1. Da heul.
Diwar-lerc'h marv e dad n'eo ket deuet da vat anezhañ. Poan-benn diwar-lerc'h evañ re.
2. (db. ar madoù)
Deuet dre hêrezh.
An ti-se zo deuet dezhañ diwar-lerc'h e vamm. Ar madoù-se zo diwar-lerc'h ma zad.
3. Trl.
Chom diwar-lerc'h : lugudiñ.
C'hoazh eo chomet diwar-lerc'h.
HS. war-lerc'h.
Bep noz, keit ha ma par ar stered, e koroll doueezed an derv hag an tilh, bleunioù ganto dasplezhet en o blev melen-aour, ha, diouzh ar beure, pa gouezh ar glizh war geot ha touskan ar frankizennoù, e van a-sav an hemolc’her azaouezus ouzh ar c’helc’hiennoù diwar-lerc’h ar c’horoll-tro anezho.
Bep noz, keit ha ma par ar stered, e koroll doueezed an dero hag an tilh, bleuniou ganto dazplezet en o bleo melen-aour, ha, diouz ar beure, pa gouez ar gliz war geot ha touskan ar frankizennou, e van a-zav an hemolc’her azaouezus ouz ar c’helc’hiennou diwar-lerc’h ar c’horoll-tro anezo.
1923
Daveenn :
SKET
p.48
Ar gelennadurezh dre c’herioù hepken a zo un hêrezh deomp diwar-lerc’h Rom hag ar C’hres, diwar-lerc’h ar Gelted ne zeu ket avat !
Ar gelennadurez dre c’heriou hepken a zo eun herez d’eomp diwar-lerc’h Rom hag ar C’hres, diwar-lerc’h ar Gelted ne zeu ket avat !