1. Ag. pet.
Anv-gwan a dalvez da verkañ ur renk, un niverenn urzhiañ a glot gant an niver triwec'h.
An triwec'hvet bloavezh. Geriadur galleg-brezhoneg Gregor Rostrenenn zo eus an triwec'hvet kantved.
[1955] Mat-kenañ evel-just e teue ganti ar galleg, eviti d’ober gant ur yezh espar, e-maez ar c’hiz, un tammig c’hwezhet zoken, yezh an triwec’hvet kantved […].
2. Rag. pet.
Raganv a dalvez da verkañ ur renk, un niverenn urzhiañ a glot gant an niver triwec'h.
An triwec'hvet : un den, ul loen, un dra, arouezet gant un anv gourel, dezhañ an niver triwec'h, hervez un urzh bnk.
Bezañ an triwec'hvet war ar roll.
An driwec'hvet : un den, ul loen, un dra, arouezet gant un anv benel, dezhañ an niver triwec'h hervez un urzh bnk.
3. Termen a dalvez da sevel anvioù-gwan petvediñ, raganvioù petvediñ zo brasoc'h eget seitek ha tri-ugent.
Référence :
GON.II
pg triouec'hved (la dix-huitième).
triwec'hvet
triouec'hved
1850
Référence :
GON.II
p.25 (dix-huitième), pg triouec'hved (nom de nombre ordinal. dix-huitième).
Emaomp bremañ dindan ren Loeiz triwec'hvet en e anv.
Emomb bréma dindân rén Loïz triouac'hved enn hé hanô.
1850
Référence :
GON.II
pg rén (nous sommes actuellement sous le gouvernement, sous le règne de Louis XVIII).
TRIWEC’HVET PENNAD Bodadeg vras e Landremel hag en hent war-du Karreg-al-Louarn
1944
Référence :
ATST
p.113
Mat-kenañ evel-just e teue ganti ar galleg, eviti d’ober gant ur yezh espar, e-maez ar c’hiz, un tammig c’hwezhet zoken, yezh an triwec’hvet kantved […].
Mat-kenañ eveljust e teue ganti ar galleg, eviti d’ober gant ur yezh espar, e-maez ar c’hiz, un tammig c’hwezhet zoken, yezh an triwec’hvet kantved […].
1955
Référence :
VBRU
p.63-64
Kalz droug a glever gant treizhidi 'zo diwar-benn an tammig bro-se a vir e-kreiz an ugentvet kantved doareoù Afrika an triwec'hvet ; rak n'o deus ket renerien ar vro an disterañ levezon er-maez eus kêrioù an aod.