Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Mots parents :
0

Définition :  Masquer la définition

I. Ag. niv. 1. Ag. peg. (dirak an anvioù-kadarn unan a dalvez da aroueziñ traoù niveradus) Niver zo par da bemzek mui unan. C'hwezek kenvroad. C'hwezek vloaz. 2. Ag. pet. (goude un ak. pe un anv den) C'hwezekvet. Ar gentel c'hwezek. II. Rag. niv. 1. Rag. peg. (e-unan, dirak un ag., ur rn. disk., pe dirak an ar. a heuliet gant un anv lies pe stroll) Niver zo par da bemzek mui unan. C'hwezek a dud. C'hwezek a gemeras. 2. Rag. pet. (evit merkañ ar renk, an deiziadoù) C'hwezekvet. Ar c'hwezek a viz Here. III. Niv. peg. b. 1. Termen a dalvez da sevel anvioù-gwan niveriñ, raganvioù niveriñ pe adverboù niveriñ zo brasoc'h eget pemzek ha tri-ugent. C'hwezek ha pevar-ugent. 2. (dirak ugent, kant, mil, milion, miliard) Termen a dalvez da sevel ugentadoù, kantadoù, miliadoù, milionadoù, miliardoù. C'hwezek-ugent : tri-c'hant ugent. C'hwezek-kant : mil c'hwec'h-kant. IV. Impl. da ak. Niveron. 1. Niver anterin a zeu da heul pemzek. An niver c'hwezek. 2. Anv a roer d'an heuliad arouezennoù 16 a reer gantañ evit skrivañ an niver anterin a zeu da heul pemzek. EVEZH.: kemm. blot. goude c'hwezek rag. peg.

Exemples historiques : 
10
Masquer la liste des exemples

c'hwezek

1499
Référence : LVBCA p48 (seize)

c'hwezek

1659
Référence : LDJM.1 pg seize

c'hwezek real

1732
Référence : GReg pg franc (Quatre francs.)

Bez' ez eus bet gwelet grizilhennoù a boueze pep hini anezho ul livr, pe c'hwezek oñs.

1732
Référence : GReg pg grêlon (On a vü des grêlons qui pesaient une livre.)

ur pengenn en deus pevar-c'hant ha pevar-ugent troadad hed, ha c'hwezek ha pevar-ugent a ledander

1732
Référence : GReg pg arpent

c'hwezek

1850
Référence : GON.II pg c'houézek

C'hwezek

1850
Référence : GON.II p.24, "seize".

Pemzek pe c'hwezek den e vezimp.

1850
Référence : GON.II p.92, livre second, « Nous serons quinze à seize personnes ».

C’hwezek vloaz ez oa pa vennas, un eil troad, terriñ ar berz taolet gant e dad-mager.

1924
Référence : SKET.II p.35

C'hwezek vloaz e oan, achu ganin ma zeirvet, gant notennoù mat e pep brank ; ne oa da rebech din nemet chom hep plegañ d'ar Reolenn.

1944
Référence : EURW.1 p43

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux