Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
2
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. Ag. peg. 1. (dirak an anvioù-kadarn unan a dalvez da arouezin traoù niveradus) Niver zo par da deir gwech ugent. Tri-ugent labous. Bezañ tri-ugent vloaz. Un den dek vloaz ha tri-ugent. 2. Trl. Un tri-ugent vloaz den (bennak), un tri-ugent vloaz bennak a zen : un den war-dro tri-ugent vloaz dezhañ. Ur seizh ha tri-ugent vloaz den e oa. II. Rag. peg. (e-unan, dirak un ag., ur rn. disk., pe dirak an ar. a heuliet gant un anv lies pe stroll) Niver zo par da deir gwech ugent. Un tri-ugent bnk. III. Niv. peg. 1. (goude ur g. niv. bihanoc'h pe bar da naontek, heuliet gant "ha") Termen a dalvez da sevel anvioù-gwan niveriñ, raganvioù niveriñ pe adverboù niveriñ zo etre tri-ugent ha pevar-ugent. Seitek ha tri-ugent. Daou zen ha tri-ugent. Daouzek mil lur ha tri-ugent. 2. (dirak mil, milion ha miliard) Termen a dalvez da sevel miliadoù, milionadoù, miliardoù. Tri-ugent mil lur. IV. Impl. da ak. NIVERON. A. Niver anterin a zeu da-heul nav ha hanter-kant. An niver tri-ugent. B. 1. Anv a roer d'an heuliad arouezennoù 60 a reer gantañ evit skrivañ an niver anterin a zeu da-heul nav ha hanter-kant. HS. c'hwegont. 2. (goude an niver dek) Anv a roer d'an heuliad arouezennoù 70 a reer gantañ evit skrivañ an niver anterin a zeu da-heul nav ha tri-ugent. HS. seikont. EVEZH. Kemm. blot. goude tri-ugent rag. peg.

Skouerioù istorel : 
23
Kuzhat roll ar skouerioù

dek ha tri-ugent

1499
Daveenn : LVBCA p52, 94, 198 (septante)

tri-ugent

1499
Daveenn : LVBCA p198 (sexante)

unan ha tri-ugent

1499
Daveenn : LVBCA p94, 198, 201 (sexante vng)

tri-ugent

1659
Daveenn : LDJM.1 pg soixante

Lestr ar patriarch Noe (o kontañ dre bep ilinad un troadad-hanter) en devoa pevar-c'hant hag hanter-kant troadad hed, pemzek troadad ha tri-ugent a ledander, pemp troadad ha daou-ugent a uhelded ; hag ar prenest anezhañ en devoa un troadad hanter.

1732
Daveenn : GReg pg arche (de Noë)

kant, ha tri-ugent mil

1732
Daveenn : GReg pg chiffre (T. Cent soixante mil)

ar bloazioù navet ha daou-ugent, c'hwec'hvet hag hanter-kant, ha trede ha tri-ugent, a zo, hervez an astrolojianed, ar re dañjerusañ da dremen ; abalamour ma vezer neuze oajetoc'h

1732
Daveenn : GReg pg climacterique (les années 49. 56 & 63. sont les plus dangereuses ; selon les Astrologues ; parce que l'on est plus avancé en âge)

An daouzek Diskibl ha tri-ugent a ioa oc'h heul hon Salver.

1732
Daveenn : GReg pg (les 72.) Disciples (de N.S.)

Kepler a zalc'h evel un dra asur, penaos ezmañ an oabl steredet ouzhpenn tri-ugent milion a levioù diouzhomp

1732
Daveenn : GReg pg firmament (Kepler soûtient que le Firmament est éloigné de nous, de plus de soixante millions de lieuës.)

Dekvet ha tri-ugent

1850
Daveenn : GON.II p.25, livre premier, "soixante-dixième".

Tri-ugent

1850
Daveenn : GON.II p.24, livre premier, "soixante (trois vingts)".

Unan ha tri-ugent

1850
Daveenn : GON.II p.24, livre premier, "soixante-un, etc."

Dek ha tri-ugent

1850
Daveenn : GON.II p.24, livre premier, "soixante-dix (dix et trois vingts)."

Unnek ha tri-ugent

1850
Daveenn : GON.II p.24, livre premier, "soixante-onze, etc."

tri-ugent

1850
Daveenn : GON.II pg trîugeñt

Jañ-Mari a yoa un den hag a yae war e dri-ugent vloaz.

1877
Daveenn : EKG.I. p.70

Tri hirlestr eus ar C’hreisteiz ez oant, warno pep a dri-ugent den, mentek, dremmet-kazugel, dezho blev droukliv touz war ar rakpenn ha didouz-hir war ar c’hilpenn anezho.

1923
Daveenn : SKET p.97

Tri-c’hant pemp ha tri-ugent derez aour hag arc’hant, kement anezho hag ez eus a zeizioù e bloaz-heol bro Galdea, a gas eus troad an tour d’al lein anezhañ, e-lec’h ez eus ur maen yec’hedus ma vez pareet dre stekiñ outañ klañvourien gêr.

1923
Daveenn : SKET p.16

Keit ha ma pade an engweladenn-se, an doue hag an doueez a oa ouzh o ambroug pennañ renerien ha henaourien ar boblad, ul laz-telennañ hag ul laz-kanañ, gwarded-enor anezho tri-ugent paotr yaouank bet dibabet e-touez ar re vrasañ, ar re greñvañ, ar re gaerañ, hag ur strollad a dri-ugent plac’h yaouank diuzet etre ar re goantañ hag ar re c’hlanañ.

1923
Daveenn : SKET p.63

Ne veze ket kaset an holl vugale d'ar skol, pell ac'hano... Mar boamp tri-ugent, e oa d'an hirañ.

1944
Daveenn : EURW.1 p20

Ar c'hafe glas a vez lakaet er c'hoñvers dre sac'hadoù o pouezañ tri-ugent kilo (c'hwec'h-ugent lur).

1972
Daveenn : BAHE niv. 75, p.42

Emañ ar ranndi en eil solieradur, un daou bezh, nebeutoc'h eget tri-ugent metr karrez ennañ, e straed Eolidos, e karter Egáleo.

2015
Daveenn : EHPEA p11

Marteze on boas da welout korfoù-marv abaoe kement a vloavezhioù, met daou dra disheñvel eo korf-marv unan bennak hag a zo bet drouklazhet, diouzh un tu, ha, diouzh an tu all, peder retredadez etre tri bloaz ha tri-ugent ha dek ha pevar-ugent, hag o deus lakaet termen d'o buhez.

2015
Daveenn : EHPEA p13

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial