diwar-benn
diwar-benn
Tro a glask war an olifant; ha kaout, diwar e benn, da damall ne oa koant, a-raok, a-dreñv, e giz ebet; hag, emezañ, bez' e ve ret, da ober mat, troc'hañ diwar bep skouarn dezhañ ur grennbennad evit stagañ ouzh beg e lost; e bevar droad a zo pevar bost; e berr : e oa re bezh fetis, pounner, piltosek, gourt, iskis.
Bemdez e kase e ganfarded, dioc’h ar mintin, da c’haloupat ar vro, da glask keleier, da c’houzout ha n’oa ket bet, e-pad an noz, ur beleg bennak o redek dre ar vro, ha da dennañ digant ar vugale, n’o doa ket a fallagriezh, kement a ouient diwar-benn o zud ha diwar-benn kement hini a yae hag a deue dre o zi.
— An traoù-se ne sellont ket ouzhin-me. N’eus ket gourc’hemennet din lavaret deoc’h perak on deuet d’ho kerc’hat, n’em eus ken urzh nemet d’ho kas da brizon Lesneven. Evelato e c’hellan lavaret deoc’h oc’h tamallet diwar-benn gwall draoù. Klevet [e]m eus lod anezho gant ar jeneral Canclaux, a ra stad bras ac’hanon.
diwar-benn
Harpet eo meno Gregory war labourioù Bailey Willis diwar-benn kenframmadur Chipr; eilgeriet en deus hemañ, avat, e oa kalz brasoc'h ar fiñvadennoù o deus lakaet kompezenn an enezenn da c'houzizañ eget a re a zeuje ar ganienn diwarno.
Goulennet e oa bet ganin digant renerien "Kelc'h keltiek" kêr ober ur brezegenn diwar-benn tra pe dra.
Bremañ, Lom, peogwir hon eus divizet diwar-benn priz al labour, gwelomp penaos e raimp al labour-se.
- Hag e ri, a-hed da vuhez manac'h, prezegennoù helavar diwar-benn traoù n'anavezez ket.
An Tad-Mestr, avat, keit ha ma tisplege e gentel diwar-benn Merc'hed Eva, ne denne ket e selloù diwar ar paotr kaezh.
N’en doa toullet hemañ da zen, anat eo, diwar-benn e huñvre nec’hus.
Komzet em eus diwar-benn ar c'hultur evit an emskiantekaat.
Kalz droug a glever gant treizhidi 'zo diwar-benn an tammig bro-se a vir e-kreiz an ugentvet kantved doareoù Afrika an triwec'hvet ; rak n'o deus ket renerien ar vro an disterañ levezon er-maez eus kêrioù an aod.
Da ziwezhañ ez eus fellet din komz diwar-benn an dra-se pa'z eo gwir ez eo alies ar goulenn kentañ a vez savet ouzhin
Da gKoula e lavaran lezel kement labour all e-skourr ha dastum war ar rouedad an holl ditouroù a c'hello kavout diwar-benn Korasidis.
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
diwar-bouez