ur sav
sav
Ar manac’h a dreinas a-bouez e vrec’h an hini kozh, ne esae ket enebiñ, betek ar penn pellañ eus an tiez a yoa chomet en o sav, e kouent Sant-A[l]bin, hag en ur zigeriñ dezhañ ur gambrig vihan : — Amañ, den kozh, n’eus ket c’hwez ar gwad : houmañ a oa va c’hambr-me en nozvezh m’oac’h digouezhet amañ da verzheriañ va c’henvreudeur.
« Ne veze ket roet boued dezhañ da zebriñ, hag ur sac’h goullo ne chom ket en e sav. »
Ur vaouez all he doa gwelet Satanaz, en e sav e beg ur wezenn ; ruz e oa penn-kil-ha-troad.
- Petra a lennit evit magañ buhez ho spered, reiñ sav d'hoc'h ene ?
Ar breur Arturo, nac'het gantañ azezañ, a chome ouzh e sav, gant e skubellenn hag e zorch, dirak Palmira daoulinet war darenn-derez chapelig ar Rozera.
Petra a lennit evit magañ buhez ho spered, reiñ sav d'hoc'h ene ?
N'oa ket bet troc'het ha didosennet holl c'hlastenenned an diribinoù, ha kalz eus platanenned diamzeret ar balioù aet da zouar fu a nac'he atav kouezhañ diouzh o sav.
Sellout a reas kurius, ouzh paotr e sae wenn, a chome en e sav dirazi, ha lavarout a reas, a-benn ur reuziad : - Penaos oc'h deut a-geid-all da ren ho puhez en ur gouent kastilhat ? Ne vourrec'h ket en ho pro ?
Er chapel, en e gador-geur koadengravet, e-pad eur ar prederiañ, e kouezhe e chink en e grubuilh. (...) - Breur Arturo, savit en ho sav ! eme mouezh sioul an Tad-Mestr. Munut e oa ar vezhekadenn, rak tro pe dro e veze lakaet ouzh e sav evel-se, betek koulz an oferennn, meur a zanvez-lean, re vignon d'e gousked.
Kentizh ha ma ’z oa aet an Impalaer hag e wreg d’o zoull e krogas ar c’hleron hag an taboulin da seniñ eus an eil penn al lestr d’egile, ha redek a reas pep den war vourzh d’ober diouzh e garg evit ar sav-eor [sav eor].
Edon ’ta o lenn er gwasked war ar pont pa stagas a-greiz-holl an oabl da gaoulediñ : « Dal ’ta, emezon, daoust ha keloù glav a vefe gant an amzer ? » ha me em sav, e-sell da ziskenn gant an diri war du va gwele, pa spurmantis er pellder, a-rez an dremmwel, un doare aezhenn vorlivet o sevel eus ar mor, o kreskiñ dibaouez hag o ledanaat muioc’h-mui, kement ha ken bihan ma teuas da stummañ evel un dinell divent, pe gentoc’h ur volzenn iliz, ha seul ma ’z ae an dra-se war vrasaat ha war frankaat, seul vuanoc’h e kemme he liv : gwenn-sin da gentañ, arc’hant goude hag a-benn ar ar fin ken ruz ha pa vije bet du-hont un tangwall eus ar skrijusañ oc’h ober e reuz.
N'eo ket war an dour emañ ken ar pelikaned-se o neuñv, nann, dre an aer eo emaint o ruzañ goustadik, troc'het dre an hanter; ar vag-hont, gant pesketaerien en o sav enni a nij ivez dre an aer, uhel a-zioc'h an dour.
Arabat e oa dezhañ fiñval : be' oa e vestr, ur metr koad pleg-dibleg en e zorn, o vuzuliañ anezhañ, hed, treuz, ha sav.
Dibabet em eus dont d'an eur-se a-ratozh peogwir e ouzon e vez o tourañ a-raok sav an deiz pe goude kuzh-heol, n'eo ket hepken en hañv en abeg d'an tommder met a-hed ar bloaz.
An akordonour enbroet, en e sav dindan baled ur stal traolioù evit an ti, en deus paouezet a seniñ hag a sell ouzh an abadenn.
Mots précédents
Mots suivants
savad