Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. Adv. (gant ur verb a denn d'an dilec'hiañ) War-du an araog. Un ofiser a roas urzh da vont war-raok. Ar marc'h a ra ul lamm spontus war-raok. Stouiñ a rae e gorf war-raok. Ha me da sailhañ war-raok. ES. war-dreñv, war-gil, war-giz, war-souz. 2. Stn. Leun a intrudu. Emsav eo en ur strollad kaout paotred war-raok. ES. dibalamour. 3. Estl. Troienn a dalvez da atizañ da vont gant an hent. Tremen a ran evelkent, ha war-raok ! DHS. ale, dao.

Skouerioù istorel : 
18
Kuzhat roll ar skouerioù

Kroaz ar Vretoned n’he deus ezhomm ebet da ve[z]añ meulet hag embannet, rak he oberoù a gomzo eviti. Koulskoude, heñvel eo bremañ ouzh ur bugel bihan ; he c’hammejoù a zo c’hoazh dinerzh ; na gred ket c’hoazh mont re war-raok ; ezhomm he deus e ve roet dorn de[zh]i.

1898
Daveenn : KZVR Supplément à la Croix des Côtes-du-Nord du dimanche 30 janvier 1898, p.1

Pa welas an harz dirazañ o virout outañ da vont war-raok, e savas droug ennañ.

1923
Daveenn : SKET p.43

Ra vezimp hon-unan hepken skoet, hon-unan hepken kastizet ! Ra zougimp holl bouez ar c’hastiz ha buanegezh an doueed ! War-raok diouzhtu. Dare omp !

1923
Daveenn : SKET p.108

Neuze, e tirollas da ouelañ en ur weañ he daouarn, hag e vennas dont war he c’hiz, ha herzel he bugale da vont war-raok.

1923
Daveenn : SKET p.79

O luskañ war-raok ker buan hag al luc’hed, e tremene dre greiz etre treid an daou venez, e treuze ar saonenn strizh hag e tizhe Bro al Luc’h Peurbad, ar Pradoù Bleuñvek, o frouezh-aour hag o delioù-heson an avalenned warno, hag enno o kerzhout hag o peuriñ kezekenned an Deiz.

1923
Daveenn : SKET p.72 (+ p.198, "Da reiz[h]a[ñ]" : "P. 72, lin. 4 kent an dibenn, lenn : « aour o frouez ha heson o deliou an avalenned… »").

Kentañ yevad oc’hen, o vac’hañ pounner an douar, a luskas war-raok ur c’harr war zivrod, e voe an hini a voe staget gant Veriugodumnos ouzh Brikkon, ar c’harr brizh en doa frammet e Karbantoialos (« frankizenn ar c’harr »).

1923
Daveenn : SKET p.56

P’edo o vont war-raok, e welas-eñ an den du o tizourañ ar c’harr hag ouzh hen deren en-dro d’ar gêr.

1924
Daveenn : SKET.II p.39

Da bep mare o istor e hañval ar Gelted bezañ bet ur ouenn virvidik, oberiant, tuet-dreist da gas kurioù war-raok.

1924
Daveenn : SKET.II p.24, notennoù

Ha bremañ… Ha mard eo gwir, evel ma prezeg an aotrou person, penaos ar binijenn a vo muchet war ar pec’hed… Ar wialenn ac’h aio war-raok.

1924
Daveenn : BILZ1 Niverenn 39, p.868 (Miz Meurzh 1924)

war-raok

1931
Daveenn : VALL pg avancement

war-raok

1931
Daveenn : VALL pg avancer

war-raok

1931
Daveenn : VALL pg aller, avancer

war-raok

1931
Daveenn : VALL pg avancer

Ha dont a rae d'hec'h arroud, soublet hebleg he fenn hag he divskoaz war-raok, he sell paret war vein an hent, ouzh piltrot he botoùigoù gwenn uhel-seuliet, gant ar c'hammedoù-se, mibin ha munut, a verc'hed kêr, a vez souezhet ganto, evit ar wech, ar wazed yaouank, betek krediñ en o ardoù blizik.

1949
Daveenn : SIZH p.66

Kement-mañ a oa an doare, hervez klevout, er stad-se bet savet dek vloaz ha pevar-ugent kent, d'ar 26 a viz gouere 1847. Gant brezel 1939-1945 e teuas kemm bras dre eno hag ar vro, evel broioù all Afrika, a zo aet un tamm-mat war-raok.

1985
Daveenn : DGBD p21

Soñjal a reont, netra ne ya war-raok, perak ez aje ar c'hirri war-raok?

2015
Daveenn : EHPEA p17

Dav dezhañ sevel un tamm diverradenn deus ar pezh a vez bet choazet pa vez arru an termen: e-mod-se e c'haller mont war-raok kuit na badfe re bell an traoù.

2015
Daveenn : DISENT p24

En ur ziskenn gant ar skalieroù e teu war ma spered, dirat-kaer din, ar varzhoneg vihan-se a veze desket deomp er skol kentañ-derez: "Petra eo hon mammvro? Ha n'eo ket ar plaenennoù? Ha n'eo ket ar menezioù gouez uhel? Ha n'eo ket an heol ouzh he sklêrijennañ? Ha n'eo ket ar stered skedus? Echuiñ a ra ar varzhoneg, diouzh a gounaan, gant "war-raok, bugale".

2015
Daveenn : EHPEA p224

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial