M. Livirit Gourc'hemennoù an Iliz. / D. 1. Klevet d'an Sulioù ha'n Gouelioù din / Oferenn sklaer hag anterin. / An gouelioù dit gourc'hemennet, / Sell n'o zerri ha mir-i naet. 3. Un wezh an bloaz, ma na rez ken, / Kofes da faotoù en laouen. / 4. Da Bask, kemer Salver an bed hep remors a vec'h na pec'hed. 5. An daouzek dizioù, vijiloù an sent, sell n'o zerri ha mir-i kent, / Ha'n C'horaiz, ma n'en gwrez kent, / Pan vizi un bloaz warn-ugent. 6. Da Wener gant si ne zibri / Kig, na da Sadorn ne ri mui.
Deut on er bed, tudoù, an dri warn-ugent a viz Ebrel (1) er bloavezh 1885, en ti melen bourc'h Priel, damdost da Landreger.
Na kent na goude n’eus bet ken kaer all em zreid, petra bennak ne koustent nemet pemp lur warn-ugent.
En deiz war-lerc'h e tilezomp ar broioù darempredet hag an hent bras evit mont a-dreuz ar c'hoad, pemp kilometr warn-ugent da ober dreizañ[sic] hep na ve kavet na sklaerien na goudor.
Priam, roue galloudus ha tad glac'haret hag aspedus, ha nouspet darvoudenn ha tudenn warn-ugent all, fromus, farsus, glac'harus, a-bep-eil tro an holl anezhe, a lak a sevel ennomp ur from hag un trivliad a sko eeun-tenn d'hor c'halon ha d'hor spered en desped d'an daou vil hag eizh kant vloaz tremenet abaoe ar mare ma savas Homeros e varzhoneg !