Keit ha ma pade an engweladenn-se, an doue hag an doueez a oa ouzh o ambroug pennañ renerien ha henaourien ar boblad, ul laz-telennañ hag ul laz-kanañ, gwarded-enor anezho tri-ugent paotr yaouank bet dibabet e-touez ar re vrasañ, ar re greñvañ, ar re gaerañ, hag ur strollad a dri-ugent plac’h yaouank diuzet etre ar re goantañ hag ar re c’hlanañ.
Ha me kozh, bepred e c'hoarvez din ur wech an amzer gwelout en ur vereuri bennak un torkad bleunioù « graet gant Ann-Mari an Aubin », eme an dud, ha dre-se miret gant evezh dindan ur pezh boull wer, tri-ugent vloaz goude ma'z eo aet hi da anaon.
Brav-bravig e teue ganin evit pezh a sell ouzh lenn, met daoust ha ma skrive-hi evel ur c'homis noter, c'hwitet he deus va mamm gaezh war an dra-mañ : krog on em dek vloaz ha tri-ugent war vete nebeut ha betek-hen, kaer am eus bet c'hoari, na gant pluenn na gant kreion, biskoazh n'on deut a-benn d'ober gwelloc'h eget skrapadennoù yar, un euzh hepken sellout outo !
Ar c'hafe glas a vez lakaet er c'hoñvers dre sac'hadoù o pouezañ tri-ugent kilo (c'hwec'h-ugent lur).
Emañ ar ranndi en eil solieradur, un daou bezh, nebeutoc'h eget tri-ugent metr karrez ennañ, e straed Eolidos, e karter Egáleo.
Marteze on boas da welout korfoù-marv abaoe kement a vloavezhioù, met daou dra disheñvel eo korf-marv unan bennak hag a zo bet drouklazhet, diouzh un tu, ha, diouzh an tu all, peder retredadez etre tri bloaz ha tri-ugent ha dek ha pevar-ugent, hag o deus lakaet termen d'o buhez.
Mots précédents
Mots suivants
triugentvedenn