Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. Oberiadur sevel udb. Ker eo koustet dezho savadur ar pont. 2. Tra savet, dh. dre genstrollañ start dafar a bep seurt war un diazez kalet. Bremañ e vez annezet kalz kêriz e savadurioù uhel. Ur savadur kozh eo ar c'hoc'hu-se. 3. Savadur (2) a dalvez da zegas koun eus un den meur pe un darvoud brudet. HS. monumant.

Skouerioù istorel : 
13
Kuzhat roll ar skouerioù

savadur g.

1923
Daveenn : SKET p.190, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "édifice".

savadur

1931
Daveenn : VALL pg batiment, batisse

Beuzet eo e Breizh savadurioù ar marevezhioù-se : daou grommlec'h Er Lannig er Mor Bihan ; taolioù-maen Kereial e Stêr-Vono (e-kichen an Alre) ; maen-hir Rozkarno e Stêr Bont 'n Abad ; maen-hir Leskonil ; maen-hir Lilia (Bro-Leon) ; taol-vaen ar Rochoù Bras e-kichen Ploueskad.

1943
Daveenn : TNKN p20

Tre en tu all d'ar savadurioù, ar sal gorfembregerezh, ar perzhier da c'hoari hag ar jardinoù.

1944
Daveenn : EURW.1 p48

Ar post ged : ur gael houarn, ur porzh divent etre tri savadur a bevar estaj, mildoullet a brenestroù, a weled enno pennoù kurius an henaourien o c’hoarzhin goap d’ar « bleuien ».

1944
Daveenn : EURW.1 p.192

An trepasioù a zo koaret ken e luc'hont ; an dortoueroù a zo sklaer gant e-leizh a brenestroù ; ar solieroù a zo uhel wintet ha ne waskont ket war ar chouk, evel re savadurioù kozh-kozh kolaj paour Gwengamp.

1944
Daveenn : EURW.1 p48

Un hent, savadurioù ar mererezh : ti ar gouarnamant, ar post, ti an orjalennoù dindanvorek, al lez-varn, ar maltouterezh, ar marc'had ; un iliz ; ha tiez-koñvers gant o lizherennoù kevrinus evit an neb a zo o paouez douarañ : C.E.C.A., S.E.A., S.H.O., C.F.A.O., hag all ; daou di bank ; un ostaleri ma red enni hep damant bep abardaez ar champagn, ar pernod hag ar whisky ; geoteier bras o c'holo kompezennoù traezh koulz lavaret hep an disterañ bruzhunenn[sic] douar bev.

1985
Daveenn : DGBD p27

Dres el lec'h-se e oa ur mell savadur trist, ar stlez anezhañ bountet war valir er straed.

2012
Daveenn : DJHMH p11

E gwirionez, pell a vezañ heverk eus ar brasañ niver, ez eo kentoc'h penniliz Bro-Gernev ur savadur dioutañ e-unan, ur gwir gemberiad levezonioù liesseurt, gall evel-just da zigentañ, norman goude ha dreist-holl saoz evit echuiñ.

2013
Daveenn : LLMM niv. 399, p. 5

Ouzhpenn se e rank ar giton embann perak eo ac'hubet ar savadur, a-drugarez d'ul lugan sklaer ha soñjet brav evit ma c'hallfe skeiñ ar speredoù e-pad pell.

2015
Daveenn : DISENT p81

Divadeziñ ur straed, ur savadur, panelloù-heñchañ; adplantañ ha hadañ e-lec'h ma rank tremen un hent-tizh; adsevel traoù war douaroù a rank bezañ dilezet abalamour d'ur raktres euzhus; vomit in -mont da sellet ouzh emvod ur c'huzul departamant da skouer, hag en em lakaat da zislonkañ pa vez divizet un dra euzhus-; nac'h degemer un enor -ur priz pe ur vedalenn-; skuilhañ teilh [teil] pe follennoù bruderezh; chom war yun a-wel d'an holl.

2015
Daveenn : DISENT p57-58

Gallout a ra ivez an disenterien tuta evit ma vo muioc'h a berzhidi en obererezhioù, diskoachañ kraperien evit stagañ ur giton ouzh ur savadur bennak, peotramant stourmerien barrek war ar poltrediñ hag ar filmañ evit ma chomo skeudennoù a-feson da dalvoudekaat war Internet goude an taol, hag all, hag all...

2015
Daveenn : DISENT p17

Ur savadur a bevar solieradur eo, gant un talbenn gwer.

2015
Daveenn : EHPEA p40

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial