I.
Ag. niv.
A. Ag. peg.
1. (dirak an anvioù-kadarn a dalvez da aroueziñ traoù niveradus)
Niver zo par da ziv wech dek.
Ugent gwech. Ugent kilometr. Ugent vloaz.
• Un ugent den, (un) ugent den bnk. : war-dro ugent den.
2. Trl.
Bezañ deuet d'e ugent vloaz, bezañ tapet e ugent vloaz : bezañ ugent vloaz.
&
Bezañ o ren e ugent vloaz : bezañ en e ugentvet bloavezh.
&
Bezañ en e ugent vloaz : bezañ etre ugent vloaz ha nav bloaz warn-ugent.
B. Ag. pet. (goude un ak.)
Ugentvet.
Ar gentel ugent : an ugentvet kentel.
II.
Rag. niv.
A. Rag. peg.
1. (e-unan, dirak un ag., ur rn. disk., pe dirak an ar. "a" heuliet gant un anv lies pe stroll)
Div wech dek.
Ugent zo er baner. Ugent a skolidi. Ugent vras. Un ugent bnk. : war-dro ugent. Tri mui ugent zo tri-warn-ugent.
2. Trl.
Unan a bep ugent, dre bep ugent, war bep ugent, diwar bep ugent : un elfenn a zibober en un teskad pe e meur a deskad a ugent elfenn.
&
Unan a ugent, dre ugent, diwar ugent, bep ugent, seul ugent : un elfenn eus un teskad a ugent den, loen pe dra a zigemmer diouzh an elfennoù all zo strollet ganti.
3. Adv.
HON-UGENT, HOC'H-UGENT, O-UGENT : me -te, c'hwi, eñ pe hi- a-gevret gant naontek all.
O-ugent o doa tapet o bachelouriezh.
&
Ugent-hag-ugent : dre strolladoù a ugent elfenn.
B. Rag. pet. (evit merkañ ar renk, an deiziadoù)
Ugentvet.
D'an ugent a viz Gwengolo.
III.
Niv. peg.
1. (goude daou, tri, pevar, c'hwec'h, seizh, eizh, nav, unnek, daouzek, trizek, pevarzek, pemzek, c'hwezek, seitek, triwec'h pe naontek)
Termen a dalvez da sevel ugentadoù.
Tri-ugent den. Pemzek-ugent lur.
• Ur vaouez pevar-ugent vloaz. Ul levr trizek-ugent lur. Ur pont c'hwec'h-ugent piler.
• Dek ha c'hwec'h-ugent. Dek gwech ha triwec'h-ugent.
2. (dirak mil, milion ha miliard)
Termen a dalvez da sevel miliadoù, milionadoù; miliardoù. Ugent mil den. Ugent milion a lurioù.
&
Trl. sonnet, dre c'hwez.
Ober udb. ugent-kant gwech an deiz : na baouez a ober an dra-se.
IV.
Impl. da ak.
NIVERON.
1. Niver anterin a zeu da heul naontek.
An niver ugent.
2. Anv a roer d'an heuliad arouezennoù 20 a reer gantañ evit skrivañ an niver anterin a zeu da heul naontek.
EVEZH.
Kemm. blot. goude "ugent" rag. peg.
[...] ha neuze an aelez a kemeras he korf hag en dougas betek menez Sinai (goude ugent devezh kerzhed ac'hane) hag eno en sebeilhjont enorablamant, [...]
[...] ha neuse an aelez a comeras he corph hac en dougos bede menez synay (goude vnguent dezuez queryet a hane) hac eno en sebellysont enorablemẽt, [...]
Traoù ker kriz hag ar re-se a erruas e meur a lec’h, ha yenaat a ra kalon un den en e greiz ouzh o c’hontañ ; ne lavarin deoc’h nemet an dra-mañ : Gwelet a raed, er parrezioù diwar ar maez, bandennoù tud, pemzek pe ugent asambles, ganto armoù ha fuzulioù.
Traou ker kriz hag ar re-ze a erruaz e meur a leac’h, ha ienaat a ra kaloun eun den enn he greiz oc’h ho c’hounta ; ne lavarign d’ehoc’h nemed an dra-man : Guelet a reat, er parreziou divar ar meaz, bandennou tud, pemzek pe ugent asamblez, gantho armou ha fuziliou.
1877
Daveenn :
EKG.I.
p.190
Netra ! 'met em eus klevet komz diouti, e teu c'hoazh, goude ugent vla tremen, an dour war ma daoulagad
Netra ! 'met em euz klevet komz diout-i, e teu c'hoaz, goude ugent vla tremen, an dour war ma daoulagad
1898
Daveenn :
KZVR
Supplément à la Croix des Côtes-du-Nord du dimanche 23 janvier, p.1
Amañ zo faotet daou sac'had fosfat kaoc'h-houarn, n'a ket da ugent real pep hini.
Aman 'zo foted daou zac'had fosfat koc'h-houarn, n'ha ket da ugent real pep-hini.
1898
Daveenn :
KZVR
Supplément à la Croix des Côtes-du-Nord du dimanche 23 janvier, p.1
deuet d'e ugent vloaz
deut d'e ugent vloaz
1931
Daveenn :
VALL
pg atteindre
deut d'e zek, d'e ugent vloaz
deut d'e zek, d'e ugent vloaz
1931
Daveenn :
VALL
pg age (âgé de dix, vingt ans)
en e ugent vloaz
1931
Daveenn :
VALL
pg age
bloaz warn-ugent
bloaz war-nugent
1931
Daveenn :
VALL
pg (âgé de vingt et un) an(s)
– « Pegement ec'h eus, Aogust ? » – « Ugent real. » – « Ha me ur skoed ».
– « Pegement ec'h eus, Aogust ? » – « Ugent real. » – « Ha me eur skoed ».
1944
Daveenn :
EURW.1
p36
Peder gevrenn a voe graet, ugent e pep hini.
Peder gevrenn a voe graet, ugent e pephini.
1944
Daveenn :
EURW.1
p.195-196
Setu aze ugent lur dastumet en taol kentañ.
Setu aze ugent lur dastumet en taol kenta.
1944
Daveenn :
EURW.1
p57
Evel-se e c'hanas ur follenn a ziv bajennad, d'ar Sul 16 a viz Genver 1897, hec'h anv Kroaz ar Vretoned hag a badas ouzhpenn ugent vloaz.
Evelse, e c'hanas eur follenn a ziou bajennad, d'ar sul 16 a viz Genver 1897, hec'h ano Kroaz ar Vretoned, hag a badas ouspenn ugent vloaz.
1944
Daveenn :
EURW.1
p60
Na bras, na bihan, ha kuilh en he gwiskamant seiz du, hogen maouez penn-da-benn he c’horf, gant he roderezh kazhez lizidant, n’oa ket da reiñ dezhi ouzhpenn daou vloaz warn-ugent.
1949
Daveenn :
SIZH
p.38
War greskiñ e oa aet Casablanca abaoe ugent vloaz.
1985
Daveenn :
DGBD
p14
Ret e voe sentiñ raktal ha neuze, diouzh tro, e plegjont o c'hein da dapout pep hini ugent taol gwilastrenn war o... fenn-a-dreñv, resped deoc'h.