Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Variantes historiques ou dialectales attestées : 
3
Afficher les variantes

Formes fléchies : 
22
Afficher les formes fléchies

Définition :  Masquer la définition

I. Ar. A. (en egor) 1. Termen a dalvez da zezverkañ lec'hiadur ub., udb. zo dres a-uc'h ub., udb. all, o stekiñ outañ. Emañ ar bara war an daol. Azezañ war ur gador. Ur bragoù toull war an daoulin. & Emañ koan war an tan : o poazhañ. & Dre ast. War ar maez : e-kreiz ar maezioù, e diavaez ar c'hêrioù. Bezañ o chom war ar maez. & War an aod : en ul lec'h zo e-kichen ar mor. & Mont war vor : war bourzh ur vag. & Dre sevended, trl. Mont war vaez : mont da droazhañ, da zifankañ. & Trl. Dont war an Douar : bezañ ganet. & Trl. skeud. Mont, bezañ war an douar (noazh) : bezañ rivinet. 2. (dirak un anv a dalvez da aroueziñ ur rann eus ar c'horf pe draoù en em harp ar c'horf warno) Harp ouzh (udb.), stok ouzh (udb.). Mont war (e) droad, war e dreid : kerzhet. Mont, kerzhet war flac'hioù : kerzhet war-bouez flac'hioù. Kouezhañ war e revr : mont d'an traoñ ha stekiñ ouzh an douar gant e revr. Dougen udb. war e chouk, war e zivskoaz. & Trl. Mont war e grabanoù : dilec'hiañ, o vezañ war e grabanoù. & Mont war c'harig-kamm : kerzhet war-bouez ur c'har hepken. & Trl. skeud. Sachañ ar c'harr war e gein : bezañ, en em lakaat en ur pleg fall. & (db. an traezoù) Lakaat udb. war e c'henoù, mont war e c'henoù : eilpennañ udb., bezañ eilpennet. 3. Ger a dalvez da ober anv eus digoroù ar savadurioù, eus izili ar c'horf. Pet prenestr zo war ar gambr-se ? Pet biz zo war an dorn-mañ ? 4. Trl. (db. ar savadurioù) Kouezhañ war udb., skeiñ war udb. : bezañ troet outañ. An ti-se a sko war an hent bras. & Bezañ digor war udb. : bezañ troet outañ. 5. (e troiennoù a denn d'an eur) Araogenn a dalvez da ober anv eus an eur zo merket gant un horolaj. Chomet eo an horolaj a-sav war deir eur. Lakaat an horolaj war dek eur : dilec'hiañ e vizied evit ma verkfent dek eur. 6. (db. ar binvioù, an ardivinkoù, an ijinennoù, h.a.) Termen a dalvez da zezverkañ aozadur, mont en-dro udb. Ur benveg war gerdin. Ur c'harr war ziv rod. 7. (db. ar bigi, al loened a stlej ur c'harbed) Ouzh (udb.), stag ouzh (udb.). Emañ ar vag war he eor, war he chadenn. Staget e vo ar marc'h war ar c'harr. 8. (dirak un adv. pe un tr. adv. lec'hiañ) War-du. Deus war amañ ! War belec'h mont ? Kerzh war a-raok. Treiñ war an tu kleiz. 9. (goude verboù zo) Termen a dalvez da c'heriañ un ober a denn d'un dilec'hiadur, d'un durc'hadur. Skeiñ war udb. Pouezañ war ar stokell. Sachañ war ur gordenn. Tennañ war un enebour. Ar bugel a denn e deod war e c'hoar. & Trl. Sachañ war an ibil berr : tremen hep kalz a dra. & Sachañ war an ibil a-dreñv : labourat an nebeutañ ar gwellañ. 10. (dirak un ak.) Termen a dalvez da ober anv eus dilec'hiadur, un den, ul loen. Bezañ war vale, war ar bale. Bezañ war ar pourmen. Mont d'ul lec'h bnk. war neuñv. Deuet eo al laboused war nij betek amañ. 11. (gant ar verboù "lenn", "gwelet") Araogenn a dalvez da lec'hiañ orin ar pezh a lenner, a weler. Gwelet udb. war ar gazetenn. Lenn ar priz war an notenn. 12. Trl. (db. parezed al loened) Bezañ re vihan warni : kaout re vihan. Ar wiz zo moc'h warni. & (db. ar vugale) Bezañ war ar vronn : bezañ maget gant laezh e vamm. 13. Trl. (goude "serriñ", "prennañ") Serriñ an nor war ub., serriñ war ub. : serriñ un nor da virout ouzh ub. a vont er-maez. & Serriñ, prennañ udb. war alc'hwez : e alc'hwezañ. & Serriñ an nor war an ti : serriñ dor an ti. 14. Trl. (db. an tan) Lakaat an tan war udb. : e danañ. Lakaat an tan war e gorniad butun. & Dre ast. Lakaat an tan war ub. : tanañ e di. 15. Trl. (db. ar c'herzhed) Kerzhet an treid war vaez : gant begoù an treid troet war-du an diavaez. Kerzhet war dastum : gant begoù an treid troet war-du an diabarzh. B. (en amzer) 1. (dirak un ak. a dalvez da verkañ ur c'houlz) E-pad. Labourat a ra war ar pardaez. War an deiz. Dispign a ra da Sul kement gwenneg en deus gounezet war ar sizhun. & Trl. War an abred : abred. & War an diwezhad, war an diwezhadoù : diwezhat, e dibenn ur prantad bnk. & War ar c'hresk : e-pad prantad kentañ ul loariad. & War an nevez : e-pad daou brantad kentañ ul loariad. & War an diskar : e-pad daou brantad diwezhañ ul loariad. & War un dro : en ur wech. [1923] E-harz ar grec’hienn e tarzhe un eienenn, en-dro dezhi bodoù kelvez ruz-moug a zouge, war un dro, bleuñv, frouezh ha deil. & War an taol : diouzhtu, da geñver darvoud pe zarvoud. 2. (dirak ur ger a denn d'un darvoud pe d'ur mare) Da vare (udb.). War varv e gerent ez eas da chom e kêr. & Trl. Bezañ war e dremenvan : bezañ e par ar marv. 3. Araogenn a dalvez d'ober anv eus an oad. Trl. Mont, dont war an oad : dont da vezañ kozh. & Nebeut war, un dra bennak war : un tammig muioc'h eget. Yann en deus un dra bennak war hanter-kant vloaz. 4. (dirak gerioù evel labour, micher, h.a.) Araogenn a dalvez d'ober anv eus un obererezh a bad. O labourat war e vicher emañ. Pa oan war ar studi e vezen lojet er skol. Sikour ub. war e labour. 5. (dirak un av.) War-nes (ober udb.), o vont da (ober udb.). War gimiadiñ edo an daou zen. War dont d'ar gêr emaon. War zimeziñ emañ. 6. (dirak un av. a dalvez da verkañ ur c'hemm, gant ar v. "mont" alies) Araogenn a dalvez d'ober anv eus padelezh ur c'hemm. Mont war goshaat. War wellaat ez ay an amzer warc'hoazh. Houarn war deuziñ. DHS. o (rn. av.). C. (db. neuz, stad pe berzhioù an dud, an traoù) 1. Araogenn a dalvez d'ober dave da neuz, da zoare, da stad un den, un dra. Tres fall zo war an den klañv. Liv an dienez zo war ar vugale. Blaz an avelet zo war ar sistr. 2. (goude doareennoù evel "troet", "kreñv", "taer", h.a.) Araogenn a dalvez d'ober anv eus tuadur bred an dud. Bezañ troet war an droug : techet d'ober an droug. N'on ket kreñv war ar yod kerc'h : ne blij ket kalz ar yod kerc'h din. Honnezh zo troet war an dastum : bez' eo troet da zastum madoù. Bezañ barrek war ar yezhoù : bezañ barrek da zeskiñ ar yezhoù, d'ober ganto. [1878] Kreñvoc’h e oant war an dibriñ hag an evañ, eget n’oant war an emgann. DHS. da (ar.). 3. (dirak anvioù-kadarn evel "plijadur", "aez", h.a., lakaet goude ur g. perc'h.) Ger a dalvez d'ober anv eus stad an dud, an traoù, eus an doare ma reer an traoù, ma c'hoarvez an darvoudoù. Tud war o aez : pinvidik a-walc'h. Lakaat an traoù war o zu, war o rez : o renkañ, o c'hempenn. Bezañ war e yec'hed, war e du : bezañ yac'h. Bezañ war e du, war e du mat : bezañ imoret-mat. & Mont da labourat war e galon noazh : hep bezañ debret. • Mont war e c'horregezh. Ober udb. war e blijadur : o kemer e amzer. Un den war e blaen : a gemer e amzer evit ober an traoù. 4. Trl. (db. stad, doare an dud, e troiennoù zo, goude anvioù-gwan pe anvioù-kadarn zo) Bezañ tizh, pres war ub. : ober tizh, kaout nebeut a amzer evit ober tra pe dra. & Bezañ berr war ub. : kaout poan o tennañ e anal. & Bezañ strizh, enk war ub. : bezañ nec'het, ankeniet. & Bezañ bec'h war ub. : bezañ en ur blegenn fall. Dont, kouezhañ bec'h war ub. 5. (dirak un anv a dalvez da aoureziñ ur rann eus ar c'horf) Termen a dalvez da ober anv eus santadoù pe drivliadoù an dud. Dont a reas ur mousc'hoazh war e vuzelloù. Liv ar spont zo war e zremm, war e dal. & Trl. Bezañ dir war e dal : bezañ dispont. 6. (dirak anvioù-kadarn evel "kont", "kein", "anv") Ger a saver diwarnañ troiennoù a dalvez d'ober anv eus atebegezh, kiriegezh ub. Micherourien war o c'hont : o labourat evito o-unan. Bezañ war goust, war gorf ub. : bezañ maget ha lojet gantañ. • Kaout dle war e gein, war e anv. Emañ an taol war e wall. Bezañ atav war vuhez ub., war gein ub. : e heskinañ dibaouez. & Trl. Bezañ ar bec'h war ub. : bezañ lakaet kiriek d'udb. Teuler ar bec'h, an tamall, ar garez war ub. : e damall. 7. (db. an oad, ar vent, an dalvoudegezh) En tu all (d'ub., d'udb.), muioc'h eget (ub., udb.). Pemp kantimetr en deus war e vreur. Pemp bloaz en deus warnañ. • Prizet eo war ar re all. 8. Ger a dalvez d'ober anv eus neuz diavaez an dud, an traoù. Gwelet a rae war doare ar vro e oa tremenet an enebourien eno. Anat (eo) warnañ emañ skuizh. 9. (dirak un ak.) Ger a dalvez da sevel troiennoù adverb a zezverker ganto emzalc'h an dud, stad, doare an dud, an traoù. Bezañ war evezh : teuler evezh. Bezañ war spi : gedal. [1878] [...] rak anat eo deoc’h n’eo ket aes mont en ur gêr war soudarded hag a zo mogerioù uhel a-dro-war-dro dezho. • Bezañ war ar yun, war e walc'h. Bezañ war aon : kaout aon. • Bezañ war vordo : hep gouzout petra ober. Ur vazh war astenn : a c'hall bezañ astennet. & Trl. Bezañ war gorf e roched : bezañ hep chupenn, hep stammenn, bezañ gwisket gant ur roched hepken. & Trl. skeud. Bezañ lakaet war an noazh : bezañ rivinet. 10. (db. doareoù an dud, an traoù) Trl. War an ton : a zoare, a ra kalz a zigoroù. Tud war an ton. Ober udb. war an ton (bras) : gant kalz a zigoroù. Degemer ub. war an ton bras. & Dre ast., trl. Na vezañ war an ton : na vezañ un den a zoare, na vezañ diouzh an dud all. 11. Ger a dalvez d'ober anv eus priz ar marc'hadourezhioù. Kresket eo war ar bara. & Trl. Mont, dont war a-raok : keraat. An amanenn zo aet war a-raok adarre. & Mont, dont war a-dreñv : dont da vezañ marc'hadmatoc'h. 12. (db. ar prenañ hag ar gwerzhañ) Ger a dalvez da sevel troiennoù adverb a zezverker doare un ober gantañ. & Trl. War dle, war dermen : hep paeañ diouzhtu, o kemer dle war e anv. & War goll : gant koll. An ti-se zo bet gwerzhet war goll. & War well : gant gounid. Gwerzhañ war well. & War e zispign, war e vizoù : o tispign e arc'hant e-unan. & Reiñ war zistaol : astenn arc'hant, prestañ arc'hant da ub. 13. Tr. adv. WAR VAR : en ur blegenn diasur. Gwell eo bezañ sur eget bezañ war var. & Tr. adv. WAR GOLL : en arvar. 14. (goude verboù pe droiennoù verb zo) Termen a dalvez da c'heriañ un darempred etre meur a zen, etre tud ha traoù zo, etre meur a dra. Gounit war ub., trec'hiñ war ub. • Delc'her war ub., war udb. Delc'her war e deod : tevel. Delc'her war e zaeroù, gwaskañ war e zaeroù : dont a-benn da chom hep gouelañ. Delc'her war e zroug : dont a-benn da chom sioul da welet. • Tevel war udb. • Hopal war ub. Ober a ra trouz war e vab : tamall a ra traoù dezhañ. • Ober fae war ub. Teuler dispriz, dismeg war ub. • Kuzhat, goleiñ war udb., ub. • Fiziout war ub. • Touiñ war udb. • C'hwitañ war udb., war e daol. • Kemer warnañ ober udb. : divizout ober an dra-se. 15. (goude doareennoù pe verboù zo) Araogenn a dalvez d'ober anv eus un darempred sujañ etre meur a dra, meur a zen. Ur roue all a oa o ren war ar vro. Ober e renkoù war ub., udb. Kaout levezon war ub. • Mestr e oa warnomp. Bezañ roue war ar Vretoned. 16. (goude un ak.) Termen a dalvez da zegas ur renadenn. Lakaat gwerzh war udb. : lakaat udb. e gwerzh. & Ent strizh, trl. Lakaat gwerzh, foar war ub., war madoù ub. : gwerzhañ e vadoù diouzh ar c'hresk. Ne oa ket evit paeañ e zle hag e oad o vont da lakaat foar warnañ. Lakaat klask war ub. Klask zo warnañ. & Bennozh Doue war e anv, war e benn : Doue d'e vennigo. 17. (dirak un niver) Ger a dalvez da verkañ ur strishadenn. C'hwec'h c'hoar e oamp, bremañ omp erru war deir. 18. Trl. (db. an darvoudoù) BEZAÑ WAR (UB.) : troienn a dalvez da c'heriañ emañ an dra-mañ-tra da c'hoarvezout gant ub. Mar bez warnañ mervel e varvo. Pa soñjan en devezh zo warnon hiziv ! 19. (db. ar c'homzoù, ar soñjoù) Hervez. Petra a rankfen ober war ho meno ? Ober udb. war c'her ub. 20. Diwar-benn, evit a sell ouzh (ub., udb.). Droukkomz war stad ub. Ne 'm eus ket aon war se. [1877] Gwelloc’h e kavan lenn deoc’h al lizher a skrivas, war an dra-mañ, d’an Aotrou Floc’h [...]. 21. Tr. adv. WAR SE, WAR GEMENT-SE, WAR AR GAOZ-SE : neuze, goude se. War se, war gement-se e teuas en ti. II. 1. Termen a dalvez da sevel araogennoù hag adverboù kevrennek. War-du ar pal. Tud all zo deuet war-lerc'h. 2. Araogenn erlec'hiañ a dalvez da sevel furmoù displeget araogennoù kevrennek zo savet diwarni. Deuit war-lerc'h an den-se, war e lerc'h. O mamm a ra war-dro he bugale, war o zro. III. (en trede gour unan benel, goude ur v.) Ger a dalvez da sevel troiennoù dibersonel. Sachañ warni : kemer eus udb. & Tr. estl. Bec'h warni ! : stagomp gant al labour. HS. àr. IV. Stl. isur. 1. (dirak ar rn. v. "a") Hervez ar pezh (a). War a lavarit neuze, eo faos ar pezh hon eus klevet. & Trl. War a welan, war a glevan : hervez a welan, a glevan. DHS. diouzh. 2. (dirak ur v. en amzer-da-zont) Gant ma. Ne nac'hin ket o skoazellañ war am bo skoazell diganto en-dro. DHS. diwar. EVEZH. Emañ "war" e kerentiad kentañ an araogennoù displeget.

Exemples historiques : 
621
Masquer la liste des exemples

war + pleg

1200
Référence : BRPC p324

Bennoezh Doe a bedan war enev brezr Stefan

1480
Référence : PHBR Diell niverelaet

war

1499
Référence : LVBCA p203 (dessus)

unan warn-ugent

1499
Référence : LVBCA p200, 201, 203 (vingt et vng)

war droad

1499
Référence : LVBCA p198, 203 ('à pied')

daou warn-ugent

1499
Référence : LVBCA p50, 200, 203 (vingt et deux)

daou warn-ugent

1499
Référence : LVBCA p203

war varc'h

1499
Référence : LVBCA p139, 203 ('à cheval')

Hag en em varvailhe ez vras war an prudañs hag an gened anezhi rak meurbet ez oa kazr ha plezant da welet d'an holl re hag ivez grasius.

1576
Référence : Cath p8

« Da em varvailhañ a rez en bras war an edifis, hag an artifis en templ-mañ, peheni zo gwraet gant douzorn tud ha mecherourien. »

1576
Référence : Cath p6-7

7. Goud[e]-se ez teu[a]s Kezar d'an palez hag ez lavaras dezhi : [«]Katell, klevet eo geneomp an elokañs a gomzoù hag ez omp ebaiset war an gouvizegezh ac'hanout, hogen ampechet oamp hag okupet oz ober sakrifis d'an doueoù ha ne c'hellsomp ket an holl da entent[.»]

1576
Référence : Cath p8

Neuze Sezar mezvet gant e furor a c'hourc'hemenas ez vijent holl asambles dibennet war un dro gant Porfirius, hag o c'horfoù taolet d'ar chas da zibriñ.

1576
Référence : Cath p23

Ha neuze unan anezhe peheni a yoa mestr war an re arall a lavaras : « Gouvez envat, Sezar, penaos nigun ne c'hallas biskoazh rezistañ ouzhomp, [hep] na vihe inkontinant faezhet ! »

1576
Référence : Cath p14

[«]Hag ivez [d'en em varvailhañ a rez] war an ornamantoù anezhañ pere ned int nemet evel poultr a ya gant an avel, hag evit-se ez tleez mui da ebaisañ ouzh kontempliñ an neñv hag an douar hag ar mor ha kement zo enne[.»]

1576
Référence : Cath p7

Pan lavarer an chapeled ez eo ret lavaret war pep unan a'n greun bras ar Pater noster hed-ha-hed, ha war pep unan a'n re vunut an Ave Maria tout antier ha war ar groaz[,] an Gredo.

1622
Référence : Do. p56

Petra eo 'n doktrin kristen ? An heni en deus bet desket deomp Jezuz Krist, pan veve war an douar

1622
Référence : Do. p6

war an diwezhad

1659
Référence : LDJM.1 pg (sur le) tard

tevel war un dra

1659
Référence : LDJM.1 pg taire (quelque chose)

en em lakaat war

1659
Référence : LDJM.1 pg saisir

faziañ war an hent

1659
Référence : LDJM.1 pg (s'esgarer du) chemin

a-c'hwen pe war e gil

1659
Référence : LDJM.1 pg (a la) renuerse

voar an tu enep

1659
Référence : LDJM.1 pg (a) rebours

krial war

1659
Référence : LDJM.1 pg inuectiuer (contre)

war pouez-traoñ

1659
Référence : LDJM.1 pg contre (bas)

war pouez laez

1659
Référence : LDJM.1 pg contre (mont)

sachañ war ur re bennak

1659
Référence : LDJM.1 pg sacha (voar vrebenac)

war pouez krec'h

1659
Référence : LDJM.1 pg contre (mont)

war

1659
Référence : LDJM.1 pg dessus, sur

mont war e grabanoù

1659
Référence : LDJM.1 pg (aller a) chatons

war

1659
Référence : LDJM.1 pg oar

war nij

1659
Référence : LDJM.1 pg (voar) nij

war ar maez

1659
Référence : LDJM.1 pg (voar ar) mes

mont war garig-kamm

1659
Référence : LDJM.1 pg (aller a) cloche pied

kaout war ar fed

1659
Référence : LDJM.1 pg trouuer (sur le fait)

kaout war an tomm

1659
Référence : LDJM.1 pg trouuer (sur le fait)

en em stlejañ war e barlochoù

1659
Référence : LDJM.1 pg (se) traisner (sur ses genoux)

tennañ war e fin

1659
Référence : LDJM.1 pg tirer (a sa fin)

sachañ war

1659
Référence : LDJM.1 pg tirer (par force), traisner

war gevrenn hanter

1659
Référence : LDJM.1 pg (a) moitié

war ma gorre

1659
Référence : LDJM.1 pg voar (ma gorre)

bezañ war yun

1659
Référence : LDJM.1 pg estre (a ieun)

disaouzanañ war an hent

1659
Référence : LDJM.1 pg radresser

tennañ warnezhañ

1659
Référence : LDJM.1 pg prouoquer

en em lakaat war e daoulin

1659
Référence : LDJM.1 pg (se) prosterner

war al lec'h

1659
Référence : LDJM.1 pg (estre) present

laer war ar mor

1659
Référence : LDJM.1 pg pirate

war nep tro

1659
Référence : LDJM.1 pg nullement

harpet war e ilinoù

1699
Référence : Har. pg e, harpet, ilin (appuié sur ses coudes, accoudé)

sammañ war e chouk

1699
Référence : Har. pg chouk, e, sammañ, war (charger sur son coû)

kanveoù da zerc'hel al lian war ar stern

1699
Référence : Har. pg an, da, derc'hel, kanveou, lien, stern, war (Templons pour tenir la toile sur le metier)

skeiñ war

1732
Référence : GReg pg aboutir

an dailh eus a ur sant a zo warnezhañ

1732
Référence : GReg Rakskrid, air

an injurioù a resever a skriver war an arem hag ar madoberioù a skriver war an traezh

1732
Référence : GReg pg airin

an ti-se a sko war an hent meur

1732
Référence : GReg pg aboutir

an dra-se a reot pa vezo vak warnoc'h

1732
Référence : GReg pg aise

Ar c'hi-dour, al leue-vor a zo anevaled pere a vev en dour ha war zouar.

1732
Référence : GReg pg amphibie (Le Loutre, le Veau-marin, &c. sont des animaux amphibies.)

àr ar medoù

1732
Référence : GReg pg à (la campagne)

atav war evezh

1732
Référence : GReg pg alerte

an ti-se a gouezh àr an hent bras

1732
Référence : GReg pg aboutir

frankaet eo warnezhañ

1732
Référence : GReg pg amander

lakaat pec'hed war pec'hed

1732
Référence : GReg pg accumuler

lakaat tiredoù war ar silabennoù

1732
Référence : GReg pg accent

lazhañ ur re o kaout an avantaj warnezañ

1732
Référence : GReg pg assassiner

monet e kêr pe war ar maez

1732
Référence : GReg pg aller

mont war wellaat

1732
Référence : GReg pg amander

ne franka ket war an den klañv-hont

1732
Référence : GReg pg amander

prenañ war dermen

1732
Référence : GReg pg acheter, (acheter à) crédit

e-giz war ar maez

1732
Référence : GReg pg a

tennañ warnezhañ erez ur re bennak

1732
Référence : GReg pg aliener

war a lavar

1732
Référence : GReg pg a

war an douar

1732
Référence : GReg pg à (terre)

war an evezh, setu an adversourien war vale

1732
Référence : GReg pg alerte

war ar maez

1732
Référence : GReg pg à (la campagne)

war ho pouez

1732
Référence : GReg pg aise

war ma meno

1732
Référence : GReg pg a, avis (a mon avis, selon mon sentiment)

war zouar

1732
Référence : GReg pg à (terre)

war a welan

1732
Référence : GReg pg a

meur a sod a zo c'hoazh war an douar

1732
Référence : GReg pg (Jean) bête (est mort ; mais il a bien laissé des heritiers)

a denn war an du

1732
Référence : GReg pg brun (qui est de couleur presque noire)

tennañ ar c'hanol war &

1732
Référence : GReg pg canoner (battre à coups de canon)

ar soudarded war varc'h

1732
Référence : GReg pg cavalerie

war

1732
Référence : GReg pg (a) ce (que, signifiant, comme, sur, selon), concernant (touchant), dessus (adv. & préposition, signifiant, sur), dessus (au dessus)

war a welan

1732
Référence : GReg pg (a) ce (que je vois)

war a lavarer

1732
Référence : GReg pg (a) ce (qu'on dit)

war

1732
Référence : GReg pg concernant (touchant), dessus (adv. & préposition, signifiant, sur)

aprouet eus bet ul laeroñsi enep dezhañ, warnezhañ

1732
Référence : GReg pg (il a été) convaincu (de larcin)

war

1732
Référence : GReg pg dessus (adv. & préposition, signifiant, sur)

war

1732
Référence : GReg pg dessus (adv. & préposition, signifiant, sur)

àr

1732
Référence : GReg dessus (adv. & préposition, signifiant, sur. Van.)

òr

1732
Référence : GReg dessus (adv. & préposition, signifiant, sur. B. L.)

war ar c'hantolor

1732
Référence : GReg pg dessus (le chandelier)

òr ar c'hantolor

1732
Référence : GReg pg dessus (le chandelier. B. L.)

emañ warnezhañ

1732
Référence : GReg pg (il est) dessus (lui)

emañ war e c'horre

1732
Référence : GReg pg (il est) dessus (lui)

emañ àrnezhoñ

1732
Référence : GReg pg (il est) dessus (lui)

emañ àrnezhoñ

1732
Référence : GReg pg (il est) dessus (lui)

war un dro

1732
Référence : GReg pg ensemble

àr un dro

1732
Référence : GReg pg ensemble

war fin an hañv

1732
Référence : GReg pg fin (Vers la fin de l'Eté.)

war an difin eus an hañv

1732
Référence : GReg pg fin (Vers la fin de l'Eté.)

fin war e veno

1732
Référence : GReg pg finet (qui fait le fin & qui ne l'est gueres.)

fin war a gred

1732
Référence : GReg pg finet (qui fait le fin & qui ne l'est gueres.)

boutailh war viñs

1732
Référence : GReg pg flacon (grosse bouteille qui se ferme à vis.)

boutailhoù war viñs

1732
Référence : GReg pg flacon (grosse bouteille qui se ferme à vis, p.)

Kemeret a [sic] voe war an tomm.

1732
Référence : GReg pg flagrant (Il fut surpris en flagrant délit.)

Kemeret a [sic] voe var ar fed.

1732
Référence : GReg pg flagrant (Il fut surpris en flagrant délit.)

Ar gêr a Rom a zo bet savet gant Romulus, ha Kemper gant Korus deuet eus ar gêr a Droa, war a lavarer.

1732
Référence : GReg pg fonder (La ville de Rome a été fondée par Romulus, & celle de Quimper par Corus Troyen.)

Pe war dra ez diazezit-hu ho koulenn ?

1732
Référence : GReg pg fonder (Sur quoi fondez-vous vôtre demande ?)

Pe war dra ez fontit-hu ho koulenn ?

1732
Référence : GReg pg fonder (Sur quoi fondez-vous vôtre demande ?)

en em fontañ war &c

1732
Référence : GReg pg fonder (Se fonder , faire fond sur quelque chose)

en em fontet war &c

1732
Référence : GReg pg fonder (Se fonder, faire fond sur quelque chose, pp.)

diazezañ war &c

1732
Référence : GReg pg fonder (Se fonder, faire fond sur quelque chose)

diazezet war &c

1732
Référence : GReg pg fonder (Se fonder, faire fond sur quelque chose, pp.)

lammat war e adversour

1732
Référence : GReg pg fondre (Fondre sur son ennemi.)

em lañsañ war e adversour

1732
Référence : GReg pg fondre (Fondre sur son ennemi.)

em strinkañ war e adversour

1732
Référence : GReg pg fondre (Fondre sur son ennemi.)

em lañset war e adversour

1732
Référence : GReg pg fondre (Fondre sur son ennemi, pp.)

em strinket war e adversour

1732
Référence : GReg pg fondre (Fondre sur son ennemi, pp.)

dalc'het ur c'hrouadurig war ar vadiziant

1732
Référence : GReg pg fonts (Tenir sur les fonts un enfant, pp.)

derc'hel ur c'hrouadurig war ar vadiziant

1732
Référence : GReg pg fonts (Tenir sur les fonts un enfant.)

skeiñ war an tomm

1732
Référence : GReg pg forger (batre à coups de marteau le fer chaud), frapper (Frapper le fer chaud sur l'enclume.)

skoet war an tomm

1732
Référence : GReg pg forger (batre à coups de marteau le fer chaud, pp.)

skoiñ àr an toemm

1732
Référence : GReg pg forger (batre à coups de marteau le fer chaud, Van.), frapper (Frapper le fer chaud sur l'enclume, Van.)

Sko kreñv warnezhañ.

1732
Référence : GReg pg frapper (Frappe-le bien serré.)

skeiñ war an annev

1732
Référence : GReg pg frapper (Frapper le fer chaud sur l'enclume.)

skoiñ àr en annev

1732
Référence : GReg pg frapper (Frapper le fer chaud sur l'enclume, Van.)

skoiñ àr en annev

1732
Référence : GReg pg frapper (Frapper le fer chaud sur l'enclume, Van.)

skeiñ war an nor

1732
Référence : GReg pg frapper (Frapper à la porte.)

lakaat ur morz war e deod

1732
Référence : GReg pg frein (Mettre un frein à sa langue.)

gwir ar roue war an holen

1732
Référence : GReg pg gabelle (imposition sur le sel)

Bezit war evezh.

1732
Référence : GReg pg garde (Prenez garde à vous.)

Bezit war hoc'h evezh.

1732
Référence : GReg pg garde (Prenez garde à vous.)

bezañ dalc'het war ar gwele

1732
Référence : GReg pg garder (Garder le lit.)

war an tu kleiz

1732
Référence : GReg pg gauche (A gauche.)

war an dorn kleiz

1732
Référence : GReg pg gauche (A gauche.)

jeneral war un arme

1732
Référence : GReg pg general (General, celui qui commande l'armée en chef.)

tud war varc'h

1732
Référence : GReg pg gens (Gens de cheval.)

war va barlenn

1732
Référence : GReg pg giron (Dans mon giron.)

Emañ war e varc'h.

1732
Référence : GReg pg gond (Il a sorti des gonds, parlant d'un homme fort en colere.)

lakaat e droad war gouzoug ur re

1732
Référence : GReg pg gorge (Mettre le pié sur la gorge à quelqu'un.)

War gresk ez a an droug.

1732
Référence : GReg pg grand (Le mal devient plus grand.)

sec'hañ ar c'houez war ar c'hroa

1732
Référence : GReg pg gréve (Etendre la buée à secher sur la gréve.)

sec'hañ ar c'houez var ar c'hrae

1732
Référence : GReg pg gréve (Etendre la buée à secher sur la gréve.)

rostañ war ar c'hrilh

1732
Référence : GReg pg griller (faire rôtir sur le gril)

Frankaat a raio warnezhañ a-barzh nemeur.

1732
Référence : GReg pg guérir (Il guérira dans peu.)

tennañ kasoni ur re bennak war e benn

1732
Référence : GReg pg haine (Encourir la haine de quelqu'un.)

tennañ war e benn kasoni ar re all

1732
Référence : GReg pg haïr (Se faire haïr des autres.)

derc'hel ur re war e evezh

1732
Référence : GReg pg haleine (Tenir quelqu'un en haleine.)

dalc'het ur re war e evezh

1732
Référence : GReg pg haleine (Tenir quelqu'un en haleine, pp.)

sachet war barv ur re

1732
Référence : GReg pg (tirer la) barbe (de quelqu'un)

krial harao war ur re

1732
Référence : GReg pg haro (Crier haro sur quelqu'un, le huer.)

kriet harao war ur re

1732
Référence : GReg pg haro (Crier haro sur quelqu'un, le huer, pp.)

Sevel a ra war e elloù e-c'hiz da ur c'hefeleg.

1732
Référence : GReg pg hausser (Il se hausse sur le bout des piez, comme une beccasse.)

kousket war ar geot flour

1732
Référence : GReg pg herbette (Dormir sur l'herbette.)

gourvezet war ar geot flour

1732
Référence : GReg pg herbette (Se coucher sur l'herbette, pp.)

gourvez war ar geot flour

1732
Référence : GReg pg herbette (Se coucher sur l'herbette.)

war an tomm

1732
Référence : GReg pg champs (sur le champ, à l'instant), (a la) chaude, gallicane (De Gallico, à l'impourvû, sur le champ.), heure (Sur l'heure, à l’heure même, tout aussi-tôt.)

Lakait un azverk warnezhañ.

1850
Référence : GON.II pg asverk (Mettez-y une contre-marque).

Likit an darbod war an tan

1850
Référence : GON.II pg darbôd (mettez le tesson sur le feu)

dek war un dro

1850
Référence : GON.II pg dék, dég

an deog a dleit war ho madoù

1850
Référence : GON.II pg déok, déog

an ti-hont a zo diazezet war ar roc'h

1850
Référence : GON.II pg diazéza

gant diboell eo kouezhet warnezhañ

1850
Référence : GON.II pg diboell

difelc'het eo bet ez yaouank, war a lavarer

1850
Référence : GON.II pg difelc'ha

war an difenn en em zalc'h bepred

1850
Référence : GON.II pg difenn

war ur marc'h digabestr edo

1850
Référence : GON.II pg digabestr

kalz digresk a zo war pep tra

1850
Référence : GON.II pg digresk

ar gwad a zilammas warnon

1850
Référence : GON.II pg dilammout

na silaouit ket ho pugel war an daol

1850
Référence : GON.II pg dilaoui

na gavot netra war va dilerc'h

1850
Référence : GON.II.HV pg dilerc'h

War ho tinac'h em eus e gemeret.

1850
Référence : GON.II pg dinac'h (Je l'ai pris sur votre refus).

War zinaou ez a an hent.

1850
Référence : GON.II pg dinaou (Le chemin est en pente).

Diorren a ra kalz a wez war e zouar.

1850
Référence : GON.II pg diorren (Il élève beaucoup d'arbres sur sa terre).

an dirollidigezh a ya bepred war-gresk er c'herioù bras

1850
Référence : GON.II.HV pg dirollidigez

diskrediñ a ra war ar vadelezh a Zoue

1850
Référence : GON.II pg diskrédi, diskridi

diskredet eo bet laeroñsi warnezhañ

1850
Référence : GON.II pg diskrédi, diskridi

diskrivit eñ war an tamm paper-mañ

1850
Référence : GON.II.HV pg diskriva

un dismegañs vras a zo kouezhet warnezhañ

1850
Référence : GON.II pg dismégañs

disneudennit an tamm lien-mañ da lakaat war e c'houli

1850
Référence : GON.II pg disneûdenna

ur bugel divailhur a oa war he barlenn

1850
Référence : GON.II pg divalur

ur marc'h dizibr am eus kavet war an hent

1850
Référence : GON.II pg dizibr

war ur marc'h dizoñ edo

1850
Référence : GON.II pg dizoñ

warc'hoazh e tlean mont war ar maez

1850
Référence : GON.II pog dléout

n'hellan ket dougen war va fenn

1850
Référence : GON.II pg dougen

un den a wall zremm em eus kavet war an hent

1850
Référence : GON.II pg dremm

druzoni a zo kouezhet war va bragez

1850
Référence : GON.II pg druzôni

sevel war e elloù

1850
Référence : GON.II pg ell

war enk

1850
Référence : GON.II pg eñk

an enebarzh a saver war an douar-mañ

1850
Référence : GON.II pg énébarz

likit un envez kreñv war troad ar vouc'hal

1850
Référence : GON.II pg envez

eñvoriñ a ran war an dra-se

1850
Référence : GON.II pg eñvori, évori

un eskumunugenn a zo bet taolet warnezhañ

1850
Référence : GON.II.HV pg eskumunugen

ne vezo ket a eureud, war a leverer

1850
Référence : GON.II pg eûred, eûreûd

n'en deus ket un eürusded vras war an douar

1850
Référence : GON.II pg eurusded

bezit war hoc'h evezh

1850
Référence : GON.II pg évez

faezhet eo bet war ul laeroñsi

1850
Référence : GON.II pg faéza, féaza

na c'hellit ket faziañ war an hent

1850
Référence : GON.II pg fazia

an ed a ioa feltret war al leur

1850
Référence : GON.II.HV pg feltret

kouezhet eo warnomp gant ur fervder a'r brasañ

1850
Référence : GON.II pg fervder

war

1850
Référence : GON.II pg gwar

war

1850
Référence : GON.II pg oar, var, war

war

1850
Référence : GON.II pg oar, var, war

warnon

1850
Référence : GON.II pg war

warnezhañ

1850
Référence : GON.II pg war

war zouar ha war vor

1850
Référence : GON.II pg war

war gement-se e teuas en ti

1850
Référence : GON.II pg war

emañ war vale

1850
Référence : GON.II pg war

alies ez a war ar maez

1850
Référence : GON.II pg war

Bemdez ec'h argadomp war e zouaroù.

1850
Référence : GON.II pg argadi (Nous faisons tous les jours des incursions sur ses terres).

Un argadenn en deus graet war zouar an enebourien.

1850
Référence : GON.II pg argaden (Il a fait une incursion sur la terre de l'ennemi).

Ho ti en deus ur baleg bras war va hini.

1850
Référence : GON.II pg baleg (Votre maison a une grande saillie sur la mienne. On dit aussi "balir", dans le même sens).

Kouezhet eo a-dreuz warnon.

1850
Référence : GON.II pg a-dreûz (Il est tombé en travers sur moi).

Na rit ket an dra-se, va merc'hed : rak ho klac'har a wask re war va c'halon, ha dorn an Aotrou a zo savet warnon.

1850
Référence : GON.II p.99, Buez Ruth

Warnezhañ eo kouezhet an arvar.

1850
Référence : GON.II pg arvar (Le soupçon est tombé sur lui).

war vale

1850
Référence : GON.II pg balé ; p.9 introduction "debout, sur pied"

War an aod em eus e gavet.

1850
Référence : GON.II pg aot (Je l'ai trouvé sur le rivage.)

war abeg ma

1850
Référence : GON.II pg abek (pour que, afin que).

war a lavarer, e avu a ioa askornet

1850
Référence : GON.II pg askourna

war

1850
Référence : GON.II pg ar, gwar, oar, var, war

Ma ne lakait ket un ardamez warnañ, e vezo kollet.

1850
Référence : GON.II pg ardamez (Si vous ne mettez pas une marque, une étiquette dessus, il sera perdu).

mont war-varc'h a-c'haoliad

1850
Référence : GON.II pg a-c'haolad

Skeiñ a reer war an annev.

1850
Référence : GON.II pg annéo (On frappe sur l'enclume.)

Sant Paol a lazhas pe a veuzas un aerouant bras e Enez-Vaz war a lavarer.

1850
Référence : GON.II pg aérouañt (Saint Pol tua ou noya, dit-on, un grand dragon dans l'île de Bas).

Ra zistolo Doue warnoc'h ar mad hoc'h eus graet, ha ra roy an Aotrou, Doue Israel, ur gopr ar vrasañ deoc'h, pa oc'h deuet d'e gaout, ha d'en em deurel dindan e zivaskell.

1850
Référence : GON.II p.101, Buez Ruth.

n'eus netra a vez ken emsav war ar maez

1850
Référence : GON.II pg amzaô

War gement-se e kuitaas ar vro bell-se, gant he div verc’h-kaer : hag o vezañ e penn an hent evit distreiñ e douar Juda, e lavaras dezho : It da di ho mamm ; ra ray an Aotrou trugarez en ho keñver, evel ma hoc’h eus graet e-keñver ar re zo marv hag em c’heñver-me.

1850
Référence : GON.II p.98

Kouezhañ a rejont an eil war egile.

1850
Référence : GON.II p.79

Pep hini a lavaras ar pezh en doa klevet war gement-se.

1850
Référence : GON.II p.77

An den-se ne hell tevel war netra, lavarout a ra pep tra.

1850
Référence : GON.II p.77

War vale emañ bremañ.

1850
Référence : GON.II pg balé (Il est debout actuellement, il se lève, il n'est plus au lit).

war he glevout

1850
Référence : GON.II pg klévout (à l'entendre, d'après ce qu'il dit).

àr

1850
Référence : GON.II pg ar, war

Likit ar c'hig war ar glouedenn.

1850
Référence : GON.II.HV pg klouéden (Mettez la viande sur la claie), kael, oged

An heol a skoe a-darzh war hor pennoù.

1850
Référence : GON.II pg a-darz (Le soleil donnait perpendiculairement sur nos têtes.)

an avelenneien? ne dleont ket mont war varc'h

1850
Référence : GON.II pg avélennek

It da bakañ ur yar war ar c'hlud.

1850
Référence : GON.II pg klûd (Allez prendre une poule au juchoir).

gwerzhet em eus war goll

1850
Référence : GON.II pg koll

kolloù bras a zo kouezhet warnomp hevlene

1850
Référence : GON.II pg koll

c'hoarzhin a reer goap dre holl war an daouganed

1850
Référence : GON.II pg daougan

Aloubiñ a ra bemdez war va douar.

1850
Référence : GON.II pg aloubi (Il empi[è]te tous les jours sur mon terrain).

Petra en deus lavaret ho tad war gement-se ?

1850
Référence : GON.II p.72

Gwell eo gant an den lavarout droug anezhañ e-unan, eget ned eo tevel warnañ e-unan.

1850
Référence : GON.II p.66, "On aime mieux dire du mal de soi, que de n’en point parler du tout".

Ne zoug ket a lien warnañ e-unan.

1850
Référence : GON.II p.65 (Il ne porte pas de linge sur soi).

Kouezhet eo warnomp.

1850
Référence : GON.II p.65

Ur vaouez [k]oant a denn warni an holl selloù.

1850
Référence : GON.II p.64

Ar barr-amzer en deus hon taolet war an aod.

1850
Référence : GON.II pg bar-amzer (Le coup de vent, l'ouragan nous a jetés sur la côte).

Ur vaouez a voe lazhet war an hent.

1850
Référence : GON.II p.83, livre second, « Il y eut une femme tuée sur le chemin ».

Likit gwin war an daol.

1850
Référence : GON.II p.91, livre second, « Mettez du vin sur la table ».

Rak-se n'hoc'h eus gwir ebet war an dra-se.

1850
Référence : GON.II p.94, livre second, « Donc vous n’avez aucun droit là-dessus ».

Kouezhet eo war an douar.

1850
Référence : GON.II p.95, livre second, « Il est tombé à terre ».

Kouezhañ a reot warnon.

1850
Référence : GON.II p.95, livre second, « Vous tomberez sur moi ».

Mont a ra war e gil.

1850
Référence : GON.II p.96, livre second, "Il recule".

Mont a rin war varc'h.

1850
Référence : GON.II p.96, livre second, "J’irai à cheval".

Gounit a ra war e vreur.

1850
Référence : GON.II p.96, livre second, "Il surpasse son frère".

En em harpit war ho pazh.

1850
Référence : GON.II p.96, livre second, "Appuyez-vous sur votre bâton".

Dont a rin war droad.

1850
Référence : GON.II p.96, livre second, "Je viendrai à pied".

Stekiñ a reer war an nor.

1850
Référence : GON.II p.97, livre second, "On heurte à la porte".

Ne c'hell tevel war netra.

1850
Référence : GON.II p.97, livre second, "Il ne peut rien taire".

N'eo ket troet war an tu mat.

1850
Référence : GON.II p.97, livre second, "Il n'est pas tourné du bon côté".

Tremenomp war gement-se.

1850
Référence : GON.II p.97, livre second, (Passons là-dessus).

Skeiñ a reer war an nor.

1850
Référence : GON.II p.97, livre second, "On frappe à la porte".

war

1850
Référence : GON.II p.56, Table des Prépositions simples, "sur".

war goll

1850
Référence : GON.II p.9, introduction, "en perte".

war zouar

1850
Référence : GON.II p.9, introduction, "par terre".

war c'hed

1850
Référence : GON.II p.9, introduction, "dans l'attente".

war well

1850
Référence : GON.II p.9 introduction "en s'améliorant"

war varc'h

1850
Référence : GON.II p.9, introduction, "à cheval".

war bemp

1850
Référence : GON.II p.9, introduction, "sur cinq".

war-dav

1850
Référence : GON.II p.9, introduction, "en silence".

Kement tra a c'houlenn aotrou tieg[,] an amzer / A rank dont war e c'her, / Daoust a vije ganti.

1867
Référence : MGK p89

Ar giez a ya e-barzh, — gortoz a ra he zro ; / Laoskaat ra warni : eben neuze 'zistro.

1867
Référence : MGK p107

An houad hag ar c'hi-mañ, hep chom pell da c'hedal, 'ya war o fenn er stêr, hag a neuñv en tu all…

1867
Référence : MGK p3

Ar c'herc'h ne oant re stank : petra ra ? Warnezho, / Strinkañ a-zehoù, a-gleiz yenien, skorn du ha rev.

1867
Référence : MGK p90

— « War al lenn 'shont, va mamm n'ema. »

1867
Référence : MGK p134

Eur louarn a voa war ar studi / Evit mont da zen a lezen.

1867
Référence : MGK p138

— « Va zad, lavarit din penaos e c'hell an dud / » Dastum, evel a reont, madoù ha kalz a vrud ? » / Eme un den yaouank d'e dad deut war an oad.

1867
Référence : MGK p144

Mar tisplijas e vojennoù d'an dud studiet-mat, Yann gouer a gavas ivez da damall enno. Re verr, re grenn, re grak e oant war e veno.

1867
Référence : MGK Rakskrid VII

An heizez kennebeut ne deu ket da skuizhañ / O terc'hel 'r chaseer war he lerc'h da skarañ, / Evit reiñ d'ar razh amzer / Da dennañ eus ar sac'h ar vaot, warnezhi berr.

1867
Référence : MGK p49

War a lavar ar skridoù kozh, gwreg Sokrat a oa ken diboell ha ma oa-eñ fur.

1867
Référence : MGK p60

Hag en ur hopañ d'ar skrivagnerien yaouank : "Taolit pled war gement-mañ, emezañ, tud yaouank eus a Vreizh-Izel !"

1867
Référence : MGK Rakskrid IX

diskouez a fellas da Rikoù e oa evit ober ar pezh a oa e c'hoant. Hag eñ dezhi; hag en ul labourat e lavare groñs da dud e vro : "Prenet am eus e kêr ur seurt bleud flour na gaver ket stank e bar war ar maez; ha gantañ e rin ur seurt kouign, setu ! n'en deus tañvaet biskoazh Yann gouer, m'en toue !

1867
Référence : MGK Rakskrid VII

Digorit ho spered ha taolit evezh mat, ez eus ur gwallarnev warnoc'h hoc'h horjellat.

1867
Référence : MGK p3

— Nec’het on, ha nec’het n’on ket. — N’on ket nec’het war ar pezh am eus c’hoant da ober hag a rin eo zoken ; mes nec’het on o klask gouzout penaos dont a-benn eus va zaol.

1877
Référence : EKG.I. p.213

Hennezh n’en doa ket daou liard war e hanv ; c’hoant kaout arc’hant en doa avat, n’eus forzh dre be c’hiz.

1877
Référence : EKG.I. p.38

Krenañ a rae war e izili...

1877
Référence : EKG.I. p.57

D’ar mareoù-se, ar re a yoa e kostez ar Roue, e Sant-Brieg, o doa c’hoant da vont war gêr evit tennañ eus ar prizon ar re eus o zud hag eus o mignoned a yoa bet paket gant ar republikaned.

1877
Référence : EKG.I. p.62

Neuze avat e vezo gwelet ar micherour o krial, oc’h en em sevel hag o razailhiñ war ar re vat.

1877
Référence : EKG.I. p.66

Goude bezañ diskouezet deomp hor c’huchenn golo, Jañ-Mari a serras warnomp dor ar c’hraou, war alc’houez, hag a yeas e-unan d’e wele, mechañs.

1877
Référence : EKG.I. p.72

Krial a rejont war an hini a yoa e-barzh en ur lavaret dezhañ dont er-maez da evañ ur banne ganto, rak achu [e] oa an "enteramant", a-walc’h a zismegañs o doa graet war Landregeriz.

1877
Référence : EKG.I. p.32

Pa vezo an "arme noar" treuzet ar ganol ganti, pa vezint o vont da sevel d’ar c’hrec’h, en tu-all, war-zu Lokournan, war ur ger eus va ginou e skoimp a-unan, en un taol, war ar vuntrerien difeiz ; pep hini a vezo e zen hag hen diskaro.

1877
Référence : EKG.I. p.199

Edont o pignat, war div renkad, disoursi ha dinec’h, krec’h Kerian, pa glevjont ur vouezh o krial ken na dregerne an draonienn ganti : — Tan, paotred Konk !

1877
Référence : EKG.I. p.203

Mar hoc’h eus c’hoant da c’houzout o hanvioù, lennit al levr en deus skrivet, war an amzerioù-se, e Breizh, an Aotrou Levot, eus a Vrest.

1877
Référence : EKG.I. p.207

Evit dont a-benn eus ar veleien, evel m’oant deuet a benn eus madoù an Iliz, ec’h en em lakajont e doare da lamet, digant ar Pab hag an eskibien, o galloud warnezho.

1877
Référence : EKG.I. p.4

Hiviziken, war o meno, ur person, ur c’hure a dlee bezañ hanvet en e barrez gant ar c’houarnamant : Eskob na Pab ebet n’o doa da welet war gement-se.

1877
Référence : EKG.I. p.4

Rak kaer zo, e pep parrez, ar maer eo a ra e lec’h hag en hanv ar c’houarnamant, abalamour ar re a zo e Pariz ne c’hellont ket tizhout dre-holl hag a rank en em [z]iskargañ war re all da ober evito.

1877
Référence : EKG.I. p.5

An diaoul, n’eus nemet trubarderezh ha korvigell en e gorf, a alias anezho da skeiñ da gentañ war ar penn, rak pa vez torret ar penn, e vez marv ar c’horf ; pa vez troc’het gwrizioù ar wezenn, ar skourroù ne zaleont ket da zisec’hañ.

1877
Référence : EKG.I. p.7

Pinvidik e oa hervez ar bed, hag alies n’en deveze ket daou skoed war e hanv : kement en doa a roe d’ar paour.

1877
Référence : EKG.I. p.9

Pa deuas an dispac’h da ober e freuz kentañ e Breizh e oa aet-mat dija war an oad.

1877
Référence : EKG.I. p.9

An Aotrou de la Fruglaye, eus a vaner [Kerarrouz], e Plouyann, el lec’h m’emañ bremañ o chom he vab-bihan, an Aotrou de Champagny, a ra kement a vad dre ar vro, a gasas ur mevel kalonek en doa en e di da lavaret dezhañ bezañ war evezh, rak deuet oa da Vontroulez urzh da gregiñ ennañ.

1877
Référence : EKG.I. p.11

Ha gedal a raf[e]c’h aze ur pennadig, war ar palier, e-pad ma vezin oc’h ober kement-se ?

1877
Référence : EKG.I. p.14

« Itron Gwir-sikour, c’hwi hor Mamm, / » Hor patronez mat a Wengamp / » Taolit evezh en hanv Doue / » War Tregeriz, va bugale.

1877
Référence : EKG.I. p.26

Abaoe al laeroñsioù-se eo e teu ar maer, e kalz a barrezioù zo, da ober e vestr war ar beredoù ha war ar gwez a vez enno.

1877
Référence : EKG.I. p.3

Ne oamp evit gwelet netra a-raok, rak an nor hag ar prenestroù a oa serret-kloz warnomp.

1877
Référence : EKG.I. p.76

Ha penaos hoc’h eus anavezet n’emaomp ket a-du gant ar republikaned, ha n’oamp ket deuet da lojañ d’ho kêr evit lakaat an tan warnoc’h ?

1877
Référence : EKG.I. p.82

Ar sklerijenn-se ne bade ket pell ; mont a rae kuit, ha prest goude ar c’hloc’h a sone adarre, ha neuze ne gleved nemet son ar c’hloc’h e-kreiz trouz ar biliennoù a ruilhe hag a ziruilhe diwar an eil roc’h war eben.

1877
Référence : EKG.I. p.95-96

Tud Perroz n’oant ket evit dont war-eeun eus ar gêr, rak ul lastez soudarded, hanvet "garde-kot", leun a feiz fall, a fallagriezh hag a drubarderezh, deuet di, war o meno, evit difenn ar vro a-enep ar Saozon, ha ne raent nemet laerezh hag en em vezviñ, o divije buan o diskuilhet hag o c’haset d’ar marv.

1877
Référence : EKG.I. p.97-98

War an deiz, tud Perroz a rae van da vont da besketa pe da vezhina, hag atav, evit kaout tro da lezer o bagoù pe e [Traezhtraou], pe e [Traezhtrignel], ec’h en em gavent a-enep ar mare pa deuent en-dro.

1877
Référence : EKG.I. p.98

E-kreiz ez eus un daol goloet gant lien gwenn-kann, hag e pep penn ur c’houlaouenn [g]oar war alum.

1877
Référence : EKG.I. p.98

Madoù darn hoc’h eus kemeret, / Hep koustiañs na lealded ; / Ne z’eus maen en ho ti / Ne ra deoc’h bemdez kri war gri.

1877
Référence : EKG.I. p.103

Kaer ’zo ober, ret ’vo mervel / Pa garo Doue hor gervel ; / Pebezh anken war ho marv, / Pa welfet sklaer hoc’h holl [w]alloù !

1877
Référence : EKG.I. p.105

Em[eu]r erru warnon, eme Loull ar Bouc’h, en dro-mañ eo graet ganen !....

1877
Référence : EKG.I. p.126

Ma n’on ket dibec’h hed-a-hed, n’em eus ket kennebeut kalz a draoù war va c’houstiañs.

1877
Référence : EKG.I. p.132

Lod all a c’hellas skrimpañ war ar c’hleuzioù dioc’h an daou du eus an hent hag a yeas da guzhet e-touez al lann ken na deuas an deiz warnezho.

1877
Référence : EKG.I. p.168

Ned’an ket da esa her c’hontañ deoc’h ac’hanon va-unan. Gwelloc’h e kavan lenn deoc’h al lizher a skrivas, war an dra-mañ, d’an Aotrou Floc’h, person Lesneven hag he ferson, a yoa, d’ar mare-se, e Bro-Saoz, abalamour m’en doa ranket kemeret an tec’h, dre an abeg n’en doa ket touet heuilh lezennoù dizoue ar republik : [...].

1877
Référence : EKG.I. p.185

Erru an abardaez warnomp, eme Roparzh Mengi ; ne zaleo ket ar vuntrerien fallakr ha digalon-sont da vont en o hent.

1877
Référence : EKG.I. p.196-197

Mat, lesanvet e voe Pierig Canclaux. Ha ne welit-hu ket dre gement-se pegement a fae a rae an dud war Ganclaux ha pegement a stad ac’hanomp-ni.

1877
Référence : EKG.I. p.310

Nann, n’oa den na war an aod, na war an tevenn.

1877
Référence : EKG.I. p.224

Mes, evit ober kement-se, evit bezañ trec’h da gêr Vrest, evidomp da gaout enni meur a hini a-du ganeomp, e rankemp bezañ kalz tud, rak anat eo deoc’h n’eo ket aes mont en ur gêr war soudarded hag a zo mogerioù uhel a-dro-war-dro dezho.

1878
Référence : EKG.II p.103

— N’em beus graet fae war den, na war baour na war binvidig, er goulenn a c’hellit digant an holl.

1878
Référence : EKG.II p.65

Kreñvoc’h e oant war an dibriñ hag an evañ, eget n’oant war an emgann.

1878
Référence : EKG.II p.142

Kentañ a gavjomp war an hent, e voe Brutus an Normant ; war hennezh, a ouzoc’h, em boa tennet da gentañ.

1878
Référence : EKG.II p.98

Ha ne gav ket deoc’h e ve an Aotrou Doue, abalamour d’o mammoù kozh, o skuilhañ e vennozh hag e drugarez war an dud-se ?

1878
Référence : EKG.II p.75

Fae hoc’h eus graet warni, ha pa reer fae war ur garg roet gant ar Republik, e reer fae war ar Republik.

1878
Référence : EKG.II p.65

P’oen azezet war ribl ar ganol, e tennis va alan ; aet e oa berr warnon ; ma n’em boa ket bet a aon, em boa bet enkrez da vihanañ.

1878
Référence : EKG.II p.24

Fiziout warnomp a c’hellit, ha n’hon eus ken mall nemet da skeiñ adarre war soudarded ar republik.

1878
Référence : EKG.II p.6

Ya, pep tra [a] yoa mat ; neuze e ris sin ar groaz, hag e teuis betek ar c’hleuz a sko war an hent-bras, d’ar c’huzh-heol, war-zu Lanhouarne, el lec’h m’emañ bremañ ar Post.

1878
Référence : EKG.II p.115

Me a oar ervat n’em eus nemet lavaret deoc’h : Paotred, eomp a-raok, baleomp war soudarded Canclaux, ha pep hini ac’hanoc’h, sonn e benn, tan en e lagad, a grogo en e fuzuilh hag a valeo ganen.

1878
Référence : EKG.II p.109

— Gwazed, gouzout a rit hon eus ambrouget Canclaux betek Kastell ; mes mard eus deuet dezhañ soudarded all a Vontroulez, e tigaso anezho war hor lerc’h ; ha ma tigouezhont warnomp amañ e-pad ma vezimp holl o tibriñ en tiez, hor lazhint holl ivez hep ma c’hellimp en em zifenn.

1878
Référence : EKG.II p.4

Eñ eo a ranke o lavaret, abalamour m’oa eñ ar mestr warnomp, rak n’oa chomet beleg ebet ganeomp.

1878
Référence : EKG.II p.12

An den mat-se oa deut war an oad (ganet e oa en Ploumilio er bla 1811) ; hag e ouie e-leizh a varvailho[ù], a werzio[ù], a dreo[ù] fentus pe a skouer vat war an amzer-dremenet.

1898
Référence : KZVR Supplément à la Croix des Côtes-du-Nord du dimanche 23 janvier, p.2

Netra ! 'met em eus klevet komz diouti, e teu c'hoazh, goude ugent vla tremen, an dour war ma daoulagad

1898
Référence : KZVR Supplément à la Croix des Côtes-du-Nord du dimanche 23 janvier, p.1

Pehini ac'hanoc'h, ma lennerien, en ur lakaat an tan war un alumetezenn, d'an noz, er devalijenn, na'n neus ket gwelet, o sevel diwar e voest chimikez, evel ur vogedenn lugernus ?... Se a c'hoarvez peurvuiañ pa ve[z] gleb an amzer ha mouest an alumetez.

1898
Référence : KZVR Supplément à la Croix des Côtes-du-Nord du dimanche 23 janvier, p.1

Un den, Rousseau e hanv, bet martolod, a zo bet kavet e gorf marv war an hent, entre Plouezeg hag an Traezh, en parrouz Keriti. Skoet e oa bet, war ar greder, gant un taol-gwad deut de[zh]añ gant ar yenien. Oajet e oa a seizh vla ha hanter-kant. Doue da vo gant e ine.

1898
Référence : KZVR Supplément à la Croix des Côtes-du-Nord du dimanche 23 janvier, p.2

Bugale, pa eo ken nerzhus / Ho pedenn war galon Jezuz, / Pedet bemde[z] 'vit ho kerent, / Ma teufont holl da ve[z]añ sent.

1898
Référence : KZVR Supplément à la Croix des Côtes-du-Nord du dimanche 30 janvier 1898, p.1

Ul louarn dispar a zo bet tapet gant chaserien Kerborzh. Be[z]añ zo c’hoazh un toullad ane[zhe] ‘barzh ar c’harter, war a lârer. Chañs vat d’ar chaserien da dapout ane[zhe], ar c’henta[ñ] ar gwella[ñ].

1898
Référence : KZVR Supplément à la Croix des Côtes-du-Nord du dimanche 23 janvier, p.2

An driwac’h eus a viz diwe[zh]añ, Mari Kergall, deus Kerprijent he devoa lakaet an tan war he zi. Mezv oa pe, da vihanañ, gwall dommet, pa he doa graet an t[a]ol.

1898
Référence : KZVR Supplément à la Croix des Côtes-du-Nord du dimanche 23 janvier, p.2

òr-bouez [war-bouez] poaniañ

1909
Référence : BROU p. 411 (à force de travailler)

stouiañ òr [war] bennoù an daoulin

1909
Référence : BROU p. 424

war an du e tenn

1909
Référence : BROU p. 429 (il tire sur le noir, il a des teintes noirâtres))

òr

1909
Référence : BROU p. 436

pep hini òr [war] e besk

1909
Référence : BROU p. 408 (chacun pour soi)

mont òr [war] ar pouez

1909
Référence : BROU p. 411 (marcher lentement)

Kadra, avat, a enebas : « Petra hon eus, emezi, da zoujañ a-berzh an tri roue ? Ha petra ’vern ma ’z eo nozig anezhi ? Ha n’hon eus ket hor re-ni en-dro deomp, dezho da ziredek d’hor c’hentañ galv, m’hor bije ezhomm anezho ? Hag, a-hend-all, nac’h ouzh en tri estren o digemerout ha selaou ouzh o c’hefridi, ha na ve ket diskouez dezho e tiskredomp warno hag o feukañ dibenn-kaer ? »

1923
Référence : SKET p.102-103

Daga a derme, ha Derkeia, ar yaouankañ, hec’h alie ma serrje an nor oc’h adprennañ warni ha ma lavarje d’an tri estren dont en-dro pa vije deiz.

1923
Référence : SKET p.102

Hag eus lenn an Heol e reer bremañ mor an Heol, nemet, war a lavarer, ul lenn edo c’hoazh d’ar mare, ec’hon, divent, diheverz (e-maez-gwel) an harzoù anezhi, hep treuzkiz-dour ebet etrezi hag ar mor a zo er c’hornog, da lavarout eo mor ar Goularz pe mor an Hanternoz.

1923
Référence : SKET p.94

Pa n’o doa ken a saout, bevañ diwar gig gouez, gwrizioù ha frouezh a rankjont ober, a-skign amañ hag ahont dre diegezhioù kevre ebet kenetrezo ; war zisleberiñ ez ejont gant an dienez, oc’h ankounac’haat tamm-ha-tamm kement o doa desket digant o zadoù, kement a oa bet kelennet dezho gant an doueed.

1923
Référence : SKET p.86-87

Evel-se, e tistroent etrezek o zad hag o mamm en ur zougen war o fenn ur voullad vras a zour treuzwelus ha skedus !

1923
Référence : SKET p.76

En amzer ma komzan, war am eus klevet gant Volked an Arkunia, ec’h are, ec’h ogede, e hade hag ec’h eoste an arc’houereed a-unan gant mibien ha merc’hed Manos.

1923
Référence : SKET p.75

Bepred, en holl varevezh-se, a vez graet anezhañ gant an henzanevellourien Marevezh an nav rummad gwenvidik a Ouenn Vanos, ne voe na kleñved na merventi war al loened ; ar buoc’hed, an deñved hag ar givri a roas dizehan ur builhentez a laezh.

1923
Référence : SKET p.66

A-hed levioù war levioù gwezegoù, strouezhegoù digenvez, stêrioù ha geunioù didreuzus a zisranne, c’hoazh d’ar mare-se, bevennoù douar Manos diouzh ar broioù dalc’het gant gouennoù estren. Argadennoù-noz ar breizherien diouto n’oa ket d’o doujañ.

1923
Référence : SKET p.65

Ouzhpenn, pe evit derc’hel sec’h-mat diabarzh an ti, pe e sell eus ur mennad-kredenn bennak, edo ar voaz, kellies ha m’edo digoumoul an oabl, da zigeriñ frank dor an ti, evit reiñ digemer ennañ d’an heol. Nemet pa ’z ae hemañ da guzh ne serred ken war an ti.

1923
Référence : SKET p.65

War a leveront, daou vugel uhel eus meuriad gwenvidik ar re-Zivarvel, an daou ma sked evel regez-tan ar c’huchennadoù-blev lugernus anezho e-kreiz bodad an doueed e Dêvobriga (kreñvlec’h an doueed), — anvet em eus Lugus ha Belisama, — a weladennas meur a wech diskennidi Manos ha Bena en o c’hoadoù, hag o c’helennas war veur a dra.

1923
Référence : SKET p.58

Diwiskañ buan o gourizioù aour, o skerboù lin hag o holl kinkladurioù a rejont, hag o lakaat en ul lienenn ma skoulmjont warno ar pevar c’horn anezhi.

1923
Référence : SKET p.108

Divarrek da waskañ pelloc’h war an orged a loske dezho o gwad, e tilestrjont o zri en tevenn, un nozvezh, o tigas ganto ur brokad died-kemmesk eus o bro, c’hwezh-vat ha mezvus.

1923
Référence : SKET p.102

Emañ an avel o c’houzizañ hag ar mor war habaskaat.

1923
Référence : SKET p.109

[H]ag, o vezañ m’oa deut ar bed disheñvel d’an dud, ne zeuas nepred war spered nikun advevañ ur c’hiz bet digemeret hepken da heul enkderioù dibadus.

1923
Référence : SKET p.46

War a lavar darn, d’ar c’hanaouennoù galloudus kanet gant Matugenos war ar c’havell anezho e voe dleour Manos ha Bena eus o c’huñvelezh-spered, eus o divuanegezh.

1923
Référence : SKET p.45

Heñvel outi e oa Bena e pep feur, nemet he doa, war a lavarer, daoulagad glas-mor ha blev melen-aour.

1923
Référence : SKET p.42

Un doue eo he savas, he gwiskas gant kroc’hen ar bleiz, he bevas gant kig gouez, hec’h armas, he c’hentelias war gement a dle mab-den da c’houzout [...].

1923
Référence : SKET p.37-38

Evit an douar, gwenn-kann da gentañ evel ur pezh-houarn war deuziñ, e teuas a beb eil da velen-ruz, da ruz-gwad, da ruz-moug, da velen, da louet, betek koll pep luc’h ha pep tommder.

1923
Référence : SKET p.28

Dre enskrivadurioù war bezhioù moneiz, ec’h anavezer ur « Kissiambos » a oa vergobretos (da lavarout eo reizhaouer meur) war al Lexoved (Lexovii).

1923
Référence : SKET p.23

Dre ma renkan termeniñ va mennad da sevel danevell-veur Geltia an hini eo, ha kroaziañ, dre-se, war skrivañ pep a zanevell, dre ar munud, da gement kevrennad a zo eus hor Gouenn-dud.

1923
Référence : SKET p.140

E Brigantion e savis war lestr da c’hounit Korbilo, hag eus ar gêr-se, en aber al Liger, e rann gornok Galia, e teuis en-dro da Vriganis ha bro al Lingoned, goude un diankadenn a nav bloaz.

1923
Référence : SKET p.19

Mar tavan amañ warno, dic’houzvez e ven-me n’eo ket !

1923
Référence : SKET p.140

Mont atav war zisheñvelaat (Notennoù, VI, 10)

1923
Référence : SKET p.171, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "Se différencier de plus en plus".

kroaziañ war skrivañ

1923
Référence : SKET p.166, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "Renoncer à écrire".

Edo war e zistro davet e vag, gantañ daou zourgi war e skoaz, pa zeuas dezhañ mouezh Ambia ha Kinge a oa oc’h en em ziwiskañ war ar c’hlann enep.

1923
Référence : SKET p.134

War lein un dervenn vras e kludas ha setu, raktal, holl vrini ar vro o tiredek a-denn-askell da c’hronnañ war he zro, evel evit he saludiñ hag ober lorc’h dezhi.

1923
Référence : SKET p.131

Nemetos-hen n’en devoe ket anaoudegezh a gement-se, rak mervel a renkas e-kreiz ar mor, war e zistro d’ar gêr.

1923
Référence : SKET p.129

E-harz ar grec’hienn e tarzhe un eienenn, en-dro dezhi bodoù kelvez ruz-moug a zouge, war un dro, bleuñv, frouezh ha deil.

1923
Référence : SKET p.124

Nemet ez oa deut mibien ha douarened Momoros da vailhed war ar sevel-bigi hag al levierezh.

1923
Référence : SKET p.123

Balzamet gant preder, ra chomo gant ar re vev, ra vlenio kuzuliadeg ar rouanez, ra glevo kelenn digantañ ar roue-meur e kement enkadenn a c’hallfe dont warnoc’h !

1923
Référence : SKET p.123

Dre-se, e c’hourc’hemennas ma roje hiviziken, a-vareoù, tud ar gourenez profadoù dilhad d’an teir c’hoar hag e lezjent bemnoz war ar garreg m’edont boas da nozvezhiañ, boued, died hag un tan war enaou.

1923
Référence : SKET p.115

Eno e veve, war a leverer, ar roue e ziskouarn-marc'h [...].

1923
Référence : SKET p.15

Tri bloaz a oa neuze o doa kuitaet enez Londobris war aod an Iberi, tri bloaz ma heulient hent an elerc’h, ma verdeent a-dreuz peurvanoù ar reuniged, hep ken hentadur nemet gant an evned hiraskellek, rakkannaded ar barradoù-amzer.

1923
Référence : SKET p.97-98

An dud vin-du eus beg-douar Belerion ha bro ar Staen, merzet ganto troioù pemdeziek an teir alarc’hez, o spias meur a wech war o distro.

1923
Référence : SKET p.114

Gedour atav war sav ha war zihun, ec’h en em zalc’h etre an douar hag an neñv, hag eus lein ar menez a dalv dezhañ da sichenn e wel al Lingonikon a-hed hag an holl rannvro stag outañ.

1923
Référence : SKET p.12

Tro a-zehoù, moarvat, da dennañ eurvad war e ergerzhadenn[...].

1923
Référence : SKET p.12

Damdost d’an hent-se, diouzh ar c’hreisteiz, em eus gwelet ar c’hañvdi ma klever en-dro dezhañ, a-hed an nozvezhioù diloar, o ouelañ hag o kunudañ en ur weañ he daouarn war he foan, intañvez ar Garianed.

1923
Référence : SKET p.14

Emañ buanegezh an doueed war dont. Estregedomp-ni ne [z]le-hi tizhout na diraez ar re a zo dinamm, ar bagad-tud hon eus bleniet da zont amañ hag o deus en em fiziet ennomp.

1923
Référence : SKET p.108

Kintus a voutas an nor, a brennas warni hag a zistroas davet ar plac’h.

1923
Référence : SKET p.104

Diazezet he deus he zier war un dachennig ledan, ledanoc’h un tammig ha palv ho torn, nemet palv ho torn a vefe ken ledan ha tog an Teusk-noz a sponte ar gaezhed (1) war maezoù Boc’h.

1924
Référence : BILZ1 Niverenn 37, p.807 (Miz Genver 1924) ("ar gaezed" reizhet e Niv. 38, "ERRATA" p.845)

Champault ha Tourville ne anavezent ket an disterañ petra eo ar yezhoniezh hag e lakaent keñver-ha-keñver anvioù o tont eus amzerioù ha yezhoù disheñvel, ouzh en em harpañ hepken war heñvelderioù a-ziwar-c’horre touellus.

1924
Référence : SKET.II p.27, Notenn (3)

pleustriñ war deurel ar saezh

1924
Référence : SKET.II p.138 « Geriadurig », "S'exercer à lancer la flèche".

gwaskañ war e boan, war e zaeroù

1924
Référence : SKET.II p.130 « Geriadurig », "Refouler sa douleur, retenir ses larmes".

Brigia, merc’h da Vissurix, a gelennas anezhañ war labourat ar metaloù hag ar pri ; diskiñ a reas dezhañ ober gant rod ar boderien-bri (1).

1924
Référence : SKET.II p.24

An eil penndevezh a yeas gantañ da bleustriñ war al lasbannañ e peurvan ar c’hezeg.

1924
Référence : SKET.II p.23

"derc’hel war", "derc’hel taer war" [...] ; ivez "taeriñ ouzh".

1924
Référence : SKET.II p.123 « Geriadurig », "Exiger de".

E penn reter ar gompezenn ez eus eur bagad bras a chatal mesaet gant ur strollad tud war varc’h.

1924
Référence : SKET.II p.65

Hogen e-pad eizh miz goañvezh, ez a ar stêriadoù dour da stêriadoù skorn-[sklaer], hag e rank an hemolc’herien menel war yun en o foukennoù dister.

1924
Référence : SKET.II p.64

Pa veze ar bugel war vezañ skuizh gant ar c’hoari, ez ae an doueez war c’hwen he c’hein hag e rae dezhañ lammat etre he daouarn.

1924
Référence : SKET.II p.14

Pa weljont n’hellent, na dre het na dre heg, tennañ tra digantañ, e paouezjont war o hegaserezh.

1924
Référence : SKET.II p.36

Ar c’hazh a zo disfizius-meurbet ; goustadik, e lagad melen digor war ar c’hi, e tiskennas a-ziwar e gleuz, en ur astenn e izili, gwevn e gorf evel hini un aer.

1924
Référence : BILZ1 Niv. 41, p.946 (Mae 1924)

Bez deut-mat, Moridânos, emezañ. Gwerelaouenn wenn ha devezh laouen dit ! Setu deut da benn ar risklus a verdeadenn a oa bec’hiet warnout da ober.

1924
Référence : SKET.II p.59

— Ma ! hiriv ’ta ec’h an da gontañ deoc’h penaos ur paotrig a skiant, Jañ Glaudadig, lesanvet Bilzig, a drec’has war ar bleiz.

1924
Référence : BILZ1 Niv. 41, p.944 (Mae 1924)

Gwelet hemañ mac’hagnet e holl izili, henhont astennet a-hed e gorf war hent ar belerined, a glemm, a derm, klevet-eñ o huanadiñ war e wallblanedenn : « O ! pet truez ouzh ur paourkaezh !… O ! pet truez !… » Hennezh, azezet harp ouzh ar c’hleuz, e flac’hoù en e gichen, euzhus da welet, a ziskouez e zivc'har debret gant ar goulioù hag ar c’hontron : « Sellit a-druez ouzh un den reuzeudik, c’hwi pere a zo yac’h ha divac’hagn ».

1924
Référence : BILZ1 Niverenn 40, p.897-898 (Miz Ebrel 1924)

Ha bremañ… Ha mard eo gwir, evel ma prezeg an aotrou person, penaos ar binijenn a vo muchet war ar pec’hed… Ar wialenn ac’h aio war-raok.

1924
Référence : BILZ1 Niverenn 39, p.868 (Miz Meurzh 1924)

Hag en gwirione, re alies, pa ne [veze] ket o mamm er gêr, e weled anezho o ruzata war ar gerreg, o c’haloupat war an aod, gleb-dour-teil, pe o ruzañ o botoù, leun a frigas hag a fank war an heñchoù.

1924
Référence : BILZ1 Niverenn 38, p.844 (Miz C'hwevrer 1924)

Un devezh ’ta, Bilzig ac’h eas gant ar re all da c’hoari, ha, pa erruas ar vamm, goullo an ti : droug enni, evel just, skuizh e oa hag o paouez klevet tamall he bugale da vezañ bet, gant kanfarded all ar bourk, o laerezh piz ha fav en park ar Mestrezeg. Ha bec’h war Bilzig !

1924
Référence : BILZ1 Niverenn 38, p.844 (Miz C'hwevrer 1924)

War ledander ar bed, en donder an neñvoù, na kavet hoc’h eus-hu ur galloud nerzhus a-walc’h evit trec’hiñ war ar c’hoant ?

1924
Référence : BILZ1 Niverenn 38, p.843 (Miz C'hwevrer 1924)

Gra diouzh en em harpañ warnout-te, ha neket war ar re-all, diouzh fiziout ez nerzh, ez strivoù da-unan, ez ijin, ez meiz, ha neket e re da hentez (1).

1924
Référence : SKET.II p.31-32

N’o c’hemer ket da varnerien war da vuhez.

1924
Référence : SKET.II p.31

Hag un nebeud devezhioù goude ma oa bet Izabel en iliz, an aotrou person a deuas d’he c’haout : war var e oa ar paourkaezh plac’h, abaoe ur pennad amzer, ha, pa welas ar person oc’h antreal e-barzh an ti : — Goût a ouzon, aotrou person !… Goût a ouzon !… (hag e kouezhas war an oaled, liv ar marv en he c’herc’henn)… Goût a ran, aotrou person !…

1924
Référence : BILZ1 Niverenn 37, p.812 (Miz Genver 1924)

Lavaret ho pije penaos ar paotr a c’houzañve tristidigezh e vamm, eñ diagent ken seder, atav o sutellat, o kanañ, bremañ gant Mad[a]len ha Yannig, pluchet en ur c’hogn bennak, sioul, sioul, evel aon dezhañ pa wele e vamm ankeniet, an dour war he daoulagad.

1924
Référence : BILZ1 Niverenn 37, p.812 (Miz Genver 1924)

Lakaat a eure ar bugel en e gavell, hag hi, stouet d’an douar, war he daoulin noazh, a lavare en he fedenn : — Doue da bardono d’an anaon binniget ! Doue d’o fardono ! Doue d’o digemer en e drugarez !

1924
Référence : BILZ1 Niverenn 37, p.810 (Miz Genver 1924)

Ar paourkaezh Marc’harid, pleget dindan ar glac’har, a zistroas war he c’hiz.

1924
Référence : BILZ1 Niverenn 37, p.809 (Miz Genver 1924)

Warni ’ta, ha war [he] c’hreiz ; Iliz ar barroz. Disheñvel ouzh an ilizoù all ?…

1924
Référence : BILZ1 Niverenn 37, p.807 (Miz Genver 1924) ("ha war he c’hreiz" reizhet e Niv. 38, "ERRATA" p.845)

Ha penaos pleustriñ war nerzhañ ar mennerezh ? » eme ar paotr.

1924
Référence : SKET.II p.31

« Kênos eo, eme ar c’hrennard, en deus lemet da vab, ha kement-se n’en deus graet nemet war c’hourc’hemenn Bodiakos a venn m’en defe ar bugel ar gelennadurezh a roer da vugale an doueed. Moarvat, mennadoù-meur en deus savet an Tad war da vab, o Kamula. »

1924
Référence : SKET.II p.12

Holl, yaouank ha kozh, bras ha bihan, war ar bre pe er gompezenn, en douar-bras pe en inizi, ez arc’hont skoazell an Aotrou e gant a anvioù, ar Mestr e gant a arzoù, ar Roue e liesroadoù.

1924
Référence : SKET.II p.5

War un taol diñs e lakont en arvar o frankiz o-unan ha frankiz o gwreg hag o bugale.

1924
Référence : SKET.II p.66

En e zorn e kemeras ur c’hwitell arc’hant a oa en e gerc’hen, hag e lavaras : « Ur c’hwitelladen gant houmañ, pa vezi aet e-biou d’ar roc’h du-hont, hag emañ ar marv warnout. — Ra zeuio ! » eme Vindosetlos.

1924
Référence : SKET.II p.46

Dilezet o deus anezhañ war an hent… Tri devezh eo bet war e wele. Arajet ar paotr.

1924
Référence : BILZ1 Niv. 45, p.1068 (Gwengolo 1924)

Tamm kig en ti evit ober dezhe soubenn domm, tamm kig ebet evit reiñ dezhe nerzh da drec’hiñ war ar c’hleñved, ha da yac’haat.

1924
Référence : BILZ1 Niv. 42, p.974 (Even 1924)

Hag e chache dezhañ war e zivskouarn.

1924
Référence : BILZ1 Niv. 42, p.975 (Even 1924)

Brigadier ar valtouterien a oa strizh war al lezenn.

1924
Référence : BILZ1 Niv. 42, p.975 (Even 1924)

Evel-se ivez ar Vretoned yaouank, o c’halon hag o ene moulet war re o zadoù-kozh, a reno o buhez, sklêrijennet gant ar skouerioù a [z]eu dezhe eus fin foñs goueled ar bloavezhioù, pa oa o gouenn skignet war douaroù ar Sav-heol, a-raok ma teuas o zud-kozh en enez Breizh.

1924
Référence : BILZ1 Niv. 42, p.974 (Even 1924)

Troc’hañ a reas ar paotr war an dezrevellad-se : « Amzer n’am eus ket, emezañ, da selaou ar sorc’hennoù diwanet e penn kantreerien estren ha sklaved. »

1924
Référence : SKET.II p.45

War devel ez eas garmadeg ar merc’hed, hag e steuzias an enezenn en dremmwel.

1924
Référence : SKET.II p.39

Ouzh o gwelout ez pije lavaret edo o c’halon war-nes rannañ, o buhez war dec’hout diouto, edont o vont da gouezhañ war an hent.

1924
Référence : SKET.II p.38

Paourkaezh Erwanig !… Daoust hag e soñj a oa deut er beurevezh-se war eñvor Janedig ?… Daoust hag ?… Met abalamour da betra lakaat da vevañ, en spered an dud evurus, mennozhioù ken chifus ?… Erwanig a zo pell pell, du-hont, war ar mor…

1925
Référence : BILZ2 p.157

— Berrwelet omp war ar skiantoù-se, a lavaras Laou Vihan. — Berrwelet ! a c’hrozmolas Pipi an Traezh. Berrwelet ! berrwelet !… — Traou diaes da wentañ, eme Saig, diaes-ral…

1925
Référence : BILZ2 p.137

En osteleri e kleved anezhe, hemañ o kaozeal, hemañ o krial, darn all o rezoniñ, o touiñ, o sulbediñ ; girioù lemm ha flemmus a nije eus an eil d’egile ha gwalennadoù skoet war hemañ ken a c’hwibane a-dreuz an ti.

1925
Référence : BILZ2 p.123

Antronoz vintin, da bemp eur, Bilzig a oa war ar bale : ar Gwennili ac’h ae er-maez da c’hwec’h eur.

1925
Référence : BILZ2 p.121

— Peoc’h war an traoù-se, Bilzig ! — Ya, ya ! mamm Izabel. « Tevel hag ober ». N’eo ket ret deoc’h kaout aon : ne vin ket tapet diwar-bouez va zeod.

1925
Référence : BILZ2 p.132

Arabat eo eta bezañ aonik pa vezer war ar vicher-se, na kennebeut kizidik.

1925
Référence : BILZ2 p.109

Marteze ar garantez-se kiriek a oa bet m’en devoa Bilzig kement poaniet, ken pell kendalc’het da ziskiñ lenn, skrivañ, evit prenañ levrioù, kiriek ivez m’en devoa Bilzig moustret kement war e imor ha ken alies trec’het warni.

1925
Référence : BILZ2 p.179-180

Ma eo evurus Bilzig, laouen-meurbet oc’h ambarkiñ e bourzh ar Gwennili, gwall figus e vefe bet ar paotr, ma na vije ket bet evurus : mall a oa war e blas.

1925
Référence : BILZ2 p.105

Janedig eta, evel ma’m eus deoc’h lavaret un tammig uheloc’h, a oa bet en kêr o peur[z]iskiñ he micher, met n’eo ket ar boan deoc’h krediñ penaos Janedig he devoa disket ar vicher a gemenerez, evit mont bemdez war devezh, eus an eil ti d’egile.

1925
Référence : BILZ2 p.152

Un taol-mor a freg war diaraog ar vag, hag a c’holo anezhi a zour hag a inoenn.

1925
Référence : BILZ2 p.145

Me a dizho ac’hanout, Bilzig, me az tizo, Bilzig ! a grias warnañ Yann. Me a baeo dit da veskl, marmouz fall, mic’hiek !

1925
Référence : BILZ2 p.143

àr ar melen

1927
Référence : GERI.Ern pg ar2

war zroukaat

1927
Référence : GERI.Ern pg -aat

War va gwele edon, hogen n'hellis ket distagañ zoken ur pennad kousk, rak war va spered enkrezet e teue, an eil goude egile, hengounioù va zud-kozh, a droen kein dezho, hag eñvoriou va bugaleaj.

1929
Référence : SVBV p.15

War se, an tren a gimiadas diouzh Arles ha damgoude edomp degouezhet e gar Masalia, hep droug, hep diroudennañ, ha peuzdiskuizh.

1929
Référence : SVBV p11

Bannoù arc'hantet heol ur veurevezh [beurevezh] nevez-amzer a lugerne war gael houarn pont-gwintus kreñvlec'h Bertom, tost da Blougouvelen.

1929
Référence : SVBV p5

An trede ti-annez a zo puchet un tammig izeloc'h eget Liorzh an Itron, war hent ar Vilin-Nevez.

1929
Référence : SVBV p.18

bezañ bepred war vuhez ub.

1931
Référence : VALL pg (chercher toujours) affaire (à qqn)

bec'h warni !

1931
Référence : VALL pg aller (allons-y ! ; mettons-nous à l'oeuvre)

ar c'hambroù war zouar

1931
Référence : VALL pg bas

p'emaomp war se

1931
Référence : VALL pg à propos (dans la conversation)

war an dorn dehoù

1931
Référence : VALL pg à (à droite)

war an tu dehoù

1931
Référence : VALL pg à2 (situation : en, war, a ; à droite)

dre, gant, war, diwar-bouez

1931
Référence : VALL pg à2 (passage, par, moyen)

war a leverer

1931
Référence : VALL pg à2 (à ce que l'on dit)

anat warnañ ez eo mezv

1931
Référence : VALL pg apparaître (il apparait d'après son allure qu'il est ivre)

anat warnañ en deus evet

1931
Référence : VALL pg (il a bien l')air (avoir bu)

anaout war ub. ez eus droug ennañ

1931
Référence : VALL pg (s')apercevoir (à la mine de qqn qu'il est fâché)

anaout war un dra bennak ez...

1931
Référence : VALL pg apercevoir (s'apercevoir d'après l'aspect de qq chose que...)

mont war wellaat

1931
Référence : VALL pg aller

mont war vaez

1931
Référence : VALL pg (sortir pour un) besoin (naturel), (aller aux) cabines

mont war ledanaat

1931
Référence : VALL pg aller (en s'élargissant)

prenañ war dermen

1931
Référence : VALL pg acheter (à crédit)

rod war he genoù

1931
Référence : VALL pg (roue d')angle

mont war greskiñ

1931
Référence : VALL pg avancer

skeiñ war

1931
Référence : VALL pg aboutir à

strizh eo warnon

1931
Référence : VALL pg (je suis) anxieux

terriñ war

1931
Référence : VALL pg (s')adoucir

terriñ war nerzh an droug

1931
Référence : VALL pg atténuer

teurel ar bec'h war u. b.

1931
Référence : VALL pg accuser (pour se disculper)

troet war an dastum

1931
Référence : VALL pg accaparer

tres fall warnañ

1931
Référence : VALL pg allure

mont war

1931
Référence : VALL pg attaquer

mont a-heligentañ war vezañ brokus

1931
Référence : VALL pg assaut

liv ar riv a zo warnañ

1931
Référence : VALL pg (il a l')air (d'avoir froid)

war

1931
Référence : VALL Levrlennadur p VIII, (d')après (selon)

war a glevan

1931
Référence : VALL pg (d')après (ce que j'entends)

war a gredan

1931
Référence : VALL pg à2 (à ce que je crois)

war a lavarer

1931
Référence : VALL pg (d')après (ce que l'on dit)

war a leverer

1931
Référence : VALL pg a

war alc'hwez

1931
Référence : VALL pg à2 (fermé à clef)

war an daol

1931
Référence : VALL Rakskrid p XXVI

war an dorn dehoù

1931
Référence : VALL pg à2 (situation : en, war, a ; à droite)

war an tu dehoù

1931
Référence : VALL pg à2 (situation : en, war, a ; à droite)

war api

1931
Référence : VALL pg attentif

war ar maez

1931
Référence : VALL pg à2 (situation : en, war, a ; à la campagne)

war biv emañ ar bec'h

1931
Référence : VALL pg (sur qui porte l')accusation

war c'hortoz eus

1931
Référence : VALL pg attente

war e buch

1931
Référence : VALL pg accroupi

war e du

1931
Référence : VALL pg aisance

war e varv

1931
Référence : VALL pg à2 (situation : en, war, a ; au moment de sa mort)

war e vrusk e toull ur prenestr

1931
Référence : VALL pg appuyé (sur la barre d'une fenêtre)

war e wele

1931
Référence : VALL pg alité

war elum

1931
Référence : VALL pg allumer (allumé)

war enaou

1931
Référence : VALL pg allumer (allumé)

war evezh

1931
Référence : VALL Rakskrid p XXIII

war evezh ouzh

1931
Référence : VALL pg attentif

war ho koar

1931
Référence : VALL pg adagio

war nij

1931
Référence : VALL Rakskrid p XXVI

war spi

1931
Référence : VALL pg attentif

war varc'h

1931
Référence : VALL pg à2 (situation : en, war, a ; à cheval)

war yun

1931
Référence : VALL Rakskrid p XXVI

war se e rankan mont

1931
Référence : VALL pg ainsi (je dois partir)

war zehoù

1931
Référence : VALL pg à2 (situation : en, war, a ; à droite)

war ziskenn ez a an hent

1931
Référence : VALL Rakskrid p XXVII

war se

1931
Référence : VALL pg ainsi, à propos

liv ar baourentez warnañ

1931
Référence : VALL pg (d'une pauvreté) apparent(e)

lakaat war vicher

1931
Référence : VALL pg (mettre en) apprentissage

lakaat war he zal

1931
Référence : VALL pg barrique

lakaat war anv ub.

1931
Référence : VALL pg allouer

lakaat an tan war

1931
Référence : VALL pg allumer

kerzherezh war gordenn

1931
Référence : VALL pg acrobatie

frankaat a ra warnañ

1931
Référence : VALL pg (s')améliorer (son état s'améliore)

emaomp war gimiadiñ

1931
Référence : VALL pg aller (nous allons prendre congé)

deut war wellaat

1931
Référence : VALL pg amélioration (dont l'état s'est amélioré)

dalc'het war e wele

1931
Référence : VALL pg (malade) alité

bezañ war spi

1931
Référence : VALL pg (être aux) aguets

Koulskoude, ar skleurig a zo taolet warno gant ar sontadegoù dre an heklev en deus lakaet meur a rummad goulakadurioù da ziwan.

1943
Référence : TNKN p63

Ne reomp meneg war Ar vuhez kristen nemet eus ar skridoù hag al levrioù a zo bet degaset deomp

1944
Référence : VKST niv. 6-7, p. 183

Evit ar wech kentañ, e welis an Unanelezh o ledañ hec'h askell zu war ma deizioù : « Deomp atav », emezon-me, « pa vin war ul labour a blijo din, e nijo kuit an hirvoud... »

1944
Référence : EURW.1 p79

Gouher a-walc'h e oan oc'h en em veskañ gant ar re a oa eno, holl[,] tud war an oad, lod gant pennoù gwenn.

1944
Référence : EURW.1 p66

Ober a rejomp ar veaj hir-se gant e-leizh a dud eus hon anaoudegezh, ar bagonioù a oa leun-kouch ha diskoñfortus ; pep hini a oa gantañ paneradoù boued hag evaj ; alies e chomed eurvezhioù er garioù ; mes ar feiz a galonekae an holl, hast warno da welout mirakloù Lourd.

1944
Référence : EURW.1 p65

Ur wech, Vallée a lavaras din en dije daou c'hoant : ar c'hentañ e [sic] vije moullañ ur regennad vrezhonek war ar gazetenn La Croix des Côtes du Nord, renet gant e vignon an abad Delangle ; an eil e [a] vije kaout an aotre digant an aotrou chaloni Lebon da sevel ur skol vrezhonek e kolaj Sant-Charlez.

1944
Référence : EURW.1 p56

An aotrou Vallée a lakaas da grediñ aes a-walc'h an aotrou Delangle e vije gounidus dezhañ moullañ ur pennad brezhonek pe zaou war e gazetenn.

1944
Référence : EURW.1 p56

Dremmoù an holl baotred yaouank a oa liv yec'hed warno.

1944
Référence : EURW.1 p51

Anaout a raemp dre belec'h digouezout war hent Keraez.

1944
Référence : EURW.1 p36

Estreget klasoù latin-gregach e oa er Golaj ; bez' e oa ivez ur gevrenn evit an deskadurezh « modern », ne veze kelennet enni nemet war ar galleg hag ar jedoniezh.

1944
Référence : EURW.1 p34

Ar c'hloc'h a sonas, ar re « añsien » a heñchas ar re nevez war ar pezh a oa d'ober.

1944
Référence : EURW.1 p32

C'hoari ar c'hilhou : Nav gilhenn goad begoù moan, savet teir-ha-teir, hag ur voul dev a veze stlapet warno, diouzh ar pal, evit o diskar.

1944
Référence : EURW.1 p23

Glaoda vihan a voe kaset d'ar skol da Vontroulez, da di ar Breudeur : war e zaouzek vloaz, e voe lakaet war al latin e Kloerdi Kastell-Paol.

1944
Référence : EURW.1 p10

Mar dichañs d'ar follennoù-mañ bezañ moulet ur wech, mar bez kavet arc'hant a-walc'h d'en ober, ar pezh a gontin deus ma roudenn a c'hallfe bezañ ur skouer d'an dud yaouank a Vreizh da zont, pa lennint troioù hag avanturioù ar barzh Taldir-se, graet kement a drouz war e anv dija, redet gantañ dija holl vroioù ar Gelted, ha deut da beñseañ hiriv en un tamm bourk bihan a Gerne-Uhel...

1944
Référence : EURW.1 p5

« Deomp d’ar c’hraou ! Lom, d’ar c’hraou ! da sachañ hardi war lost ar pemoc’h ha da drubuilhañ ar yer war o c’hlud. »

1944
Référence : ATST p.129

Warc’hoazh emañ ar [S]adorn, ha da Gastellin em eus da vont ; kerkent ha ma vezin distroet d’ar gêr, ez in, war an deiz, da gavout ar voereb, da lavarout dezhi al labour hon eus graet war ar stêr evit klask korf hon eontr…

1944
Référence : ATST p.120

Job ha Lom o doa echuet ober an dro d’an ti, e Karreg-al-Louarn, gant ur c’houlaouenn war enaou.

1944
Référence : ATST p.119

Daou varzh, Alfred Lajat hag an doktor Charlez Picquenard, a Gemper, a oa barnerien, a-unan gant an aotrou Rodelleg a Skaer, barner-a-beoc’h e Kemperle, bet mignon da Aogust Brizeug, war e glevout.

1944
Référence : EURW.1 p.188

Setu amañ Jozeb Loth e-kichen Emil Ernault, an daou ouiziekañ den war ar yezhoù keltiek.

1944
Référence : EURW.1 p.189

Pelloc’hik, Jozeb Ollivier, eu[s] Benac’h, studier war an denterezh ; ha Leon an Ozac’h, eur [sic] Bourvriag, iskelenner e kolaj Montroulez, holl soudarded bloaz.

1944
Référence : EURW.1 p.192

Hep reiñ dimp amzer da zigeriñ hor begoù, ar « vleuien » ac’hanomp, ar pleustriñ war an embregañ a zeraouas diouzhtu.

1944
Référence : EURW.1 p.194

Plegioù ‘dreñv ar gapotenn a ranke bezañ par ; unan a sache warno keit ha ma skoulmec’h ho kouriz.

1944
Référence : EURW.1 p.195

Joseph Ollivier a zeuas da vezañ brudet evel furcher gouiziek war istor Breizh [.]

1944
Référence : EURW.1 p.198

A-raok dimp distreiñ d’hor rejimantoù da echuiñ hon amzer, e teuas ar jeneral Donop, mestr an 10vet korf-arme, da dremen an azgwel warnomp.

1944
Référence : EURW.1 p.198

Lavarout a reas dezhañ c’hoazh p’edo Job o vont er-maez gant e falz war e vrec’h : — « Job, un dra am eus da c’houlenn diganeoc’h, a-raok mont d’ho labour : daoust ha n’hoc’h eus ket klevet un trouz spontus en noz-mañ, war-du Kervetouz, ha, pelloc’h marteze, e Karreg-al-Louarn ? »

1944
Référence : ATST p.68

« Gant kaniri, gourenadegoù, « c’hoarioù breton ». Barrek oc’h war se ? » -«Me ‘esaio.»

1944
Référence : EURW.1 p.202

Pelec’h emañ genoù ar puñs, ha pet troatad douar a zo warnañ ? An dra-se a zo un afer all.

1944
Référence : ATST p.44

Un ene abostol e korf kalet unan bet o servij war vor.

1944
Référence : EURW.1 p.206

War ar memes tro, e teski ar vicher a noter ganin, hag a-benn da 25 bloaz, e c’halli kemer ma lec’h.

1944
Référence : EURW.1 p.209

Ar c’hazh penn du eta a glaske, a glaske hag a ruilhe botez war votez, ha ne leunie e gof nemet gant c’hwez al logod tremenet eno an devezhioù a-raok, p’edont o vont da glask ur vro all.

1944
Référence : ATST p.63

Ret e oa din eeunañ ma buhez war e hini : chom a rankjen er gêr.

1944
Référence : EURW.1 p.209

Eürusamant em eus gwasket war va imor ; panevet se em bije, warlerc’h an tri mil gurun, brevet an armel, dor hag all.

1944
Référence : ATST p.33

An Tad Jouan, kemeret e retred gantañ, eus Urzh Tadoù ar Spered Santel, a oa ivez ur c’haozeer dispar war istor kozh ar vro.

1944
Référence : EURW.1 p.209

An ti a zeuas da vezañ adarre teñval evel a-raok. Ha didrouz e vije bet, panevet e kleved ennañ ar voereb o klemm, an derzhienn-vras warni.

1944
Référence : ATST p.53-54

Em burev bihan, pleget war ar merkoù, war ar c’hontoù, ma spered a nij da lec’h all.

1944
Référence : EURW.1 p.210

Pe, ma oa deuet unan bennak da welout anezhi ken diwezhat-se, en dije skoet war an nor, ha goulennet digor.

1944
Référence : ATST p.50

— « C’hwi a zo diot ivez, Job, o klask un alc’houez en istribilh ouzh ur boentenn plantet war weled. Alc’houezioù an armili a vez kuzhet ouzh daoulagad an dud. »

1944
Référence : ATST p.33

Ha Job a skoe war washaat ha, dre ma skoe, e lavare : — « Ya pe nann, krediñ a rit bremañ eo Chann ? »

1944
Référence : ATST p.21

Da Lom e voe lavaret gant e c’hoarezed e oa gwelloc’h dezhañ chom war yun betek kreisteiz.

1944
Référence : ATST p.27

Na gredit ket emaon oc’h ober fae war va bro ; pell ac’hano.

1944
Référence : ATST p.10

— « Serromp an nor war ar gwele ! » eme Job. Mes kerkent ma voe fiñvet an dorioù, ar voereb a lavaras en he mored : — « O ! aer, aer din ! »

1944
Référence : ATST p.35

Hogen, klevet o doa un dra : al louzoù gwellañ evit degas ar c’housked da unan bennak e oa kontañ ha kontañ hep ehan ar memes tra, war ar memes ton.

1944
Référence : ATST p.45

— « Gwir eo, me a gousk ker mat, er mareoù-mañ ! Ne vefen ket dihunet gant ar bed-holl o tisac’hañ warnon. »

1944
Référence : ATST p.69

« Hor moereb a zo kozh, » a gendalc’he Job, « hag evit dezhi mervel hiziv pe warc’hoazh, an dra-se a zo ingal. Me ’zo sur ez eus mall warni mont ac’han[n]. »

1944
Référence : ATST p.75

« Ha ! ha ! bremaik e vo c’hoarzhadeg, » eme ar marichal, « bremaik e vo tapet Satanaz war e neizh. »

1944
Référence : ATST p.115

« Gwelloc’h eo deomp, Lom, lezel an afer-se a-gostez. Va bag a zo kollet marteze, ha c’hwi a zo saveteet. Na chikanomp ket war gement-se. »

1944
Référence : ATST p.110

A ! pebezh abadenn an diaoul neuze, d’an eur-se eus an deiz, war vord ar stêr ! Satanaz e-unan o vlejal e-leizh an ifern n’en dije ket graet muioc’h a drouz eget Lom o hopal er vag : — « Sikour ! Sikour ! Sikour din ! Beuzet e vin. O ! o ! »

1944
Référence : ATST p.108

« Ha bremañ, labouromp, Lom ! Sachit ’ta war ar gordenn. »

1944
Référence : ATST p.106

Me a lavaro lakaat ar c’hafe hag ar sukr war goch ar butun, hag en devezhioù-mañ, me a baeo va dle, gwenneg evit gwenneg.

1944
Référence : ATST p.103

« Hola ! hola ! » eme ar mevel bihan, en ur c’hoarzhin, » emañ ar vag o vont gant an dour !… Hola ! mont a ra war he c’hostez !!.. Hola !… ne chom ket ar roeñv en dour !… Hola ! paotr, n’out ket barrek war ar vicher. »

1944
Référence : ATST p.95

Job ha Lom en em gleve war gement poent eus [k]ement tra, war ar pemdez evel d’ar [S]ul.

1944
Référence : ATST p.26

Skediñ a reas he dent en ur vousc’hoarzh ouzh al lean, dre ma stoue he malvennoù war lufr teñval he daoulagad.

1949
Référence : SIZH p.37

Un harp a reas, e-tal ur prenestr, da sellout e-barzh ar « patio ». N'en doa ket mall diskenn. Perak, va Doue, e vije bet mall warnañ diskenn ?

1949
Référence : SIZH p.44

Daoust hag e oa anat war e dal ar c'hevrin a vleunie en e galon ? Pe ha gwelet e vije bet, diwar solier an ograoù, gant ur c'hloareg bennak ?...

1949
Référence : SIZH p.44

« El Monte » a oa anezhañ, war an uhel, en tu-all da [sic, "en tu all da"] wini ha da verjezoù alamandezenned an domani, ur gouelec'h kromm dizolo.

1949
Référence : SIZH p.43

Bet e oa ar skoliad, e-pad an enderv, war « El Monte », o toullañ douar en-dro d'ar plant pin d'o doura.

1949
Référence : SIZH P.43

- Me a zo a gostez ar mor, emezañ : - Gouzout a raen mat e oac'h « Gallego » (kalaikiad). Du-hont eo iskis an dud. Ha n'int ket a-ouenn ganimp, war am eus klevet. Mousc'hoarzhin a reas ar breur Arturo. - N'on ket « Gallego ». Me zo Breizhad.

1949
Référence : SIZH p.43

E-lec'h mont, avat, setu hi hag azezañ war ar skabell-bediñ, ha gant he dorn du-maneget diskouez ur plas d'ar breur Arturo en he c'hichen. - Azezit em c'hichen ! emezi.

1949
Référence : SIZH p.42

Santout a reas ur pik en e galon. Toc'hal a reas ez dereat, a greiz ar vali. Pa ne fiñve ket eben, e tostaas outi war e bouez.

1949
Référence : SIZH p.41-42

- Ma tegouezh ganeomp kejañ ganto, penaos ober, Tad, evit kaout an trec'h war verc'hed Eva ?

1949
Référence : SIZH p.41

Hogen pa’z eo gwir n’emañ ket war hon tro korf an touell, aesoc’h eo herzel, disteroc’h riskl an argoll… Daoust ma’z eus da ziwall er gouent zoken, rak an Diaoul a zo soutil, lies-stumm, diniver e widreoù !...

1949
Référence : SIZH p.41

Eva, ivez, a oa bet profet dezhi gant Doue koantiri ar bleunioù, ha, dre-se n’oa harz ebet d’he beli war Adam.

1949
Référence : SIZH p.40

An Naer a vije bet bihan e levezon war an Den Kentañ.

1949
Référence : SIZH p.40

Dibunañ a rae e frazennoù war un ton gorrek ha kompez, damstouet gantañ e valvennoù, pe, neuze, gant e selloù o parañ eeun en ho taoulagad.

1949
Référence : SIZH p.40

An Tad-Mestr a oa anezhañ un den war an oad, gouiziek war gement tra, a c'helle bezañ gouezet war an douar.

1949
Référence : SIZH p.40

N’emañ ket en e ae[z]. N’oar ket petra a c’hoarvez gantañ. Ur pouez a zo war e galon.

1949
Référence : SIZH p.39

Harpet war barlenn ar prenestr, tennañ a ra hir ar c’hrennard war e anal. N’emañ ket en e aes [aez].

1949
Référence : SIZH p.39

Na bras, na bihan, ha kuilh en he gwiskamant seiz du, hogen maouez penn-da-benn he c’horf, gant he roderezh kazhez lizidant, n’oa ket da reiñ dezhi ouzhpenn daou vloaz warn-ugent.

1949
Référence : SIZH p.38

Digor e oa an nor, du-se, war ar C’hornog, ha drezi e tiskenne betek an daroù koroll didrouz ur bann heol [bann-heol] melenik, - koroll an efl ha moged klouar ezañs ar gousperoù, - a lakae teñvaloc’h ec’honded an nev sakr.

1949
Référence : SIZH p.37

Gouhin he chupennig wenn, stardet en dargreiz vistr, a lakae splannoc'h puilhentez ar brennid balc'h, ur bonnner a rozenn liv ar gwad bev o flamminañ warnañ.

1949
Référence : SIZH p.66

N'eo ket barrek war ar benveg, rak stlejañ a ra war an ton, ken eo tristidik ha hiraezhus.

1949
Référence : SIZH p.65

- Diskiantoc'h egedon n'eus ket war an douar !

1949
Référence : SIZH p.65

- A wir galon vat ! Mont a rin, sur... Ha mar deu pompinenn Eva war va zro, - yaouank e oa ivez ar breur Alano ; c'hwezek vloaz bennak, - gant gras Doue, ha va botez-me e menez kêr-vrammoù hounnezh...

1949
Référence : SIZH p.62

- Feiz ! Mat ac'h eus graet, d'am meno, tevel war seurt darvoud.

1949
Référence : SIZH p.62

Gouzout a ran oc'h deut dirazomp gant ar menoz izelaat ho spered dre sachañ goap warnoc'h ; mes ur gentel a zo da dennañ diouzh hoc'h anzav.

1949
Référence : SIZH p.60

En amc'houlou emaint ; eñ, avat, a gouezh warnañ, diouzh an daou brenestr uhel houarn-barrennet, bannoù sklerijenn diwezhañ an deiz o vont da get.

1949
Référence : SIZH p.59

Eñvoriñ a reas al lili, divi dindan an heol, o vransellat [sic, vrañsellat] milzin gant an aezenn [aezhenn], war o c'horzennoù soubl-disoubl.

1949
Référence : SIZH p.58

Chom a reas krenn war e gaoz. Tro en doa amañ da silañ ar goulenn d'e c'hoant gouzout.

1949
Référence : SIZH p.57

Talvoudegezh espar e kave d'he fistilh lirzhin. Kement-se a oa diskenn diwar al leinoù, war e veno, da vevañ ganto, e-pad ur reuziad, e korn o oaled, buhez uvel, divennad, tud ar Bed... ha dastum ur prizius a skiant-prenet.

1949
Référence : SIZH p.57

Bez' ez eus, war a lavarer, dre ar bed bras, levrioù hag oberoù, a-vil-vern, hag ar [sic] zispleg ar gudenn fraez[h] hag anat, pa ne venegont nemet ar garantez... karantez ar c'hig... karantez an den ouzh ar vaouez, a lavare ur wech bennak ar breur Arturo.

1949
Référence : SIZH p.54-55

Hep mui koll amzer, e tegasas kaoz goloet war an dalc'h.

1949
Référence : SIZH p.52

Azezañ a reas ar breur Arturo war un tog-kolonenn, debret e gizelladurioù gant an amzer.

1949
Référence : SIZH p.53

Roue an dismantroù-se, a-hed ar sizhun, a oa Pepe gozh la Botella, un duardig sec'h ha kramennek, «anarquista » ha beg-chopin, bet skoet gant ar gras, ha troet da ever-dour war an diwezhadoù, pezh ne vire ket outañ da bec'hiñ, evel un Navarrad, ma oa.

1949
Référence : SIZH p.52

Hi an hini a'n em denn kuit, diwar c'hoari, evit stouiñ warnañ adarre, ouzh e atizañ, ouzh e cherisañ gant he blev war e dal, gant pennoù he divronn reut kinniget d'e vuzelloù, gant he melloù daoulagad oriad, gant holl fiñvoù ur c'horf yac'h, gwevn ha kaer.

1949
Référence : SIZH p.52

Ul lizher tener-gliz[h] !... Peogwir out barrekoc'h war ar meizañ eget war an ober, an dra-mañ ne zisplijo ket dit. Del ! Kemer !

1949
Référence : SIZH P.51

Ne vezez ket morse o tañsal ar « jota » e « La Zamorrana »? Anaout a rez « La Zamorrana » [']michañs, en tu-all d'ar pont war an Ebro. Dont a ri di ganin.

1949
Référence : SIZH p.50

- Pleustriñ a reomp war gement Levr Sakr a zo, war oberoù Prederouriezh ha Doueoniezh Doktored hor Mamm Santel an Iliz...

1949
Référence : SIZH p.50

Da gaeraat he c'hened, an abardaez-se, n'he doa Palmira netra nemet teir jenoflenn ruz war he c'halon.

1949
Référence : SIZH p.49

Ar breur Arturo, nac'het gantañ azezañ, a chome ouzh e sav, gant e skubellenn hag e zorch, dirak Palmira daoulinet war darenn-derez chapelig ar Rozera.

1949
Référence : SIZH p.49

Hag eñ, n'eo ket ar breur Celestino e oa. Gouzout a rae ober fae war galvoù ar c'hig. Eñ a oa anezhañ ur penn yen.

1949
Référence : SIZH p.49

Ha ne c'hwezhe ket feson un arne war beoc'h e ene ?... Habask n'oa ket mui...

1949
Référence : SIZH p.48

Sellout a reas ouzh al leandi. Krapet klok ouzh koad du tor ar menez, gwintet e oa, seurt ur c'hreñvlec'h, e gwirionez, war ur penn-tir, a-us da Viranda, a-us d'ar Bed.

1949
Référence : SIZH p.48

Ur froudig dour, tizh warnañ ha ragach d'e heul, a doulle e aroudenn [sic, "arroudenn"] dre[-]douez ar grouan hag ar mein, e-kreiz un naoz ledan aet da hesk daoust da zisheolienn ar pupli mistr hag uhel, a heulie, war an daou ribl, kammigelloù ar stêr tre betek un ode-venez, du-se.

1949
Référence : SIZH p.48

Ha neuze, pa oan bet e Burgos, o lakaat tennañ va foltred, e ti Harina, em boa gwelet, ouzh ar speurennoù, ur bern poltredoù merc'hed war o divskoaz noazh.

1949
Référence : SIZH p.47

Deut e oa bremaik ar breur Celestino war vegoù e dreid, a-dreñv e gein, ha, prim, en doa houpet e genvreur dre an dargreiz.

1949
Référence : SIZH p.47

E-lec'h chom da bleustriñ war e gentel, ur « Vuhez ar Sent », gant Bollandistiz [sic], er sal-studi, e oa pignet da aveliñ e benn en amc'houlou balzamek gwez tourmantin an dorgenn.

1949
Référence : SIZH p.47

Ha, koulskoude, ne sache ket mui ingal war e anal.

1949
Référence : SIZH p.47

AR PERSON -berr warnañ ha diaes dezhañ komz-

1960
Référence : PETO p81

Dalc'het 'm eus war ma zeod ha furoc'h ' oa, me gred, / Gant aon 've dav, un deiz, damantiñ 'vit an droug.

1960
Référence : PETO p33

Tri daol kreñv a zo skoet war an nor

1960
Référence : PETO p35

Ar gwallon aheurtet zo hep mar / D'an noblañs war dec'h pe vignon pe gar. / Beleg eveldout, hogen unan fall, / E skign dre ar vro brizhkredennoù dall.

1960
Référence : PETO p36

O ! Gaid Kêrlennou, maouez drouk, / Ganeoc'h moarvat on bet sammet, / Met n'hellan kilañ ur gammed / Anez war var lakaat ma goûg.

1960
Référence : PETO p38

Seurt tra alies a goust ker : / Ma c'hrediñ ' c'hellez war ma ger.

1960
Référence : PETO p52

Piv en dije lâret d'al lôn / Emaomp-ni warnañ o klask tu / D'en stlapañ pell en ifern don ?

1960
Référence : PETO p66

Ha fae a rez war ar Re Wenn / A stourm ouzh diaouloù en o roll / O kas d'o heul ar vro da goll ?

1960
Référence : PETO p79

Pa sellan ouzh an termometr a zo eno a-ispilh ouzh ur peul, e welan anezhañ, gwir eo, o verkañ 23 pe 25°C; e-pad an noz e rankan avat kousket gant ur pallenn gloan tev warnon, hag ur pallenn all ouzhpenn war va zreid.

1985
Référence : DGBD p33

A-dal dezhe, war ur gador vihan, ur skinweler a-vent gant un urzhiataer kozh a zo enaouet met ar re-se ne sellont ket ouzh ar skramm.

2015
Référence : EHPEA p11

Padout a ray e-pad meur a sizhunvezh pe meur a vizvezh, ha divizoù sklaer a sikouro ac'hanomp, sañset, da vont war-zu hor pal pennañ en ur bouezañ muioc'h-mui war hon enebourien.

2015
Référence : DISENT p71

An div all a zo en o gourvez er gambr e-kichen, war ur gwele daou, paret o sell war an doubl.

2015
Référence : EHPEA p11

Falc'hañ parkadoù OGK, distaliañ panelloù bruderezh, lazhañ arouezioù tredan ar stalioù, diskar pretioù Mac Donald, mirout na vefe skarzhet tud, laoskel loened bac'het da vont kuit, mirout ouzh ar chase war varc'h...

2015
Référence : DISENT p60

C'hoariit ar c'houblad amourouzien, an dremenidi prederiet, al labourerien o vont d'o labour gant pres warne... hag evel-just cheñchit ho look kuit na vefe tres splann ur "stourmer" warnoc'h -badjoù, piercing, stumm ho plev, dilhad disheñvel betek re...-

2015
Référence : DISENT p73-74

An amzer da dizhout ar mediaoù pennañ, deoc'h da jediñ an amzer o do ezhomm ar gazetennerien evit degouezhout war al lec'h ur wech boulc'het gant an obererezh.

2015
Référence : DISENT p75

M'emaoc'h o terc'hel sez sokial un embregerezh hag a zo kablus eus un dra spontus war dachenn an endro, eo ret d'an arvesterien, pe d'ar c'hazetenner deuet da dennañ ar poltred da glokaat e bennad, kompren ster an obererezh e-korf ul lajadig, a-drugarez d'ur skeudenn nemetken [...]

2015
Référence : DISENT p81

Gant an titouroù bet dastumet war an dachenn e vo tu da sevel ur raktres gwirheñvel d'an obererezh.

2015
Référence : DISENT p73

Note d'étude

En implij e oa c'hoazh e Eusa e 1909 an adstumm "òr" roet e 1732 evel stumm eus Goueled Leon gant Gregor a Rostrenenn. "Àr", evit e geloù, zo chomet bev-mat e rannyezh ar gevred betek hiziv. En em ledet eo "war/var", stumm ar genyezh, a Gerne da Dreger, etre ar poloù gwalarn ha gevred. S.o. "war-laez". ========================================================= Ur sell a c'haller ober ouzh pajenn an dornskrid e-lec'h ma kaver ar frazenn "Bennoezh Doue a bedan war ene breur Stefan" (fin ar XVvet kd) en un notenn eus ur blog : https://millefeuillesdebretagnesite.wordpress.com/2021/08/17/arret-sur-ymages-a-la-recherche-de-la-langue-bretonne-2/

Étymologie

Termen hollgeltiek da dostaat d'ar c'hembraeg ha d'an iwerzhoneg "ar", d'ar c'herneveureg "war", kenster gantañ.

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux