Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. (gant ur bennlizherenn-dal alies) Aozadur - pe stroll aozadurioù - zo ennañ tud a ren an hevelep stourm, a gas war-raok an hevelep mennozhioù. An Emsav evit ar Peoc'h. An emsav brezhonek, breizhek. Un emsav iwerzhonat. & Ent strizh An Emsav : hollad ar strolladoù politikel, sevenadurel hag an hiniennoù a c'houlenn ma vo doujet ouzh gwirioù Breizh hag ouzh re ar Vretoned. Un Emsav kreñv war dachenn ar politikerezh. Delc'her bev spered an Emsav. 2. Emsavadeg. Emsav ar Bonedoù Ruz. [1955] [...] ar seitek a viz Here – deiz-ha-bloaz emsav ar Volcheviked [...].

Skouerioù istorel : 
8
Kuzhat roll ar skouerioù

Breuriezh ar Varzhed a zo krouet evit magañ, difenn, adsevel ha mirout ar spered hag ar glad keltiek ; sevel ar yezh, al lennegezh hag an ijinoù brezhonek ; diazezañ warne emsav ar vro ; mirout un ere etre Breizh hag an holl vroioù keltiek ; lakaat peoc'h hag unvaniezh etre ar Vreizhiz.

1909
Daveenn : REZI p.18

emsav

1931
Daveenn : VALL pg avantage

Petra bennak, kement hini ac’hanomp a oa genidik eus ur barrez pe ur c’harter a oa ur wiskamant vroadel gant an dud, a lakaas digas pe ober unan, ha d’ar Sul, e Roazhon, e veze gwelet paotred yaouank o pourmen dre ar straedoù gant giz Kemper, Leon, Pondi, an Oriant, Gwened. Se a vrudas an Emsav.

1944
Daveenn : EURW.1 p.144

Pa voe aet ar vrud e-touez izili an 'Union Régionaliste Bretonne' e oa troet ar gazetenn 'Résistance' da gas keloù eus an emsav nevez e teuas koumananterien ha lennerien a bep tu.

1944
Daveenn : EURW.1 p85

Holl gazetennoù Pariz a vrudas an "Emsav Chouanted" a oa bet en Alre, hag ar mallozhioù stlapet war ar ministr Combes hag e vevelien.

1944
Daveenn : EURW.1 p.207

Div wech er bloaz d’an nebeutañ, da gala-Mae hag ar seitek a viz Here – deiz-ha-bloaz emsav ar Volcheviked – e tremen dre al leurgêr Ruz, dirak pennoù-bras ar gouarnamant chomet hep bezañ kraouiet pe zistrujet, an holl soudarded o lojañ e Moskov hag er rannvro a-bezh, ha d’ho heul mareadoù diniver a dud.

1955
Daveenn : VBRU p.56

Disheñvel e vezo Gouel ar Brezhoneg ar bloaz-mañ eus reoù ar bloavezhioù tremenet. Un dremm nevez en devezo, par da hini an emsav evit yezh ha sevenadur Breizh ha ne baouez ket da vont war-raok.

1980
Daveenn : BREM Niv. 0, p.5

Neuze ur familh am eus bet, meur a hini : tud a iliz, ha bremañ an Emsav, hag an arme, a oa kentoc'h ur frammadur hepken, dre ziouer a garantez.

2007
Daveenn : KASTE p. 151

Ofis publik ar brezhoneg