Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. Ag. pet. Anv-gwan a dalvez da verkañ ur renk, un niverenn urzhiañ a glot gant an niver triwec'h. A n triwec'hvet bloavezh. Geriadur galleg-brezhoneg Gregor Rostrenenn zo eus an triwec'hvet kantved. 2. Rag. pet. Raganv a dalvez da verkañ ur renk, un niverenn urzhiañ a glot gant an niver triwec'h. An triwec'hvet : un den, ul loen, un dra, arouezet gant un anv gourel, dezhañ an niver triwec'h, hervez un urzh bnk. Bezañ an triwec'hvet war ar roll. An driwec'hvet : un den, ul loen, un dra, arouezet gant un anv benel, dezhañ an niver triwec'h hervez un urzh bnk. 3. Termen a dalvez da sevel anvioù-gwan petvediñ, raganvioù petvediñ zo brasoc'h eget seitek ha tri-ugent.

Skouerioù istorel : 
6
Kuzhat roll ar skouerioù

triwec'hvet

1850
Daveenn : GON.II pg triouec'hved

an triwec'hvet

1850
Daveenn : GON.II pg triouec'hved

an driwec'hvet

1850
Daveenn : GON.II pg triouec'hved

Triwec'hvet

1850
Daveenn : GON.II p.25, livre premier, "dix-huitième".

TRIWEC’HVET PENNAD Bodadeg vras e Landremel hag en hent war-du Karreg-al-Louarn

1944
Daveenn : ATST p.113

Kalz droug a glever gant treizhidi 'zo diwar-benn an tammig bro-se a vir e-kreiz an ugentvet kantved doareoù Afrika an triwec'hvet ; rak n'o deus ket renerien ar vro an disterañ levezon er-maez eus kêrioù an aod.

1985
Daveenn : DGBD p17

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial