindosêtlos, diwar e bempet bloaz, d’ober bep beure tro an enezenn gant e gelc’hig.

1924
Référence : SKET.II p.21

Hennezh, eme an drouiz, eo an ebeul ganet gand Andepa diwar Belinatepos.

1924
Référence : SKET.II p.21

Distreiñ diwar e hent a reas da dremen dre he c’hichen.

1924
Référence : SKET.II p.36

— Divin dit — homañ a zo diaesoc’h, eme ur plac’h kozh azezet war ar fornigell : "Brazez ar vamm Brazez ar verc’h diwar he mamm ?" Tapet berr ar vugale, hag ivez ar re vras.

1924
Référence : BILZ1 Niv. 41, p.946-947 (Mae 1924)

An dud diwar ar maez n’int ket kizidik evite o-unan, ha pegen nebeut evit ar re all !…

1924
Référence : BILZ1 Niv. 45, p.1066 (Gwengolo 1924)

C’hoant ganto da c’henel ar magadur ma teu diwarnañ ar broadoù galloudek.

1924
Référence : SKET.II p.62

[...] skeudennoù 1, 4-8, 22 ha pajennoù 20-8 (tennet diwar ar Rev. arch. 1910, I, pp. 1-65) ; [...].

1924
Référence : SKET.II p.72, Notenn 4

Gwiañ gloan deñved ne reont ket, nag evañ laezh saout ; diwar vioù brein, preñved, pesked, kregin, bezhin eo en em vevont.

1924
Référence : SKET.II p.65

Bilzig a dapas diwar ar bouteg ar vozad raden a c’holoe ar pesked.

1925
Référence : BILZ2 p.125

Ne oa ket diaes dezhañ, a lavare an holl, tapout pesked diwar goust ar re all.

1925
Référence : BILZ2 p.141

Diwar an aod ne oad ket evit kas dezho sikour : an taolioù-mor a frege re rust war ar c’herreg. Neb en dije esaet sikour anezhe a vije bet brevet e izili kent kuitaat ar bord.

1925
Référence : BILZ2 p.143

Evurus, sioul, ec’h event o bannac’h gwin-ardant en osteleri ; evurus e c’houzañvent ar joausted a save a-nebeudoù war o spered hag a zispege diwar o c’halon ar moustrer a oa bet darbet dezhañ o mougañ.

1925
Référence : BILZ2 p.113

Pa savas war ar pont, e welas ar Vran entre div garreg uhel : unan anezhe a roe skoazell d’ar Vran eus tu ar maez hag he devoa miret na vije bet dismantret krenn gant an taolioù-mor ; eben a dorre nerzh an avel diwar an douar.

1925
Référence : BILZ2 p.173

Ha kement a zo a wragez dougerezed el lez-mañ a raio ur c'holl hag ar re ned int ket a vo sammet gant un droug ken bras ma troio ar vamm enno e doare ma ne vint biken brazez diwar hiziv

1929
Référence : KUHL-GWAL1 niv. 19 p. 47

diwar an daol

1931
Référence : VALL Rakskrid p XXVI

diwar

1931
Référence : VALL Levrlennadur p VII, après (marquant le point de départ ou la cause)

diwar neuze

1931
Référence : VALL pg après (cela)

diwar neuz

1931
Référence : VALL pg (par manière d')acquit

diwar ma

1931
Référence : VALL pg aussitôt

diwar harp

1931
Référence : VALL pg appuyer (marcher en s'appuyant)

distreiñ diwar e veno

1931
Référence : VALL pg avis

diwar guzulig

1931
Référence : VALL pg acroamatique (enseignement ; Philos.)

diwar genemglev

1931
Référence : VALL pg (à l')amiable

diwar evaj

1931
Référence : VALL Rakskrid p XXVI

diwar c'hoari

1931
Référence : VALL pg amuser (faire qqch en s'amusant)

diforc'hidigezh diwar vugale

1931
Référence : VALL pg avortement

digareziñ diwar ezvezañs

1931
Référence : VALL pg (invoquer un) alibi

diwar bouez e arzou

1931
Référence : VALL pg a

dibriñ e eost diwar e c'har

1931
Référence : VALL pg (manger son) blé (en herbe)

tennañ an dour diwar prad ub.

1931
Référence : VALL pg (marcher sur les) brisées

diwar skoultr

1931
Référence : VALL pg (venu de) bouture

pellder diwar gogn

1931
Référence : VALL pg (distance) angulaire

mont diwar e labour

1931
Référence : VALL pg abandonner (son travail)

mont diwar-dro ub.

1931
Référence : VALL pg abandonner (qqn)

krennañ diwar an dachenn tro-dro

1931
Référence : VALL pg arrondir

klañv diwar emvezviñ

1931
Référence : VALL pg (malade) alcoolique

kemer skouer diwar u.b.

1931
Référence : VALL Rakskrid p XXVI

kae diwar va zro

1931
Référence : VALL pg aller

evit disteurel diwarnañ ar selloù

1931
Référence : VALL pg attention

diwar zegouezh

1931
Référence : VALL pg aléatoire

diwar vremañ

1931
Référence : VALL pg avenir

diwar fae

1931
Référence : VALL pg (par manière d')acquit, arrogamment

diwar zorn henn-ha-henn

1931
Référence : VALL pg autographe

diwar zorn den

1931
Référence : VALL pg artifice

diwar zegouezh

1931
Référence : VALL pg accidentel

diwar se

1931
Référence : VALL pg après (cela)

diwar zarvoud

1931
Référence : VALL pg accidentel

diwar yun

1931
Référence : VALL Rakskrid p XXVI

diwar taol-chañs

1931
Référence : VALL pg aléatoire

diwar re gofad

1931
Référence : VALL pg (malade) après (avoir trop mangé)

Lazhañ a ra ivez ar frouezh, avat, ha ma vije lakaet en douar ur gerezenn miret er gwin-ardant ne deufe kerezenn ebet diwarni.

1943
Référence : TOAA p1

Diwar-vremañ e c'heller diskontañ goulakadurioù a zo, ar pezh a zo un dra bennak atav: strishaet eo evel-se tachenn an enklask.

1943
Référence : TNKN p63

Harpet eo meno Gregory war labourioù Bailey Willis diwar-benn kenframmadur Chipr; eilgeriet en deus hemañ, avat, e oa kalz brasoc'h ar fiñvadennoù o deus lakaet kompezenn an enezenn da c'houzizañ eget a re a zeuje ar ganienn diwarno.

1943
Référence : TNKN p63

An eil diaoul. — « Pe pedennoù lavaret diwar beg an teod, hag ho spered o nijal war an avel noz. »

1944
Référence : ATST p.57

Rak un aezhenn beurbadus a frankiz a c'hournij a-us da Garnoed, pignet war un dosenn frank, a skub an avel anezhi hañv-goañv, hag a weler diwarni pemp lev tro-dro.

1944
Référence : EURW.1 p15

Soñj am eus eus hiniennoù a oa ganin er gevrennad ispisial hag a dalvez ar boan lavarout ur ger berr diwar o fenn, rak ober a rejont o hent…

1944
Référence : EURW.1 p.198

Gwelout a reer diwar ar gorre ur vro eus ar re gaerañ a vez kavet e Bro-Gernev : ar stêr Aon o treiñ hag o tistreiñ lezirek en un draonienn c’hlas, tour Sant Iduned, war an tu kleiz ; war an tu dehou tour bras hag hini bihan Pleiben ; dirak, du-hont, pell, tuchenn Sant Mikael, ar menez uhelañ e Breizh ; ha, tro-war-dro, douaroù pinvidik evit brasañ plijadur ar gouerion.

1944
Référence : ATST p.44

Ne chom ganto nemet un tamm skiant-prenet… ha prenet alies diwar o c’houst ha diwar o brasañ damant.

1944
Référence : ATST p.8-9

Raktal m'en em weljomp e tiwanas etrezomp mignoniezh tost ; en em glask a raemp da vont da c'hoari a-gevret war an aod, da vont da vrañsigellat er jardin, hag a-wechoù e tec'hemp diwar ar selloù evit ober hon-daou pourmenadennoù en-dro da Berroz.

1944
Référence : EURW.1 p44

En eil e oa bugale ar berc'henned diwar ar maez, ar genwerzhourien, an aotrounez vihan, houmañ a gouste 400 lur.

1944
Référence : EURW.1 p32

- Te a zo diwar ar maez, Sezni, hag eus bro-Leon ar gatolikañ. Em c'hêr c'hinidik, avat, du-mañ, war vordig mor Kernev-Izel, eo douget, ouzhpenn dreist, ar merc'hed yaouank d'al lammoù ha d'an dañsoù, ha, 'm eus aon, e karont ivez kompagnunezh ar baotred yaouank.

1949
Référence : SIZH p.53

Hi an hini a'n em denn kuit, diwar c'hoari, evit stouiñ warnañ adarre, ouzh e atizañ, ouzh e cherisañ gant he blev war e dal, gant pennoù he divronn reut kinniget d'e vuzelloù, gant he melloù daoulagad oriad, gant holl fiñvoù ur c'horf yac'h, gwevn ha kaer.

1949
Référence : SIZH p.52

N'eo ket gant al langiz [sic, langis] e oa ar breur Arturo, gant an hiraezh, ar c'hleñved-se, a vez kemennet d'ar gloer yaouank disfiziout dioutañ, peogwir e sav diwar an Drouk-Spered.

1949
Référence : SIZH p.47

Daoust hag e oa anat war e dal ar c'hevrin a vleunie en e galon ? Pe ha gwelet e vije bet, diwar solier an ograoù, gant ur c'hloareg bennak ?...

1949
Référence : SIZH p.44

–… Padout a ra ar stourm, ha padout a ray betek Deiz ar Varn, etre ar Vaouez – Merc’h da Eva –, a zo Kig, Materi, Tra berrbad, ken eo, mignonez da blijadurezhioù diwalc’hus an Douar, hag etre uhel-strivoù an ene davet ar Peurvad, a zo diwar Doue, hag adc’hounidigezh ar Baradoz, da lavarout eo Buhez Divarvel ar Wenvidien.

1949
Référence : SIZH p.40

An Tad-Mestr, avat, keit ha ma tisplege e gentel diwar-benn Merc'hed Eva, ne denne ket e selloù diwar ar paotr kaezh.

1949
Référence : SIZH p.40

- (...) Del ! kemer ar vleunienn-mañ e koun ! Distagañ a reas diwar he brennid ur pezh jenoflenn ruz-gwad.

1949
Référence : SIZH pp.50-51

Ober a ra ul lamm. Ha diskenn a ra, en ur pennad tizh, gant an diri. Ma voe darbet dezhañ mont a-benn, en ur c'horn-tro, en Tad Frederico, sonnañ ha parfetañ den a oa. Ma krizas hemañ e dal diwar e feuk.

1949
Référence : SIZH p.45

Edo ar breur Arturo o verzout e oa ret dezhañ he gwelout, ur wech diwezhañ... Alc'houez ar Skiant... Alc'houez Skiant ar Vuhez... Pezh a ouie, eñ, n'oa nemet deskadurezh diwar levrioù, skiant diwar c'horre : hel lavaret he doa...

1949
Référence : SIZH p.64

Ma kav, a-drak, e kouezh e soutanenn diwar e zivskoaz, hag e tiskouez e gorf noazh, e ene saotret, d'e genskolidi : - Tad, faziet am eus !...

1949
Référence : SIZH p.60

An tan-se, a zeve e izili, gwashoc'h eget pebr ruz, ha c'hwez an ifern gantañ el lazhañ a ray, ha pa ranko en em zismegañsiñ, betek mervel gant ar vezh, ha bezañ barnet diwar c'haou ha didruez gant e genvreudeur hag an Tadoù-Renerien.

1949
Référence : SIZH p.59

Barn a rez, hep gouzout. Rak biskoazh n'eo bet dalc'het ganit war da zaoulin ur vuiañ-karet, ha te ouzh he cherisañ, ouzh he strizhañ, o teuziñ hag o veuziñ, hag o vezviñ, e plijadurezh ar pokoù, e bam da ene, betek koll da skiant, diwar re levenez.

1949
Référence : SIZH p.57

Talvoudegezh espar e kave d'he fistilh lirzhin. Kement-se a oa diskenn diwar al leinoù, war e veno, da vevañ ganto, e-pad ur reuziad, e korn o oaled, buhez uvel, divennad, tud ar Bed... ha dastum ur prizius a skiant-prenet.

1949
Référence : SIZH p.57

- Ha gouzout a rez petra eo karantez ar c'hig ? - Eu !... Douetiñ a ran : an darempred etre priedoù, diwar goust an diantegezh.

1949
Référence : SIZH p.54

Ha ne c'houzez ket eo da gure kozh / A glaskan, hep ehan, da graouiañ kloz / Evit bezañ, da c'houde, barnet tenn / Ha, diwar e zivskoaz, lamet e benn ?

1960
Référence : PETO p36

Met allas ! rak droulañs garv / An Nasion griz on nec'het, / Hag e krenan rak ar marv / Hep distreiñ diwar ma fec'hed.

1960
Référence : PETO p34

Un dirouestl d'ar gudenn am eus kavet 'velkent : / Ur pezh ofiser gall, e penn e c'hamached, / Du-se, war-zu ar vourc'h, 'oa o tont gant an hent / Ha setu, diwar e varc'h, pezh en deus ragachet / En e safar iskis a zisplegas din reizh / Unan eus e baotred ginidik a Vreizh.

1960
Référence : PETO p33

Diwar penn kentañ miz genver e voen eta gopret er Skol-Veur, ar c'hentañ labour da reiñ din un tammig gounid diwar va studioù.

1985
Référence : DGBD p5

Ganet diwar ar c'hoñvers, e verv ennañ ar vuhez pa vez kresk war briz an okoume, hag e koazh pa rank an droc'herien souzañ pe dec'hout dirak an diskar-briz, pa vez karget skiberioù bras Europa.

1985
Référence : DGBD p27

Ha gwir eo ne weler ket paot a ilizoù evelti, peurechuet en un doare unvan a-walc'h, adkavet ganto o livioù flamm ha laouen a-ziabarzh, hag o sevel dreist ar c'harter ha n'eo ket peurziverket diwarnañ tres hag ardamez an amzer gozh.

2013
Référence : LLMM niv. 399, p5 (YF Dupuy)

Adalek ar penn-kentañ eo, ha diwar un abeg a chom da gompren, e oa bet divizet cheñch pennahel an iliz.

2013
Référence : LLMM Niv. 399, p. 23

Ur perzh dibar all a zo d'an nebeud absidennoù en ilizoù hor bro, war-bouez re Redon hag ar Salver e Dinan : krommenn an absidenn 'zo graet diwar teir fastell voger p'emañ ar boaz e lec'h all da rannañ anezhi etre pemp pe seizh pastell.

2013
Référence : LLMM Niv. 399, p. 13

Pa zeraou chantele Sant-Kaourintin da sevel diwar an douar, gant poan hag amzer, adalek ar bloavezhioù 1240, ez eus anezhañ a ranker lavarout, n'eo ket ar chanter gotek kentañ-holl e goueled Breizh marteze, met an hini kentañ war an ampl a-dra-sur.

2013
Référence : LLMM Niv. 399, p. 8

Ur wech arruet re uhel d'ar boliserien e sav ar stourmer ur seurt gwele a-ispilh gant an daou damm lien [a servij da gordenn], betek gallout mont diwar wel er boupenn ma fell dezhañ, koulz ha bezañ goudoret diouzh ar yenijenn hag ar glav.

2015
Référence : DISENT p97

Gantañ [feulster an ensavadurioù] e skuizh an nen tamm-ha-tamm, cheñch a ra an darempredoù gant an dud en-dro dezhañ, koulz hag ar mod en deus d'en em welet ha d'en em briziañ, ha diwar-neuze [diwar neuze] e vod da soñjal e[n e] amzer da zont.

2015
Référence : DISENT p61-62

Teuler a ra ur sell dre laer ouzh ar reuzied, diwar e elloù, hep stouiñ un disterañ.

2015
Référence : EHPEA p35

Pa oant bet erskrivet deomp a-benn ar fin e oa bet lavaret deomp en apotikerezh ne roent ken louzeier peogwir emañ hor c'hilezennoù en o dle hag e vije ret deomp paeañ diwar hon leveoù krennet.

2015
Référence : EHPEA p12

Diwar neuze, diskuliañ dibaouez e fallagriezh; skeiñ tartezennoù; strimpañ gwad faos -zap-.

2015
Référence : DISENT p56

Diwar neuze ne'm eus adwelet na Tanos na ma div verc'h. Er penn-kentañ, peogwir ne'm boa ket aotre digantañ.

2015
Référence : EHPEA p58

Ur wezh tremenet mare an darempredoù feuls ha lazhus, setu ma oa deuet hini an deskiñ an eil diwar egile, ha ma krogas skrivagnerien broadoù nevez Europa da sevel e latin, pe en o yezh c'henidik, oberennoù liesseurt, en o mesk stummoù romanekaet, eeunaet ha krennet eus oberennoù Homeros, Platon, Haristot...

2016
Référence : ILIAS p8

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux