Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Formes fléchies : 
7
Afficher les formes fléchies

Définition :  Masquer la définition

I. Ar. 1. (db. ub. pe udb.) Ger a dalvez d'ober anv eus danvez ur gaoz pe ur soñj. O komz diwar-benn e levr edomp. Diwar-benn petra e oa ar gaoz ? Arabat eo lavaret anv ebet dezhañ diwar-benn pareañ. Klevet em eus komz diwar e benn. DHS. diwar-bouez, war. 2. Termen a dalvez da c'heriañ un abeg, gwir pe c'haou. A-wechoù e teuen en e di diwar-benn komz gantañ eus an amzer gozh. Emaint o tabutal diwar-benn un ti. II. Adv. Dre skeud. Diwar-c'horre, en diavaez. Honnezh zo brav da welet diwar-benn.

Exemples historiques : 
73
Masquer la liste des exemples

diwar-benn ma

1659
Référence : LDJM.1 pg [a] cause [que]

diwar-benn ma teuas Pezr

1659
Référence : LDJM.1 pg dioarpen (ma teüas Pezr)

diwar-benn

1659
Référence : LDJM.1 pg dioarben

en em gannañ reer diwar-benn ar garg-hont

1732
Référence : GReg pg batre (on se bat à qui aura cette charge)

diwar-benn

1732
Référence : GReg pg (a) cause (de)

diwar-benn on-me

1732
Référence : GReg pg (a) cause (de moy)

diwar-benn ma

1732
Référence : GReg pg (a) cause (que)

diwar-benn kement-se

1732
Référence : GReg pg (a) cause (de cela, pour cela)

brezel diwar-benn ar feiz

1732
Référence : GReg pg guerre (Guerre de Religion.)

seniñ diwar-benn

1732
Référence : GReg pg cloche (sonner à coups, ou tinter)

brezel diwar-benn ar gredenn

1732
Référence : GReg pg guerre (Guerre de Religion.)

gouzañv kalz a zienez, hag a fatik, diwar-benn furaat

1732
Référence : GReg pg (manger de la viande) enragée

Biken ne c'hellot e zidamallout diwar-benn kement-se.

1850
Référence : GON.II pg didamallout (Vous ne pourrez jamais le disculper à cet égard).

Komz a rin outañ adarre diwar ho penn, pa en gwelin.

1850
Référence : GON.II p.94, livre second, (Je lui parlerai encore de vous, quand je le verrai).

deuet on c'houlenn ali diwar-benn an dra-se

1850
Référence : GON.II pg ali

diwar-benn

1850
Référence : GON.II.HV p.7, intro. "touchant"

diwar-benn

1850
Référence : GON.II p.56, Table des Prépositions composées, "touchant, par rapport à".

deuet on da c'houlenn ali diwar-benn an dra-se

1850
Référence : GON.II pg ali

Ul lezenn a zo diwar-benn kement-se.

1850
Référence : GON.II p.83, livre second, (Il y a une loi là-dessus).

En dispac'h a zo bet diwar-benn an ed.

1850
Référence : GON.II pg dispac'h (Il y a eu une émeute au sujet du blé).

diwar-benn

1850
Référence : GON.II pg diwar-benn (Touchant. Concernant. Au sujet de. A l'égard de).

diwar-benn kement-se

1850
Référence : GON.II pg diwar-benn (Au sujet de cela, touchant cela).

ul lezenn nevez en deus graet diwar-benn ar riblerezh

1850
Référence : GON.II.HV pg riblérez

Deuet on da c'houlenn ali diwar-benn an dra-se.

1850
Référence : GON.II pg ali (Je suis venu demander avis, conseil là-dessus).

— An dijentil neuze, / Kerkoulz hag an daou all, a raje skol ivez, / Diwar-benn lakaat war baper, koad pe vaen / Ur c'hi war-lerc'h div c'had, ne bakje lost unan.

1867
Référence : MGK p81

Tro a glask war an olifant; ha kaout, diwar e benn, da damall ne oa koant, a-raok, a-dreñv, e giz ebet; hag, emezañ, bez' e ve ret, da ober mat, troc'hañ diwar bep skouarn dezhañ ur grennbennad evit stagañ ouzh beg e lost; e bevar droad a zo pevar bost; e berr : e oa re bezh fetis, pounner, piltosek, gourt, iskis.

1867
Référence : MGK p11

An daou-mañ a livirin ur ger bennak diwar-benn o labour a-barzh dont da hini an aotrou Milin.

1867
Référence : MGK Rakskrid VI

Dont a ra diwar herr, hag o vezañ klevet / Edo ar bleiz yuzaz oc'h ober e voutoù : / — « Aon am beus, emezañ, n'ho pet klevet, aotrou, / Gevier diwar va fenn / Evidoc'h pa beden, / Ha na ven bet e gaou dirazoc'h tamallet ?

1867
Référence : MGK p104

Eno, ganto raktal kuzul a zigoras ; / Hag ar priñs d'an tri all diwar-benn ar re vras, / Diwar-benn ar poanioù a stag outo bemdez, / Lavaras meur a dra.

1867
Référence : MGK p79

Bemdez e kase e ganfarded, dioc’h ar mintin, da c’haloupat ar vro, da glask keleier, da c’houzout ha n’oa ket bet, e-pad an noz, ur beleg bennak o redek dre ar vro, ha da dennañ digant ar vugale, n’o doa ket a fallagriezh, kement a ouient diwar-benn o zud ha diwar-benn kement hini a yae hag a deue dre o zi.

1877
Référence : EKG.I. p.87

Ni a evo da yec’hed an hini a zo bremañ tost da zouar Bro-Saoz, en u[l] lavaret da Ester n'eo ket dre zroug outi eo hon eus, en noz tremenet, lavaret kement a draoù diwar he fenn.

1877
Référence : EKG.I. p.230

Setu me o vont war-zu Maner al Liorzhoù. Her lavaret a ran, mont a raen dinec’h a-walc’h diwar-benn Herve ha Katell Eukat, e bried.

1878
Référence : EKG.II p.36

Antronoz vintin, war-dro eizh eur, goude bezañ lavaret an oferenn, edo an daou veleg, Paol Inizan hag Anna Roue, e wreg, o-fevar er solier, o tiviz diwar-benn ar pezh a yoa c’hoarvezet er vro, ha diwar-benn ar pezh a c’helle c’hoarvezout c’hoazh.

1878
Référence : EKG.II p.59

— An traoù-se ne sellont ket ouzhin-me. N’eus ket gourc’hemennet din lavaret deoc’h perak on deuet d’ho kerc’hat, n’em eus ken urzh nemet d’ho kas da brizon Lesneven. Evelato e c’hellan lavaret deoc’h oc’h tamallet diwar-benn gwall draoù. Klevet [e]m eus lod anezho gant ar jeneral Canclaux, a ra stad bras ac’hanon.

1878
Référence : EKG.II p.61

Setu amañ breman un tammig kaozeadenn entre Tomaz hag e vignon Pipi, diwar-benn talvoudegezh ar c'haoc'h-houarn fosforet.

1898
Référence : KZVR Supplément à la Croix des Côtes-du-Nord du dimanche 23 janvier, p.1

Ma tremenfe unan ane[zhe] da Vaer, paourkaezh marc‘hadourien deus bourk Plounevez, paket ho stal, hag et da redek heñcho[ù] Breizh-izel... ‘n ur ganañ ur werz diwar-benn ar fentusañ « Conseil municipal » a vefe neuze en Frañs.

1898
Référence : KZVR Supplément à la Croix des Côtes-du-Nord du dimanche 30 janvier 1898, p.1

diwar va fenn

1909
Référence : BROU p. 228

diwar ho penn

1909
Référence : BROU p. 228

Ar re-mañ a roio da c'houzout d'an Drouiz-Veur pe vennozh ez eo o hini diwar-benn ar goulenn.

1909
Référence : REZI p. 13

diwar-benn

1909
Référence : BROU p. 228

Hogen, ouzhpenn a zeuio ganin diwezhatoc'h diwar-benn al loened-se, mar bez youl an doueed, kerkoulz ha diwar-benn an holl loened all am eus pledet ganto e broioù ar C'hreistez.

1923
Référence : SKET p.17

Mirourien ez oant da henganennoù ha da zanevelloù uhelbriz diwar-benn derou ha brud an Andekamuliaked.

1923
Référence : SKET p.21

3° notennoù e-leizh e traoñ an enebennoù d’an neb a fellfe dezhañ studiañ al levrioù a ouiziegez diwar-benn hon Tadoù, ar Gelted kozh [.]

1923
Référence : SKET p.6

Ar baotred, diouzh o zu, a oa e-keñver ar plac’hed yaouank leal ha leun a enor ; ne glaskent nag o zouellañ nag o gwallañ ; ha ne save etrezo na droug na kenoaz diwar-benn merc’hed.

1923
Référence : SKET p.68

Diwar-benn an ambrougadegoù-sakr ha kerzhadegoù an doueed sellout ouzh Orpheus, trede mouladur (1909), p. 190-192.

1923
Référence : SKET p.61

Diouganoù a zo diwar-benn da zaou vugel, dezho en o gwazhied gwad ramzed an Noz.

1923
Référence : SKET p.37

Adalek e oad tenerañ ez oa bet kelennet ar bugel gant Velia diwar-benn e zleadoù.

1924
Référence : SKET.II p.25

— Demat deoc’h, Izabel ! Deut on d’ho kavet ha da gaozeal ganeoc’h diwar-benn ho mab henañ Bilzig.

1924
Référence : BILZ1 Niv. 43-44, p.1020 (Gouere-Eost 1924)

— Dilezel ur paotr yaouank evel Erwan, ur martolod eveltañ, ken disheñvel diouzh marc’heg kozh Kervarker !… a lavare ar vartoloded, bodennet dindan ar wezenn-dilh evit kuzuliañ diwar-benn dimeziñ Janedig.

1925
Référence : BILZ2 p.155

Ar c’habiten a ouie mat talvoudegezh ho puhez. Pa gaozee diwar ho penn, e v[ez]e atav evit ober ho meuleudi, anavezout ho nerzh-kalon.

1925
Référence : BILZ2 p.176

diwar-benn se

1931
Référence : VALL pg à propos

diwar-benn

1931
Référence : VALL Levrlennadur p VII, (s')appliquer

diwar-benn

1931
Référence : VALL pg attendu que

lezenn diwar-benn an douaroù

1931
Référence : VALL pg (loi) agraire

Harpet eo meno Gregory war labourioù Bailey Willis diwar-benn kenframmadur Chipr; eilgeriet en deus hemañ, avat, e oa kalz brasoc'h ar fiñvadennoù o deus lakaet kompezenn an enezenn da c'houzizañ eget a re a zeuje ar ganienn diwarno.

1943
Référence : TNKN p63

Goulennet e oa bet ganin digant renerien "Kelc'h keltiek" kêr ober ur brezegenn diwar-benn tra pe dra.

1944
Référence : ARVR Niv. 165

Ma breur yaouank Olier en deus komzet din diwar ho penn.

1944
Référence : EURW.1 p54

An « de » a oa dirak e anv a c’halle touellañ diwar-benn e orin, ha reiñ da grediñ d’ar gumun e oa denjentil. Din-me ne oa ket kevrinus : de Lauwer a oa ur Flamank, hag e anv, e yezh e vro gozh, a c’hallje bezañ par d’ar saozneg The Lover, ar C’harer.

1944
Référence : EURW.1 p.193

Bremañ, Lom, peogwir hon eus divizet diwar-benn priz al labour, gwelomp penaos e raimp al labour-se.

1944
Référence : ATST p.94

Petra neuze lavarout diwar-benn ur vro evel Breizh-Izel, bep eil tro koad ha mor ?

1944
Référence : EURW.1 p14

E kevredigezh a[r] Werc'hez Vari e veze graet prezegennoù gant ar skolidi wellañ, war destennoù a bep seurt ; ar brezegenn a veze lennet gant ar skoliad d'ar genvreudeur all, ha pep hini en doa frankiz da rendaeliñ ha da vreutaat diwar he fenn.

1944
Référence : EURW.1 p52

Kement am eus kanet diwar he fenn em levr kentañ a zo gwir.

1944
Référence : EURW.1 p45

- Hag e ri, a-hed da vuhez manac'h, prezegennoù helavar diwar-benn traoù n'anavezez ket.

1949
Référence : SIZH p.57

An Tad-Mestr, avat, keit ha ma tisplege e gentel diwar-benn Merc'hed Eva, ne denne ket e selloù diwar ar paotr kaezh.

1949
Référence : SIZH p.40

N’en doa toullet hemañ da zen, anat eo, diwar-benn e huñvre nec’hus.

1949
Référence : SIZH p.40

Klevet 'm eus, person, ergentaou, / Diwar da benn ur ger pe zaou.

1960
Référence : PETO p38

Met outañ sot a-walc'h da anzav n'on ket bet / Kement a ouzon-me diwar-benn boued ar groug.

1960
Référence : PETO p33

En an' an Tri Ferson, / Ehanit, o person, / Da zivizout ken hakr / Diwar-benn hon traoù sakr.

1960
Référence : PETO p17

N'ouzon netra, kabiten ker, / Diwar e benn nag e pe gêr / E kav an diboell bod ha boued / Ha repu asur diouzh ho roued.

1960
Référence : PETO p37

Komzet em eus diwar-benn ar c'hultur evit an emskiantekaat.

1972
Référence : BAHE niv. 75, p.19

Kalz droug a glever gant treizhidi 'zo diwar-benn an tammig bro-se a vir e-kreiz an ugentvet kantved doareoù Afrika an triwec'hvet ; rak n'o deus ket renerien ar vro an disterañ levezon er-maez eus kêrioù an aod.

1985
Référence : DGBD p17

Da ziwezhañ ez eus fellet din komz diwar-benn an dra-se pa'z eo gwir ez eo alies ar goulenn kentañ a vez savet ouzhin

2013
Référence : LLMM Niv. 399, p. 23

Da gKoula e lavaran lezel kement labour all e-skourr ha dastum war ar rouedad an holl ditouroù a c'hello kavout diwar-benn Korasidis.

2015
Référence : EHPEA p61

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux