Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. Ag. peg. g. Anv-gwan a dalvez da verkañ ur renk, un niverenn urzhiañ a glot gant an niver tri. An trivet deiz a viz Here. Yann an Trivet a oa neuze dug Breizh. An trivet den. 2. Rag. pet. g. Raganv a dalvez da verkañ ur renk, un niverenn urzhiañ a glot gant an niver tri. An trivet : un den, ul loen, un dra, arouezet gant un anv gourel, dezhañ an niver tri hervez un urzh bnk. Arzhur a oa anv an trivet. 3. Termen a dalvez da aroueziñ sifr an unanennoù en niveroù petvediñ. An trivet paotr ha tri-ugent. HS. teirvet, trede.

Skouerioù istorel : 
9
Kuzhat roll ar skouerioù

trivet

1850
Daveenn : GON.II pg teirved, trédé, trived

an trivet

1850
Daveenn : GON.II pg trived

Trivet

1850
Daveenn : GON.II p.25, livre premier, "troisième".

An trivet

1850
Daveenn : GON.II p.25, livre premier, "le troisième".

Trivet warn-ugent

1850
Daveenn : GON.II p.25, livre premier, "vingt-troisième".

un drivet

1850
Daveenn : GON.II p.21, livre premier, "un tiers, un troisème".

War holl bapero[ù] eus ar vro a zo bet komzet deus Milio Arzhur, marv en Lannuon an drivet warn-ugent a viz Kerzu.

1898
Daveenn : KZVR Supplément à la Croix des Côtes-du-Nord du dimanche 23 janvier, p.2

Kement-all a voe graet gant an trivet strollad war ar c’hlann gleiz.

1923
Daveenn : SKET p.135

Ma mamm a fellas dezhi e vije lakaet Jozeb ouzhpenn, en enor da bried Mari he doa devosion dezhañ ; ma zad a gavas ivez un hekleo eus e anv badeziant peogwir ma zrivet anv-bihan a zo Klaoda, ha dreist an tri, hini ar Werc'hez Vari, 'vel ma oa ar c'hiz neuze da envel ar baotred : Frañsoù-Mari, Jañ-Mari, Louis-Mari, Pêr-Mari.

1944
Daveenn : EURW.1 p6-7

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial