Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. H.g. A. 1. Stad ub., udb. zo sonn. Bezañ, chom, mont, sevel en e sav, er sav. Lakaat ur peul en e sav : e lakaat sonn. & (kreñvaet gant an adv. pouez "sonn") Bezañ en e sav-sonn : bezañ sonn en e sav. & Ober udb. ouzh ar sav : sonn war e zivesker. Ar pedennoù a lavarer dalc'hmat ouzh ar sav. & Kousket eus e sav : war e dreid, en e sav. & Gwerzhañ ed diwar o sav : a-raok o mediñ. & (db. ar vezvierien) Ober un tammig sav : mezviñ. & Ne zeuy ket d'ar gêr en e sav : ne vo ket evit kerzhet, ken mezv e vo. 2. Doare udb. - ur c'horreenn, ul linenn dh.- a ya war-grec'h. Eno ez eus sav war an hent. DHS. grav. HS. krec'h. 3. Hed un den sonn war e dreid. Eñ zo a sav ganin : ken uhel ha me. Hi a oa sav mat dezhi : bras a-walc'h e oa. Savig a-walc'h zo gantañ. DHS. ment. HS. uhelder. 4. Trl. Lakaat sav dindan udb. : lakaat udb. all dindanañ evit ma vo uheloc'h. Lakaet ez eus bet sav dindan ar fornigell. & Lakaat sav gant udb. : e sevel uheloc'h. Me am eus lakaet sav gant ar voger. & Lakaat sav dindan ub. : e gas kuit, e zistroadañ. Lakaat sav dindan ar gouarnamant. 5. Trl. Diwar sav (un abadenn, un darvoud) : kerkent hag echu. Distroet eo diouzhtu d'ar gêr diwar sav an oferenn. & Ober udb. diwar sav : war ar prim, hep prientiñ netra. Sevel a ra gwerzennoù diwar sav. B. Dre skeud. 1. Tu a gaver da werzhañ ur varc'hadourezh. Kavout a ra atav sav d'e loened. 2. PEMDEZ (db. an dud) Klask sav : klask ub. da zimeziñ. Ar paotr-se zo o klask sav. 3. (db. an traoù) Klask, kavout sav (d'ur varc'hadourezh) : kavout ur prener, prenerien dezhi. HS. fred. C. 1. Sav-mouezh : obererezh sevel e vouezh, evit enebiñ ouzh ub. dh. 2. Taol-sav : eil taol en ur c'hoari (kartoù, h.a.) ma kresker ar skod. 3. Termen a implijer da elfenn gentañ e kenstrolladoù zo, anezho anvioù-gwan a dalvez da c'heriañ ar pebeilañ sevel-diskenn. Sav-diskenn : war-grec'h ha war-draoñ. Ar prizioù war al loened zo sav-diskenn d'ar mare-mañ. II. G. 1. Lec'h uheloc'h eget an douaroù zo tro-war-dro dezhañ. Pignet e oa war ar sav. [1877] Kas a reas ugent ac’hanomp, ha fuzuilhoù mat ganeomp, da guzhet a-dreñv ar c’hleuzioù, e sav Milin ar Stank, e tu Berven. HS. run, torgenn, tuchenn, uhelenn. 2. Gorreenn pe tremen war sevel. An diskennoù hag ar savioù. Na tenn eo ar sav. 3. Ober a dalvez da sevel udb., disoc'h an obererezh sevel. Graet hon eus ur sav malanoù pevar-ha-pevar. 4. Taol tennañ plouz berr. Hennezh zo eus ar c'hentañ sav : dibabet eo bet adalek an droiad kentañ. 5. Distro d'ar yec'hed. N'en deus graet sav vat ebet war-lerc'h e gleñved.

Skouerioù istorel : 
73
Kuzhat roll ar skouerioù

bezañ en e sav

1659
Daveenn : LDJM.1 pg (estre) debout

herzel en e sav

1659
Daveenn : LDJM.1 pg (se) tenir (debout)

herzel en e sav

1659
Daveenn : LDJM.1 pg hersel (en e sao)

sav

1659
Daveenn : LDJM.1 pg sao

en e sav emañ

1659
Daveenn : LDJM.1 pg (en e) sao (ema)

ezmañ en e sav-sonn

1732
Daveenn : GReg pg (il est tout) debout ( & à plomb)

ret oa bezañ en e sav evit dibriñ an oan a Bask

1732
Daveenn : GReg pg (il falloit manger l'Agneau Pascal tout) debout

en em derc'hel en e sa(v)

1732
Daveenn : GReg pg (se tenir) debout

bezañ en e sa(v)

1732
Daveenn : GReg pg (etre) debout

bezañ en e sav, ha diskabell, ha dizolo e benn

1732
Daveenn : GReg pg (etre) debout (et decouvert)

ezmaon em sav ; ezmaout en da sav ; ezmañ en e sav

1732
Daveenn : GReg pg (je suis, tu es, il est) debout

ezmaomp en hon sav ; ezmaoc'h en ho sav ; ezmaint en o sav

1732
Daveenn : GReg pg (nous sommes, vous êtes, ils sont) debout

ur sac'h goullo ne c'hall ket chom en e sav

1732
Daveenn : GReg pg (on ne peut se tenir) debout (se soutenir, sans manger. Proverbialement)

kousket eus e sav

1732
Daveenn : GReg pg (dormir) debout (dormir tout debout)

kousket eus e sav-sonn

1732
Daveenn : GReg pg (dormir) debout (dormir tout debout)

koñchoù a lakae un den da gousket eus e sav

1732
Daveenn : GReg pg (des contes à dormir) debout

dres en e sav

1732
Daveenn : GReg pg droit (debout)

en e sav-sonn

1732
Daveenn : GReg pg droit (debout)

eeun en e sa(v)

1732
Daveenn : GReg pg droit (debout)

ur sav

1732
Daveenn : GReg pg hauteur (Hauteur, petite colline.)

ur sav

1732
Daveenn : GReg pg hauteur (Hauteur, petite colline.)

savioù

1732
Daveenn : GReg pg hauteur (Hauteur, petite colline, p.)

savioù

1850
Daveenn : GON.II p.17, livre premier, "des levées".

sav

1850
Daveenn : GON.II p.17, livre premier, "levée".

sav-dir

1850
Daveenn : GON.II.HV pg chaoser

savioù-mein

1850
Daveenn : GON.II.HV pg saô (-mein)

savioù-mein

1850
Daveenn : GON.II.HV pg saô (-mein)

sav-main

1850
Daveenn : GON.II.HV pg saô (-mein)

sav loar

1850
Daveenn : GON.II.HV pg saô (-loar)

war ar sav emañ an ti

1850
Daveenn : GON.II pg saô, sav

chomit en ho sav

1850
Daveenn : GON.II pg saô, sav

savioù

1850
Daveenn : GON.II pg saô, sav

savioù

1850
Daveenn : GON.II pg saô, sav

sav

1850
Daveenn : GON.II pg saô, sav

sav

1850
Daveenn : GON.II pg sa, saô, sav

sav

1850
Daveenn : GON.II pg piñadek, sa, saô, sav, sével

An hoc'h diabafet / A sav krenn en e sav, / A lamm d'ar chaseer, 'pad m'edo o vizañ / Ur glujarig yaouank plafet war ur pengenn, / Ha, goude en teurkañ, a varv en e gichen.

1867
Daveenn : MGK p98

Sezar, ur c'hi mailh ha brudet, / Besk e lost ha rok e galon, / A voa lammet en e sav sonn / Tost d'ur c'honikl yaouank, hag outañ o sellet : / — « Din-me out, emezañ, e gurun o c'hourdrouz, / Ken a grenas en-dro al labousigoù keizh. »

1867
Daveenn : MGK p112-113

Ar manac’h, a yoa o lavaret e chapeled e penn ar c’huzh-heol eus al leandi, a yoa chomet en e sav, pa welas o tont war-zu ennañ, da glask goudor ha disglav, daou aotrou, unan yaouank hag unan kozh.

1877
Daveenn : EKG.I. p.55-56

Ar manac’h a dreinas a-bouez e vrec’h an hini kozh, ne esae ket enebiñ, betek ar penn pellañ eus an tiez a yoa chomet en o sav, e kouent Sant-A[l]bin, hag en ur zigeriñ dezhañ ur gambrig vihan : — Amañ, den kozh, n’eus ket c’hwez ar gwad : houmañ a oa va c’hambr-me en nozvezh m’oac’h digouezhet amañ da verzheriañ va c’henvreudeur.

1877
Daveenn : EKG.I. p.59

A-vec’h ma oamp savet en hor sav, goude hor pedennoù, ma weljomp o tont er c’hraou mab koshañ Jañ-Mari hag e verc’h, kel laouen hag an heol.

1877
Daveenn : EKG.I. p.77

Den nad ae war-dro an iliz, nemet a-wechoù unan bennak da c’hoarzhin pa wele Loull ar Bouc’h, mezv-mik-dall, bec’h dezhañ o chom en e sav, oc’h ober an neuz da esa lavaret an oferenn.

1877
Daveenn : EKG.I. p.87

Pa en em gavas Erwanig dirak an nor, e chomas krenn en e sav, ha ne lavare ger.

1877
Daveenn : EKG.I. p.148

Mes e Montroulez [ez] eus bet tud a feiz, tud a galon a-hed ar wech. An holl en em savas a-enep an dispac’herien, hag iliz Itron-Varia-ar-Vur a chomas en he sav.

1877
Daveenn : EKG.I. p.156

An dud diwar ar maez, avat, a chome sonn en o sav, o zok pe o boned war o fenn, en ur farsal, en ur c’hoarzhin, en ur vadinat evel pa vijent bet o sellet ouc’h ur "guriozite" bennak.

1877
Daveenn : EKG.I. p.178

Kement a ranked da ober a oa merket penn-da-benn. Lavaret e oa peur bale, peur ehanañ ; peur mont a-raok, peur dont a-dreñv ; peur chom er sav, peur mont war bennoù an daoulin ; peur e oa krial, peur e oa serriñ ar ginou.

1877
Daveenn : EKG.I. p.177

Kas a reas ugent ac’hanomp, ha fuzuilhoù mat ganeomp, da guzhet a-dreñv ar c’hleuzioù, e sav Milin ar Stank, e tu Berven.

1877
Daveenn : EKG.I. p.275

An Ao. 'n Eskob en em hastas d'er sevel en e sav en ur ouelañ hag o soñjal pegen dister ec'h en em lakae un den ker santel.

1889
Daveenn : SFA p120

Bezomp ive[z] fiañs er Mestr Hollc’halloudus a zalc’h en he sav hon bro Beizh-Izel [sic], koulz hag ar bedoù diniver a ruilh dre an oabl. Pedomp, dreist-holl Santez-Anna-Wened n’he deus biskoazh distroet he skouarn diouzh pedennoù he Bretoned.

1898
Daveenn : KZVR Supplément à la Croix des Côtes-du-Nord du dimanche 30 janvier 1898, p.1

Sav en da sav

1909
Daveenn : BROU p. 417 (lève-toi)

lakaat sav gant ar vilin

1909
Daveenn : BROU p. 417 (appuyer sur un levier qui écarte ou rapproche les meules; opposé à lakaat gouzi; se dit aussi au jeu de galoche, losqu'on recommence le coup en augmentant l'enjeu), p. 437 (Baisse. Lakaat gouzi gad ar vilin, faire jouer le levier pour rapprocher les meules. Opposé à lakaat sao)

Hag e savas Adaqi en he sav, hep lavarout grik, ha gant he daouarn hec’h-unan e reas ur mell keuz.

1923
Daveenn : SKET p.36

Ezhomm ebet dezho sevel en o sav, pa vezent en o c’hoazez, ha dilec’hiañ da vont d’o c’herc’hat ; anezho o-unan e teue ar binvioù daveto.

1923
Daveenn : SKET p.76

Pe vev pe varv, pe em sav pe gouezhet, e kasin an dreizhadenn da benn en noz-mañ, hag e rin !

1924
Daveenn : SKET.II p.46

Ar plac’hig kozh, savet en he sav, an daeroù o ruilhañ war he divjod a roas ur pok d’ar vamm, serriñ a eure dezhi he daoulagad.

1924
Daveenn : BILZ1 Niverenn 37, p.810 (Miz Genver 1924)

Eno eo e kavas Velia anezhañ, ez noazh en e sav dirak an tan, oc’h astenn e bennig ouzh ar flamm.

1924
Daveenn : SKET.II p.35

Ha dirake, a-zehou, Roc’h-al-Laz [Roc'h Hallaz] sklêrijennet eus o zu, evel ur peulven en e sav, a save e benn a-us d’al Lev, uhel, hag he zroc’he e daou rann.

1925
Daveenn : BILZ2 p.124

C'hoari galoch, pe c'hoari pezhioù. Ar galoch a oa un tamm koad en e sav ; ar pezhioù a oa pladennoù houarn graet gant ar marichal, pe aliesoc'h, d'ar vugale, mein-to benet ront.

1944
Daveenn : EURW.1 p22

Ur vaouez all he doa gwelet Satanaz, en e sav e beg ur wezenn ; ruz e oa penn-kil-ha-troad.

1944
Daveenn : ATST p.80

« Ne veze ket roet boued dezhañ da zebriñ, hag ur sac’h goullo ne chom ket en e sav. »

1944
Daveenn : ATST p.86

Kadorioù ha bankoù a oa en tu 'raok, ar bobl en he sav en tu 'dreñv.

1944
Daveenn : EURW.1 p70

An hini kondaonet d'ar bara sec'h a chome 'n e sav 'kreiz ar refektouer keit ha ma oa ar re all o leinañ.

1944
Daveenn : EURW.1 p40

N'oa ket bet troc'het ha didosennet holl c'hlastenenned an diribinoù, ha kalz eus platanenned diamzeret ar balioù aet da zouar fu a nac'he atav kouezhañ diouzh o sav.

1949
Daveenn : SIZH p.52

Petra a lennit evit magañ buhez ho spered, reiñ sav d'hoc'h ene ?

1949
Daveenn : SIZH p.56

Sellout a reas kurius, ouzh paotr e sae wenn, a chome en e sav dirazi, ha lavarout a reas, a-benn ur reuziad : - Penaos oc'h deut a-geid-all da ren ho puhez en ur gouent kastilhat ? Ne vourrec'h ket en ho pro ?

1949
Daveenn : SIZH p.45

Er chapel, en e gador-geur koadengravet, e-pad eur ar prederiañ, e kouezhe e chink en e grubuilh. (...) - Breur Arturo, savit en ho sav ! eme mouezh sioul an Tad-Mestr. Munut e oa ar vezhekadenn, rak tro pe dro e veze lakaet ouzh e sav evel-se, betek koulz an oferennn, meur a zanvez-lean, re vignon d'e gousked.

1949
Daveenn : SIZH p.39-40

- Petra a lennit evit magañ buhez ho spered, reiñ sav d'hoc'h ene ?

1949
Daveenn : SIZH p.56

Ar breur Arturo, nac'het gantañ azezañ, a chome ouzh e sav, gant e skubellenn hag e zorch, dirak Palmira daoulinet war darenn-derez chapelig ar Rozera.

1949
Daveenn : SIZH p.49

Kuitaat a ra an ofiser hag ar serjant ar sal, e keit m'o salud ar soudard, sonn en e sav, o stokañ e seulioù an eil ouzh egile.

1960
Daveenn : PETO p41

Hogen, pa vin-me eet e-biou, / Pa n'em eus ken na marc'h na bioù, / D'am arrebeuri ' gavoc'h sav.

1960
Daveenn : PETO p65

N'eo ket war an dour emañ ken ar pelikaned-se o neuñv, nann, dre an aer eo emaint o ruzañ goustadik, troc'het dre an hanter; ar vag-hont, gant pesketaerien en o sav enni a nij ivez dre an aer, uhel a-zioc'h an dour.

1985
Daveenn : DGBD p84

An akordonour enbroet, en e sav dindan baled ur stal traolioù evit an ti, en deus paouezet a seniñ hag a sell ouzh an abadenn.

2015
Daveenn : EHPEA p15

Dibabet em eus dont d'an eur-se a-ratozh peogwir e ouzon e vez o tourañ a-raok sav an deiz pe goude kuzh-heol, n'eo ket hepken en hañv en abeg d'an tommder met a-hed ar bloaz.

2015
Daveenn : EHPEA p239

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial