Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. Ag. niv. A. Ag. peg. g. 1. (dirak an anvioù-kadarn gourel unan a dalvez da aroueziñ traoù niveradus) Daou mui unan. An tri zi-se. Sammet en deus an tri c'hard eus ar pakadoù. • Bep tri deiz e vezont eno. • Ur plac'hig tri bloaz. Un ti a dri estaj. Ul lestr a dri font. • Daou pe dri c'harr. Tri pe bevar den. & Un tri c'helenner, (un) tri c'helenner bennak. & Tri pevar femoc'h, un tri pe bevar femoc'h : war-dro tri pe bevar femoc'h. Tri faotr int. Tri c'halvez emaint en ti-se. 2. Trl. Kaout, reiñ tri c'hement all : teir gwech kement (hag ar c'hementad-mañ-kementad). & Bezañ tri c'hement brasoc'h, bihanoc'h eget udb. : teir gwech brasoc'h, bihanoc'h egetañ. & Bevañ tri oad den : teir gwech koshoc'h eget un den. & Lavaret tri gaou bep daou c'her : na baouez a lavaret gevier. & Trl. skeud. Gwelet tri heol* o parañ. & STEREDON. An Tri Roue*. B. Ag. pet. (goude un ak.) Trivet, teirvet. Ar pennad tri : an trivet pennad. Ar gentel tri : an teirvet kentel. II. Rag. niv. A. Rag. peg. g. (e-unan, dirak un ag., ur rn. disk. pe dirak an ar. a heuliet gant un anv gourel lies pe un anv stroll) 1. Daou mui unan. Tri zo war an daol. Tri a roin dit. Tri omp. Roet em eus dezhañ tri eus ma levrioù. Kemer tri anezho. • Tri ha pevar zo seizh. Tri mui c'hwec'h zo par da nav. • Tri hor bo pep hini. Goulennit pep a dri diganto. • Tri gozh, an tri gozh. Triig all, an triig all. An tri-mañ. Piv eus an tri-se zo bet amañ c'hoazh ? An tri vras-hont. • (Un) tri a vugale, a diez. Tri gaer a baotred. Bez' e c'halle bezañ un tri pe bevar. 2. Trl. Unan a bep tri, dre bep tri, war bep tri, diwar bep tri : un elfenn a zibober en un teskad pe e meur a deskad a deir elfenn. & Unan a dri, dre dri, diwar dri, bep tri, seul tri : un elfenn eus un teskad a dri den, loen pe tra, a zigemmer diouzh an elfennoù all zo strollet ganti. Kement ha tri : teir gwech brasoc'h, teir gwech muioc'h, kalz brasoc'h, kalz muioc'h eget ar pezh a weler peurliesañ. Ur vi kement ha tri. Labourat kement ha tri. Kaout spered kement ha tri. & Ober labour tri : kement ha tri den, kalz. & (db. an dud) Bezañ unan* a dri. 3. Adv. (db. an dud, al loened, an traoù a arouezer gant un anv gourel) HON-TRI, HO-TRI, O-ZRI : me - te, c'hwi, eñ pe hi - a-gevret gant daou all, gant div all. C'hwi ho-tri a c'hall ober an dra-se. Rannet e vo ar gounid etrezo o-zri. Ne lakao ket e grabanoù warnomp hon-tri. & Tri-ha-tri : dre strolladoù a deir elfenn. B. Rag. pet. g. 1. (evit merkañ ar renk, an deiziadoù) Trivet. An dri e vezen er skol peurliesañ. Warc'hoazh emañ an dri a viz Ebrel. A-benn an dri eus ar miz e teuint du-mañ. 2. (dirak warn-ugent) Termen a dalvez da sevel raganvioù-petvediñ a arouezer deiziadoù ganto. An dri warn-ugent a viz Meurzh. III. Adv. niv. g. (db. an dud, al loened, an traoù a arouezer gant un anv gourel) Daou mui unan. Tri emaoc'h er c'harr. Tri e tlefent bezañ evit ober al labour-se. IV. Niv. peg. g. 1. (db. an dud, al loened, an traoù a arouezer gant un anv gourel) Termen a dalvez da aroueziñ niver an unanennoù en anvioù-gwan niveriñ, er raganvioù niveriñ pe en adverboù niveriñ zo brasoc'h eget ugent. Tri (c'haner) ha daou-ugent. Tri (faotr) ha pevar-ugent. Kant tri (zi), tri (zi) ha kant. Daou vil kant tri (den) warn-ugent. Tri fakad ha tri-ugent. 2. (dirak ugent, kant, mil, milion ha miliard) Termen a dalvez da sevel ugentadoù, kantadoù, miliadoù, milionadoù, miliardoù. Tri-ugent (gwaz, maouez). Tri-c'hant (danvad, danvadez). Tri mil (dilenner, dilennerez). V. G. (ls. -où) A. 1. Un tri, an tri : kartenn, pezh eus ur c'hoari zo merket tri warni - pe warnañ - pe a dalvez tri foent. An tri am boa goulennet. 2. Tr. adv. A-drioù : dre strolladoù a deir elfenn. & Dre drioù : dre strolladoù a deir elfenn. B. NIVERON. 1. Niver anterin a zeu da heul daou. An niver tri. 2. Sifr a reer gantañ evit merkañ an niver a unanennoù, a zegadoù, h.a., zo en un niver. Tri eo sifr ar c'hantadoù en niver 2395. 3. Anv a roer d'an arouezenn 3 a reer ganti evit skrivañ an niver anterin a zeu da heul daou. Skrivet en deus un tri war e gaier. EVEZH. (a) kemm. c'hwezh. goude tri ag. peg. g. ; (b) kemm. blot. goude tri rag. peg. g.; (c) kemm. blot. war-lerc'h ar g.m. e deroù tri rag. pet. g.

Skouerioù istorel : 
79
Kuzhat roll ar skouerioù

tri deiz kent

1499
Daveenn : LVBCA p52, 112, 197 (troys iours deuant)

tri

1499
Daveenn : GAVH p18

tri

1499
Daveenn : LVBCA p197 (troys)

En hanv a'n Tad, ha'n Mab abred, / Roue ha krouer, ha'n Glan Spered [;] / Un Doe anavet drez kredan [dre a gredan]/ Pere en personoù kaougant, / Zo tri fier ha diferant / Ha se prezant a asantan

1575
Daveenn : M. p34

Neuze un prezidant koleret a bersuadas d'an roue ez lakaze ober peder rod a houarn e-barzh tri dez pere a ve añvironet a dachoù ha kizelloù lemm pe gant re ez vihe dispennet dre dourmant, ha maz roze ivez spont d'an gristenien arall, oz welet an horriplded hag ar gruelded a'n tourmanchoù.

1576
Daveenn : Cath p20

[«] Hag evit-se kement ger zo a dle bezañ koñfermet gant daou pe dri dest, pa ve te a ve un ael, pe a ve ur vertuz selestiel[. »]

1576
Daveenn : Cath p10

D. Ret eo ober tri zra : da gentañ, digas da goun an pec'hedoù, en em egzaminañ diligant war gourc'hemennoù Doue ha re 'n Iliz ha war an seizh pec'hed marvel.

1622
Daveenn : Do. p42

M. Nag an Drinded petra eñ eo ? D. Bezañ ez eo an Tad, ar Mab, hag ar Spered sant[el], tri ferson en un Doue hepmuiken.

1622
Daveenn : Do. p14

tri

1659
Daveenn : LDJM.1 pg trois

abaoe tri miz ne studias

1659
Daveenn : LDJM.1 pg abaoue (tri mis ne studias)

e-spas a dri miz

1659
Daveenn : LDJM.1 pg (e)spacç (a dri mis)

Petra a renker da ober evit en em gofes ervat ? Ret eo ober tri dra

1677
Daveenn : Do. p43

grilhañ kig, pe pesked war ur c'hrilh-goad, savet tri zroadad dreist an tan

1732
Daveenn : GReg pg boucaner (faire cuire de la chair, ou du poisson, à la manière des sauvages)

ne faot nemet daou, pe, dri berv

1732
Daveenn : GReg pg (il ne faut que deux, ou trois) boüillon(s)

tri c'harr

1732
Daveenn : GReg pg (une) charrette (deux charrettes ; trois charrettes)

monstr en deus tri fenn

1732
Daveenn : GReg pg a

Ren an Antikrist a dle padout tri bloaz hanter.

1732
Daveenn : GReg pg Antechrist

forc'h he deus tri biz

1732
Daveenn : GReg pg a

a-benn tri bloaz ac'hann

1732
Daveenn : GReg pg (d'icy) à (trois ans)

terzhienn bep tri deiz

1732
Daveenn : GReg pg fievre (Fièvre quarte)

An tri den yaouank a Izrael a yoa stlapet en ur fournez elumet.

1732
Daveenn : GReg pg fournaise (Les trois enfans d'Israël furent jettez dans une fournaise ardente.)

tri c'hement all

1732
Daveenn : GReg pg fois (Trois fois autant.)

tri mil gwech

1732
Daveenn : GReg pg fois (3000 fois.)

En urzh Sant Frañsez ez eus tri zad jeneral : ar c'hentañ eo hini an tadoù Kouventualed, an eil eo hini Santfrañseziz, an drede eo hini ar Gabusined.

1732
Daveenn : GReg pg general (Dans l'ordre de saint François il y a trois Generaux : le premier est celui des Peres Conventuels, ou Cordeliers à la grande manche, qui est la premiere branche de l'ordre : le deuxiéme est celui des Peres Observantins, ou Cordeliers, des Peres Recollets, des Soccolans, Arabides, des Penitens &c. Le troisiéme est celui des Peres Capucins.)

ar gouli-hont en deus e zalc'het er gwele a-hed tri miz

1732
Daveenn : GReg pg aliter

tri ene

1732
Daveenn : GReg pg ame

tri ha tri

1732
Daveenn : GReg pg a

e-pad tri miz ez eo bet en e wele

1732
Daveenn : GReg pg aliter

re c'hlas eo c'hoazh ar gwin-mañ, ne vezo en e dro, nemet a-benn tri miz ac'hann

1732
Daveenn : GReg pg (ce vin est trop vert, il ne sera dans sa) boite (que dans trois mois)

re c'hlas eo c'hoazh ar gwin-mañ, ne vezo war e du, nemet a-benn tri miz ac'hann

1732
Daveenn : GReg pg (ce vin est trop vert, il ne sera dans sa) boite (que dans trois mois)

re c'hlas eo c'hoazh ar gwin-mañ, ne vezo mat da evañ, nemet a-benn tri miz ac'hann

1732
Daveenn : GReg pg (ce vin est trop vert, il ne sera dans sa) boite (que dans trois mois)

re c'hlas eo c'hoazh ar gwin-mañ, ne vezo en e vlaz, nemet a-benn tri miz ac'hann

1732
Daveenn : GReg pg (ce vin est trop vert, il ne sera dans sa) boite (que dans trois mois)

En em likit tri ha tri, pe pevar ha pevar.

1850
Daveenn : GON.II p.92, livre second, « Mettez-vous trois à trois, ou quatre à quatre ».

da dri bloaz e ouie digeizañ

1850
Daveenn : GON.II.HV pg digeiza, digiza

tri ferson an Dreinded

1850
Daveenn : GON.II pg Dréinded

tri-c'hant

1850
Daveenn : GON.II pg pemzék (-ugeñt)

tri

1850
Daveenn : GON.II pg teir, trî

tri mab

1850
Daveenn : GON.II pg trî

tri c'hi

1850
Daveenn : GON.II pg trî

tri miz

1850
Daveenn : GON.II pg trî

tri ha tri

1850
Daveenn : GON.II pg trî

Tri am eus debret anezho.

1850
Daveenn : GON.II p.74, « J’en (d’eux) ai mangé trois ».

Tri den

1850
Daveenn : GON.II p.63, "Trois personnes".

tri

1850
Daveenn : GON.II p.12, introduction, "TROIS (pour le masculin)".

Tri

1850
Daveenn : GON.II p.23, livre premier, "trois (masc.)".

tri sac'h

1850
Daveenn : GON.II p.12, introduction, "trois sacs".

tri zi

1850
Daveenn : GON.II p.12, introduction, "trois maisons".

tri fenn

1850
Daveenn : GON.II p.12, introduction, "trois têtes".

Tri c'hi

1850
Daveenn : GON.II p.12, introduction, "trois chiens".

Tri warn-ugent

1850
Daveenn : GON.II p.24, "vingt-trois".

« Unan, daou, tri, pevar : evit peder sizhun / Peadra da zibriñ, ha me a zo war yun ! »

1867
Daveenn : MGK p98

Unan [anezho], ar marc'hadour, a c'houie niveriñ, / Lavaret hep faziañ : unan ha daou zo tri.

1867
Daveenn : MGK p80

En em gavout a rejont d'ar pardaez-noz, o-zri, e-kichen ur stêr vras a rankent da dreuziñ.

1867
Daveenn : MGK p3

Ar razh, deut poent ar pred, / D'ar re all a lavar : — « Asa ! va mignoned, / Petra zo n'omp hiriv nemet tri da leinañ ? »

1867
Daveenn : MGK p46

Neuze e lavaras [ar breur] : - Va c'hoar, na ouelit ket, me ho ped ! Un tri dervezh hepken a vezo din a-walc'h da aveliñ va fenn.

1867
Daveenn : MGK p18

soubenn an tri zraig : dour ha hoalen ha baraig

1909
Daveenn : BROU p. 390

Tri gelc'h ar bed

1909
Daveenn : REZI p.27

Brud a zo e tremenas Ariomanos, goude lidoù-kañv e dad hag e vamm, teir nozvezh ha tri devezh hep kemerout boued na died, e harz ar grugell-vez anezho.

1923
Daveenn : SKET p.50

Divarrek da waskañ pelloc’h war an orged a loske dezho o gwad, e tilestrjont o zri en tevenn, un nozvezh, o tigas ganto ur brokad died-kemmesk eus o bro, c’hwezh-vat ha mezvus.

1923
Daveenn : SKET p.102

Teir c’hrugell-vaen am eus gwelet o c’holeiñ bezioù tri eus ar rouanez-se.

1923
Daveenn : SKET p.18

An tri [b]ugelig a oa el liorzh o c’hortoz o breur. An archer a dapas krog enne hag o bountas er sal.

1924
Daveenn : BILZ1 Niverenn 40, p.895 (Miz Ebrel 1924)

An troioù-saludiñ all, e-touez Kelted Iwerzhon, ez oa : — 1° sevel ha menel war-sav pa zigoueze un den enorus ; — 2° sevel ar glin pe ar vorzhed p’edod azezet ; ur merk azaouez hennezh ha n’oa ket kerkoulz ha sevel en e sav ; — 3° reiñ ur pok, pe peurliesañ tri a bokoù, war ar jod ; — 4° pennlinañ pe daoulinañ.

1924
Daveenn : SKET.II p.36, Notenn 1.

Erruout a eure, d’e dro, Bilzig gant an tri all.

1924
Daveenn : BILZ1 Niverenn 39, p.865 (Miz Meurzh 1924)

Al Lev-Draezh !… Tri c’hir spontus-meurbet !

1925
Daveenn : BILZ2 p.123

a-benn tri deiz amañ

1927
Daveenn : GERI.Ern pg amañ

Sevel a ris a-ziwar va gwele hag ez is, a-gevret gant tri Vreizhad [sic] all da ober un droig e kêr : da aveliñ hor penn ha pa vefe ken.

1929
Daveenn : SVBV p.19

Diwezh deomp d'en em bentañ, e kimiadjont diouzh ar walc'hlec'h, e pignjont d'hor c'hambr, hag ur pennad goude, me a ziskennas a-gevret gant tri ganolier all da evañ tri pe bevar litradig gwin ruz.

1929
Daveenn : SVBV p13

Gant dudi, e welen ivez tri zi bihan o aoledoù [sic] ledan hag o mantelloù bras du-pod gant an huzel.

1929
Daveenn : SVBV p.17

Kounañ a ran, na pegen dudius d'ar galon, ha na pegen kaer d'ar spered ha d'an daoulagad, da zaoulagad un arvester pignet war uhelenn Kerargov, gwelout, un hanterkantved a zo, ur skouadrenn meurlistri livet e du ha bevennet gant daou pe dri gelc'h gwenn an tuioù diavaez anezho ; koeñvet o gouelioù damwenn dezho gant an avel-reizh pe rodellet dindan ar fourradoù avel-dro, hag o stekiñ ouzh ar c'herdin hag ouzh ar gwerniou en ur stlakañ gant stroñs ha gant tregern.

1929
Daveenn : SVBV p.15

rastell an tri roue

1931
Daveenn : VALL pg baudrier (d'Orion)

Nemet e vijent adgalvet da beurechuiñ o zri bloavezh, mar n’o dije ket sevenet o engouestlañ d’an oad a 27 vloaz.

1944
Daveenn : EURW.1 p.191

Kervarker, Prosper Proux, ha neubeut amzer goude, An Uhel, gant e levr Bepred Breizhad, setu eno ma zri gelenner kentañ war ar gwerzioù brezhonek.

1944
Daveenn : EURW.1 p42

Betek eno ne raen ket a wad fall : ur veaj evel un all e oa houmañ din, an hent a oa hir, al laboused a gane er c'hleuzioù, tud a laboure er parkoù, kêr Wengamp a oa brav da welout gant he renkennadoù tier a dri estaj...

1944
Daveenn : EURW.1 p30

Diskaret ar galoch, ar gwenneien, -pe ar boutonoù-, a chome 'n he c'hichen hep stlabezañ, a veze d'an hini en doa he diskaret gant unan eus e dri bez.

1944
Daveenn : EURW.1 p23

Chann he doa gwelet dek gwech muioc’h a draoù eget Mari, Mari kant gwech muioc’h eget Madalen, ha Madalen ’ta !… ha, sur, hini ebet anezho n’he doa klevet ur c’hard eus an tri-c’hant mil dra he doa klevet Katell.

1944
Daveenn : ATST p.81

Ar post ged : ur gael houarn, ur porzh divent etre tri savadur a bevar estaj, mildoullet a brenestroù, a weled enno pennoù kurius an henaourien o c’hoarzhin goap d’ar « bleuien ».

1944
Daveenn : EURW.1 p.192

Al lezenn a c’hourc'hemenne : ar studierien o labourat da gaout ur skrid-testenni er skolioù-uhel ar gloareged o klask mont da vistri-skol, ar vicherourien merket evel « micherourien arz », ne rajent nemet ur bloavezh e-lec’h tri.

1944
Daveenn : EURW.1 p.191

Kerkent ha ma c'hallent e tilezent ac'hanomp, ha n'eus nemet unan eus ar re a oa bet dastumet evel-se hag a ve bet chomet en tu-hont da dri miz en hor servij.

1985
Daveenn : DGBD p45

Marteze on boas da welout korfoù-marv abaoe kement a vloavezhioù, met daou dra disheñvel eo korf-marv unan bennak hag a zo bet drouklazhet, diouzh un tu, ha, diouzh an tu all, peder retredadez etre tri bloaz ha tri-ugent ha dek ha pevar-ugent, hag o deus lakaet termen d'o buhez.

2015
Daveenn : EHPEA p13

Urzh al lizherennoù

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial