sav
sevel an daoulagad
sevel dreist ar re all
sevel un all
sevel un dra
sevel a ra ur gor
sevel un abid
ann alc'houédéred a zâv huel meûrbéd enn éar
savi
Evit klask ul louzoù a-enep ar c'hleñved, al leon en e ali, 'lavaras d'al loened : - "Me gred, va mignouned, e vezimp stropet-holl evit hor pec'hejoù; pep rumm a yelo da goll, Ma ne deomp a-benn da sevel ouzh ar groug an torfedour brasañ , pennabeg eus an droug. Evel-se marteze 'torro nerzh ar c'hleñved, Ag unan o vervel, d'ar re all 'teuy yec'hed"
Anezhi 'rejont goap; nemet re a beadra er parkeier ne oa. Deuet glas ar ganabeg, ar wennili ouiziek 'lavaras a-nevez d'al laboused disent, penn-skañv ha dievezh : tennit 'ta breunenn ha breunenn, ar pezh a sav war pep greunenn, pe ez afoc'h hep mar da goll, hep na chomo unan a gement ma'z oc'h holl.
An azen, deuet e dro, a lavar evel-henn : "Ned eus ket pell, soñj am eus, ur wech, en ur dremen, Dre ur prad glas a oa, me 'gav din, d'ur manac'h, An naon, ar geot flour ha, m'en diskuilh hep nac'h, Dre ali Paol gornek o sutal em fenn sot, e peurjon er prad-se ledander va zeod. Me n'edon ket em zra, evit lavaret gwir. Diouzhtu e voe ar vlej war al loen blevek hir. Ur bleiz, den a studi, a ziskouezas displeg e oa deuet ar c'hleñved diwar ar skouarneg, hag e tleit, 'mezañ, sevel hed e livenn Al loen-se divalo, rognek-fall, diskroc'hen. Laerezh tra e nesañ, ne oa gwashoc'h torfed ! Nemet dre ar marv ne vije ket gwalc'het ; ur vezh e oa e welet : d'ar bed-holl evit skouer 'Oa ret e vije roet. Lazhet e voe ar c'houer.
Kerkent ha ma lavar ar beleg ar c’homzoù kentañ-mañ eus an oferenn : "Introibo ad altare Dei", kant ha kant mouezh all a sav dudius ha kalonek war-zu an eñv en ur ganañ kantik an oferenn a ganed er mareoù-se : Ofromp da Zoue ar sakrifis, Ne zo netra a ger kaer priz Eget Jezuz krusifiet En oferenn reprezantet.
Er bloaz 1815, p’en em savas adarre ar vro a-enep Bonapart, distro a enezenn Elb, an Aotrou marquis [sic] de la Boëssière, en doa hen anavezet mat e-pad an dispac’h bras, a lavaras da unan eus e dud, a deue da Vro-Leon, mont da ober e c’hourc’hemennoù d’e vignon Visant Kaer, en doa ken alies roet bag dezhañ da dreuziñ ar mor.
Tan-gwall - Ar pemzek deus ar miz-mañ, an tan a zo bet krog en ti an itron Pichon. ‘Barzh ar c’hrignol eo e krogas, da gentañ, o teviñ bernio[ù] greun a oa bet lakaet eno. Ac’hane e savas dre an doenn hag e tiskaras ane[zh]i. Gallet e [v]oe harz ane[zh]añ da grigiñ ‘barzh an tier all. Be[z]añ zo bet, koulskoude, meur a goll.
Kement-mañ c’hoazh a glot dereat-tre gant ar pezh a lavar hor c’hanennoù hag hon danevelloù eus meurded, kened ha sioulded al lec’hioù glasvezus-hont ma voe ganet Manos ha Bena ; an deliaoueg digenvez ma tremenjont o bugaleerezh dienkrez hag o yaouankiz ; ar gouelec’hiou bleuñvek m’en em garjont ha ma savjont enno engroez o mibien hag o merc’hed ; ar c’hoadoù ma weljont o tremen, ur wech ha pevar-ugent lerc’h-ouzh-lerc’h, koroll ar pevar c’houlz-bloaz ; ar gwezegoù e-lec’h a-nebeudoù, a viz da viz, a noz da noz, e kannder ar beurevezhioù, e sioulder ar c’hreistevezhioù, e ruzder an abardaevezhioù, e tibunas red o buhez.
E gerent hag e vignoned en em c’hronne war e dro da reiñ dezhañ gourc’hemennoù : « Digor da ene d’al levenez holl-zistrafuilh, emezo ; rak setu emaout digouezhet e lec’h ar Peur-ehan, ma vez kaset da vat pep taol ennañ aes ha diboan, ma teu pep tra digoust-kaer, ma na sav harz ebet ouzh kammedoù ha mennad mab-den. »
Herr bras a sav war gas an dour.
— Ya, aotrou person. — Evelato savit anezhañ en doujañs [a]n Aotrou Doue. — Ya, ya, aotrou person. — Ha gras dezhañ na heulio ket roudoù e berc’henn ! Grit dioutañ, dre ho kelennadurezh, ar pezh n’eo bet nag e dad nag e vamm. — Kalet ar blanedenn, aotrou person ! — Petra a fell deoc’h !… Pep hini ac’hanomp a steu e hini, dindan dorn ha skoazell an Aotrou Doue.
Stagit eus groñch Saig un troc’had barv, louet ivez, ledan evel ur bal, rust evel sekrep, hir ha fonnus evel foenn er prad dourek ; ur jod dezhañ, peurvuiañ e jod kleiz, koeñvet gant ur chik ken tev hag ho piz-meud, ha, pa'm bo lavaret deoc’h penaos den biskoazh na glevas Saig Jelvest, memes e-kreiz ar gwashañ degouezh, o sevel e vouezh ur wech uheloc’h eget eben, ec’h anavefet perc’henn ar Gwennili kerkoulz ha me.
sevel uheloc'h e karg
sevel
sevel an eor
sevel er vann
aze e savan ganeoc'h
savet
Ur skouer dispar eo eus ar c'hartennoù resis a c'heller sevel diwar ar sontañ dre an heklev.
Ma savje e spered unan bennak ar youl da lenn al labourioù hon eus meneget, da vont donoc'h er c'hudennoù eget ar re all, hor befe diwezhatoc'h marteze al levenez da welout ur Breizhad o vrudañ e Vro dre wellaat hon anaoudegezh eus ar Bed war ar poentoù-se. Ha neuze ne vije ket difrouezh hol labourig.
-« Ul lizher-kelc’h, emezon-me, a-berzh ar ministr Traoù an Diabarzh, a zifenn ouzh ar veleien implijañ ar brezhoneg en o sarmonioù hag er c’hatekizoù. Daoust ha gouzañv a raimp hevelep dismegañs ? » -« Nann, nann, » a youc’has ar bobl en ur vouezh. « Hag ali oc’h holl da sevel hor mouezh, ha da nac’h sentidigezh ? » - « Ya, ya » a huchas ar bobl.
Mari a savas war he c’hoazez. — « Ouf ! » emezi, « n’on ket evit chom e repoz. »
Job eta, pa voe debret gantañ e bred, a savas diouzh taol, hag a gemeras hent ar porzh, en ur lakaat en e c’henou ur moñsad butun karot.
Hag, an eil goude egile, e savent o mouezh hag e krozent hag e yudent.
Gortoz a reas ur pennadig mat. Unnek eur a oa gant an heol, un den a oa o vale en hent ; Job a savas e benn.
« Chomit amañ ! » a lavaras ar marichal, « me a yelo va-unan da zilojañ Satanaz, ha da deurel dreist e benn al lerenn-mañ ["lêrenn-mañ"]. » Hag ar marichal a ziskouezas al l[ê]renn en doa degaset gantañ hag a servije dezhañ, er c’hovel, da sevel treid ar c’hezeg evit o houarnañ.
Da zibenn 1871, kamp Conlie a voe stlabezet, ha ma zad, c'hoant dezhañ brezeliñ hag ober un dra bennak a dalvoudus [sic, dalvoudegezh], a yeas gant e gompagnunezh da ginnig e servijoù d'ar jeneral Cathelineau, a oa o kemenn en Añje war ur c'horf savet gantañ, e anv « Les Volontaires de Cathelineau », stag ouzh arme al Loire.
E oa ur genseurtiezh Breizhiz vrudet, a anved Anatol ar Braz, Charlez Ar Govig, Loeiz Tiercelin, René de Kerviler, René Grivart de Kerstrad, Léon Durocher, o kinnig sevel ur gevredigezh nevez gant un anv nevez : 'régionaliste' ; ar gevredigezh-se a vije badezet « Union Régionaliste Bretonne », he mennozh : saveteiñ Breizh a oa o vont da veuziñ evel gouenn ha bro ; saveteiñ war un dro ar yezh en ur adlakaat en enor an teatr pe c'hoariva poblus.
- Breur Arturo, savit en ho sav ! eme mouezh sioul an Tad-Mestr.
Sevel a reas ar bederez he fenn.
Ober a rae Palmira ur prenn d'he muzelloù : edo o sevel da vont kuit.
Avi a savas er breur Arturo a fiziañs disaouzan e geneil.
N'eo ket al lean a bede, n'eo ket ar barzh a gane. Savet a oa un den all er breur Arturo; un den dianav, a lakae an daou all da souzañ.
N'eo ket gant al langiz [sic, langis] e oa ar breur Arturo, gant an hiraezh, ar c'hleñved-se, a vez kemennet d'ar gloer yaouank disfiziout dioutañ, peogwir e sav diwar an Drouk-Spered.
Klozet ganti he daoulagad, flastrañ a reas he diweuz gant un dic'hwezhadenn drivliet, war genou Hor Salver. Hag e savas da vont.
Tennañ a reas un dic'hwezhadenn. Diwisket he devoa ur vanegenn. He gwalinier a daolas skleuroù. Ar breur Arturo a selle ouzh he brennid o sevel hag o tiskenn, hervez anal ar vaouez.
Ar paotr a save d'e fronelloù frond pounner al lili hag an elestr voulouz a wiske al leurenn en he fezh, gant o fetis a ballenn liesliv.
A-raok mont da ziboultrañ an aoterioù eta, ar breur Arturo a oa savet c'hoant dezhañ en em gempenn ivez. Un drugar a oa dezhañ an dour o tiflukañ, yen hag herrus - miz Mae n'oa ken - dre e gorzhenn [sic « gorzenn »] houarn, el laouer vaen, diouzh kalon an douar.
- « Jezuz Dios ! » Ur c'hwenenn !... Sevel a reas prim he broz (sic) du, hag hi d'ober ur skrab trumm d'he glin dehou, an hini tostañ d'al lean. Noazh ha gwenn e oa ar c'hofkar (sic, ar c'hof-gar), neuziet-blot. Difoupat a reas ar gwad da benn ar paotr, ha dont a reas ruz betek e c'houzoug, dre ma stoue e valvennoù gant elevez.
Sevel a reas ar paotr e zaoulagad, ha kejañ a reas e sell gant bizaouenn bounner he skouarn vunut, ha gant un uhel a grib olifant, o vousluc'hañ dindan rouedenn ar vantilh, en he blev du-pod.
Sevel a ra da vont d'ar prenestr.
Doare mat da gregiñ gant ur veaj, kaout droug-mor en ur sevel eus e wele en devezh kentañ diouzhtu !
E 1967 e voe kaset e-maez ar vro 62 000 tonellad kaoutchouk[g], hag e 1970 e savas da 67 000.
Da ziwezhañ ez eus fellet din komz diwar-benn an dra-se pa'z eo gwir ez eo alies ar goulenn kentañ a vez savet ouzhin
Sevel enselladennoù keodedel war tachennoù e-lec'h ma vez tennet misiloù nukleel.
Kelc'hiadoù tud, didrouz pe pas, kerzhadegoù diouzh an noz gant etivi, sevel leurenn un torfed e-giz ma vez gwelet er Stadoù-Unanet bevennet gant ur seizenn-surentez...
Ar "stourmerien-furlukined"-se a c'hall disentiñ a-wechoù, pa vez anv da dremen ur stankell savet gant ar polis da skouer.
Gallout a reer ober goap ouzh an enebourien oc'h ober van da sevel a-du gante met en un doare lu, en ur vont kalz re bell ganti, evit sikour an dud da gompren e vez diskuliet tra pe dra e gwirionez.
Laouenaat a ray neuze rak, ma savan e karg evit gwir, ne vo ket ret dezhi ken kontañ an arc'hant gwenneg ha gwenneg bemdez.
Evit a sell ouzh ar vraventez ez eo koulz ha Koula met evit a sell ouzh an hoalusted e tenn kentoc'h d'un tamm prenn. "E-barzh emañ," a lavar din teuc'h, hep sevel he fenn, pa dremenan dirazi, pezh a zeu da stardañ ma deznaou.
Met kredapl e vo ezhomm stourmerien all evit pouezañ peotramant tud gouest d'ober traoù ha n'eo ket barrek ar re gentañ d'ober -da skouer krapat, sevel ur film, ober war-dro ar mediaoù...-.
Un nebeudig tud o deus savet anezhi [anezhañ, raktres an obererezh] dija.
Pa vez raksoñjet er frejoù-se ez eus tu d'en em aozañ o sevel sonadegoù skoazell da skouer [...]
An eil re [skeudennoù] war-lerc'h ar re all a vo evel rannoù un teulfilm skrivet ha savet war-eeun ganeoc'h...
Evel-se [gant bezañ hardizh] e vo miret ouzh goulennoù diaes a c’hallfe bezañ savet gant un den en degemer, ur vijil pe ur poliser bennak, dreist-holl ma seblantit bezañ e kreizig-kreiz ur gaozeadenn ouzh ho pellgomzer-hezoug…
Ne vint [obererezhioù zo] ket lakaet e pleustr nemet goude bezañ savet hor mouezh ha klasket tabutal gant doareoù hengouneloc'h d'ober.
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
sevel