Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. (en egor) 1. [1923, 1924, 1929, 1944] A-ZIWAR (UDB.) : eus diwar (udb.). [1923] A-denn-askell e tizhjont aod kornôg enezenn Albio, an hini a sav rag-eeun d’an tir-Meur, hag eno, a-ziwar beg-douar Belerion en em strinkjont er c’hoummoù, kas mont diwar neuñv betek aodoù Aballo. [1923] Ouzh strobinellerezh mibien ar gwez, ouzh ar wallavel o c’hwezhañ a-ziwar ar vro anezho, ouzh o garmoù-hud ha trouz o zaboulin-hudañ, daspugnerezh erevent, saverezh arnevoù, e vezoc’h, c’hwi hag ho kourvibien, gwarezet gantañ. [1924] Ar c’hazh a zo disfizius-meurbet ; goustadik, e lagad melen digor war ar c’hi, e tiskennas a-ziwar e gleuz, en ur astenn e izili, gwevn e gorf evel hini un aer. [1924] Un eil nerzh a zo ennañ c’hoazh, eme an drouiz. El laka etre da zivhar. Stard kreñv outañ da zivvorzhed. Dont a ray da vezañ kement hag ur wezenn-bin ; dibradañ a ray a-ziwar an douar ha mont war nij a-dreuz d’an aer. [1929] Sevel a ris a-ziwar va gwele hag ez is, a-gevret gant tri Vreizhad [sic] all da ober un droig e kêr : da aveliñ hor penn ha pa vefe ken. [1944] Lukaz a oa azezet war bord ar stêr vras, e-touez ar geot hir hag ar c’hegid, ha ne zistage ket e sell a-ziwar ar bont spoue kenkas e vije deuet ur pesk bennak da bismigañ ar vuzhugenn ha d’he lonkañ evit e vrasañ damant. 2. Dre ast. [1924, 1944] Eus. [1924] Kerkent ha stoket e dreid da zouar an enezenn en doa Kênos distaolet a-ziwar e gerc’hen e bourc’h a c’hwibon hag addeuet d’e neuz reizh. [1924] E benn a lakeas en he brennid, ha Velia, o tivouchañ a-ziwar e dal gant he dorn e rodelladoù-blev melen, a bokas dezhañ tener. [1944] Job a oa aozet dezhañ gant e vamm ur soubenn rous treutik a-walc’h, a zo ken dispar, hervez em eus klevet, da gas kuit a-ziwar an teod, ar blaz c’hwerv a chom goude un devezh bos. 3. (db. an dud ; enebet ouzh kêr) [1923, 1931] Tud a-ziwar ar maez : genidik eus ar maezioù pe o chom war ar maez. [1923] En IIIvet hag er IVvet kantved goude H.S., er mare ma veve Keltus, n’oa ket komzet ken nemet gant ar bobl astut a-ziwar ar maez e bro an « Trevired », diouzh m’hel lavar sant Jerom, hag e bro al Lingoned, ar Senoned hag an Aedued, evel m’hen testenieka enskrivadurioù war droelloù-nesañ studiet, n’eus ket pell, gant an aotrou Loth […]. II. (en amzer) 1. [1924] Adalek. [1924] A-c’haoliad war gein e ebeul eo e rae Vindosêtlos tro an enezenn a-ziwar an deiz-se. & A-ziwar neuze : abaoe ar mare-se. & A-ziwar vremañ : hiviziken. [1924] A-c’haoliad war gein e ebeul eo e rae Vindosêtlos tro an enezenn a-ziwar an deiz-se. 2. [1931] Un den aet a-ziwar an oad : deuet da vezañ re gozh evit ober an dra-mañ-tra. III. Dre skeud. [1923, 1929] Diwar. [1923] Ne dle reuz ebet a-ziwar hor c’hiriegezh kouezhañ gant hor breudeur hag hor c’hoarezed. [1923] Pallennet e vez leurenn an douar, kerkoulz ha pep bodenn, a vleunioù gwenn, a vleunioù ruz, a vleunioù melen-aour, ma vez balzamet an aer gant ar c’hwezh-vat diouto, ouzh en em veskañ gant ar frond o sevel a-ziwar rusk ha deil ar gwez pin, derv, bezv ha tilh. [1923] Emskiant o broadelezh hag o Galvedigezh a bobl eo a renas hon Tadoù p’o deus, a-ziwar an disterañ hadenn, astennet a-us d’ar bed-holl skourroù ar Vroad Illur, gouez dezho, da lavarout eo Broad hollvrudet ar Gelted kozh. [1923] Edo en e sav war e vag, hag e tiskouezas bezañ ker mentek, ker kaer e oa an dremm anezhañ ha ken taer da welout ma kouezhjont holl sebezet a-ziwar o javed, hep gallout fiñval biz ebet evit herzel outañ da dremen. [1929] A-greiz m'en em drechalen evel-se, ur youl all a skubas anal griz an enkrez a-ziwar va spered.

Skouerioù istorel : 
23
Kuzhat roll ar skouerioù

Pallennet e vez leurenn an douar, kerkoulz ha pep bodenn, a vleunioù gwenn, a vleunioù ruz, a vleunioù melen-aour, ma vez balzamet an aer gant ar c’hwezh-vat diouto, ouzh en em veskañ gant ar frond o sevel a-ziwar rusk ha deil ar gwez pin, derv, bezv ha tilh.

1923
Daveenn : SKET p.48

Ouzh strobinellerezh mibien ar gwez, ouzh ar wallavel o c’hwezhañ a-ziwar ar vro anezho, ouzh o garmoù-hud ha trouz o zaboulin-hudañ, daspugnerezh erevent, saverezh arnevoù, e vezoc’h, c’hwi hag ho kourvibien, gwarezet gantañ.

1923
Daveenn : SKET p.123 (p.199, "Da reiz[h]a[ñ]" : P. 123, lin. 4, e lec’h « o garmou-hud » lenn « o c’harmou-hud »).

A-denn-askell e tizhjont aod kornôg enezenn Albio, an hini a sav rag-eeun d’an tir-Meur, hag eno, a-ziwar beg-douar Belerion en em strinkjont er c’hoummoù, kas mont diwar neuñv betek aodoù Aballo.

1923
Daveenn : SKET p.113 (p.199, "Da reiz[h]a[ñ]". P. 113, lin. 11 kent an dibenn, e lec’h « aod kornog » lenn « aod-kornok ».)

Ne dle reuz ebet a-ziwar hor c’hiriegezh kouezhañ gant hor breudeur hag hor c’hoarezed.

1923
Daveenn : SKET p.108

Emskiant o broadelezh hag o Galvedigezh a bobl eo a renas hon Tadoù p’o deus, a-ziwar an disterañ hadenn, astennet a-us d’ar bed-holl skourroù ar Vroad Illur, gouez dezho, da lavarout eo Broad hollvrudet ar Gelted kozh.

1923
Daveenn : SKET p.6

En IIIvet hag er IVvet kantved goude H.S., er mare ma veve Keltus, n’oa ket komzet ken nemet gant ar bobl astut a-ziwar ar maez e bro an « Trevired », diouzh m’el lavar sant Jerom, hag e bro al Lingoned, ar Senoned hag an Aedued, evel m’en testenieka enskrivadurioù war droelloù-nesañ studiet, n’eus ket pell, gant an aotrou Loth […].

1923
Daveenn : SKET p.10

Edo en e sav war e vag, hag e tiskouezas bezañ ker mentek, ker kaer e oa an dremm anezhañ ha ken taer da welout ma kouezhjont holl sebezet a-ziwar o javed, hep gallout fiñval biz ebet evit herzel outañ da dremen.

1923
Daveenn : SKET p.43

Pa ziwiskont o mantell e weler neuze o sae, a zo heñvel al lieslivioù anezhi ouzh ar re a vez o skediñ, en un devezh-heol, en aezhenn a sav a-ziwar al lammdourioù.

1924
Daveenn : SKET.II p.75

Kerkent ha stoket e dreid da zouar an enezenn en doa Kênos distaolet a-ziwar e gerc’hen e bourc’h a c’hwibon hag addeuet d’e neuz reizh.

1924
Daveenn : SKET.II p.8-9

A-c’haoliad war gein e ebeul eo e rae Vindosêtlos tro an enezenn a-ziwar an deiz-se.

1924
Daveenn : SKET.II p.22

Da hentez klask, dreist pep tra, da genouennidi, ma anavezez an holl c’hourdadoù anezho, ma c’houzout ez int disaouzan ha didamall, ganet a-ziwar rummadoù disaouzan ha didamall.

1924
Daveenn : SKET.II p.28

Ar c’hazh a zo disfizius-meurbet ; goustadik, e lagad melen digor war ar c’hi, e tiskennas a-ziwar e gleuz, en ur astenn e izili, gwevn e gorf evel hini un aer.

1924
Daveenn : BILZ1 Niv. 41, p.946 (Mae 1924)

E benn a lakeas en he brennid, ha Velia, o tivouchañ a-ziwar e dal gant he dorn e rodelladoù-blev melen, a bokas dezhañ tener

1924
Daveenn : SKET.II p.36

Biken ne zigemeri a-ziwar he divrec’h ar mab he devo ganet dit.

1924
Daveenn : SKET.II p.45

Un eil nerzh a zo ennañ c’hoazh, eme an drouiz. El laka etre da zivhar. Stard kreñv outañ da zivvorzhed. Dont a ray da vezañ kement hag ur wezenn-bin ; dibradañ a ray a-ziwar an douar ha mont war nij a-dreuz d’an aer.

1924
Daveenn : SKET.II p.61

A-greiz m'en em drechalen evel-se, ur youl all a skubas anal griz an enkrez a-ziwar va spered.

1929
Daveenn : SVBV p.18

Sevel a ris a-ziwar va gwele hag ez is, a-gevret gant tri Vreizhad [sic] all da ober un droig e kêr : da aveliñ hor penn ha pa vefe ken.

1929
Daveenn : SVBV p.19

a-ziwar ar maez

1931
Daveenn : VALL pg agreste

a-ziwar al lañsed

1931
Daveenn : VALL Rakskrid p XXVI

a-ziwar

1931
Daveenn : VALL Rakskrid p XXVI

aet a-ziwar an oad

1931
Daveenn : VALL pg (qui a passé la limite d')age

Lukaz a oa azezet war bord ar stêr vras, e-touez ar geot hir hag ar c’hegid, ha ne zistage ket e sell a-ziwar ar bont spoue ken kaz e vije deuet ur pesk bennak da bismigañ ar vuzhugenn ha d’he lonkañ evit e vrasañ damant.

1944
Daveenn : ATST p.12

Job a oa aozet dezhañ gant e vamm ur soubenn rous treutik a-walc’h, a zo ken dispar, hervez em eus klevet, da gas kuit a-ziwar an teod, ar blaz c’hwerv a chom goude un devezh bos.

1944
Daveenn : ATST p.27

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial