1. Douar, mein, h.a., berniet evit dougen un hent, ul liorzh, h.a., pe evit gwareziñ diouzh an avel, an dour-beuz, h.a.
Ledan hag uhel eo ar savenn. Ur savenn-douar dismantret gant ar mor.
DHS. chaoser.
HS. sav-douar.
2. Tamm koad, houarn, h.a., lakaet a-sonn, a dalvez da skorañ ur framm.
3. Krec'hienn.
Savenn koad Karmez. Pignat gant ar savenn.
Gourc’hemenn a reas dezho en em astenn war ar savenn m’edont o paouez peurverniañ, o fennoù en diavaez war-du ar c’hleuz hag o zreid en diabarzh.
Gourc’hemenn a reas d’ezo en em astenn war ar savenn m’edont o paouez peurvernia, o fennou en diavaez war-du ar c’hleuz hag o zreid en diabarz.
1923
Référence :
SKET
p.128
Heñvel ouzh un evn torret dezhañ e zivaskell, e kouezhas ar vallozh d’an douar. War ar re o doa hen taolet eo e plavas, e-keit ha ma ruilhe hini-ha-hini ar pennoù troc’het war dalbenn ar savenn.
Henvel ouz eun evn torret d’ezan e ziouaskell, e kouezas ar valloz d’an douar. War ar re o doa hen taolet eo e plavas, e-keit ha ma ruilhe hini-ha-hini ar pennou trouc’het war dalben ar savenn.
1923
Référence :
SKET
p.128
Teir savenn a oa war ar grec’hienn-se (2). En drede, war ar gern uhelañ anezhi, e save ti ar santual.
Teir savenn a oa war ar grec’hienn-ze (2). En drede, war ar gern uhela anezi, e save ti ar santual.
1923
Référence :
SKET
p.124
Evit mirout da viken ar vro en doa gounezet, e reas Nemetos sevel dre-holl difennoù ec’hon kelc’hiek pe hirgelc’hiek, anezho pep a gleuz pe veur a hini, ha savennoù-douar, kement eus ar re-mañ hag a gleuzioù.
Evit mirout da viken ar vro en doa gounezet, e reas Nemetos sevel dre-holl difennou ec’hon kelc’hiek pe hirgelc’hiek, anezo peb a gleuz pe veur a hini, ha savennou-douar, kement eus ar re-man hag a gleuziou.
1923
Référence :
SKET
p.127
Ar vugale, gante pignet gra an ale faou, skuizh, a azezas war ar voger a ra tro ar savenn war behini eo savet ar chapel.
Ar vugale, gante pignet gra an ale fô, skuiz, a azeas war ar voger a ra tro ar zavenn war behini eo savet ar chapel.
1925
Référence :
BILZ2
p.116
savenn
1931
Référence :
VALL
pg bâti
Tachenn ar c’hoarioù breton a oa e-kreiz ar Park-Darbar, just dirak savenn-bleñch an Uhel-Strollad.
Tachenn ar c’hoariou breton a oa e-kreiz ar Park-Darbar, just dirak savenn-bleñch an Uhel-Strollad.