Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
3
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. (db. ar benvegoù, an ardivinkoù, h.a.) Efedus, talvoudus ober gantañ. Ur benveg emsav (d'ober udb.). 2. A zegas splet. N'eo ket emsav ober e-giz-se. Ar c'herc'h zo emsavoc'h eget ar gwinizh evit al loened. Emsav(oc'h) eo mont gant ar c'harr pa vezer pevar. & Trl. Bezañ emsav da ub. ober udb. : bezañ spletus dezhañ e ober. Emsavoc'h eo dit ober e-giz-mañ. HS. emsavus, spletus. 3. (db. an dud) Gouest, barrek (da ober udb.). Daoust dezhañ bout pinvidik mat, n'en em gave ket emsav da zont a-benn ag ul labour ken bras. & Ent krenn Sikour ac'h eus ezhomm ? Ne 'm eus ket, emsav on ! 4. (db. ar sammadoù arc'hant) N'eo ket dister. « Pemp mil lur em eus gwerzhet ma c'harr kozh. » - « Ya, emsav eo. » 5. Trl. (db. al labour, an obererezhioù) Bezañ emsav el labour, gant al labour : bezañ aet war-raok gantañ. N'omp ket emsav e-barzh al labour.

Skouerioù istorel : 
4
Kuzhat roll ar skouerioù

emsav

1850
Daveenn : GON.II.HV pg amzaô

n'eus netra a vez ken emsav war ar maez

1850
Daveenn : GON.II.HV amzaô

emsav

1931
Daveenn : VALL pg avantageux

Ar pezh a zo noazus evit unan a vo emsav d'egile, hag er c'hontrol.

1985
Daveenn : DGBD p150

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial