I.
Ag. niv.
A. Ag. peg. g.
1. (dirak an anvioù-kadarn gourel unan a dalvez da aroueziñ traoù niveradus)
Daou mui unan.
An tri zi-se. Sammet en deus an tri c'hard eus ar pakadoù. • Bep tri deiz e vezont eno. • Ur plac'hig tri bloaz. Un ti a dri estaj. Ul lestr a dri font. • Daou pe dri c'harr. Tri pe bevar den.
&
Un tri c'helenner, (un) tri c'helenner bennak.
&
Tri pevar femoc'h, un tri pe bevar femoc'h : war-dro tri pe bevar femoc'h.
Tri faotr int. Tri c'halvez emaint en ti-se.
2. Trl.
Kaout, reiñ tri c'hement all : teir gwech kement (hag ar c'hementad-mañ-kementad).
&
Bezañ tri c'hement brasoc'h, bihanoc'h eget udb. : teir gwech brasoc'h, bihanoc'h egetañ.
&
Bevañ tri oad den : teir gwech koshoc'h eget un den.
&
Lavaret tri gaou bep daou c'her : na baouez a lavaret gevier.
&
Trl. skeud.
Gwelet tri heol* o parañ.
&
STEREDON.
An Tri Roue*.
B. Ag. pet. (goude un ak.)
Trivet, teirvet.
Ar pennad tri : an trivet pennad. Ar gentel tri : an teirvet kentel.
II.
Rag. niv.
A. Rag. peg. g. (e-unan, dirak un ag., ur rn. disk. pe dirak an ar. a heuliet gant un anv gourel lies pe un anv stroll)
1. Daou mui unan.
Tri zo war an daol. Tri a roin dit. Tri omp. Roet em eus dezhañ tri eus ma levrioù. Kemer tri anezho. • Tri ha pevar zo seizh. Tri mui c'hwec'h zo par da nav. • Tri hor bo pep hini. Goulennit pep a dri diganto. • Tri gozh, an tri gozh. Triig all, an triig all. An tri-mañ. Piv eus an tri-se zo bet amañ c'hoazh ? An tri vras-hont. • (Un) tri a vugale, a diez. Tri gaer a baotred. Bez' e c'halle bezañ un tri pe bevar.
2. Trl.
Unan a bep tri, dre bep tri, war bep tri, diwar bep tri : un elfenn a zibober en un teskad pe e meur a deskad a deir elfenn.
&
Unan a dri, dre dri, diwar dri, bep tri, seul tri : un elfenn eus un teskad a dri den, loen pe tra, a zigemmer diouzh an elfennoù all zo strollet ganti.
Kement ha tri : teir gwech brasoc'h, teir gwech muioc'h, kalz brasoc'h, kalz muioc'h eget ar pezh a weler peurliesañ. Ur vi kement ha tri. Labourat kement ha tri. Kaout spered kement ha tri.
&
Ober labour tri : kement ha tri den, kalz.
&
(db. an dud)
Bezañ unan* a dri.
3. Adv.
(db. an dud, al loened, an traoù a arouezer gant un anv gourel)
HON-TRI, HO-TRI, O-ZRI : me - te, c'hwi, eñ pe hi - a-gevret gant daou all, gant div all.
C'hwi ho-tri a c'hall ober an dra-se. Rannet e vo ar gounid etrezo o-zri. Ne lakao ket e grabanoù warnomp hon-tri.
&
Tri-ha-tri : dre strolladoù a deir elfenn.
B. Rag. pet. g.
1. (evit merkañ ar renk, an deiziadoù)
Trivet.
An dri e vezen er skol peurliesañ. Warc'hoazh emañ an dri a viz Ebrel. A-benn an dri eus ar miz e teuint du-mañ.
2. (dirak warn-ugent)
Termen a dalvez da sevel raganvioù-petvediñ a arouezer deiziadoù ganto.
An dri warn-ugent a viz Meurzh.
III.
Adv. niv. g. (db. an dud, al loened, an traoù a arouezer gant un anv gourel)
Daou mui unan.
Tri emaoc'h er c'harr. Tri e tlefent bezañ evit ober al labour-se.
IV.
Niv. peg. g.
1. (db. an dud, al loened, an traoù a arouezer gant un anv gourel)
Termen a dalvez da aroueziñ niver an unanennoù en anvioù-gwan niveriñ, er raganvioù niveriñ pe en adverboù niveriñ zo brasoc'h eget ugent.
Tri (c'haner) ha daou-ugent. Tri (faotr) ha pevar-ugent. Kant tri (zi), tri (zi) ha kant. Daou vil kant tri (den) warn-ugent. Tri fakad ha tri-ugent.
2. (dirak ugent, kant, mil, milion ha miliard)
Termen a dalvez da sevel ugentadoù, kantadoù, miliadoù, milionadoù, miliardoù.
Tri-ugent (gwaz, maouez). Tri-c'hant (danvad, danvadez). Tri mil (dilenner, dilennerez).
V.
G. (ls. -où)
A.
1. Un tri, an tri : kartenn, pezh eus ur c'hoari zo merket tri warni - pe warnañ - pe a dalvez tri foent.
An tri am boa goulennet.
2. Tr. adv.
A-drioù : dre strolladoù a deir elfenn.
&
Dre drioù : dre strolladoù a deir elfenn.
B. NIVERON.
1. Niver anterin a zeu da heul daou.
An niver tri.
2. Sifr a reer gantañ evit merkañ an niver a unanennoù, a zegadoù, h.a., zo en un niver.
Tri eo sifr ar c'hantadoù en niver 2395.
3. Anv a roer d'an arouezenn 3 a reer ganti evit skrivañ an niver anterin a zeu da heul daou.
Skrivet en deus un tri war e gaier.
EVEZH.
(a) kemm. c'hwezh. goude tri ag. peg. g. ;
(b) kemm. blot. goude tri rag. peg. g.;
(c) kemm. blot. war-lerc'h ar g.m. e deroù tri rag. pet. g.
En hanv a'n Tad, ha'n Mab abred, / Roue ha krouer, ha'n Glan Spered [;] / Un Doe anavet drez kredan [dre a gredan]/ Pere en personoù kaougant, / Zo tri fier ha diferant / Ha se prezant a asantan
EN hano an Tat, han Map apret / Roe ha croer, han Glan Speret / Vn Doe auoeét drez credaff, / Pere en personou cogant / So try fier ha diferant : / Ha se presant a assantaff.
1575
Référence :
M.
p34
Neuze un prezidant koleret a bersuadas d'an roue ez lakaze ober peder rod a houarn e-barzh tri dez pere a ve añvironet a dachoù ha kizelloù lemm pe gant re ez vihe dispennet dre dourmant, ha maz roze ivez spont d'an gristenien arall, oz welet an horriplded hag ar gruelded a'n tourmanchoù.
neuse vn president coleret a persuadas dan roue ez laquase ober peder rot a houarn e barz tridez pere auy he enuironet a tachou ha quisellou lem pe gant re ez vihe dispenet dre tourment: ha maz rose yuez spond dan christenyen arall, oz guelet an horribldet hac an crueldet en tourmanchou.
1576
Référence :
Cath
p20
[«] Hag evit-se kement ger zo a dle bezañ koñfermet gant daou pe dri dest, pa ve te a ve un ael, pe a ve ur vertuz selestiel[. »]
hac euitce quement guer so a dle bezaff confermet gant daou pe try test, pa ve te a ve vn ael, pe a ve vn vertuz celestiell:
1576
Référence :
Cath
p10
D. Ret eo ober tri zra : da gentañ, digas da goun an pec'hedoù, en em egzaminañ diligant war gourc'hemennoù Doue ha re 'n Iliz ha war an seizh pec'hed marvel.
D. Ret eo ober try tra: da quentaff, diquac da couff an pechedou, en em examinaff diligant voar Gourchemennou Doue ha re-n Ilis, ha voar an seiz pechet Maruell.
1622
Référence :
Do.
p42
M. Nag an Drinded petra eñ eo ? D. Bezañ ez eo an Tad, ar Mab, hag ar Spered sant[el], tri ferson en un Doue hepmuiken.
M. Nac an Trindet petra euff é? D. Bezaff ez eo an Tat, an Map ha-n Spered Sant, try person en vn Doue, hep muy quen.
1622
Référence :
Do.
p14
e-spas a dri miz
espacç a dri mis
1659
Référence :
LDJM.1
pg (e)spacç (a dri mis)
tri
1659
Référence :
LDJM.1
pg trois
abaoe tri miz ne studias
abaoue tri mis ne studias
1659
Référence :
LDJM.1
pg abaoue (tri mis ne studias)
Petra a renker da ober evit en em gofes ervat ? Ret eo ober tri dra
Petra à renquer da ober evit en em goffés ervat ? Ret eo ober tri dra
1677
Référence :
Do.
p43
re c'hlas eo c'hoazh ar gwin-mañ, ne vezo war e du, nemet a-benn tri miz ac'hann
re c'hlas eo c'hoaz ar güin mâ, ne vezo var e du, nemed a-beñ try miz ac'han
1732
Référence :
GReg
pg (ce vin est trop vert, il ne sera dans sa) boite (que dans trois mois)
a-benn tri bloaz ac'hann
abeñ try bloaz ac'han
1732
Référence :
GReg
pg (d'icy) à (trois ans)
ar gouli-hont en deus e zalc'het er gwele a-hed tri miz
ar gouly-hont èn deus e zalc'het èr güele a hed try miz
1732
Référence :
GReg
pg aliter
forc'h he deus tri biz
forc'h he deus try bès
1732
Référence :
GReg
pg a
monstr en deus tri fenn
mounstr èndeus try phëñ
1732
Référence :
GReg
pg a
Ren an Antikrist a dle padout tri bloaz hanter.
Rèn an Antichrist a dle padout try bloaz-hanter.
1732
Référence :
GReg
pg Antechrist
tri ene
try ene
1732
Référence :
GReg
pg ame
tri ha tri
try ha try
1732
Référence :
GReg
pg a
re c'hlas eo c'hoazh ar gwin-mañ, ne vezo en e dro, nemet a-benn tri miz ac'hann
re c'hlas eo c'hoaz ar güin mâ, né vezo èn e dro,nemed a-beñ try miz ac'han
1732
Référence :
GReg
pg (ce vin est trop vert, il ne sera dans sa) boite (que dans trois mois)
e-pad tri miz ez eo bet en e wele
ê pad try miz ez eo bet èn e vele
1732
Référence :
GReg
pg aliter
re c'hlas eo c'hoazh ar gwin-mañ, ne vezo en e vlaz, nemet a-benn tri miz ac'hann
re c'hlas eo c'hoaz ar güin mâ, ne vezo èn e vlas, nemed a-beñ try miz ac'han
1732
Référence :
GReg
pg (ce vin est trop vert, il ne sera dans sa) boite (que dans trois mois)
re c'hlas eo c'hoazh ar gwin-mañ, ne vezo mat da evañ, nemet a-benn tri miz ac'hann
re c'hlas eo c'hoaz ar güin mâ, ne vezo mad da eva, nemed a-beñ try miz ac'han
1732
Référence :
GReg
pg (ce vin est trop vert, il ne sera dans sa) boite (que dans trois mois)
grilhañ kig, pe pesked war ur c'hrilh-goad, savet tri zroadad dreist an tan
grilha qycq, pe pesqed var ur c'hrilh goad, savet try zroadad dreist an-tan
1732
Référence :
GReg
pg boucaner (faire cuire de la chair, ou du poisson, à la manière des sauvages)
ne faot nemet daou, pe, dri berv
ne faud nemed daoü, pe, dry béro
1732
Référence :
GReg
pg (il ne faut que deux, ou trois) boüillon(s)
An tri den yaouank a Izrael a yoa stlapet en ur fournez elumet.
An try dèn yaouancq a Israël a yoa stlapet èn ur fournès élumet.
1732
Référence :
GReg
pg fournaise (Les trois enfans d'Israël furent jettez dans une fournaise ardente.)
En urzh Sant Frañsez ez eus tri zad jeneral : ar c'hentañ eo hini an tadoù Kouventualed, an eil eo hini Santfrañseziz, an drede eo hini ar Gabusined.
En urz sant Francès ez eus try zad general : ar c'hentâ eo hiny an tadou Couvéntualed : an eil eo hiny san-Francesis : an drede eo hiny ar Gabucined.
1732
Référence :
GReg
pg general (Dans l'ordre de saint François il y a trois Generaux : le premier est celui des Peres Conventuels, ou Cordeliers à la grande manche, qui est la premiere branche de l'ordre : le deuxiéme est celui des Peres Observantins, ou Cordeliers, des Peres Recollets, des Soccolans, Arabides, des Penitens &c. Le troisiéme est celui des Peres Capucins.)
Référence :
GON.II
p.74, « J’en (d’eux) ai mangé trois ».
tri
trî
1850
Référence :
GON.II
p.12, introduction, "TROIS (pour le masculin)".
tri mab
trî mâb
1850
Référence :
GON.II
pg trî
tri
trî
1850
Référence :
GON.II
pg teir, trî
tri-c'hant
trî-c'hañt
1850
Référence :
GON.II
pg pemzék (-ugeñt)
Tri ferson an Dreinded
Trî fersoun ann Dréinded
1850
Référence :
GON.II
pg Dréinded (Les trois personnes de la Trinité).
Da dri bloaz e ouie digeizañ.
Da drî bloaz é wié digeiza.
1850
Référence :
GON.II
pg digeiza, digiza (Il savait épeler à trois ans).
Unan [anezho], ar marc'hadour, a c'houie niveriñ, / Lavaret hep faziañ : unan ha daou zo tri.
Unan [anezho], ar marc'hadour, a c'hwie niveri, / Lavaret hep fazia : unan ha daou zo tri.
1867
Référence :
MGK
p80
« Unan, daou, tri, pevar : evit peder sizhun / Peadra da zibriñ, ha me a zo war yun ! »
» Unan, daou, tri, pevar : evit peder zizun / » Peadra da zibri, ha me a zo war iun !
1867
Référence :
MGK
p98
En em gavout a rejont d'ar pardaez-noz, o-zri, e-kichen ur stêr vras a rankent da dreuziñ.
En em gaout a rejont d'ar pardaez-noz, ho zri, e kichen eur ster vraz a rankent da dreuzi.
1867
Référence :
MGK
p3
Neuze e lavaras [ar breur] : - Va c'hoar, na ouelit ket, me ho ped ! Un tri dervezh hepken a vezo din a-walc'h da aveliñ va fenn.
Neuze e lavaraz [ar breur] : - Va c'hoar, na ouelit ket, me ho ped ! Eun tri dervez hep-ken a vezo d'in a-walc'h da aveli va fenn
1867
Référence :
MGK
p18
Ar razh, deut poent ar pred, / D'ar re all a lavar : — « Asa ! va mignoned, / Petra zo n'omp hiriv nemet tri da leinañ ? »
Ar raz, deut poent ar pred, / D'ar re all a lavar : — « Asa ! va mignouned, / Petra zo n'omp hirio nemet tri da leina ? »
1867
Référence :
MGK
p46
Pemp bugel a roas dezho an Aotrou Doue, tri mab ha div verc’h.
Pemp bugel a roaz d’ezho an Aoutrou Doue, tri map ha diou verc’h.
1878
Référence :
EKG.II
p.175
Tri gelc'h ar bed
1909
Référence :
REZI
p.27
soubenn an tri zraig : dour ha hoalen ha baraig
souben an tri-zraïk : dour ha c'hoalen, ha baraïk
1909
Référence :
BROU
p. 390
Teir c’hrugell-vaen am eus gwelet o c’holeiñ bezioù tri eus ar rouanez-se.
Teir c’hrugell-vaen am eus gwelet o c’holei beziou tri eus ar rouanez-se.
1923
Référence :
SKET
p.18
Brud a zo e tremenas Ariomanos, goude lidoù-kañv e dad hag e vamm, teir nozvezh ha tri devezh hep kemerout boued na died, e harz ar grugell-vez anezho.
Brud a zo e tremenas Ariomanos, goude lidou-kanv e dad hag e vamm, teir nozvez ha tri devez hep kemerout boued na died, e harz ar grugell-vez anezo.
1923
Référence :
SKET
p.50
Divarrek da waskañ pelloc’h war an orged a loske dezho o gwad, e tilestrjont o zri en tevenn, un nozvezh, o tigas ganto ur brokad died-kemmesk eus o bro, c’hwezh-vat ha mezvus.
Divarrek da waska pelloc’h war an orged a loske d’ezo o gwad, e tilestrjont o zri en tevenn, eun nozvez, o tigas ganto eur brokad died-kemmesk eus o bro, c’houez-vat ha mezvus.
1923
Référence :
SKET
p.102
An troioù-saludiñ all, e-touez Kelted Iwerzhon, ez oa : — 1° sevel ha menel war-sav pa zigoueze un den enorus ; — 2° sevel ar glin pe ar vorzhed p’edod azezet ; ur merk azaouez hennezh ha n’oa ket kerkoulz ha sevel en e sav ; — 3° reiñ ur pok, pe peurliesañ tri a bokoù, war ar jod ; — 4° pennlinañ pe daoulinañ.
An troiou-saludi all, e-touez Kelted Iwerzon, ez oa : — 1° sevel ha menel war-zav pa zigoueze eun den enorus ; — 2° sevel ar glin pe ar vorzed p’edod azezet ; eur merk azaouez hennez ha n’oa ket kerkouls ha sevel en e sav ; — 3° rei eur pok, pe peurliesa tri a bokou, war ar jod ; — 4° pennlina pe daoulina.
1924
Référence :
SKET.II
p.36, Notenn 1.
An tri [b]ugelig a oa el liorzh o c’hortoz o breur. An archer a dapas krog enne hag o bountas er sal.
An tri vugelig a oa el liorz o c’hortoz o breur. An archer a dapas krog enne hag o boutas er zal.
1924
Référence :
BILZ1
Niverenn 40, p.895 (Miz Ebrel 1924)
Erruout a eure, d’e dro, Bilzig gant an tri all.
1924
Référence :
BILZ1
Niverenn 39, p.865 (Miz Meurzh 1924)
Al Lev-Draezh !… Tri c’hir spontus-meurbet !
Al Leo-Drêz !… Tri c’hir spontus meurbed !
1925
Référence :
BILZ2
p.123
a-benn tri deiz amañ
abenn tri dé amañ
1927
Référence :
GERI.Ern
pg amañ
Gant dudi, e welen ivez tri zi bihan o aoledoù [sic] ledan hag o mantelloù bras du-pod gant an huzel.
Gant dudi, e welen ivez tri zi bihan o aoledou ledan hag o mantellou bras du-pod gant an huzel.
1929
Référence :
SVBV
p.17
Diwezh deomp d'en em bentañ, e kimiadjont diouzh ar walc'hlec'h, e pignjont d'hor c'hambr, hag ur pennad goude, me a ziskennas a-gevret gant tri ganolier all da evañ tri pe bevar litradig gwin ruz.
Diwez d'eomp d'en em benta, e kimiadjont diouz ar walc'hlec'h, e pignjont d'hor c'hambr, hag eur pennad goude, me a ziskennas a-gevret gant tri ganolier all da eva tri pe bevar litradig gwin ruz.
1929
Référence :
SVBV
p13
Kounañ a ran, na pegen dudius d'ar galon, ha na pegen kaer d'ar spered ha d'an daoulagad, da zaoulagad un arvester pignet war uhelenn Kerargov, gwelout, un hanterkantved a zo, ur skouadrenn meurlistri livet e du ha bevennet gant daou pe dri gelc'h gwenn an tuioù diavaez anezho ; koeñvet o gouelioù damwenn dezho gant an avel-reizh pe rodellet dindan ar fourradoù avel-dro, hag o stekiñ ouzh ar c'herdin hag ouzh ar gwerniou en ur stlakañ gant stroñs ha gant tregern.
Kouna a ran, na pegen dudius d'ar galon, ha na pegen kaer d'ar spered ha d'an daoulagad, da zaoulagad eun arvester pignet war uhelenn Kêrargof, gwelout, eun hanterkantved a zo, eur skouadrenn meurlistri livet e du ha bevennet gant daou pe dri gelc'h gwenn an tuiou diavaez anezo ; koeñvet o goueliou damwenn d'ezo gand an avel-reiz pe rodellet dindan ar fourradou avel-dro, hag o steki ouz ar c'herdin hag ouz ar gwerniou en eur stlaka gant stroñs ha gant tregern.
1929
Référence :
SVBV
p.15
Sevel a ris a-ziwar va gwele hag ez is, a-gevret gant tri Vreizhad [sic] all da ober un droig e kêr : da aveliñ hor penn ha pa vefe ken.
Sevel a ris a-ziwar va gwele hag ez is, a-gevret gant tri Vreizad all da ober eun drôig e kêr : da aveli hor penn ha pa vefe ken.
1929
Référence :
SVBV
p.19
rastell an tri roue
1931
Référence :
VALL
pg baudrier (d'Orion)
Ar post ged : ur gael houarn, ur porzh divent etre tri savadur a bevar estaj, mildoullet a brenestroù, a weled enno pennoù kurius an henaourien o c’hoarzhin goap d’ar « bleuien ».
Ar post ged : eur gael houarn, eur porz divent etre tri savadur a bevar estaj, mildoullet a brenestrou, a weled enno pennou kurius an henaourien o c’hoarzin goap d’ar « bleuien ».
1944
Référence :
EURW.1
p.192
Al lezenn a c’hourc'hemenne : ar studierien o labourat da gaout ur skrid-testenni er skolioù-uhel ar gloareged o klask mont da vistri-skol, ar vicherourien merket evel « micherourien arz », ne rajent nemet ur bloavezh e-lec’h tri.
Al lezenn a c’hourc'hemenne : ar studierien o labourat da gaout eur skrid-testenni er skoliou-uhel ar gloareged o klask mont da vistri skol, ar vicherourien merket evel « micherourien arz », ne rajent nemet eur bloavez e-lec’h tri.
1944
Référence :
EURW.1
p.191
Kervarker, Prosper Proux, ha neubeut amzer goude, An Uhel, gant e levr Bepred Breizhad, setu eno ma zri gelenner kentañ war ar gwerzioù brezhonek.
Kermarker, Prosper Proux, ha neubeut amzer goude, An Uhel, gant e levr Bepred Breizad, setu eno ma zri gelenner kenta war ar gwerziou brezonek.
1944
Référence :
EURW.1
p42
Betek eno ne raen ket a wad fall : ur veaj evel un all e oa houmañ din, an hent a oa hir, al laboused a gane er c'hleuzioù, tud a laboure er parkoù, kêr Wengamp a oa brav da welout gant he renkennadoù tier a dri estaj...
Betek eno ne raen ket a wad fall : eur veaj evel eun all e oa houmañ d'in, an hent a oa hir, al laboused a gane er c'hleuziou, tud a laboure er parkou, kêr Wenngamp a oa brao da welout gant he rankennadou tier a dri estaj...
1944
Référence :
EURW.1
p30
Diskaret ar galoch, ar gwenneien, -pe ar boutonoù-, a chome 'n he c'hichen hep stlabezañ, a veze d'an hini en doa he diskaret gant unan eus e dri bez.
Diskaret ar galoch, ar gwenneien, -pe ar boutonou-, a chome 'n he c'hichen hep stlabeza, a veze d'an hini en doa he diskaret gant unan eus e dri bez.
1944
Référence :
EURW.1
p23
Chann he doa gwelet dek gwech muioc’h a draoù eget Mari, Mari kant gwech muioc’h eget Madalen, ha Madalen ’ta !… ha, sur, hini ebet anezho n’he doa klevet ur c’hard eus an tri-c’hant mil dra he doa klevet Katell.
1944
Référence :
ATST
p.81
Nemet e vijent adgalvet da beurechuiñ o zri bloavezh, mar n’o dije ket sevenet o engouestlañ d’an oad a 27 vloaz.
Nemet e vijent adgalvet da beurechui o zri bloavez, mar n’o dije ket sevenet o engouestla d’an oad a 27 vloaz.
1944
Référence :
EURW.1
p.191
Kerkent ha ma c'hallent e tilezent ac'hanomp, ha n'eus nemet unan eus ar re a oa bet dastumet evel-se hag a ve bet chomet en tu-hont da dri miz en hor servij.
1985
Référence :
DGBD
p45
Marteze on boas da welout korfoù-marv abaoe kement a vloavezhioù, met daou dra disheñvel eo korf-marv unan bennak hag a zo bet drouklazhet, diouzh un tu, ha, diouzh an tu all, peder retredadez etre tri bloaz ha tri-ugent ha dek ha pevar-ugent, hag o deus lakaet termen d'o buhez.