Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. 1. Ag. peg. (dirak an anvioù-kadarn unan a dalvez da aroueziñ traoù niveradus) Niver zo par da beder gwech ugent. Un den kozh pevar-ugent vloaz. Bezañ tost da bevar-ugent vloaz. 2. Ag. pet. (goude un ak.) Er bloavezh mil dek ha pevar-ugent. II. Rag. peg. (e-unan, dirak un ag., ur m. disk., pe dirak an ar. a heuliet gant un anv lies pe stroll) Niver zo par da beder gwech ugent. Ur pevar-ugent bnk. III. Niv. peg. 1. (goude ur g. niv. bihanoc'h pe bar da naontek, heuliet gant ha) Termen a dalvez da sevel anvioù-gwan niveriñ, raganvioù niveriñ pe adverboù niveriñ zo etre pevar-ugent ha kant. Un den oadet a naontek vloaz ha pevar-ugent. 2. (dirak mil, milion ha miliard) Termen a dalvez da sevel miliadoù, milionadoù, miliardoù. Pevar-ugent mil lur. IV. Impl. da ak. Niveron. A. Niver anterin a zen da heul naontek ha tri-ugent. An niver pevar-ugent. B. 1. Anv a roer d'an heuliad arouezennoù 80 a reer gantañ evit skrivañ an niver anterin a zen da heul naontek ha tri-ugent. HS. eikont. 2. (goude an niver dek) Anv a roer d'an heuliad arouezennoù 90 a reer gantañ evit skrivañ an niver anterin a zeu da heul nav ha pevar-ugent. HS. naogont. EVEZH. : kemm. blot. goude pevar-ugent rag. peg.

Skouerioù istorel : 
18
Kuzhat roll ar skouerioù

pevar-ugent

1499
Daveenn : LVBCA p163 (octante)

unan ha pevar-ugent

1499
Daveenn : LVBCA p94, 163, 201 (octante vng)

pevar-ugent

1659
Daveenn : LDJM.1 pg octante

ar sekred da ober kanolioù a zo bet kavet gant ur Flamank er bloaz trizek-kant pevar hag hanter-c'hant ; pe e-tro ar bloaz trizek kant ha pevar-ugent

1732
Daveenn : GReg pg artillerie

ur pengenn en deus pevar-c'hant ha pevar-ugent troadad hed, ha c'hwezek ha pevar-ugent a ledander

1732
Daveenn : GReg pg arpent

an templ kaer a Salomon a oa komañset pevar c'hant ha pevar-ugent vloaz goude ma voe deuet ar bopl a Israel er-maez eus an Ejipt

1732
Daveenn : GReg pg après

pevar-ugent

1732
Daveenn : GReg pg chiffre (R. Quatre-vingt)

An arabaj a zo ul langaj ker fournis m'en deus mil hanv evit ur c'hleze, pemp-kant evit ul leon, daou-c'hant evit ar sarpant ha pevar-ugent evit ar mel.

1732
Daveenn : GReg pg arabe (La langue Arabe est si feconde qu'elle a 1000. noms pour signifier une épée , 500. pour le lyon, 100. pour le serpent , & 80. pour le miel.)

pevar-ugent mil

1732
Daveenn : GReg pg chiffre (R. Quatre-vingt mil)

Ar roue Charlez eizhvet en hanv a stagas Provañsa ouzh ar rouantelezh a Frañs er bloaz pevarzek-kant chwec'h ha pevar-ugent.

1732
Daveenn : GReg pg annexer (Le Roi Charles VIII. annexa la Provence à la Couronne, en 1486.)

Unan ha pevar-ugent

1850
Daveenn : GON.II p.24, livre premier, "quatre-vingt-un".

pevar-ugent

1850
Daveenn : GON.II pg pévar (-ugeñt)

Unnek ha pevar-ugent

1850
Daveenn : GON.II p.24, livre premier, "quatre-vingt-onze".

Pevar-ugent

1850
Daveenn : GON.II p.24, livre premier, "quatre-vingts".

Dek ha pevar-ugent

1850
Daveenn : GON.II p.24, livre premier, "quatre-vingt-dix (dix et quatre-vingts)".

Evit gwir, abaoe an nozvezh a laka ac’hanon da ruziañ, em eus kaset pevar d’ar prizon ; mes n'eo ket pevar oa din bezañ kaset, na pevar-ugent zoken, mes pevar-c’hant pe ouc’hpenn, evit tennañ, en un taol, an holl louzeier fall eus va farrez Plouared.

1877
Daveenn : EKG.I. p.143-144

Kement-mañ a oa an doare, hervez klevout, er stad-se bet savet dek vloaz ha pevar-ugent kent, d'ar 26 a viz gouere 1847. Gant brezel 1939-1945 e teuas kemm bras dre eno hag ar vro, evel broioù all Afrika, a zo aet un tamm-mat war-raok.

1985
Daveenn : DGBD p21

Re bolzioù an nev vras peurgetket a oa manet tost pevar-ugent dre gant diouto dindan gwisponadoù livaj nevesoc'h.

2013
Daveenn : LLMM Niv. 399, p. 21

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial