Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Définition :  Masquer la définition

I. Adv. A. (db. an dud) 1. [1732] En e sav, sonn war e dreid. Bezañ, chom war-sav. & [1732] War-sav prest. 2. Dre ast. [1877, 1909, 1944] En e sav goude bezañ bet en e wele, goude bezañ bet klañv war e wele. [1877] Kerkent ha ma en em gavas ganto o galvas d’en em gelc’hañ en-dro dezhañ hag e lavaras dezho laouen ha goustadik : — N’eus den war-sav el leandi, na den all war-dro ; n’eus ket ur c’hi zoken da ziwall an ti. [1909] War-sav emañ. [1944] Kerkent hag an deiz e oan war-sav, hag ez is da skeiñ war dor kambr ma mestr, war uhelenn ar C'hastell, en un ti nevez, dres dirak kolaj ar merc'hed yaouank. 3. Dre skeud. [1877, 1931] War evezh. [1877] Da vihanañ teñval e oa, n’oa den war an hent ; ne gleved netra nemet chas Plouared, chas ar C’hozhvarc’had hag ar chas all a-dro-war-dro oc’h harzhal, an eil ouc’h egile. Lakaet e oant bet war-sav gant an tennoù a oa bet e Plouared, ha bremañ o doa an aer da lavaret, dre o harzhadennoù, edo pep hini dihun ha war droad, o tiwall madoù e vestr. [1931] War-sav ! B. (db. an torosennadur) [1931] War sevel. Emañ an hent war-sav. II. Estl. 1. Troienn a dalvez da c'hourc'hemenn d'an dud sevel. [1944] Da c’hwec’h eur, ar c’hleron gedour a drompilhas an dihun, e pevar c’horn ar porzh meur. War-sav ! 2. Galv a dalvez da c'houlenn digant an dud kemer perzh en ur stourm. [1877] War-sav hag a-raok, paotred Breizh ! A-benn-herr war an dispac’herien ! Skoit gant o freier ha gant o filc'hier startañ ma c’hellfet ! & [1877] Emsavet. [1877] Me ne ran droug ebet deoc’h, ha ma esait ober droug din-me, a-barzh nebeut parrez Plougerne a zo war-sav, hag hini ac’hanoc’h ned ay e bev ac’halen.

Exemples historiques : 
13
Masquer la liste des exemples

war-sav

1732
Référence : GReg pg debout (droit, sur les pieds, à plomb)

war-sav prest

1732
Référence : GReg pg debout (debout, à l'erte)

war-sav

1732
Référence : GReg pg debout (droit, sur les pieds, à plomb)

war-sav

1732
Référence : GReg pg debout (droit, sur les pieds, à plomb) (debout, à l'erte)

Kerkent ha ma en em gavas ganto o galvas d’en em gelc’hañ en-dro dezhañ hag e lavaras dezho laouen ha goustadik : — N’eus den war-sav el leandi, na den all war-dro ; n’eus ket ur c’hi zoken da ziwall an ti.

1877
Référence : EKG.I. p.38

Me ne ran droug ebet deoc’h, ha ma esait ober droug din-me, a-barzh nebeut parrez Plougerne a zo war-sav, hag hini ac’hanoc’h ned ay e bev ac’halen.

1877
Référence : EKG.I. p.235

Da vihanañ teñval e oa, n’oa den war an hent ; ne gleved netra nemet chas Plouared, chas ar C’hozhvarc’had hag ar chas all a-dro-war-dro oc’h harzhal, an eil ouc’h egile. Lakaet e oant bet war-sav gant an tennoù a oa bet e Plouared, ha bremañ o doa an aer da lavaret, dre o harzhadennoù, edo pep hini dihun ha war droad, o tiwall madoù e vestr.

1877
Référence : EKG.I. p.129-130

War-sav hag a-raok, paotred Breizh ! A-benn-herr war an dispac’herien ! Skoit gant o freier ha gant o filc'hier startañ ma c’hellfet !

1877
Référence : EKG.I. p.282

war-sav emañ

1909
Référence : BROU p. 417 (il est levé)

war-sav !

1931
Référence : VALL pg alerte !

war-sav

1931
Référence : VALL pg ascendant

Kerkent hag an deiz e oan war-sav, hag ez is da skeiñ war dor kambr ma mestr, war uhelenn ar C'hastell, en un ti nevez, dres dirak kolaj ar merc'hed yaouank.

1944
Référence : EURW.1 p79-80

Da c’hwec’h eur, ar c’hleron gedour a drompilhas an dihun, e pevar c’horn ar porzh meur. War-sav !

1944
Référence : EURW.1 p.193

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux