Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. Douar, mein, h.a., berniet evit dougen un hent, ul liorzh, h.a., pe evit gwareziñ diouzh an avel, an dour-beuz, h.a. Ledan hag uhel eo ar savenn. Ur savenn-douar dismantret gant ar mor. DHS. chaoser. HS. sav-douar. 2. Tamm koad, houarn, h.a., lakaet a-sonn, a dalvez da skorañ ur framm. 3. Krec'hienn. Savenn koad Karmez. Pignat gant ar savenn.

Skouerioù istorel : 
10
Kuzhat roll ar skouerioù

savenn zouar

1850
Daveenn : GON.II pg saven

savenn

1850
Daveenn : GON.II pg saven

savennoù

1850
Daveenn : GON.II pg saven

Gourc’hemenn a reas dezho en em astenn war ar savenn m’edont o paouez peurverniañ, o fennoù en diavaez war-du ar c’hleuz hag o zreid en diabarzh.

1923
Daveenn : SKET p.128

Heñvel ouzh un evn torret dezhañ e zivaskell, e kouezhas ar vallozh d’an douar. War ar re o doa hen taolet eo e plavas, e-keit ha ma ruilhe hini-ha-hini ar pennoù troc’het war dalbenn ar savenn.

1923
Daveenn : SKET p.128

Teir savenn a oa war ar grec’hienn-se (2). En drede, war ar gern uhelañ anezhi, e save ti ar santual.

1923
Daveenn : SKET p.124

Evit mirout da viken ar vro en doa gounezet, e reas Nemetos sevel dre-holl difennoù ec’hon kelc’hiek pe hirgelc’hiek, anezho pep a gleuz pe veur a hini, ha savennoù-douar, kement eus ar re-mañ hag a gleuzioù.

1923
Daveenn : SKET p.127

Ar vugale, gante pignet gra an ale faou, skuizh, a azezas war ar voger a ra tro ar savenn war behini eo savet ar chapel.

1925
Daveenn : BILZ2 p.116

savenn

1931
Daveenn : VALL pg bâti

Tachenn ar c’hoarioù breton a oa e-kreiz ar Park-Darbar, just dirak savenn-bleñch an Uhel-Strollad.

1944
Daveenn : EURW.1 p.204

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial