1. (db. ar benvegoù, an ardivinkoù, h.a.)
Efedus, talvoudus ober gantañ.
Ur benveg emsav (d'ober udb.).
2. A zegas splet.
N'eo ket emsav ober e-giz-se. Ar c'herc'h zo emsavoc'h eget ar gwinizh evit al loened. Emsav(oc'h) eo mont gant ar c'harr pa vezer pevar.
&
Trl.
Bezañ emsav da ub. ober udb. : bezañ spletus dezhañ e ober.
Emsavoc'h eo dit ober e-giz-mañ.
HS. emsavus, spletus.
3. (db. an dud)
Gouest, barrek (da ober udb.).
Daoust dezhañ bout pinvidik mat, n'en em gave ket emsav da zont a-benn ag ul labour ken bras.
&
Ent krenn
Sikour ac'h eus ezhomm ? Ne 'm eus ket, emsav on !
4. (db. ar sammadoù arc'hant)
N'eo ket dister.
« Pemp mil lur em eus gwerzhet ma c'harr kozh. » - « Ya, emsav eo. »
5. Trl. (db. al labour, an obererezhioù)
Bezañ emsav el labour, gant al labour : bezañ aet war-raok gantañ.
N'omp ket emsav e-barzh al labour.