Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Définition :  Masquer la définition

1. [1924, 1927, 1929, 1943, 1944, 1954, 2012, 2015] Diwar-benn (ub., udb.). [1924] A-zivout. [1927] A-zivout. [1929] Ez vihanik, va c'halon ha va spered a dride, a lamme hag a frealze, o selaou ar soudarded kozh hag ar bleizi-mor da [sic] zanevellañ traoù mantrus, iskis, fentus, ha lirzhin a-zivout ar broioù pell. [1943] Goude meur a zael, eo en em lakaet an holl a-unan, koulz lavaret, a-zivout orin an aberioù, abaoe studiadenn-ziazez De Martonne. [1944] Hor c'haozeadennoù, d'an aotrou Vallée ha din, a veze atav a-zivout Breizh hag ar brezhoneg. [1944] « Mat, gortoz a raen hoc’h asant. Trugarez deoc’h. Emberr da noz, e teuot da zibriñ ho koan du-mañ, hag e komzinp amploc’h a-zivout ar gouel-se ». [1949] - Klevet em eus lavarout ez eus levrioù, skrivet penn-da-benn a-zivout maouezed noazh... Hag anaout a rit « La Mujer Desnuda » gant Blasco Ibañez?... [1954] Ger ebet ne fell din skrivañ a-zivout e vent, e zremm, e stumm da gerzhout hag all. [2012] An noter, spontet gant ar mennozh, a grogas da valañ soñjoù a-zivout e dremened dezhañ e-unan. [2015] Kadarnaat a ra e gwirionez diawelad Vlasópoulos a-zivout an devezhioù gwashoc'h c'hoazh. 2. Abalamour da.

Exemples historiques : 
20
Masquer la liste des exemples

a-zivout

1924
Référence : SKET.II p.117 « Geriadurig », « "au sujet de" (krenn[-]vrez[h]oneg, yez[h] Gwened)" ».

a-zivout

1927
Référence : GERI.Ern pg a-zivout

Ez vihanik, va c'halon ha va spered a dride, a lamme hag a frealze, o selaou ar soudarded kozh hag ar bleizi-mor da [sic] zanevellañ traoù mantrus, iskis, fentus, ha lirzhin a-zivout ar broioù pell.

1929
Référence : SVBV p.14

Goude meur a zael, eo en em lakaet an holl a-unan, koulz lavaret, a-zivout orin an aberioù, abaoe studiadenn-ziazez De Martonne.

1943
Référence : TNKN p18

E ti an Dault e voe lakaet un daol da dreiñ. Pa grogas da dreiñ, war c'hourc'hemenn ar Fusteg, e voe goulennat[a]et a-zivout an amzer da zont.

1944
Référence : EURW.1 p.156

« Mat, gortoz a raen hoc’h asant. Trugarez deoc’h. Emberr da noz, e teuot da zibriñ ho koan du-mañ, hag e komzinp amploc’h a-zivout ar gouel-se ».

1944
Référence : EURW.1 p.202

Hor c'haozeadennoù, d'an aotrou Vallée ha din, a veze atav a-zivout Breizh hag ar brezhoneg.

1944
Référence : EURW.1 p56

Meur a wech e kasis pennadoù bihan e kembraeg dezhi a-zivout skol vrezhonek Sant-Charlez, gant poltrejoù, hag a veze embannet, ar pezh a lakae ennon e-leizh a fouge.

1944
Référence : EURW.1 p61

Ar vrogarourien a oa bet pedet holl d'en em gaout e sal vras ti-kêr Montroulez, kentañ solieradur, d'ar Sadorn 13 a viz Eost 1898 da glevout prezegennoù a-zivout adsavidigezh Breizh.

1944
Référence : EURW.1 p.66

Ne dorran ket va fenn gant seurt merfeti, ha kontañ a ran war va fedennoù hag hanterouriezh ar Werc'hez Vari binniget-dreist, krouet dibec'hed, da gaout ar peoc'h a-zivout va diantegezh.

1949
Référence : SIZH p.56

- Klevet em eus lavarout ez eus levrioù, skrivet penn-da-benn a-zivout maouezed noazh... Hag anaout a rit « La Mujer Desnuda » gant Blasco Ibañez?...

1949
Référence : SIZH p.47

Kozh, kalz re gozh e oa an Aotrou Gwezenneg, ar mezeg a rae war he zro ; ger eeun ebet ne veze klevet digantañ a-zivout he stad.

1954
Référence : VAZA p.39

Ger ebet ne fell din skrivañ a-zivout e vent, e zremm, e stumm da gerzhout hag all.

1954
Référence : VAZA p.17

Gallout a rafen ivez lavarout daou pe dri c’her diwar-benn Jobenn ’n Herve hag he c’hoar Trefina, an eil fentusoc’h eget eben, pe a-zivout Godig Rode, ur wrac’h a stage da bec’hiñ ha da eoniñ evel pa vije bet dalc’het gant an Drouk-Spered adal ma veze huchet warni : « Avel, Godig, avel ! »

1954
Référence : VAZA p.120

Daoust d'ar cholori a-zivout ar peoc'h hag an emglev, fellout a rae d'an admiraled, pennoù aheurtet ha dilerc'hidi anezho, deskiñ d'ar vartoloded ha d'an ofiserien o micher gwirion, da lavarout eo ; brezeliañ, mont a[-]benn d'an enebour da zont ha stourm outañ.

1954
Référence : VAZA p.123

Klevet am eus kement-mañ pell goude e Rusia digant un Itron vras, gwreg ur c’horonal eus gward an Impalaer : « Kentañ gwech ma kejis gantañ goude e veaj Cherbourg, e c’houlennis digant an tzarevitch petra ’ soñje a-zivout Bro-C’hall : Ur vro iskis eo hounnezh, emezañ, moan-moan eo, gant dour a bep tu dezhi, gant kanolioù kozh, sonerien, gwestell ha te na oa na tomm na klouar ! »

1954
Référence : VAZA P.186-187

Ul labour start am boa da voulc’hañ er mare-se : kemenn da Soaz Sapeur e tleje dougen kañv d’an holl gestell savet ganti el loar a-zivout dazont he mab-bihan, peogwir ne vanje ket hemañ da vevañ daveti e skeud hec’h iliz[-]parrez, rak n’eo ket hepken da Briel e troje kein, met ivez da Vreizh, ha zoken da Vro-C’hall, evit skampañ – ar c’honifl anezhañ – da Voskov, e Rusia, ur vro n’he devoa tanfoeltr biskoazh klevet ober anv diouti.

1955
Référence : VBRU p.1-2

Pec’hiñ a rafen o klemm ouzh an degemer a veze graet din gant an dud a beadra ; gwreg ebet ne savas troad he skubellenn a-us d’am choug, ar c’hontrol eo, pedet e vezen e pep lec’h d’evañ ha da zebriñ, laouen-kenañ e tivizent ganin a-zivout va amzer war vor hag ar broioù pell, met pebezh kemm kerkent ha ma toullen kaoz diwar-benn va c’hwec’h[-]kant lur war gred !...

1955
Référence : VBRU p.8

Hag an noter, spontet gant ar menoz, a grogas da valañ soñjoù a-zivout e dremened dezhañ e-unan, o furchal e don-donañ e eñvor, ken bras aon en doa e ve, piv 'oar, ur falloni diaoulek bennak prest da lammat er-maez, evel ur Yann-Blev.

2012
Référence : DJHMH p30

Kadarnaat a ra e gwirionez diawelad Vlasópoulos a-zivout an devezhioù gwashoc'h c'hoazh.

2015
Référence : EHPEA p21

L'Office public de la langue bretonne