daou-ugent
Evit krennañ berr, ne voe ket roet e Brest nemeur amzer da Charlez Tremel ha da Janed Brenchereau d’en em dommañ an eil ouzh egile, met n’eus forzh, gwech ebet e-pad ar pevar ha daou-ugent vloaz aet e-biou – ul lajadig, kwita ? – n’am eus bet abeg da glemm diouzh an degouezh iskis a liammas da viken ur Breizhad hag ur « Rusianez » eus Rochefort-war-vor.
N'am boa ket gwelet ar c'heneil-se abaoe un daou-ugent vloaz bennak hag a-greiz-holl e stagas da ganañ ur pennad eus e roll : Teutatès veut du sang, /Gloire à notre dieu tout-puissant...
Daou-ugent vloaz bennak a zo tremenet abaoe ma hetas dimp kemend-all e Moskov, ha daoust d’an holl drubuilhoù, en desped d’ar gwalldaolioù a venne trec’hiñ warnomp – ha bet hon eus, bugale vat, tammoù a bep seurt blaz, c’hwerv pe drenk, da dañva : daou vrezel, an dispac’h e Rusia, meur ha meur a zisparti, ar c’hleñved, an dienez, ha me oar petra all ouzhpenn ! – bep tro hon eus prennet start hor c’halon ouzh ar gwalleur, ha morse n’hon eus kroget d’en em zebriñ diwar-benn traoù aet e-biou, ha nebeutoc’h c’hoazh a-zivout drouklammoù da zont ha na vo marteze biken anezho.
War-dro pemzek eur e pad an dreizhadenn hon eus da ober gant hor bag-dre-dan, hor pinasenn evel ma lavarer du-hont, ouzhpenn daou-ugent lev da ober gant ur vag ha n'eo ket eus ar re herrekañ.
War dreuzoù an nor en em gavomp gant ur grinenn daou-ugent vloaz.
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
daouugentvedenn