I.
Ag. niv.
A. Ag. peg.
1. (dirak an anvioù-kadarn unan a dalvez da aroueziñ traoù niveradus)
Pemp mui unan.
C'hwec'h kilometr mont ha c'hwec'h kilometr dont. Bugale c'hwec'h vloaz o tegouezhout er skol. Leuskel c'hwec'h pe seizh hopadenn. Kaout c'hwec'h, seizh bugel : war-dro c'hwec'h pe seizh.
2. Trl.
Na lakaat c'hwec'h, seizh vloaz (da ober udb.) : chom hep koll amzer.
&
Ober ur sell a dalvez c'hwec'h real : ober selloù du.
B. Ag. pet.
1. (goude un ak. pe un anv den)
C'hwec'hvet.
Ar gentel c'hwec'h.
2. (dirak ar ger eur)
C'hwec'hvet.
C'hwec'h eur eo. Sevel da c'hwec'h eur. C'hwec'h eur noz. C'hwec'h eur vintin.
&
Trl.
Chom e c'henoù* (digor) war c'hwec'h eur.
II.
Rag. niv.
A. Rag. peg. (e-unan, dirak un ag., ur rn. disk., pe dirak an ar. a heuliet gant un anv lies pe stroll).
1. Pemp mui unan.
Ro din c'hwec'h anezho. C'hwec'h vihan.
[1878] A-benn un nebeud dervezhioù e voe kaset da Gemper gant an aotrou Gall, an aotrou Koarigou ha pemp pe c’hwec’h all eus an dud wellañ a yoa er vro.
2. Adv. (db. an dud, al loened, an traoù)
HOR-C'HWEC'H, HO-C'HWEC'H, O-C'HWEC'H : me -te, c'hwi, eñ pe hi- a-gevret gant pemp all.
Marv int o-c'hwec'h.
&
C'hwec'h-ha-c'hwec'h : dre strolladoù a c'hwec'h elfenn.
B. Rag. pet.
1. (evit merkañ ar renk, an deiziadoù)
C'hwec'hvet.
A-benn ar c'hwec'h e krogo an traoù.
2. (dirak warn-ugent)
Termen a dalvez da sevel raganvioù petvediñ a arouezer an deiziadoù ganto.
Ar c'hwec'h warn-ugent a viz Mae.
III.
Adv. niv. (db. an dud, al loened, an traoù)
Pemp mui unan.
C'hwec'h emaoc'h o heuliañ an traoù.
IV.
Niv. peg.
1. (db. an dud, al loened, an traoù)
Termen a dalvez da aroueziñ niver an unanennoù en anvioù-gwan niveriñ, er raganvioù niveriñ pe en adverboù niveriñ zo brasoc'h eget ugent.
C'hwec'h (den) warn-ugent. Mil c'hwec'h lur.
2. (dirak ugent, mil, milion ha miliard)
Termen a dalvez da sevel ugentadoù, kantadoù, miliadoù, milionadoù, miliardoù.
C'hwec'h kant mil den. C'hwec'h milion a lurioù.
V.
G.
A.
1. Ur c'hwec'h, ar c'hwec'h : kartenn, pezh eus ur c'hoari zo merket c'hwec'h warni -warnañ- pe a dalvez c'hwec'h poent.
Ar c'hwec'h a geur.
&
Trl.
Ar par* c'hwec'h.
B. Niveron.
1. Niver anterin a zeu da heul pemp.
An niver c'hwec'h.
2. Sifr a reer gantañ evit merkañ an niver a unanennoù, a zegadoù, h.a., zo en un niver.
C'hwec'h eo sifr ar miliadoù en niver 6517.
3. Anv a roer d'an arouezenn 6 a reer ganti evit skrivañ an niver anterin a zeu da heul pemp.
EVEZH.
Kemm. blot. goude c'hwec'h rag. peg.
en ul lev gordenn ec'h eus ur chadenn a c'hwec'h-ugent troatad diazezet c'hwec'h-ugent gwech
en ul leau-gorden e eus ur-chaden a c'hwec'h ughent troatad diassezet c'hwec'h ughent gwech
1699
Référence :
Har.
chadenn
Ar roue Charlez eizhvet en hanv a stagas Provañsa ouzh ar rouantelezh a Frañs er bloaz pevarzek-kant chwec'h ha pevar-ugent.
Ar roüe Charlès eizved èn hano a stagas Provançza ouc'h ar rouantélez à Françs, èr bloaz pévarzec cand, c'huec'h ha pévaruguent.
1732
Référence :
GReg
pg annexer (Le Roi Charles VIII. annexa la Provence à la Couronne, en 1486.)
terzhienn a grog alies a wech en un deiz ; pe [terzhienn a grog] ur wech bep pemp pe c'hwec'h deiz.
terzyenn a grog alyes a veaich èn un deiz ; pe [terzyenn a grog] ur veach bep pemp pe c'huëc'h deiz.
1732
Référence :
GReg
pg fievre (Fievre intermittente)
a-benn c'hwec'h gwech
a-benn c'huec'h guëich
1732
Référence :
GReg
pg fois (Jusqu'à six fois.)
bede c'hwec'h gwech
bede c'huéc'h guëich
1732
Référence :
GReg
pg fois (Jusqu'à six fois.)
C’hwec’h ti
C’houec’h tî
1850
Référence :
GON.II
p.63
c'hwec'h
c'houec'h
1850
Référence :
GON.II
pg c'houéac'h, c'houec'h
c'hwec'h
c'houéac'h
1850
Référence :
GON.II
pg c'houéac'h (nom de nombre cardinal, six), c'houec'h (voyez "c'houéac'h"), c'houec'hved
An daol-mañ a zo re vihan evit c’hwec’h den.
Ann daol-mañ a zô ré vihan évid c’houec’h dén
1850
Référence :
GON.II
p.70
C'hwec'h
C'houec'h
1850
Référence :
GON.II
p.23, livre premier, "six".
C'hwec'h devezh a dleit din.
C'houéac'h dévez a dléid d'in.
1850
Référence :
GON.II
pg c'houéac'h (vous me devez six journées).
Chom a reas kuzhet e kraou Job Karo, e-pad ur c’hwec’h miz bennak.
Chomm a reaz kuzet e kraou Job Karo, epad eur c’houeac’h miz bennag.
1877
Référence :
EKG.I.
p.49
Ar c’habiten a c’hourc’hemennas d’e soudarded en em rannañ a vandennoù a c’hwec’h, evit kelc’hañ an ti tro-war-dro. Eñ a zalc’he ugent gantañ evit mont e-barzh.
Ar c’habiten a c’hourc’hemennaz d’he zoudarded en em ranna a vandennou a c’houeac’h, evit kelc’ha an ti tro-var-dro. Hen a zalc’he ugent gant-han evit mont ebarz.
1878
Référence :
EKG.II
p.165
A-benn un nebeud dervezhioù e voe kaset da Gemper gant an aotrou Gall, an aotrou Koarigou ha pemp pe c’hwec’h all eus an dud wellañ a yoa er vro.
A-benn eun nebeut dervesiou e oue kaset da Gemper gand an Aoutrou Gall, an Aoutrou Coarigou ha pemp pe c’houeac’h-all euz an dud vella a ioa er vro.
1878
Référence :
EKG.II
p.288
Lez-varn Sant-Brieg he deus barnet ane[zh]i da c’hwec’h vla galeoù.
Lez-varn Sant-Briek e deuz barnet anei da c’houec’h vla galeou.
1898
Référence :
KZVR
Supplément à la Croix des Côtes-du-Nord du dimanche 23 janvier, p.2
E-pad m'edomp a-zevri gant hol labour hag o varvailhañ, unan ac'hanomp hor-seizh a c'harmas : "22 !", ha raktal ar c'hwec'h all a vanas war-dav hag a reas an neuz da drevellat gwashoc'h eget biskoazh. Holl e ouiemp mat-tre - bep a dammig skiant hor boa prenet e stal delt an demezell Warandero a Doullarc'hwen - peseurt ster en doa ar youc'h "22 !".
E-pad m'edomp a-zevri gant hol labour hag o varvailha, unan ac'hanomp hor-seiz a c'harmas : 22 !, ha raktal ar c'houec'h all a vanas war-dav hag a reas an neuz da drevellat gwasoc'h eget biskoaz. Holl e ouiemp mat-tre - beb a dammig skiant hor boa prenet e stal delt an demezell Warandero a Doullarc'houen - peseurt ster en doa ar youc'h 22 !.
1929
Référence :
SVBV
p6
Diouzhtu e krogas ar gelennadurezh, a dlee padout c’hwec’h miz nemetken.
Dioustu e krogas ar gelennadurez, a dlee padout c’houec’h miz nemetken.
1944
Référence :
EURW.1
p.196
C'hoari horell : pemp pe c'hwec'h, gant pep a vazh-dotu, a ra pep a doullig war an dachenn ha beg o bazh e-barzh.
C'hoari horell. Pemp pe c'houec'h, gant pep a vaz-dotu, a ra bep [sic, pep] a doullig war an dachenn ha beg o baz e-barz.
1944
Référence :
EURW.1
p23
C’hwec’h kant lur er bloaz a ranke diyalc’hañ ar re binvidikañ hag a rae kerkoulz tinell hag ar veleien, hor c’helennerien, gant jistr ha gwin da bep pred, kement ha ma kare da bep hini.
1954
Référence :
VAZA
p.50
Un tammig a-raok an noz e weler bouchadoù gwez o tiboukañ war an tu dehou : Kap Lopez, ha, war-dro c'hwec'h pe seizh lestr war eor, en o zouez pesketaerien grankaled eus Norvegia, aes da anaout en abeg d'ar c'hlud a zo e penn ar wern, evit ober ged ha klask ar ramzed a c'hell bezañ o neuiñ war ar mor bras.
1985
Référence :
DGBD
p23
Vaislikí a zlee din c'hwec'h miz feurm. Lavarit din gant piv e tastumin anezhe, pa oa dishêr.
2015
Référence :
EHPEA
p14
Note d'étude
Ent reizh, diskouez a ra ar ger-mañ stummoù rannyezhel e "f" e-lec'h ar soniad "c'hw". S.o. alc'hwez, c'hwezh, c'hwi, melc'hwed, h.a.
Étymologie
Ger kar d'ar c'hembraeg "chwech", d'ar c'herneveureg "whegh".