Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
GBAHE

Stummoù pleget : 
58
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. Diazezañ, krouiñ en un doare stabil ha padus. Savelañ ijinerezhioù. Savelañ morhentoù. HS. sevel. 2. Difetis (db. al lezennoù, h.a.) Diazezañ, lakaat da ren, da vezañ implijet. Savelañ parelezh an eskemm etre an dollar kanadian hag an dollar amerikan. Savelañ ur genurzh evit kenderc'h an danvezioù krai diazez. Savelañ un taos, ur priz. 3. Harpañ war elfennoù, war brouennoù. Savelañ an anaoudegezh spis eus natur un dra. Savelañ kendalc'helezh ar perzhioù fizikel eus ur c'horf pur. & Dre ast. Diskouez evel gwir, asur. Savelañ bezañs an oksigen en aer. Savelañ ur c'heñver a hevelepted. Savelañ disheñvelderioù etre daou dra. & Dre ast. KONTOURIEZH Deskrivañ, jediñ en un doare asur d'un deiziad bnk. Savelañ stad ur gont. Savelañ ur gont. DHS. anataat.

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial