I.
Ag. niv.
1. Ag. peg. (dirak an anvioù-kadarn unan a dalvez da aroueziñ traoù niveradus)
Niver zo par da seitek mui unan. Ur paotr triwec'h vloaz dezhañ. Un tarv n'eo ket graet a-walc'h a-raok e driwec'h miz.
2. Ag. pet. (goude un ak. pe un anv den) Triwec'hvet.
Al levrenn triwec'h.
II. Rag. niv.
1. Rag. peg. (e-unan, dirak un ag., ur rn. disk., pe dirak an ar. a heuliet gant un anv lies pe stroll)
Niver zo par da seitek mui unan.
Triwec'h a vugale. Triwec'h vras a gasin ganin.
2. Rag. pet. (evit merkañ ar renk, an deiziadoù)
[1898] Triwec'hvet.
[1898] An driwac’h eus a viz diwe[zh]añ, Mari Kergall, deus Kerprijent he devoa lakaet an tan war he zi. Mezv oa pe, da vihanañ, gwall dommet, pa he doa graet an t[a]ol.
III.
Niv. peg.
1. Termen a dalvez da sevel anvioù-gwan niveriñ, raganvioù niveriñ pe adverboù niveriñ zo brasoc'h eget seitek ha tri-ugent.
Triwec'h ha pevar-ugent.
2. (dirak ugent, kant, mil, milion ha miliard)
Termen a dalvez da sevel ugentadoù, kantadoù,
miliadoù, milionadoù, miliardoù.
Triwec'h-ugent : tri-c'hant ha tri-ugent. Triwec'h-kant : mil eizh-kant. C'hoarvezet eo er bloavezh triwec'h-kant naontek.
IV.
Impl. da ak.
NIVERON.
1. Niver anterin a zeu da-heul seitek.
An niver triwec'h.
2. Anv a roer d'an heuliad arouezennoù 18 a reer gantañ evit skrivañ an niver anterin a zeu da-heul seitek.
EVEZH.
(a) kemm. blot. goude "triwec'h" rag. peg. ;
(b) kemm. blot. war-lerc'h ar gm. e deroù "triwec'h" rag. pet.
Bezañ e oa anezho c’hwec’h-warn-ugent, hag ouc’hpenn un tammig ofiser bihan, divarv, displet, an aer a driwec’h pe naontek vloaz, hag a yoa e-kreiz ar re all.
Beza oa anezho c’houeac’h-varn-ugent, hag ouc’hpenn eun tammik ofiser bian, divarf, displed, an ear a driouac’h pe naontek vloaz, hag a ioa e kreiz ar re-all.
1878
Référence :
EKG.II
p.88
An driwac’h eus a viz diwe[zh]añ, Mari Kergall, deus Kerprijent he devoa lakaet an tan war he zi. Mezv oa pe, da vihanañ, gwall dommet, pa he doa graet an t[a]ol.
An driwac’h euz a viz diwean, Mari Kergall, deuz Kerprijent e devoa lakaet an tan war he zi. Meo oa pe, da vihana, gwall-dommet, pa e doa graet an tol.
1898
Référence :
KZVR
Supplément à la Croix des Côtes-du-Nord du dimanche 23 janvier, p.2
A driwec’h mil den e c’hoarveze ar bagad-se hag eñ disheñvel e kement-mañ diouzh an daou vagad en e raok ha diouzh ar re war e lerc’h : ouzh hen ober ez oa estreget tud yaouank, pa weled ennañ, ouzhpenn, gwazed ha maouezed e brud o oad ha dezho mibien vras gouest da embreger armoù.
A driwec’h mil den e c’hoarveze ar bagad-ze hag hen dishenvel e kement-man diouz an daou vagad en e raok ha diouz ar re war e lerc’h : ouz hen ober ez oa estreget tud yaouank, pa weled ennan, ouspenn, gwazed ha maouezed e brud o oad ha d’ezo mibien vras gouest da embreger armou.
1923
Référence :
SKET
p.125
Triwec’h vloaz a zo abaoe ! triwec’h vloaz !… Plac’h yaouank eo atav Soazig. — Plac’h yaouank !… Plac’h yaouank kozh viret ! a c’hrozmolas unan bennak.
Triouec’h vlâ a zo abaoe ! triouec’h vlâ !… Plac’h yaouank eo atao Soazig. — Plac’h yaouank !… Plac’h yaouank koz viret ! a c’hrozmolas unan bennak.
1925
Référence :
BILZ2
p.136
triwec'h vloaz eo
1931
Référence :
VALL
pg avoir
Prest e oa ganin dañvez ul levr Gwerzioù ha Sonioù, a-vec'h ma oan triwec'h vloaz.
Prest e oa ganin dañvez eul levr Gwerziou ha Soniou, a-vec'h ma oan triouec'h vloaz.
1944
Référence :
EURW.1
p.100
Azalek ma oan distro eus va fennad amzer labour er Gabon, em boa soñjet mirout an eñvor eus ar vuhez am boa renet er vro-se e-pad triwec'h miz.