I.
Ag. niv.
1. Ag. peg. (dirak an anvioù-kadarn unan a dalvez da aroueziñ traoù niveradus)
Niver zo par da zaouzek mui unan.
Trizek vloaz.
2. Ag. pet. (goude un ak.)
Trizekvet.
Ar bajenn trizek.
II.
Rag. niv.
1. Rag. peg. (e-unan, dirak un ag., ur rn. disk., pe dirak an ar. "a" heuliet gant un anv lies pe stroll)
Niver zo par da zaouzek mui unan.
Bezañ trizek ouzh an hevelep taol. Trizek a dud.
2. Rag. pet. (evit merkañ ar renk, an deiziadoù)
Trizekvet.
An drizek a viz Du.
III.
Niv. peg.
1. Termen a dalvez da sevel anvioù-gwan niveriñ, raganvioù niveriñ pe adverboù niveriñ zo brasoc'h eget daouzek ha tri-ugent.
Trizek (den) ha pevar-ugent. Mil trizek (lur).
2. (dirak ugent, kant, mil, milion, miliard)
Termen a dalvez da sevel ugentadoù, kantadoù, miliadoù, milionadoù, miliardoù.
Trizek-ugent : daou-c'hant ha tri-ugent. Trizek-kant : mil tri-c'hant. Trizek milion.
IV.
Impl. da ak.
NIVERON.
1. Niver anterin a zeu da-heul "daouzek".
An niver trizek.
2. Anv a roer d'an heuliad arouezennoù 13 a reer gantañ evit skrivañ an niver anterin a zeu da-heul "daouzek".
EVEZH.
(a) kemm. blot. goude "trizek" rag. peg.;
(b) kemm. blot. war-lerc'h ar gm. e deroù "trizek" rag. pet.
Og, roue a Vasan a yoa ur jeant pehini en devoa nav ilinad uhelded, pe trizek troadad hanter a uhelded. Hennezh voa ar peulvan, va Doue !
Og Rouë a Vasan a yoa ur geant pehiny èn devoa nao ilinad uhelded, pe trizecq troadad-hantér a uhelded. Ennez voa ar peulvan, va douë !
1732
Référence :
GReg
pg geant (Og Roi de Basan étoit un geant qui avoit neuf coudées de haut.)
ar sekred da ober kanolioù a zo bet kavet gant ur Flamank er bloaz trizek-kant pevar hag hanter-c'hant ; pe e-tro ar bloaz trizek kant ha pevar-ugent
ar segred da ober canolyou a so bet cavet gand un flamancq èr bloaz trizec cand, pevar hac hanterc'hand ; pe, ê-tro arbloaz trizec cand ha pévar-uguend
1732
Référence :
GReg
pg artillerie
Trizek
Trizék
1850
Référence :
GON.II
p.23, livre premier, "treize".
trizek
trizék
1850
Référence :
GON.II
pg trizék
Arc'hant en doa ha, dre 'n hent-se, / Merc'hed diouzh an druilh a gave, / Merc'hed, trizek evit dousenn.
Arc'hant en doa ha, dre 'nn hent-se, / Merc'hed dioc'h an druill a gave, / Merc'hed, trizek evit dousen.
1867
Référence :
MGK
p63
Hag, e-pad ma oc’h en ho kwele, tomm deoc’h, kousket mat, e riskl e vuhez Bilzig, ar paotrig a drizek vloaz, a zo dindan ar glav pe ar gwallamzer o pesketa evidoc’h al legestr, ar c’havr-vor a zebrfet warc’hoazh d’ho lein pe d’ho koan.
Hag, e-pad ma oc’h en ho kwele, tomm d’ec’h, kousket mat, e riskl e vuhe Bilzig, ar pôtrig a drizek vlâ, a zo dindan ar glao pe ar gwall-amzer o pesketa evidoc’h al legestr, ar c’havr-vor a zebrfet warc’hoaz d’ho lein pe d’ho koan.
1925
Référence :
BILZ2
p.104
Daou Rusiad int, kuitaet ganto o bro da vare an dispac'h a oa bet du-hont hag en em dennet e Bro-C'hall da glask repu; kalz oajetoc'h egedon int, un daouzek pe drizek vloaz bennak, rak dilerc'hiet int bet evit ober o studioù gant ar reuz o deus bet da c'houzañv pa oa krennarded anezho.