An ensavadur broadel en devoa gwerzhet okoume da 23 bro e 1969 ha '71, ha da 25 bro e '70.
Hag ivez evit ar gwiskamant. An dra-se a roe din nerzh. Ne oa ket un nerzh personel peogwir n'on ket un den nerzhek, met profitañ a raen eus nerzh an ensavadur.
Doktor war ar gwir e Ensavadur ar studioù politikel (IEP) e Pariz, bet gwiraer war e gont e-pad 30 vloaz, ez eo an deiz a hiriv Yves Plasseraud kuzulier etrevroadel [sic] war ar gwir, arbennigour war ar gwirioù kefredel
Arru eo skuizh leizh a gazetennerien gant ar geusterenn a rankont servijout d'al laeron, d'ar bolitikourien a lavar gaou, d'ar pennoù-industriezh vrein ha d'ar saotrerien, ha kement zo... a implij ar gazetennerien evit ober brud evite o-unan peotramant evit o ensavadur.
Hag ar Stad evel-just a oar c'hoari gant ar mediaoù betek re evit touellañ ar geodedourien ha derc'hel anezhe a-du gant hec’h ensavadurioù.
Ken kriz ha kalet hag ar feulster fizik-se ez eo ar feulster gouzañvet gant ar re "wasket" er c'hevredigezhioù direizh a-vremañ : ur feulster psikologel, arouezius pe sevenadurel a-berzh an ensavadurioù an hini eo.
Lakaat war-wel an doareoù-se d'ober a vo unan deus palioù an obererezh eta, evit ma vo heuget ar boblañs -pe ar pratikoù, an dilennerien, an ensavadurioù, hag all, hag all...- gant hon enebourien.
Ar briedelezh a oa un ensavadur diazez, sichenn pep tra, munutañ kellig ar gevredigezh.
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
ensav-kêr