a-zivout
a-zivout
Goude meur a zael, eo en em lakaet an holl a-unan, koulz lavaret, a-zivout orin an aberioù, abaoe studiadenn-ziazez De Martonne.
Ne dorran ket va fenn gant seurt merfeti, ha kontañ a ran war va fedennoù hag hanterouriezh ar Werc'hez Vari binniget-dreist, krouet dibec'hed, da gaout ar peoc'h a-zivout va diantegezh.
- Klevet em eus lavarout ez eus levrioù, skrivet penn-da-benn a-zivout maouezed noazh... Hag anaout a rit « La Mujer Desnuda » gant Blasco Ibañez?...
Ger ebet ne fell din skrivañ a-zivout e vent, e zremm, e stumm da gerzhout hag all.
Kozh, kalz re gozh e oa an Aotrou Gwezenneg, ar mezeg a rae war he zro ; ger eeun ebet ne veze klevet digantañ a-zivout he stad.
Gallout a rafen ivez lavarout daou pe dri c’her diwar-benn Jobenn ’n Herve hag he c’hoar Trefina, an eil fentusoc’h eget eben, pe a-zivout Godig Rode, ur wrac’h a stage da bec’hiñ ha da eoniñ evel pa vije bet dalc’het gant an Drouk-Spered adal ma veze huchet warni : « Avel, Godig, avel ! »
Daoust d'ar cholori a-zivout ar peoc'h hag an emglev, fellout a rae d'an admiraled, pennoù aheurtet ha dilerc'hidi anezho, deskiñ d'ar vartoloded ha d'an ofiserien o micher gwirion, da lavarout eo ; brezeliañ, mont a[-]benn d'an enebour da zont ha stourm outañ.
Hag an noter, spontet gant ar menoz, a grogas da valañ soñjoù a-zivout e dremened dezhañ e-unan, o furchal e don-donañ e eñvor, ken bras aon en doa e ve, piv 'oar, ur falloni diaoulek bennak prest da lammat er-maez, evel ur Yann-Blev.
Kadarnaat a ra e gwirionez diawelad Vlasópoulos a-zivout an devezhioù gwashoc'h c'hoazh.