I.
Adv.
A. (db. an dud)
1. [1732] En e sav, sonn war e dreid.
Bezañ, chom war-sav.
&
[1732] War-sav prest.
2. Dre ast.
[1877, 1909, 1944] En e sav goude bezañ bet en e wele, goude bezañ bet klañv war e wele.
[1877] Kerkent ha ma en em gavas ganto o galvas d’en em gelc’hañ en-dro dezhañ hag e lavaras dezho laouen ha goustadik : — N’eus den war-sav el leandi, na den all war-dro ; n’eus ket ur c’hi zoken da ziwall an ti.
[1909] War-sav emañ.
[1944] Kerkent hag an deiz e oan war-sav, hag ez is da skeiñ war dor kambr ma mestr, war uhelenn ar C'hastell, en un ti nevez, dres dirak kolaj ar merc'hed yaouank.
3. Dre skeud.
[1877, 1931] War evezh.
[1877] Da vihanañ teñval e oa, n’oa den war an hent ; ne gleved netra nemet chas Plouared, chas ar C’hozhvarc’had hag ar chas all a-dro-war-dro oc’h harzhal, an eil ouc’h egile. Lakaet e oant bet war-sav gant an tennoù a oa bet e Plouared, ha bremañ o doa an aer da lavaret, dre o harzhadennoù, edo pep hini dihun ha war droad, o tiwall madoù e vestr.
[1931] War-sav !
B. (db. an torosennadur)
[1931] War sevel.
Emañ an hent war-sav.
HS. war-bign, war-grec'h, war-laez
ES. war-draoñ, war-zinaou, war-ziribin, war-ziskenn
II.
Estl.
1. Troienn a dalvez da c'hourc'hemenn d'an dud sevel.
[1944] Da c’hwec’h eur, ar c’hleron gedour a drompilhas an dihun, e pevar c’horn ar porzh meur. War-sav !
2. Galv a dalvez da c'houlenn digant an dud kemer perzh en ur stourm.
[1877] War-sav hag a-raok, paotred Breizh ! A-benn-herr war an dispac’herien ! Skoit gant o freier ha gant o filc'hier startañ ma c’hellfet !
&
[1877] Emsavet.
[1877] Me ne ran droug ebet deoc’h, ha ma esait ober droug din-me, a-barzh nebeut parrez Plougerne a zo war-sav, hag hini ac’hanoc’h ned ay e bev ac’halen.
Daveenn :
GReg
pg debout (droit, sur les pieds, à plomb)
war-sav prest
var sao prest
1732
Daveenn :
GReg
pg debout (debout, à l'erte)
war-sav
var sav
1732
Daveenn :
GReg
pg debout (droit, sur les pieds, à plomb)
war-sav
var sao
1732
Daveenn :
GReg
pg debout (droit, sur les pieds, à plomb) (debout, à l'erte)
Kerkent ha ma en em gavas ganto o galvas d’en em gelc’hañ en-dro dezhañ hag e lavaras dezho laouen ha goustadik : — N’eus den war-sav el leandi, na den all war-dro ; n’eus ket ur c’hi zoken da ziwall an ti.
Kerkent ha ma en em gavaz gant-ho ho galvaz d’en em gelc’ha enn dro d’ezhan hag e lavaraz d’ezho laouen ha goustadik : — N’euz den var zao el leandi, na den-all var dro ; n’euz ket eur c’hi zoken da ziouall an ti.
1877
Daveenn :
EKG.I.
p.38
Me ne ran droug ebet deoc’h, ha ma esait ober droug din-me, a-barzh nebeut parrez Plougerne a zo war-sav, hag hini ac’hanoc’h ned ay e bev ac’halen.
Me ne ran droug ebed d’ehoc’h, ha ma esait ober droug d’in-me, abarz nebeut parrez Plougerne a zo var zao, hag hini ac’hanoc’h ne d’ai e beo ac’halenn.
1877
Daveenn :
EKG.I.
p.235
Da vihanañ teñval e oa, n’oa den war an hent ; ne gleved netra nemet chas Plouared, chas ar C’hozhvarc’had hag ar chas all a-dro-war-dro oc’h harzhal, an eil ouc’h egile. Lakaet e oant bet war-sav gant an tennoù a oa bet e Plouared, ha bremañ o doa an aer da lavaret, dre o harzhadennoù, edo pep hini dihun ha war droad, o tiwall madoù e vestr.
Da viana tenval oa, n’oa den var an hent ; ne glevet netra nemet chas Plouaret, chas ar C’hoz-Marc’had hag ar chas-all a dro-var-dro oc’h harzal, an eil ouc’h egile. Lakeat oant bet var zao gand an tennou a ioa bet e Plouaret, ha breman o doa an ear da lavaret, dre ho harzadennou, edo pep hini dihun ha var droad, o tiouall madou he vestr.
1877
Daveenn :
EKG.I.
p.129-130
— War-sav hag a-raok, paotred Breizh ! A-benn-herr war an dispac’herien ! Skoit gant o freier ha gant o filc'hier startañ ma c’hellfet !
— Var zao hag araok, paotred Breiz ! A benn herr var an dispac’herien ! Skoit gand ho freier ha gand ho filc'her starta ma c’helfot !
1877
Daveenn :
EKG.I.
p.282
war-sav emañ
or zao emâ
1909
Daveenn :
BROU
p. 417 (il est levé)
war-sav !
war zao !
1931
Daveenn :
VALL
pg alerte !
war-sav
war zav
1931
Daveenn :
VALL
pg ascendant (qui monte)
Kerkent hag an deiz e oan war-sav, hag ez is da skeiñ war dor kambr ma mestr, war uhelenn ar C'hastell, en un ti nevez, dres dirak kolaj ar merc'hed yaouank.
Kerkent hag an deiz e oan war sav, hag ez is da skei war dor kambr ma mestr, war uhelenn ar C'hastell, en eun ti nevez, dres dirak Kolaj ar Merc'hed Yaouank.
1944
Daveenn :
EURW.1
p79-80
Da c’hwec’h eur, ar c’hleron gedour a drompilhas an dihun, e pevar c’horn ar porzh meur. War-sav !
Da c’houec’h eur, ar c’hleron gedour a drompilhas an dihun, e pevar c’horn ar porz meur. War sao !