Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Variantes historiques ou dialectales attestées : 
1
Afficher les variantes

Définition :  Masquer la définition

I. Ar. A. (en egor) 1. En ardremez, en egor zo tro-dro (d'ul lec'h bnk.). En un devezhiad hu e voe lazhet daou-ugent bleiz war-dro Kemperle. War-dro an ti. N'int ket bet war-dro amañ. 2. E-kichen (ub., udb.). Edo en ur c'hoad el lec'h ma ne oa den war e dro. 3. Dont war-dro ub., udb. : e zaremprediñ. Chom a reas hep dont ken war-dro ar plac'h-se. Hennezh ned ae na war-dro an iliz, na war-dro ar beleg. [1944] Lavaret he deus deomp bremaik ne c’hoantae gwelout den o tont war he zro, hag, a-benn bremañ, sur he deus prennet ha sparlet he dor. 4. (db. an dilhad) Bezañ war-dro ub. : bezañ ouzh e wiskañ. Teuc'h e oa an dilhad a oa war ma zro. HS. dindan. B. (en amzer) 1. Nebeut amzer a-raok pe goude ar c'houlz-mañ-koulz. Peurvuiañ e savan war-dro pemp eur. War-dro miz Mae e oa c'hoarvezet. Dont a raint amañ war-dro mareoù dek eur. C. Tost da vat an niver, ar c'hementad a reer dave dezhañ. War-dro teir gwech ar sizhun an eil dre eben. War-dro pemp kant den a oa war al leurgêr. War-dro dek metrad hed eo ar chadenn-se. D. Dre skeud. 1. Ober war-dro ub., udb. : plediñ gantañ. Ober war-dro ar c'hlasoù brezhoneg. Ober a ra war-dro re a draoù. 2. Bezañ, dont, mont, ober war-dro ub., udb. : e brederiañ, e dresañ. Ar mezeg-se a veze alies war-dro tud skañvaet o spered. Noz-deiz e veze war e dro e-pad e gleñved. Goulennet em boa digantañ dont war-dro an horolaj. Ober war-dro ar chatal ar c'hezeg. 3. (goude un ak.) Termen a dalvez da c'heriañ ar pezh a denn an ober dezhañ. Paeet en deus an dispignoù war-dro an ti : an dispignoù a denn d'an ti. 4. (dirak un ak.) Bezañ anaoudek war-dro : gouzout diouzh. Anaoudek-tre e oa ma zad war-dro ar c'hezeg. II. Adv. A. (en egor) 1. En ardremez (ul lec'h bnk.). Ho kwelet a rin e kêr, pe war-dro. N'emañ ket war-dro, anez-se e vefe bet gwelet. [1877] Kaer a voe soniñ ar c’hloc’h ha gervel an dud, den na deuas war-dro. 2. Tro-dro (d'ub., d'udb.). Sellit war-dro pizh ! B. (en amzer) War-bouez nebeut. Ur paotr seitek vloaz pe war-dro. [1877] Edomp o vont a-biou Sante-Kroaz — e galleg Sainte-Croix, — pa en em gavas ganeomp, war an hent, un den oadet a hanter-kant vloaz, pe war-dro, kamm ha tort e fri, hag ul lagad luch en e benn. C. Tr. adv. WAR-DRO GANT UB. 1. War un dro gant ub. Ha ni da vousc'hoarzhin war-dro ganto. 2. A-gevret gant ub. Bez' e oa ur plac'hig war-dro gant an dud-se.

Exemples historiques : 
104
Masquer la liste des exemples

treiñ war-dro

1499
Référence : LVBCA p197, 204 (enuironner)

treiñ war-dro

1499
Référence : LVBCA p197 ('environner, tourner autour')

treiñ war-dro

1499
Référence : LVBCA p197 ('environner, tourner autour')

bezañ war-dro

1499
Référence : LVBCA p36, 204 (enuiron estre)

war-dro

1499
Référence : LVBCA p203 (enuiron)

32. Homañ a c'houzañvas marv en amzer an impalaer Maksentius, pe hervez un re arall Maksiminus an tirant, peheni a gomañsas regnañ war-dro an bloaz [eus] hor Salver tri-c'hant ha dek.

1576
Référence : Cath p25

treiñ war-dro

1659
Référence : LDJM.1 pg tournoier

war-dro

1659
Référence : LDJM.1 pg a l'entour, au tour

troidellañ war-dro

1659
Référence : LDJM.1 pg entourer, tournoier

war e dro

1732
Référence : GReg pg autour (de lui)

da deir eur pe war-dro

1732
Référence : GReg pg heure (Sur les trois heures.)

war-dro kourz lein

1732
Référence : GReg pg heure (Sur l'heure du dîner.)

kaer eo al lec'hioù war-dro Pariz

1732
Référence : GReg pg (les) environs (de Paris sont fort beaux)

al lec'hioù war-dro

1732
Référence : GReg pg environ (les environs)

war-dro daou-c'hant ez oamp

1732
Référence : GReg pg (nous étions) environ (deux cens)

war-dro teir eur

1732
Référence : GReg pg heure (Sur les trois heures.)

war-dro an ti

1732
Référence : GReg pg a l'entour

war-dro mil skoed

1732
Référence : GReg pg approchant

war hon tro

1732
Référence : GReg pg a l'entour

war-dro

1732
Référence : GReg pg approchant, circumcirca, environ (préposition)

war-dro c'hwec'h-kant

1732
Référence : GReg pg a

war-dro dek mil

1732
Référence : GReg pg a

war-dro an amzer-se

1732
Référence : GReg pg environs (ce tems-là)

ar pezh a zo war-dro

1732
Référence : GReg pg circonvoisin

neb zo war-dro

1732
Référence : GReg pg circonvoisin

war va zro

1732
Référence : GReg pg autour (de moi)

emeur war-dro ar prosez

1732
Référence : GReg pg affaire

war-dro

1732
Référence : GReg pg a l'entour, autour (aux environs)

àr-dro

1732
Référence : GReg pg autour (aux environs)

war-dro ar

1732
Référence : GReg pg autour (de)

war-dro an

1732
Référence : GReg pg autour (de)

àr-dro ar

1732
Référence : GReg pg autour (de)

àr-dro an

1732
Référence : GReg pg autour (de)

war-dro an ti

1732
Référence : GReg pg autour (de la maison)

war-dro ar voger

1732
Référence : GReg pg autour (de la muraille)

war ho tro

1732
Référence : GReg pg autour (de vous)

war-dro

1850
Référence : GON.II pg tôst (-da-vâd), trô, war (-drô)

Bodennoù koant a wez a zo war-dro d'e di.

1850
Référence : GON.II pg bôden (Il y a de jolis bosquets autour de sa maison).

Kantreet en deus a-hed an noz war-dro d'an ti.

1850
Référence : GON.II pg kañtréa (Il a rôdé toute la nuit autour de la maison).

kalz a amprévaned a gaveur wardrô d'al lenn-zé

1850
Référence : GON.II pg amprévan

Ret eo ober ur c'hae spern war-dro d'ar park.

1850
Référence : GON.II pg kaé (Il faut faire une haie d'épine autour du champ).

war-dro da

1850
Référence : GON.II p.57, Table des Prépositions composées, "autour de".

Ur c'hleuz nevez a rin war-dro d'am fark.

1850
Référence : GON.II pg kleûz (Je ferai une nouvelle clôture autour de mon champ).

Ur c'hloz a ra war-dro d'e di.

1850
Référence : GON.II pg klôz (Il fait une clôture autour de sa maison).

aet eo da vale war-dro an ti

1850
Référence : GON.II pg war (-drô)

er broioù war-dro

1850
Référence : GON.II.HV pg war (-drô)

Ar gwin a zo marc'had-mat war-dro da Bariz.

1850
Référence : GON.II p.61, livre second, "Le vin est à bon marché aux environs de Paris".

E-touez bugale 'n dud[,] an hanter, pe war-dro, / Da gannañ 'n hanter-all[,] treujoù keuneud a ro ; / En-dro dezho [ez] euz stignet droug.

1867
Référence : MGK p107

Al logoden diwar ar maez / Zo skouer d'ar re ned int ket aes, / Ned int ket aes war ar maezioù / Da chom hep dont war-dro 'r c'hêrioù, / Da ziskouez ez int tud diskiant, / O kaout o devezo arc'hant, / Dilhad kaer ha boued da vevañ / Evit treiñ ar vein da sec'hañ.

1867
Référence : MGK p129

« Va breudeur, emezañ, list ac'hanon ganoc'h / Ha na lavarit ket da zen ; / Me ziskouezo doc'h ur braden / Zo enni peuriñ a'r gwellañ ; / Ned eus he far war-dro amañ, / N'ho pezo ket a geuz. »

1867
Référence : MGK p42-43

Unan eus an alc'houedered : / En ur vont da ganañ : « ne bec'hin mui sant Pêr ! » / Betek an heol hag ar stered, / En doa ankounac'haet e oa, war-dro 'n hanter, / Aet en-dro an nevez-amzer, / Hep reiñ d'e galonig dudi ar garantez.

1867
Référence : MGK p51

« Klemm a rit hep abeg e teuan re abred ; / Ha n'ho peus-hu kant vloaz ? Kavit din-me, m'ho ped, / Un all war-dro amañ zo ker kozh ha ma'z oc'h ? »

1867
Référence : MGK p101-102

Edomp o vont a-biou Sante-Kroaz — e galleg Sainte-Croix, — pa en em gavas ganeomp, war an hent, un den oadet a hanter-kant vloaz, pe war-dro, kamm ha tort e fri, hag ul lagad luch en e benn.

1877
Référence : EKG.I. p.67

Kaer a voe soniñ ar c’hloc’h ha gervel an dud, den na deuas war-dro.

1877
Référence : EKG.I. p.231

Hag evit gwir, n'eo ket koll ar penn eo lavaret e teu galloud ur person, ur c’hure, da bareañ goulioù an ene, da bardoniñ ar pec’hedoù, da reiñ ar vadiziant, etc... eus a-berzh ur c’houarnamant hag a zo en e benn ur protestant marteze ha ne anavez ket eo ret kofes, pe un den disakret bennak ha ned a na war-dro iliz na war-dro beleg ebet, nemet pa vez oc’h ober pourmenadennoù en e rouantelezh, pe pa en em gav un nevezenti bennak gant e dud ?

1877
Référence : EKG.I. p.4-5

Un abardaez, war-dro peder eur dioc’h an noz, e kreiz ar goan, e voe gwelet soudarded, ganto o fuzuilhoù karget, o vont er-maez eus a gêr Lambal.

1877
Référence : EKG.I. p.37

Kerkent ha ma en em gavas ganto o galvas d’en em gelc’hañ en-dro dezhañ hag e lavaras dezho laouen ha goustadik : — N’eus den war-sav el leandi, na den all war-dro ; n’eus ket ur c’hi zoken da ziwall an ti.

1877
Référence : EKG.I. p.38

— Ar pezh a livirit a zo gwir. Va c’hredenn, va feiz, va c’houstiañs a zifenn ouzhin bale dre ar memes hent ganeoc’h ; her lavaret am beus dirak an holl en ti-kêr : c’hwi ne falveze ket deoc’h kemeret diganen an dilez eus va c’harg : abalamour da se on chomet hep mont war ho tro.

1878
Référence : EKG.II p.65

War-dro teir eur hanter, e klevjomp, war-dro Berven, an tennoù o vont en-dro, ken stank ha ker start, ma kavas deomp edod oc’h en em gannañ.

1878
Référence : EKG.II p.15

— Petra ? C’hoant hoc’h eus da lavaret ne rit ket a fae war ar Republik ? Koulskoude, n’oc’h bet nemet ur wech hepken e ti-kêr, un dervezh m’oac’h bet lakaet da sinañ e oac’h hanvet maer ; abaoe n’oc’h ket bet war-dro. Ha n’eo ket an dra-se ober fae war ar Republik ?

1878
Référence : EKG.II p.65

Ne vije ket bet ret bezañ kement-se war evezh, rak ne voe klevet netra nemet chilpadenn skiltrus al louarn o redet war-lerc’h ar c’had pe al lapin, hag hopadenn kañvaouus ar gaouenn war-dro maner Kervengi.

1878
Référence : EKG.II p.11-12

a-dro da

1904
Référence : DBFV pg adro

a-dro

1904
Référence : DBFV pg adro

Neuze, o tennañ a-dre an divrec’h anezhi ar mabig a luskelle, e c’horreas anezhañ keit hag he dremm, e pokas dezhañ ha, goude, ouzh e adreiñ d’e vamm, e lavaras : « Gra mat war e dro, rak enor hor Gouenn e vo un deiz da zont hag ar gwellañ harp anezhi. »

1923
Référence : SKET p.105

War-dro ar mor hag ar stêrioù ez eus un niver geunioù, douaroù-taouarc’h ha pradoù krenegellek.

1923
Référence : SKET p.125

Dre-se en deus dalc’het da vezañ, er Vroad Illur, gwarezour al loened-ti, hag e vez pedet hiziv c’hoazh e Galia gant an neb a ra war-dro chatal (1).

1923
Référence : SKET p.55

[H]ervez danevelloù bloaziek Iwerzhon, war-dro 1015 kent H. S. eo e tiazezas ar C’houezeled en Iwerzhon, hag un nebeud bloavezhioù diwezhatoc’h hepken e tigouezhas Predeniz (pe « Pikted »).

1923
Référence : SKET p.146 "Taolenn-amzeroniez evid istor ar Gelted".

C’hoazh e vez graet ganto bremañ, en enezennoù an Hanternoz, war-dro ar roeñvadegoù sakr hag al lidoù-azeuliñ.

1923
Référence : SKET p.123-4

Ur beurevezh, war-dro kreiz an hañv, edo Vindosêtlos dirak an ti-kegin o tigroc’heniñ ur maout da bred e dad hag e vamm.

1924
Référence : SKET.II p.37

ober en-dro da, ober war-dro

1924
Référence : SKET.II p.136 « Geriadurig », "S’occuper de, servir".

ober war-dro U.B.

1924
Référence : SKET.II p.136 « Geriadurig », "Soigner quelqu’un, s’occuper de quelqu’un".

E-pad ar goañv, war-dro Nedeleg, e veze peurvuiañ graet un taol-pesked : broged pe veilhi.

1925
Référence : BILZ2 p.122

War-dro mareoù seizh eur diouzh an noz e tegouezhis er gêr-benn, hag, hep daleañ e neblec'h, a [sic] kerzhis etrezek ar gar, hini Lyon, ar sac'h war va chouk. A-barzh ma kimiadis diouzh Pariz ez is da ober ur weladennig e kêr, hag o vezañ graet ur c'hofad stalioù e lâris yao ! En tren adarre. Kerkent ha m'edon degouezhet em bagon, e stagis da lenn hag a-greiz lenn e vanjen kousket. Huniañ mat a ris war ar bank-keinok, rak skuizh-marv edon.

1929
Référence : SVBV p8

arabat mont war-dro

1931
Référence : VALL pg (défense d')approcher (n'approchez pas)

anaout an ardremez war-dro ar gêriadenn

1931
Référence : VALL pg alentours (connaître les alentours du village)

mont war-dro unan bennak

1931
Référence : VALL pg aborder (qqn)

dont war-dro

1931
Référence : VALL pg approcher

mont war-dro

1931
Référence : VALL pg approcher

n'it ket war-dro

1931
Référence : VALL pg (défense d')approcher (n'approchez pas)

ned a war-dro iliz ebet

1931
Référence : VALL pg approcher (il n'approche pas de l'église)

ober war-dro

1931
Référence : VALL pg assister

war-dro kant lur

1931
Référence : VALL pg à peu près (cent francs)

war-dro ur c'hlañvour

1931
Référence : VALL pg auprès

war e dro

1931
Référence : VALL autour

war-dro

1931
Référence : VALL pg (air) ambiant, à peu près, autour

ardremez war-dro

1931
Référence : VALL pg (les) alentours

Sikour a reas he zad da ober war-dro paperoù ar Maerdi ; hag ur wech ar bloaz, da viz Eost, e veze hec'h ehan-labour ; mont a rae da Vontroulez da dremen un nebeut sizhunvezhioù gant he mignonez a galon Janed Orvoen, itron Gabriel ar Gag, o terc'hel ur vagazinn ed war hent kozh Plourin.

1944
Référence : EURW.1 p14

Siwazh, an hunvre ne badas nemet ar bloaz 1895 ; da ehan-skol 1896, ne oa Melia ebet ken war-dro Pont ar Gwin.

1944
Référence : EURW.1 p46

War-dro ar memes mareoù e teue da dremen o amzer vak da di o eontr da Gergarn, div c'hoar o chom e Pariz, an dimezelled Ar Gall.

1944
Référence : EURW.1 p46

Kaoz e [sic] oa war Arvor ar sizhun ail, eus ar « Roazhoneg » pe vrezhoneg Breizh-Uhel. Eman ar « roazhoneg » o teurel gwrizioù e kêrioù ail Breizh-Uhel. Tra vev eo ur yezh : kreskin hag ober berzh a ra, pa vez graet war he zro ; ha kivizan ha raervel. pa vez dilezet.

1944
Référence : ARVR Niv. 165

Ar barzh en doa ur vestrez anvet Maria B. hag a rae war e dro gant aked.

1944
Référence : EURW.1 p.147

An deiz-se, [L]un vintin goude pardon Landremel, Job a zihunas war-dro nav eur, ha Lom war-dro nav eur hanter

1944
Référence : ATST p.27

Lavaret he deus deomp bremaik ne c’hoantae gwelout den o tont war he zro, hag, a-benn bremañ, sur he deus prennet ha sparlet he dor.

1944
Référence : ATST p.39

— « Koulskoude ez eus labour ivez war-dro ar gêr. » — « Pep hini a oar petra en deus d’ober », a respontas Lom, krenn ha kras.

1944
Référence : ATST p.39

An dud a oa aketus war-dro Mari, ha netra ken.

1944
Référence : ATST p.83

« Dal, a lavaras an Aotrou Kont da Yann Gouer, sell aze ugent, tregont devezh-arat a roan dit d'ober war o zro. »

1944
Référence : EURW.1 p8-9

Dont a rae Jañ-Pier Gwichard, lesanvet « Kuch », da zrailhañ koad ; Kuch kozh a oa ivez ur c'honter-kaozioù eus an dibab : me a veze bepred war e dro, o c'houlenn digantañ ur baribolenn bennak.

1944
Référence : EURW.1 p19

Em iliz, den ne brof er plad ; / Nep kristen ganet war he zro. / Ha ma boujedenn zo ken plat / Ma n'eus ket paouroc'h 'barzh ar vro.

1960
Référence : PETO p28

En laoskomp 'ta, evel ma kar, / War-dro ar bleiz ' zo kastizet / Na noazo ket pa 'z eo tizhet.

1960
Référence : PETO p80

Ne chomis nemet pemp miz el lec'h-se koulskoude, rak war-dro miz Ebrel e tremenas dre eno un den hag am boa bet digarez da welout eno ur wech bennak c'hoazh, rak un dastumad fosilenned dezhañ a oa du-hont.

1985
Référence : DGBD p5

Ur soñj vat hor boa bet p'hor boa kroget, ha ni war-dro Ntoum, da lakaat ar re a veze dibrez da vont da glask delioù rafia, a vez "gwriet" da ober "koloennoù" da deiñ al lochennoù.

1985
Référence : DGBD p99

Eskopti Kemper a oa bet roet dezhañ da zigoll ar boan kemeret gantañ war-dro e gefridi.

2013
Référence : LLMM Niv. 399, p. 10

Met kredapl e vo ezhomm stourmerien all evit pouezañ peotramant tud gouest d'ober traoù ha n'eo ket barrek ar re gentañ d'ober -da skouer krapat, sevel ur film, ober war-dro ar mediaoù...-.

2015
Référence : DISENT p86

Vlasopoulos, abaoe pegoulz e reomp war-dro ar c'horfoù-marv a c'hortoz bezañ douaret en ur vered?

2015
Référence : EHPEA p31

Note d'étude

E 1732 e teu war-wel ar stumm rannyezhel "àr-dro", e geriadur Gregor a Rostrenenn.

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux